|
|
|
|
|
|
|
Lun 13 a viz Gwengolo, niv.299 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Start an traoù bepred e Gres |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kresk
implij ar c'hirri e Sina |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Bed Madame Mo |
|
|
Piv a zo
kuzhet a-dreñv da Madame Mo? Ur c’hraferez eus Tolosa, Pascale
Motéki ("Mo" a dalvez evit Motéki). Ganet eo bet he harozed en he
fenn e 2003. Awenet eo bet gant Alis e bro ar marzhoù, danevelloù Yoko
Ogawa, sonerezh Bach... Levezonet-tre eo gant Japan, dre ar graferezh ha
kontadennoù hengounel ar vro. Daou DVD a zo e gwerzh, gant un ugent istor
bennak enno, anvet "Les intermèdes de Madame Mo". Istorioù
berr ha tener, evit ar re vihan hag ar re grenn evel-just. Traoù all a gaver
ivez da brenañ, savet diwar penndudenn Madame Mo: poupinelloù, deiziataerioù,
karnedoù, seier, koinobori, noren hag all… S.B. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Basket-ball: Kampionad
ar bed en Istanbul, Turkia |
|
|
Turkia – Stadoù-Unanet: 64-81
Evit ar merc’hed eo
aet ar maout gant ar Velgiadez Kim Clijsters (skeudenn). Gwir eo n’eo ket bet
kollet ganti e New-York abaoe 2005! Goude bezañ ganet ur plac’hig eo
distroet d’he gwellañ live ha Vera Zvonareva, ar Rusianez, n’he
deus gellet ober netra. Kim Clijsters – Vera Zvonareva : 6-2
6-1 dindan 59’ (unan eus ar gourfennoù berrañ en istor an Us Open). Evit
ar baotred e vo ret gortoz al Lun 13 evit gouzout piv a vo roue
Amerika: Rafael Nadal pe Novak Djokovic. Ar glav a zo deuet d’ober
un dro war an tachennoù c’hoari, padal e oa bet brav-eston an amzer
betek-henn. Gourfenn a-benn dilun da 10e noz. |
|
|
|
|
|
|
|
Des
hommes et des dieux |
|
||
|
Frañs
– 2010 Senario
ha seveniñ : Xavier Beauvois Priz
Meur e Festival Cannes 2010
Anavezet ho peus steuñvenn istor gwir
menec’h Tibhirine en doa mantret ar bed a-bezh er bloavezhioù 90. Ur
film eus ar re zenelañ eo Des hommes et des dieux. Hep pathos na
manikeouriezh ebet e lak Beauvois ar gaoz war an nerzh-kalon hag ar garantez
evit an nesañ kentoc’h eget war ar relijion pe ar sponterezh.
N’eus nemet ur rebechig a c’hallfed ober d’ar film eo
bezañs un tamm re bounner Lambert Wilson ha Michael Lonsdale a c’hoari
o zudennoù betek re; diglinkoc’h a vefe bet gwelloc’h. |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Tro Heol Rianteg |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.troheol.org |
|
|
|
|
|
|
|
Rekipe: Ramskoaz oan |
|
|||
|
1.Lakaat ar c’hig da soubañ en ur plad e-pad
un devezh gant an holl draoù meneget. 2.Pakañ beg an eskern gant paper alu. 3.Tommañ ar forn/grilh en a-raok e-pad 10 mn. 4.Lakaat ar c’hig en ur plad ha lezet da
c’hrilhañ e-pad 5 mn pep tu (10-12 mn en holl). Riwanon
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se
ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a
sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik,
n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
Gwengolo 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an abadennoù
brezhonek en tele. Tud nevez o kinnig Mouchig-dall ha Te ha Me
hag ur rummad abadennoù gouestlet d'an Istor evit Frañs 3. Ur statud nevez
evit Brezhoweb, chadenn skinwel ar web renet gant Lionel Buannic. Sevel ar
poent a reer ivez gant lusker ar produiñ evit an teir chadenn lec'hel TV
Roazhon 35, Tébéo ha Ty Télé. Keleier ar gevredigezh Dizale a vo tu da lenn
ivez en teuliad peder fajennad. Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div
bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||