Lun 21 a viz Gwengolo, niv.253
Sizhun 39 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Stourm al laezh: "Gwener gwenn"

 

 

En dibenn-sizhun tremenet e oa bet aozet ur stourm bras gant ar broduerien laezh a gemer perzh e "harz-al-laezh", aozet gant an aozadur European Milk Board (EMB) ha reoù all e pep Stad (Apli hag OPL e Frañs da skouer). Milionoù a litradoù laezh zo bet skarzhet war ar maez, nepell diouzh Menez-Mikael (skeudenn) e oa bet bodet kantadoù a broduerien dilaouen. E meur a lec'h e Breizh e oa bet aozet degouezhioù a seurt se. Fellout a rae d'ar stourmerien diskouez ez int mennet ha niverus, p'emañ ar sindikadoù bras (FNSEA) a-enep ar stourm kaset war-raok. Pal ar broduerien a ra harz-al-laezh zo lakaat Europa da virout ur priz dereat d'al litrad laezh (350€ da vihanañ evit 1000 litrad) en ur goazhañ ar c’hotaioù laezh aotreet. N'eo ket deuet en-dro Komision Europa war afer ar feurbarzhioù: dilezet e vint a-benn 2015, met 600 milion a euroioù a vefe lakaet ouzhpenn evit harpañ ar marc'had. Kinniget eo bet neuze gant ar Stad c'hall e vefe aozet "emglevioù" etre ar broduerien hag ar c’hreanterien, dindan evezh ar servijoù publik, gant ma vo doujet ouzh reolennoù Europa. E miz Here e vefe aozet kendivizoù a-benn aozañ ar raktres.

 

 

 

 

 

 

 

 

Bezañ kelaouet diwar-benn stad an dour

 

 

Betek-henn e oa diaes gouzout peseurt doare dour az ae er-maez eus ar c'hog er gêr. Posupl e oa lenn un nebeud titouroù war ar fakturenn, met ne oant ket klok, ha dibaseet abaoe pell 'zo, pe neuze mont da welet skritelloù an ti-kêr war stad an dour. Bremañ avat ez eus bet savet gant ar Stad ul lec'hienn e-lec'h ma c'hell pep hini mont da welet dielfennadennoù an dour a zo o tont er-maez eus ar c'hog en e barrez.

Evit meur a abeg e c'hell seurt benveg bezañ talvoudus: da gentañ, peogwir e vo lakaet a wel d'an holl an diforc'hioù etre al lec'hioù, ar pezh a zlefe broudañ al lec'hioù saotret kalzik da gemer divizoù evit chom hep kaout brud fall. Da eil, ma welit eo mat dour ar c'hog da evañ, eo posupl neuze paouez da implijout dour e boutailhoù platik, saotrus-kenañ ma'z int, kement evit ar c'hementadoù plastik implijet hag evit an treuzdougen (ha ret eo anzav eo gwall droch gwelet kirri-samm bras spontus o lakaat dour d'ober 1000km evit dont eus ar menezioù betek amañ!).

 

M.M.

Gwelet stad an dour en ho parrez :

www.sante-sports.gouv.fr/
N'ankouait ket oberoù "ultimatom an hin", hiziv Lun 21 !

www.avaaz.org/

 

 

 

 

 

 

 

 

Maina Kernalegenn e Ti ar Vro Kemper e miz Here

 

 

Kinniget e vo e-kerzh miz Here gant Ti ar Vro Kemper un diskouezadeg gant an arzourez Maina Kernalegenn. Sed amañ penaos eo displeget he labour gant aozerien an diskouezadeg: "Luskellet eo bet en ur sevenadur gwriziennet don, sevenadur Breizh hag ar broioù kelt. Dizoleiñ war un dro arzoù Afrika, zo bet eviti un diskuliadenn wirion, ha moarvat un nor war-zu an arz... delwennoù ha maskloù ken leun a vuhez, a vezañs, a eztaol. Pe c’hoazh arzourien eus ar c’hornôg troet war-zu an arzoù pobl e-giz Gauguin pe Ensor. Ne oa ket hepken al labour arzel a gonte, met ivez an ene, un nerzh en eztaol, brasaet dre ur garg speredel. He hentadur bremañ, bouetaet gant skiant-prenet ha kejadennoù, skeudennoù, sinoù ha lavarioù disheñvel... a vez heñchet gant he frimveiz hag he c’hizidigezh da vont da ergerzhout ar pezh a zoug (un istor, faltazi, from). Hi evel maouez, Breizhadez, evel boud denel, o vevañ d’ur c’houlzad, en un endro bennak. Klask, ergerzh pinvidik hag entanus."

