|
|
|
|
|
|
|
Lun 8 a viz Gwengolo,
niv.204 Pellgargit ar pennadoù e stumm
Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Haiti distrujet gant ar c'horventennoù |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kastizet kreñv eo bet falc'herien
Toloza |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Distro Mouchig-Dall a-benn
dimerc'her! |
|
|
Nevezintioù a bep seurt a vo er bloaz-mañ: "Ar
re Shlak", ur familh ezdouaridi a vev en egor en he lestr etregalaktek.
A-drugarez d’ul lunedenn hir e evezhiont doare bevañ souezhus an
douaridi... "Drochigoù" gant Gus, deskard-strobineller, a wisk
dilhad leurenn e vestr hag a glask bezañ ken ampart hag ar strobineller meur.
Digeriñ a ra neuze ar voestad-hud, ha lakaat da zont er-maez un
"drochig" bennak… boudoù hud anezho, gant livioù, mentoù,
stummoù, perzhioù disheñvel. Gus a ranko deskiñ, hag en desped dezhañ alies,
evit peseurt tro-hud int graet. Bez' e vo ivez rummadoù filmouigoù evit deskiñ
traoù en ur c’hoari: "Un tamm skiant ne ra ket a boan",
"Kredennoù faos", "Beaj en-dro d’an heol", "Souezhusat
loened!" ha "Titeuf" a zistroio ivez. |
|
|
|
|
|
|
|
US Open: aet ar maout gant Serena Williams |
|
|
Goude ur vedalenn aour bet e C'hoarioù Olimpek
Beijing asambles gant he c'hoar, e tistro Serena Williams da blas uhelañ
renkad ar bed ar c'hoarierezed tennis, goude bezañ bet niv.1 etre Eost 2002
hag Here 2003. |
|
|
|
|
|
|
|
|
Happy-Go-Lucky (Be Happy) |
|
|
Breizh-Veur – 2008 Senario ha seveniñ : Mike Leigh
Klevet a reer kalz e ra Mike Leigh un troc’h
gant ar film-se e-keñver e filmoù all. Gaou e vefe krediñ en deus savet Mike
Leigh un doare "Amélie Poulain" giz saoz a-daol trumm goude ur
berniad filmoù teñval. Kenderc’hel a ra gant e linenn-stur e gwirionez:
lakaat war wel anien e dudennoù. Ur fed eo e vez lusket an abadenn gant
emzalc’h diroll Poppy (un tamm hegasus e c’hell bezañ zoken met
c’hoariet brav gant Sally Hawkins) met steuñvenn an istor zo gwriet
en-dro d’he darempred gant Scott, un dudenn gwall deñval anezhañ. Ha pa
vefe ur gwiskad c’hwek warnañ, dindan gorre Happy-Go-Lucky e
santer dramaoù bihan e-giz ma c’hoarvez er vuhez. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Netlabel: sonerezh a c’haller
pellgargañ evit netra |
|
|
Hiziv an deiz ez a war gresk ivez ar pezh a zo
anvet netlabel, da lavaret eo tiez-embann pladennoù a gaver war internet
nemetken, hag a ro ar sonerezh a vez produet ganto, pe gant an arzourien a
sikouront. Evit gouzout hiroc’h war ar pezh a dalvez
netlabel e c’hallo Yann Lenner (ha Selaouer) mont da welout http://www.phlow.de/ . Ma fell deoc’h pellgargañ pladennoù enrollet
en ur studio bennak pe abadennoù enrollet, ez eus peadra war http://www.archive.org/. Sonerezh elektronek liesseurt (hag un nebeud traoù
all) a gaver war http://www.netlabel-board.org/ ha war http://phlow-magazine.com/. Menegomp ivez un netlabel gouestlet da John Peel http://www.tributetojohnpeel.org/ (8
pladenn da bellgargañ evit poent). Peadra a zo ivez war bajenn Last.fm gouestlet
d’an netlabel : www.lastfm.fr/group/netlabels. Un draig ouzhpenn: e-pad an hañv hor boa komzet
eus Muxpate. Ne’z a ket mui en-dro al lec’hienn evit poent, RIAA
(SACEM amerikan, ma karit) en deus goulennet ma chomfe a-sav. R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Toazennoù gant pistou |
|
|
Danvez evit 4 den :
Gwalc’hit ha dilostit ar basilik. Mirit un
nebeut deliennoù ha diskolpañ ar peurrest. Drailhit an alamandez. Diskargit an trederad en ur
volenn. Meskit ar peurrest gant an ivin betek ma vo evel ur yodenn. Ouzhpennit 3 loaiad eoul, ar bazilik diskolpet, ar
banne dour miret ha pebrit. Poazhit an toazennoù e-barzh 2 litrad dour vervet
sal. Dizourit, ouzhpennit ul loaiad vras eoul. Meskit ar soubilh pistou gant an toazennoù.
Poultrennit gant an deliennoù basilik. Servijit diouzhtu. Mari Lubrano
Brezel Osetia ar Su, reuz priz al laezh, raktres
skol-veur niverel Breizh, enoret krouerien Bodadeg ar Sonerion Robert Marie
ha Polig Monjarret, boulc'het filmañ eil rummad Leurenn BZH... Anv zo eus an
holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gwengolo 2008. An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ
da zilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika. A-benn ar 4 a viz Du e vo
gouezet piv e vo. A bep seurt traoù a c'hello levezoniñ an disoc'h... Peder
fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet d'an deskadurezh uhel e brezhoneg,
savet gant Lukian Kergoat. An heuliad a vo embannet e-barzh niv. miz Here Bremañ. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe
1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget
brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|