Lun 1añ a viz Here, niv.161
Sizhun 40 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

sizhun war-lerc'h

 

 

 

 

 

 

 

 

Al lezennourien evit Breizh unvan

 

 

Disadorn e oa bodet dirak Lez-engalv Roazhon, da lavaret eo savadur Breujoù Breizh, un daou c'hant breutaer bennak. Tro 600 den all a oa deuet da reiñ o mouezh ivez evit goulenn ne vefe ket dispartiet adarre Bro-Naoned eus peurrest Breizh gant kemm kartenn al lezioù-barn goulennet gant Rachida Dati, ministrez ar Justis. Bannieloù gwenn-ha-du a oa mesk-ha-mesk gant robennoù gwenn-ha-du al lezennourien. Ur bodad kaset war-raok gant pennbreutaer urzh alvokaded Roazhon, Me Jean Bouëssel du Bourg, o deus gellet komz gant Kentañ prezidant Lez-engalv Roazhon, Michel Couaillier, ha Prefed Rannvro Breizh, Jean Daubigny. Prezidant al Lez-engalv en deus kelaouet ar vreutaerien en doa aliet, en e rentañ-kont kaset da Rachida Dati, chom hep diskar tachenn Lez-engalv Roazhon.

Ar pezh zo deuet buan e prezegennoù ar vreutaerien koulz hag e re an dilennidi hag izili ar c'hevredigezhioù, eo e oant a-du evit lakaat da glotañ kartenn al lezioù-barn gant hini ar rannvroioù melestradurel. Met houmañ diwezhañ eo a vefe ret kemm evit ma vefe poellek ha reizh an traoù e Breizh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ille-et-Bio:

ur saloñs tro-dro d'an endro ha da sujedoù all

 

 

E Gwizien, d'an 13 ha d'ar 14 a viz Here, e vo dalc'het ar saloñs "Ille-et-Bio", evel bep bloaz. "Ar bed adijinet" eo sujed ar bloaz-mañ. En holl e vo 25 prezegenn, war sujedoù liesseurt: bioliesseurted, desevel ar vugale, OGK, saotradur gant ar skinoù, meziantoù frank, energiezhioù, ha kement zo... En o zouez e vo unan gant Chico Whitaker, unan eus kensaverien Forom Sokial Bedel Porto-Allegre. Bez 'vo ivez 260 stal, hag abadennoù niverus: tro-dro d'al liorzhañ, d'al lastez, d'ar sevel-podoù, d’ar c'heginañ... Tachennoù a vo gouestlet da sujedoù resis ivez: evit ar c'henwerzh reizh, al liorzhoù, an energiezhioù disaotrus... hag e lec'hioù all e vo eskemmoù a-hed an deiz war danvezioù all : kinnig kevredigezhioù hag intruduioù eus ar vro, stalioù war an desevel bugale, war an doareoù da ziwall ouzh e gorf, kinnigoù skiantel diwar-benn mont en-dro diabarzh an douar. Aozet mat eo an traoù evit mont eno, hep ar c'harr-tan zoken : kirri-boutin, kenurzhiañ etre tren ha marc’hoù-houarn, kenweturiñ...

M.M.

Evit gouzout hiroc'h: www.illeetbio.org

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Merc’hodennoù Tro-Heol o kontañ Finland e Kemper

 

 

Evit abadenn gentañ ar bloaz e kinnig ar gevredigezh c'hoariva "Très tôt Théâtre" ur grouidigezh, Le meunier hurlant (Ar miliner-hucher), gant ar gompagnunezh Tro-Heol. Diwar ur romant gant Arto Paasilinna e kaso ar merc’hodennoù ar sellerien yaouank, adalek eizh vloaz, d'ur gêriadenn en hanternoz Finland: nebeut amzer goude ar brezel e wel an annezidi un estrañjour oc'h erruout hag o prenañ ar vilin gozh evit he lakaat da dreiñ. Gunnar, tamm-pe-damm furlukin, tamm-pe-damm treufeuzer, zo un den iskis-kenañ. Ha pa ya da glask repu er c'hoadeier evit yudal ouzh al loar e vez tud ar vro oc'h huchal "da di ar re sot!". Neuze e krog evit Gunnar ur gwir stourm evit difenn e frankiz hag e zisheñvelded.