 

Ti ar Vro Kemper

3 leurenn Familh Gabaï, 29000 Kemper

Pgz: 02 98 90 70 43

Postel : tiarvro-kemper@wanadoo.fr

Lec'hienn: www.tiarvro.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: laouen Oriantiz ha Roazhoniz

 

 

Un devezh plijus eo bet evit Stad Roazhon hag FC an Oriant (skeudenn) disadorn, a-dra-sur. Ar Pennoù-Merluz a zegemere skipailh Nancy war tachenn ar Voustoer. Un tamm amzer en deus lakaet ar c'hrogad evit tapout lañs da vat: e-pad 40 munutenn e voe an Oriantiz o klask pilat difenn paotred Nancy. A-benn ar fin, d'an 42vet e lakas Sigamary Diarra pal kentañ ar re orañjez (pal kentañ ar c'hoarier er Rummad 1). Un eil a voe lakaet gant Gameiro d'ar 60vet munutenn. Ne oa ket digalonekaet da vat tud Nancy, ha plantet e vo o foent gant Alo'o Efoulou d'an 90vet. Feuket un tamm paotred an Oriant, e klozas Monterrubio ar c'hrogad gant un trede poent evito. Suraat a ra ar Pennoù-Merluz o flas er renkad, goude ur miz Eost dipitus.

Tud skipailh Roazhon a oa int aet betek Grenoble. Aze, er c'hontrol, e voe lakaet sklaer an traoù adalek an digoradur: un 20 eilenn a-boan goude an taol-kregiñ e oa ar vell e kaoued-pal Grenoble, gant Gyan. Profitañ a reas mat paotred Frederic Antonetti eus aozadur laosk skipailh Grenoble. D'ar 7vet munutenn e roas Marveaux un eil poent da Roazhon. D'an 20vet e oa tro Mangane da blantañ ar vell e palioù Grenobliz. Un tamm reuz a vo zoken er stad gant suporterien fuloret, hag ehanet ar c'hrogad ur pennadig amzer. D'an 62vet, ur pal gant Gyan adarre, diwar un tenn-kastiz. Mont a ra Grenobliz e fulor adarre ha paouezet an abadenn, amzer dezho sioulaat. N'o deus gellet paotred Grenoble ober netra evit klask adtapout an dale ziwazh evito, plaset e penn izelañ renk ar Rummad 1.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

District 9

 

 

Zeland-Nevez, Stadoù-Unanet – 2009

Senario ha seveniñ : Neill Blomkamp

 

Un deiz bennak ez eus chomet a-sav un egorlestr a-us da Johannesburg e Suafrika. Un doare “Boat people” deuet eus ur blanedenn all eo, ennañ ur milion a voudoù en argoll. Parket int bet en ur c’hamp anvet “District 9” ha kroget eo Stadoù ar bed d’en em chikanañ war petra ober ganto. Ugent vloaz war-lerc’h n’eo ket diskoulmet c’hoazh. Ur c’hevredad prevez, an MNU (Multi-National United), eo a ver District 9 ha karget eo Wikus van der Merwe (Sharlto Copley) da gas da benn treuzkas ar “chifretez” d’ur c’hamp nevez.

 

Produet gant Peter Jackson eo an iskis a film-mañ a grog evel un teulfilm a-raok treiñ d’ur film spont feuls-kenañ. Evel-just, dreist da duioù gwan ar senario (par d’ar pezh a gaver atav e filmoù skiant-faltazi), e talvez District 9 dre an issteuñvennoù a ya d’e ober. Direnkus eo kaout d’en em soñjal war an emzalc’h hor befe a-dal da repuidi estren a seurt-se. Direnkus eo ivez an dudenn bennañ, Wikus, gant al lu ma vez en deroù, gant he emzalc’h a-hed an abadenn ha gant an doare ma vez gwallgaset en eil lodenn an istor. Ha n’eo ket fall bezañ direnket a-wechoù.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

http://www.district9.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Beatles – an oberenn glok adembannet e stereo

 

 

Prest oc'h da zispign ouzhpenn 200 euro evit kaout 13 pladenn advesket (en o zouez peder fladenn gentañ The Beatles e stereo evit ar wech kentañ) hag un nebeud traoù all: un DVD, goloioù ar pladennoù, levrigoù enno displegadennoù liesseurt?

