|
|
|
|
|
|
|
Lun 2 a viz Here,
niv.116 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Bremañ
: tizhet an 300vet ! |
|
|
Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org.
Un tañva eus pennadoù ar miz-mañ a
c'hellot kavout. Ha klikit war "koumanantit" ! |
|
|
|
|
|
|
|
Foar bio e Gwizien d'ar 7 hag 8 a viz Here |
|
|
En dibenn-sizhun o tont e vo aozet e Gwizien (nepell eus Roazhon) ur foar tro-dro d'ar pezh a sell ouzh an natur. Ur 180 stal bennak a vo kinniget, 25 prezegenn, hag ur bern darvoudigoù a roio buhez d'an dibenn-sizhun. An danvez evit ar bloaz-mañ : "ur bed da ijinañ en-dro" Lod eus ar prezegennoù a vo kinniget a-ratozh evit al labourerien-douar, ha lod all ne vint ket tamm ebet ! Digor-kenañ war darvoudoù ar bed holl e vo an abadennoù. Kaoz a vo, da skouer, eus ar meziantoù frank, an doareoù da verañ ar stourmoù hep feulster, ijin ar vugale, mont-en-dro an arc'hant, doareoù da gehentiñ etre ar vugale hag o zud... Lod a vo graet gant tud brudet (Pierre Rabhi, en deus skrivet ul levr gant Nicolas Hulot, Jean-Claude Pierre, a gomz en anv ar rouedad "Cohérence"). Ar gevredigezh Ingalañ a vo kouviad a-enor ar foar. Ganti e vo staliet ur blasenn 600m² gouestlet penn-da-benn d'ar c'henwerzh reizh. Ur bern traoù all a vo da gaout : stalioù diwar-benn ar c'hoarioù pe ar binviji sonerezh a c'heller sevel er c'hoadoù, ar govelierezh, stalioù-keginañ, kontadennoù, furlukined, un davarn-flapiñ, ur park gant loened an tiez-feurm, un diwallerezh evit ar vugale... ha peadra da zebriñ ha da evañ, evel-just ! Meur a zoare a zo da vont eno hep kemer e garr-tan : kirri-boutin a vo kinniget gant ar foar, o loc'hañ eus Roazhon, tud o vont asambles war varc'h-houarn adalek Scarabée Biocoop Cleunay (Roazhon), d'ar Sul da 10e, rannañ ur c'harr, kemer an tren (betek Lalieg)... Malo
Morvan Muioc'h a ditouroù da gaout war : Tu zo da gaozeal e brezhoneg diwar-benn an endro ha traoù all c'hoazh war http://malomorvan.free.fr/bzh/forum/phpBB2/index.php |
|
|
|
|
|
|
|
"Miliner,
emaout o kousket ?" betek ar 15 a viz Here e Felger |
|
|
Anaïs Meunier-Berthaux (a-us, ur skeudenn graet ganti) zo aet hi d'en em c'houlenn penaos e weler Breizh, petra zo arouezius eus personelezh ha sevenadur ar vro... Adlabouret he deus evit-se an holl glichedoù ha skeudennoù a vez liammet ouzh Breizh. Palier an Urbanistes, e Felger. Digor a Verc'her da Sul, etre 14e ha 18e. Evit gouzout hiroc'h :
02 99 94 30 05 pe
galeri-des-urbanistes@wanadoo.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad ar
Merc'hed : Bro-Saoz trec'h war Frañs |
|
|
Daoust
da skipailh Frañs bezañ leun a youl hag a
startijenn, e oa aozet gwelloc'h merc'hed Bro-Saoz. E 2002, e oa deuet
a-benn Frañs da gemer perzh e Kib ar Bed en ur
vezañ trec'h war Bro-Saoz... Ne felle ket d'ar Saozezed e
tremenfe er memes mod en taol-mañ ! |
|
|
|
|
|
|
|
A Scanner Darkly |
|
|
Stadoù-Unanet - 2006 Seveniñ : Richard
Linklater
“Fred”
evel ma vez anvet en e labour, a zo enklasker polis arbennikaet war an
ensiladur e bedig an dramm. Emañ an danvez M o kemm implij e
empenn.Goulennet ‘vez digantañ spiañ
Bob Arctor hag e vignoned, ur strollad tud drammet a werzh dramm hag a
c’hallfe kuzhat traoù dañjerus. Met
memes den eo “Fred” ha Bob. Savet eo A Scanner Darkly