Goude an abadenn e vo pedet ar vugale d'ur prantad choko-filo er Bistro à Lire, d'ar Sadorn 27, evit ur gaozeadenn-diviz anvet "estrañjour iskis". Evit abadennoù all ar bloaz e kendalc'ho kevredigezh c'hoariva Kemper da gantreal en departamant en ur genlabourat gant muioc'h evit 60 leurenn pe kevredigezh e Penn-ar-Bed. Aozet e vo c’hoazh emgavioù gant an arzourien evit kaozeadennoù el levraouegoù ha kinniget e vo ivez, e kêr-benn Bro-Gerne, ar 6vet gouel "Théâtre à tout âge", etre an 12 hag an 22 a viz Kerzu.

Hoel Louarn

D'an 21 ha 24 a viz Here e Ti an Holl Kerfeunteun e Kemper.

(Diwallerezh digoust d'an 21, enskrivadurioù da vezañ graet en a-raok)

Evit gouzout hiroc'h: www.tres-tot-theatre.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Fidji e kard, Kembre d’ar gêr

 

 

Kembre-Fidji. Krogad brav war a seblant disadorn tremenet da 5 eur goude-merenn e Naoned.

Bravoc’h c’hoazh pa ouier e oa ur c’hrogad a gondaone d’ar boan a varv an hini a golle, a chome war al leur goude ur biladenn ziwezhañ. Eus rugbi emaomp o komz ha rugbi hon eus gellet gwelet war an dachenn. Ur gwir emgann a zo bet, gant holl spered ar rugbi: nerzh, tizh, awen deknikel, krochedoù, met ivez ha dreist-holl kenstokoù. 112 gwech o deus pilet ar Gembreiz, 99 gwech eo kouezhet d’an traoñ ar Fidjiiz. 97 gwech eo bet pilet ar Gembreiz met diwar neuze n’eus nemet 22 wech int chomet en o sav: emgann korf ouzh korf, taol ouzh taol. Met sellomp a dostoc’h  ouzh ar c’hrogad.

Bro-Gembre, skipailh dreist-anavezet, ar rugbi a zo he sport broadel. Kemeret en deus perzh e 5 kib ar bed, div wech e kard-gourfenn hag ur wech e hanter-gourfenn. Fidji, skipailh anavezet evit e c’hoari dic’hortoz. A c’hell bezañ mat pe fall. Ur wech e kard-gourfenn diwar 4 c’hib ar bed.

C’hwec’h gwech  eo bet enebet Kembreiz ouzh Fidjiiz. 6 trec’h evit Kembre.

Met se n’eo nemet traou a eil renk. War an dachenn eo ar Fidjiiz a ziskouez o nerzh, 25 da 10 e trec’hont er c’hentañ hanter amzer, gant esaeoù kaer meurbet. Pa zistro ar skipailhoù war an dachenn evit an eil hanter amzer eo ar Gembreiz a ziskouez o nerzh: e pemp munutenn e tistroont war ar Fidjiiz hag e tremenont dirak memes (29-25 d’an 50’).

E-pad tout fin ar match e chom tost-tre an daou skipailh, betek ma pladfe Graham Dewes ar volotenn dreist al linenn ha ma lakfe Nicky Little da dremen ar volotenn etre ar peulioù.

34-38, Domaj evit Kembre, gourc’hemennoù ha chañs vat d’ar Fidjiiz. Emgav a zeu evito, d’ar 7 a viz Here e Marsilha…a-enep Suafrika!

