|
|
|
|
|
|
|
Lun 7 a viz Gwengolo, niv.251 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Harz al laezh? |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tck Tck : ul luskad evit an hin |
|
|
M.M. Sinadeg
veur ha titouroù : http://www.copenhague-2009.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Peder arzourez yaouank e Felger |
|
|
D'ar Gwener 11 a viz
Gwengolo, da 6e30 noz e vo lidet digoradur an diskouezadeg. War ar plas e vo
an arzourezed, hag un arvest ispisial a vo sevenet ivez... Padout a raio an
diskouezadeg betek ar 24 a viz Here 2009.
Palier arz a-vremañ Couvent des Urbanistes |
|
|
|
|
|
|
|
Tennis: lañs
Andy Roddick torret gant John Isner |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Inglourious Basterds |
|
|
Stadoù-Unanet
Amerika - 2008 Seveniñ :
Quentin Tarantino
E-keit-se emañ al letanant Aldo Raine o sevel ur
strollad soudarded yuzev amerikan evit lazhañ nazied. Gant sikour ar Saozon
hag un aktourez alaman e prientont an "Operation Kino" a-benn
lazhañ Hitler, Goebels ha reoù all. Hag er sal sinema perc’hennet gant
Shosanna e c’hoarvezo an traoù… Skeudennoù
brudañ ar film a seblante feuls-tre. A-benn ar fin, n’eo ket ken
spontus-se (evit ur film savet gant Tarantino). Traoù a zo d’ar film
neuze, evel kaozeadennoù hir-tre met saourus alies. Adkavet e vez doare
Tarantino da seveniñ gant disheñvelderioù memes tra. Tuoù gwellañ ar film a
zo e gasting, bamus, ha pegen kreñv eo karantez ar sinema ennañ. Ur blijadur
evit karourien an arz-mañ. Un dra blijus all: pep tudenn a gaoze e yezh. Ar
C’hallaoued a gaoze galleg etrezo, an Alamaned alamaneg hag all... Na
pegen ral eo evit ur film amerikan! A-benn ar fin, n’eo ket ar strollad
"Basterds" an dedennusañ, met kentoc’h ar reoù all.
N’eo ket grevus avat. An hegasusañ? Frazenn ziwezhañ ar film, a
c’haller kavout fentus, met a ziskouez ivez pegen pounner e
c’hall bezañ "QT" pa fell dezhañ bezañ... G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sonerezh post-punk |
|
|
Ma felle d'an arzourien-se chom
distag diouzh krabanoù an tiez-embann pladennoù bras (evel ar bunked) ec'h
asantjont sevel tonioù luzietoc'h hag ec'h implijjont kenaozerien, ar pezh ne
oa ket aotreet gant paotred 1977. Neuze e tiwanas ul luskad dedennus-kenañ
dre ma oa ken ledan hag ar stêr Tavoez: trawalc'h selaou Joy Division, PIL,
Bush Tetras ha Devo evit kompren pegen liesseurt e oa ar sonerezh post-punk.
Gant Simon Reynolds e vez renket ivez strolladoù evel Depeche Mode el luskad. Ma padas al luskad betek 1984 e
voe unan eus gwrizioù ar re a zeuas da-heul: lo-fi, sonerezh industriezh,
sonerezh baggy ha shoegaze. Er bloavezhioù diwezhañ e teuas war wel ivez kalz
strolladoù levezonet gant ar sonerezh post-punk, evel Bloc Party, Editors pe
Interpol. R.M. Evit kaout un tañva: Joy Division – Closer The Fall – This
Nation's Saving Grace The Cure - Seventeen
Seconds PIL – Second Edition Wire – 154 Evit gouzout pep tra: Rip It Up and Start Again -
Simon Reynolds – embannet gant Allia Muioc'h a sonerezh
post-punk : http://totallywiredbysimonreynolds.blogspot.com/ http://www.movementproductions.net/ http://www.lastfm.fr/tag/post-punk http://www.allmusic.com/cg/amg.dll?p=amg&sql=77:2636 Er bloaz-mañ e kinniger ur wech ar miz |
|
|
|
|
|
|
|
Distro Mouchig-dall
a-benn Dimerc'her! |
|
|
Yooga (skeudenn), a ginnigo bewech ur veaj
e bed ar c’hontadennoù hag ar mojennoù. Ur boelladenn yoga a yelo da
heul, simpl ha distanus. Selaou 'ta, un
heuliad evit dizoleiñ familhoù ar benvegoù sonerezh. Petra a glever aze? Ur
benveg-kerdin? Ur benveg-c’hwezh? Pe ur benveg-tos? Ur strobineller a
sikouro da zivinout tamm-ha-tamm peseurt benveg eo... Un dro d’ar zoo, e hini
Pont-Skorf er bloaz-mañ. A bep seurt loened a vo tu ober anaoudegezh ganto,
evel al likaoñ, pe c’hoazh ar c’hazh-manul, a-drugarez da
zisplegadennoù ar vugale a vo oc’h ambrougiñ ar sellerien. Fablennoù
a-hed hag a-dreuz, Istorioù a-vremañ awenet
gant fablennoù Jean de la Fontaine. An douar gwelet gant Alban. Ur
peskig fri-furch a flap gant an Douar eo Alban. Gantañ e tizoloer
pinvidigezhioù hon flanedenn. Ar c’haozeadennoù etrezañ hag an Douar a
zo un doare estonus da c’houzout hiroc’h diwar-benn
luc’hskeudennoù Yann Arthus Bertrand hag e heuliad La Terre vue du
Ciel. Evit gouzout hiroc'h: Kastell Nosflaeriatus ![]() Sellet ouzh Kastell Nosflaeriatus war lec'hienn KerAvon: http://www.keravon.com/abadennou/
Goude ur bloavezh ehan en
deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek
adarre evit 2010. Adkavet e vo ar stumm
klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar
skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an
deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig
all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù
Breizh . Ur benveg talvoudus evit
ober gant ar brezhoneg bemdez! Kasit ur chekenn 12€ da: Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000
Roazhon. Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe
sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ
Gwengolo 2009!
An teuliad zo gouestlet er
miz-mañ da ouelioù an hañv. Ur sell dre vras war an niver a dud bet o oueliañ
e Breizh en hañv-mañ, met ivez ur taol lagad spisoc'h war an Erer Kozh,
Astropolis, Hent ar Rock, Gouel ar Filmoù e Douarnenez... Kavet e vo ivez ur pennad-kaoz gant Lou
Millour, kenurzhierez evit Radio Kerne, zo bet o troiata er festivalioù a-hed
an hañvezh. Bep miz, abaoe 1980, e
kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn
Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|