|
|
|
|
|
|
|
Lun 20 a viz Gwengolo, niv.300 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Div vanifestadeg a-enep ar glazid |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Hadoù
"profet": ur prof da biv ? |
|
|
M.M. Sinadeg: http://www.avaaz.org |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg Robert Doisneau e Dinan
|
|
|
Evit gouzout hiroc'h : Centre de rencontres
économiques et culturelles, straed Victor Basch e Dinan. Digor e vez bemdez etre 10e
betek 6e30 noz ha betek 10e noz d'ar Merc'her. Pgz: 02 96 87 58 72. Lec'hiennoù Internet: www.exposition-doisneau.com |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad: skipailhoù
Breizh R1 hag R2 |
|
|
E R2 e oa bet drailhet
skipailh Gwened (12vet) gant hini Ajaccio (3-0). Naoned (10vet), gwellañ
difenn ar c’hampionad, a glasko fenoz e Champagne bezañ trec’h
war Reims a-benn adkavout ur renk dereat. F.O. |
|
|
|
|
|
|
|
The Town |
|
||
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2010 Seveniñ : Ben Affleck
Eil film Ben Affleck eo The Town, Gone
Baby Gone, ur sapre souezhadenn vrav, en doa savet e 2007. E Boston en
deus filmet adarre met n’eo ket dres memes doare istor. Heuliet e vez
aze ur strollad torfedourien war-var da vezañ kavet gant an FBI abalamour da
fazi unan anezho. Un istor karantez gant an den-gouestl ouzhpenn ha setu
peadra evit ma yafe fall pep tra. Lusket mat gant prantadoù nerzhus-kenañ,
lodennoù laeroñsi dispar... Anat eo eo donezonet Ben Affleck evit seveniñ.
N’eo ket ken splann a-fed c’hoari avat! Si nemetañ ha brasañ ar
film eo, a denn kuit ar from a c’hallfe hag a rankfe ar film kaout. G.L. Den-gouestl (pe gouestlad): den a harzer hag a
zalc'her evit kaout ar pezh a venner kaout. Ma fell deoc'h lenn pennadoù all savet gant hor
c'henskriverez diwar-benn filmoù, c'hoarioù-video, levrioù ha me oar me, kit
mont da dañva Soubenn ar Geek. |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Jimi Hendrix (1943-1970) |
|
|
F.O. The Brief and Wondrous Life of
Oscar Wao
E levr The Brief and
Wondrous Life of Oscar Wao zo aozet gant eizh lodenn, eizh mouezh
disheñvel an eil diouzh an eben. Drezo e reomp anaoudegezh gant Oscar Wao, ur
paotr yaouank a zo re dev ha dic'houest da vont e darempred gant tud all.
Munudouigoù e vuhez a ro ul liv boemus da gudennoù krisoc’h ar bobl o
c’houzañv. Diskouezet eo an
diktatouriezh evel ur vallozh kozh-noë (ar Fuku). Pep tudenn a glask en em
zieubiñ dre an emgann pe an tec’h. Dreist d'an dic'hoanag hag ar
feulster, e chom ar gened, a zo, hervez ar skrivagner, promesa ar
beurbadelezh... Gant Priz Pulitzer 2008 e oa bet enoret levr Junot
Diaz. Tangi Legavre The Brief and Wondrous Life
of Oscar Wao (La brève et merveilleuse vie d’Oscar Wao) gant
Junot Diaz. Embannet e Frañs gant 10/18 en dastumad "Domaine
Etranger" (2009). |
|
|
|
|
|
|
|
Rekipe: Yod avaloù ruz |
|
|||
|
1.Ober 4 zamm gant pep aval (arabat peilhat).
Tennañ ar splus hag ar c’hreiz. Lakaat en ur plad gant chug ar sitroñs. 2.Lakaat an avaloù, an dour hag ar sukr da boazhañ
e-pad 30mn 3.Silañ 4.Bez' e c’heller mirout ar yod-se ur miz
bennak er yenerez. Riwanon
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se
ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a
sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik,
n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
Gwengolo 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an abadennoù
brezhonek en tele. Tud nevez o kinnig Mouchig-dall ha Te ha Me
hag ur rummad abadennoù gouestlet d'an Istor evit Frañs 3. Ur statud nevez
evit Brezhoweb, chadenn skinwel ar web renet gant Lionel Buannic. Sevel ar
poent a reer ivez gant lusker ar produiñ evit an teir chadenn lec'hel TV Roazhon
35, Tébéo ha Ty Télé. Keleier ar gevredigezh Dizale a vo tu da lenn ivez en
teuliad peder fajennad. Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div
bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||