Kenan an Habask

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Shoot 'Em Up

 

 

Stadoù-Unanet – 2007

Senario ha seveniñ : Michael Davis (II)

Difennet d’ar re dindan 12 vloaz

 

Tra ma oa Smith (Clive Owen) o tebriñ ur garotezenn en deus gwelet ur vaouez dougerez oc’h ober botoù kazel dirak un den armet. Da-heul ur fuzuilhadeg (evel-just) e teu Smith a-benn da saveteiñ ar babig (pas ar vamm). Iskis eo pegen ampart eo ar gour-se pa vez ur bistolenn en e zorn. Gwell-a-se evitañ rak kalzik a dud a hañval bezañ mennet da lazhañ an hini bihan koulz hag an holl dud a ro sikour dezhañ.

 

D’an nebeutañ e samm divezh ar senarioer/sevener linenn stur e film a zo displeget mat-tre gant e ditl, Shoot ’Em Up ("Diskarit ’ne tout"). Kredapl n’eus ket muioc’h e skrid ar senario evit an tri ger-se: trawalc’h eo ar steuñvenn-se evit lakaat arvestoù lazhadegoù stok-ouzh-stok. Lod a lavarfe eo arabat kemer Shoot ‘Em Up d’ar ster kentañ, met kavout a ra din n’eus ket kalz muioc’h da welet ha pa vefe d’an eil pe d’an trede ster. Un tamm evel ur film pornografek eo: mat eo evit ar re zo dedennet gant fuzuilhadegoù e-leizh met gwell e vefe d’ar re all kavout ur film all da welet.

 

Meriadeg Vallerie

Kement ha gouzout hiroc’h : www.shootemup.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

"E brezhoneg" e Begerel

 

 

D’ar Sul 7 a viz Here 2007 e vo dalc’het ar saloñs "E brezhoneg" e Begerel, keoded al levrioù, etre Roazhon, Sant-Maloù ha Dinan. Stalioù-dudi, arzoù neuziañ, stal-labour klewelet, c’hoarioù stroll ha kontadennoù c’hoariet ivez a vo kinniget d’ar vugale evit lakaat anezho da zizoleiñ ez eus tu da c’hoari e brezhoneg evel e galleg. An tiez-embann a ginnig levrioù e brezhoneg a vo du-hont ivez, e-giz-se e welo ar berzhidi pegen pinvidik ha liesseurt eo an embann brezhonek (levrioù, pladennoù-arc’hant, DVDoù, sederomoù, c’hoarioù…).

Skrivagnerien a vo war al lec’h evit kinnig ha sinañ o levrioù. Titouroù e-leizh a vo roet diwar-benn an dudi, ar c’hentelioù evit an oadourien hag ar c’helenn e brezhoneg. Tud ar skolioù Diwan, Div Yezh ha Dihun a zisplego o mont en-dro. Deuit niverus da ziduiñ "E brezhoneg", plijadur 'vo !

 

Bill Ebet Band

e Plañvour d'ar 5 a viz Here

Disadorn e sono Bill Ebet Band e kreizenn Amzer Nevez, e Plañvour, da 8e30 noz. Kejaj, meskaj, liamm… setu gerioù a zispleg mat labour Bill Ebet. Meskaj doareoù seniñ ha kinkladurioù, pep hini er strollad o tegas e sell. Levezon eus a bep lec’h, ur sonerezh evit tridal. N'eo ket abaf, pell-a-se ! Doareoù seniñ savet diwar istorioù pobloù Breizh, un tamm Afrika, un tamm jazz ha graet war ar prim ivez. Brezhoneg komzet ha kanet Bro-Gwened a vo tu da glevet ganto ouzhpenn. 10 euro.