diwar ur romant gant Phillip K. Dick. Anavezet en deus mat
metoù an dramm er bloavezhioù 70. Ar film, a zo luziet evel-just, dre ma
n’ouzer ket petra ha piv krediñ, peseurt sell
kaout war seurt kevredigezh. Met dre al labour tresañ ha
bevaat a zo bet graet war ar skeudennoù ez eus bet krouet ur
bed ispisial, a glot mat gant an istor sujidigezh ha kleñved
liammet d’an dramm. Ur film spontus ha trellus, evel ma oa
ret e vefe. G.L. Kement
ha gouzout muioc’h : http://wip.warnerbros.com/ascannerdarkly/ |
|
|
|
|
|
|
|
Festival
elektroni[k] 6 e
Roazhon etre
an 12 hag an 28 a viz Here |
|
|
Ar
programm, neuze : menegomp Funkstörun + Phon.O,
Nöze, Para One, AGF, Data, Feadz, Fraction hag ivez Justice,
ar strollad nevez a fell d‘an holl gwelout war al
leurenn… E-touez ur bern re all. Abadennoù
zo a zo digoust, met dav e vo deoc’h bezañ
enskrivet memestra, hep deoc’h gouzout pelec’h e vo
lakaet an emgav (nozvezh ar 14 a
viz Here da skouer). R.M. Evit gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
Bragoù
jean produet reizh |
|
|
Evit
ar merk R. Lewis eo ar c’henwerzh reizh ur arguzenn
werzhañ dreist-holl. Dominique Lanson a daol evezh evit ma
chomfe marc’had-mat e vragoù. "Emaomp o
varc’hata gant Max Havelaar evit kavout ul labouradeg en
India he defe o label, da broduiñ bragoù gant
prizioù izeloc’h". Daoust
hag-eñ eo reizh dilezel al labouradeg e Tunizia ? "N’eo
ket reishoc’h eget pa oa bet paouezet gant ar
produiñ e Frañs", a respont D. Lanson
krenn-ha-krak. Katell
Leon
Danvezioù :
250 grammad amann - 250 grammad sukr lindr -5 vi – 360
grammad bleud – 12 grammad goell kimiek – 400
grammad chokolad Merañ
an amann blotaet gant ar sukr. Lakaat tamm-ha-tamm ar vioù
hag ar bleud tamouezet gant ar goell kimiek.
Arabat meskañ re. Ouzhpennañ
ar chokolad drailhet er fin. Amanenniñ ha bleudiñ 1 moull cake. Lakaat an toaz. Poazhañ er forn 200 derez
e-pad 45 mn. Mari
Lubrano
(23 a viz Gwengolo
- 22 a viz
Here) Gant
an niver a blanedennoù liammet gant hoc’h arouez
en un doare kenson n’ho po ket ezhomm ur bern
kuzulioù evit dont a-benn anezhi ! N’eus
nemet Sadorn a gendalc’ho da drubuilhañ
ac’hanoc’h. Ne zegaso netra grevus
deoc’h, nemet daleañ pe
diheñchañ darvoudoù zo.
N’eus netra d’ober a-enep Sadorn siwazh, nemet
gortoz e vefe paouezet ganti da hadañ skoilhoù
war ho hent. Ho pet pasianted ! Ger-stur ar bloavezh eo.
Kompren gwelloc’h ar re all, setu ar pezh a vo ret ober evit
ar re zo ganet dindan sin ar Balañsoù. Familh,
kenlabourerien, amezeien… Ret e vo gouestlañ da
bep hini amzer ha madelezh. Evit
a sell ouzh ar garantez ez eus chañsoù e vefe
kreñvoc’h ho c’hoant da gaout plijadur
evit surentez ; hag evit un nebeud prantadoù-dudi
emaoc’h en arvar da derriñ un darempred stabil. Ma
ne anzavit ket ho fazi e vo ar brezel ! Ma vevit
hoc’h-unan, ha ma fell deoc’h kejañ ouzh
unan all, ez eus spi da gaout. Meur a zen a hañval
bezañ dedennet ganeoc’h, met marteze
n’hoc’h eus ket merzet anezho c’hoazh. Ne
c’hortozont nemet un tamm jestr eus ho perzh koulskoude. El
labour e vioc’h broudet ha kalonekaet gant Meurzh. Da ziwall
zo memestra : Meurzh a zegas dihabaskter, neuze diwallit
diouzh an emgannoù gant ho kenlabourerien. Mod-all,
stabilaet e vo buhez labour ar re o doa bet poan betek-henn. Katell
Leon An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|