Er miz-mañ neuze ez eo deuet er-maez ar c'houfrig ma kaver an holl draoù-se. Pa weler ar pezh a soñj an dud e vije bet tu da ober hep an oberenn-se. Ne gaver en DVD (e stumm Quicktime, aes da lenn en un urzhiataer, dibosupl en ur mekanik all...) netra nevez evit an dud a anavez ar strollad, ha niverus eo an dud-se.

Hag aze emeur e-kreizig-kreiz emdroadur bed ar sonerezh er mare-mañ : ne zeu ket mui a-benn an tiez-embann da werzhañ pladennoù nevez, ne gemeront ket riskloù. Pet arzour nevez ha dedennus a zo bet dizoloet gant an tiez-embann pladennoù bras er bloavezhioù tremenet? Hini ebet koulz lavarout: war Myspace, Last.fm pe forzh pelec'h all war ar rouedad e kaver gwelloc'h... ha marc'had-matoc'h. Neuze eo rediet pennoù-bras an tiez-embann da furchal en o c'hatalogoù, da ginnig evit an an nouspetvet gwech adembannadurioù pladennoù bet embannet hag adembannet hag embannet en-dro zoken.

Ha neb a vourr o selaou sonerezh a oar a-walc'h: e-lec'h dispign forzhpegement evit prenañ. ur c'houfrig a seurt-se, ez eo gwelloc'h dezhañ furchal en e estajerennoù ha lakaat ur bladenn bennak savet gant The Beatles. Ur bladenn vinil, e mono marteze, met ur bladenn ma klever mat ar sonioù boud da nebeutañ. Ha gant tout-se ne ouezer ket c'hoazh piv a oa ar c'hole-mor e gwirionez!

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Plus Breizh la vie" war AlterNantes FM

 

 

Kinniget e vo fenoz da 8e war gwagennoù AlterNantes FM kentañ abadenn "Plus Breizh la vie: l'hebdo", produet gant skoazell ar gevredigezh Breizh Unvan. Bep Lun e vo kinniget (e galleg) an abadenn-mañ da c'houde. En abadenn a vo fenoz e vo tu da glevet ur sell war keleier Breizh, kinnig pladenn nevez Gwennyn, Mammenn, ur sell war keleier adframmadur ar strollegezhioù lec'hel (a vo adkavet ur wech ar miz da c'houde), ur sell en a-dreñv war istor ar stourm evit an adunvanidigezh. Bep pemzektez e kinnigo an abadenn ur c'hendiviz, gant enrolladennoù soñjoù tud dastumet er straedoù, hag an tu d'ar selaouerien kemer perzh war-eeun dre al lec'hienn internet. Ur wech ar miz e vo lakaet ivez war wel ur prantad eus istor Breizh.

D'ar Merc'her 7 a viz Here e vo kinniget "Plus Breizh la vie : le mag" da 8e45 noz. En abadenn 1e15 e vo tro da glevet pennadoù-kaoz gant politikerien, keleier ar brezhoneg hag ar gallaoueg, pennadoù-kaoz er yezhoù-se, keleier an embann (gant pennadoù-kaoz ivez), hag ivez keleier ar sportoù e Breizh.

 

"Plus Breizh la vie: l'hebdo", bep Lun da 8e noz war Alternantes FM 98.1 FM e Naoned ha 91.0 FM e Kambon.

Selaou an abadenn e streaming pe podcast:
http://plusbreizhlavie.partout.org

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh .

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Gwengolo 2009!

 

Gwarez ar yec'hed er Stadoù-Unanet, manifestadegoù Iran, kammedoù kentañ ur gannadez europat er Parlamant, bezin glas dielfennet gant servijoù ar Stad c'hall, heuliadoù "Saga Brittia" hag "Istorioù Breizh"... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gwegolo 2009.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da ouelioù an hañv. Ur sell dre vras war an niver a dud bet o oueliañ e Breizh en hañv-mañ, met ivez ur taol lagad spisoc'h war an Erer Kozh, Astropolis, Hent ar Rock, Gouel ar Filmoù e Douarnenez...  Kavet e vo ivez ur pennad-kaoz gant Lou Millour, kenurzhierez evit Radio Kerne, zo bet o troiata er festivalioù a-hed an hañvezh. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org