 

Evit gouzout hiroc'h : Amzer Nevez, Soe, 56270 Plañvour. Pgz: 02 97 86 32 08 www.amzernevez.org

 

Control

Sevenet gant Anton Corbijn

 

Sonerezh gant Joy Division, New Order, The Velvet Underground, David Bowie…

1977: Anton Corbijn a guita an Izelvroioù, kregiñ a ra da labourat evel luc’hskeudenner evit ar gazetenn New Musical Express e Bro-Saoz, hag e-touez ar strolladoù kentañ skeudennet gantañ e kaver Joy Division.

2007 : Anton Corbijn a sav ar film Control, diwar-benn Joy Division met diazezet dreist-holl war Ian Curtis, ar c’haner, e vuhez (berr-tre), e oberenn (ken bihan all), e gudennoù (muioc’h a zo).

Ur film e gwenn ha du eo (Corbijn a anzav ez  eo gris-holl an eñvorennoù en deus) a spluj Yann arvester e buhez sonerien unan eus strolladoù pouezusañ ar mare-se. Eus ar penn-kentañ, pa fell da Curtis bezañ evel ar re a blij dezhañ (Bowie, Lou Reed…) betek ar fin, a-istribilh ur gordenn, en e di, d’an 18 a viz Mae 1980, pa oa 23 bloaz.

Etretant : abadennoù diaesoc’h-diaesañ (kudennoù epilepsiezh en deus Curtis), darempredoù stegn gant e wreg… hag un dornad kanaouennoù eus ar re wellañ klevet abaoe ma’z eus eus ar ger "rock".

Peurliesañ e vez divalav a-walc’h ar filmoù diwar-benn ar sonerien, hemañ n’eo ket avat, hag ur wech aet er-maez eus ar sinema ne chom menet un dra da ober : distreiñ d’ar gêr ha selaou pladennoù Joy Division. Ar re a fellfe dezho kaout ur sell ken dedennus all, met disheñvel penn-da-benn, war ar sonerezh bet savet e Manchester azalek 1977 a c’hallo sellout ouzh 24 Hour Party People.

R.M.

Evit gouzout hiroc’h :

www.controlthemovie.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh Touch

 

 

Kaoz zo bet kalz e fin miz Gwengolo eus ar "Breizh Touch" ur c'houlzad brudañ aozet gant Kuzul-rannvro Breizh, asambles gant strollegezhioù lec'hel all, en o zouez Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, hag embregerezhioù ar vro. Evit tud ar C'huzul-rannvro en deus graet berzh an degouezh, gant ouzhpenn 150000 den o tremen er standoù a oa kinniget war ribl ar Saena, hag an 250000 den bet o sellet ouzh 3 000 soner ar "Breizh Parade" war ar Champs-Elysées, kenurzhiet gant Jean-Pierre Pichard.

Peseurt disoc'hoù fetis evit ar Vretoned? Diaes eo da c'houzout, un taol-brudañ e oa da gentañ tout. Ar pal a oa diskouez da Bariz (lec'h m'emañ an arc'hant hag an divizoù) pegen modern e oa Breizh, ha miret ganti war memes tro he sevenadur hag he fersonelezh. Ar Vretoned o chom e Breizh o deus sellet alies ouzh an degouezh a-bell. Un nebeud zo bet hegaset. Ar Vretoned divroet o deus alies embannet bezañ bet fromet. Mat e vefe bet marteze d’an dilennidi displegañ muioc'h da dud ar vro ar perag eus ar Breizh Touch. Koust an afer n'en deus ket plijet da lod (2,5 milion euro etre tout, en o zouez 2 vilion paeet gant strollegezhioù lec'hel Breizh). Embannet en deus Jean-Yves an Drian bezañ sur e vo gounezet kalz muioc’h da heul an taol-brudañ hag e c'hellfe un eil Breizh Touch bezañ aozet un deiz bennak... Met a dra sur, ne vo ket er bloaz a zeu.

 

Un teuliadig div bajennad a vo kinniget e niv. Bremañ miz Here, da zont er-maez a-benn nebeut.