Lun 6 a viz Gwengolo, niv.298
Sizhun 36 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Harz-labour ha manifestadegoù

a-benn arc'hoazh

 

 

Un devezh a virvilh war dachenn ar politikerezh sokial e vo benn arc'hoazh. Abaoe meur a vloaz bremañ (degadoù marteze) e klask ar Stad c'hall cheñch aozadur al leveoù. Kinnigoù zo bet graet gant gouarnamant Nicolas Sarkozy hag e vinistr Eric Woerth, a-raok an hañv. En o zouez emañ ar raktres daleañ oad al leve hervez al lezenn da 62 vloaz (e-lec'h 60) hag ar gwir da gaout ul leve leun adalek 67 (e-lec'h 65). Manifestadegoù a oa bet c'hoazh e Mae hag Even, o doa bodet e-tro 2 vilion a dud war ar straedoù. Emañ ar sindikadoù bras (CGT, CFDT, FO, CFTC, CFE-CGC, Solidaires, FSU, Unsa) o c'hortoz e vefe kemend-all a dud a-benn arc'hoazh. Emgav zo bet roet ganto en un ugent kêr bennak eus Breizh evit dibunañ. Er skolajoù ha liseoù eo bet boulc'het gant an harz-labour adalek hiziv. Er jeu emañ 7000 post distrujet en eil derez kement hag an doareoù da stummañ ar gelennerien nevez.

Embannet en deus ar gouarnamant ne vefe kemmet tra ebet er c'hinnigoù pennañ bet graet. Klevet ez eus bet koulskoude gant sekretour meur an Elysée, Claude Guéant, e vefe kinnigoù all a-benn ar sizhun a zeu, evit klask sederaat rummadoù tud zo moarvat.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diorren ar c'hirri-tan: kudennoù ha "diskoulmoù"

 

 

Muioc'h-mui a zoareoù a vez klasket gant an dud evit talañ ouzh ar c'hudennoù savet gant implij stank ar c'hirri-tan. Da skouer, e Sina, e-lec'h ma vez bras ar boblañs ha divent ar c'hêrioù, e vez kement a dud oc'h ober gant kirri-tan ma vez stanket an hentoù. E 2008 e veze gouzañvet ur geidenn a 3 eurvezh hanter a otoioù stanket bemdez, e 2009 eo tremenet da 5 eurvezh bemdez! Piv a lavar e servij ar c'harr-tan da c’hounit amzer? Evit talañ ouzh ar gudenn-mañ, emañ Sinaiz o kinnig sevel kirri-boutin gant estajoù, a vije toull o estaj kentañ, ar pezh a rofe tro dezho da dremen a-us d'ar c'hirri. Ma'z eo un diskoulm teknikel a c'hello sikour e-pad ur prantad, ne ziskouez ket avat ur preder don war abegoù hollek ar gudenn, na war an divizoù politikel war an doareoù da vevañ da vezañ kemeret evit talañ outo.

Er memes mod emañ soñj Skosiz ober dour-tan diwar restajoù ar produiñ whisky, hag ar Saozon diwar kaoc'h mab-den. Met kement-mañ ne seblant ket bezañ diskoulmoù en ur preder hollek: ezhomm a vefe eus kaoc'h 70 familh a 4 den evit ma c'hellfe seurt karr-tan mont en-dro evit un den. Ouzhpenn-se eo metan a vije kaset e-maez, ur gaz saotrusoc'h eget ar CO2.

Keit ma ne vez ket kinniget ur preder war plas ar c'harr-tan hag e implij en hon c’hevredigezh e c'hello ar skiantourien kenderc'hel da gaout plijadur gant o "diskoulmoù", met n'eo ket sur ez aio an traoù war-raok.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg "La Bretagne fait son cinéma"

 

 

Betek an 9 a viz Du e vo kinniget e Maner Keryann e Sant-Nouga (e-kichen Landivizio) un diskouezadeg diwar-benn ar sinema e Breizh. "La Bretagne fait son cinéma" a ziskouez ur bern traoù diwar-benn ar filmoù hag a zo bet sevenet er vro, evel Chouans!, Les Galettes de Pont-Aven, Western, Vikings, Remorques, Que la fête commence, L'Equipier... Dindan ur c'hantved ez eus bet filmet ouzhpenn 250 film hir e Breizh gant sevenerien evel Jean Epstein, Jacques Demy, Jean Grémillon, Claude Chabrol, Alain Resnais, Roman Polanski pe c'hoazh Bertrand Tavernier. Kinniget e vo d'an arvesterien ivez abadennoù a bep seurt tro-dro d'an diskouezadeg. D'ar Sul 17 a viz Here e vo ur sonadeg gant skeudennoù da skouer, gant ar strollad Oktopus Kafe, a ginnigo an abadenn La gwerz à l'encre de seiche [s.o. Bremañ niv.344].

 

Evit gouzout hiroc'h:

Maner Keryann, 29440 Sant-Nouga. Pgz: 02 98 69 93 69.

Postel: château.kerjean@cdp29.fr. Lec'hienn: www.cdp29.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur gelaouenn nevez diwar-benn mell-droad Breizh :

Terre de Foot

 

 

M’ho peus c’hoant da heuliañ a-dost ur skipailh breizhat er rummad 1, rummad 2, National, CFA, CFA2 pe c’hoazh en DH (Division d'Honneur) e c’helloc’h en ober a-drugarez d’ar gelaouenn Terre de Foot, nevez embannet. An niverenn gentañ a zo bet lakaet er gouloù e miz Eost, met tu a zo bepred d’he c’haout er stalioù-kazetennoù. Leun a fotoioù a zo e Terre de Foot, dreist-holl diwar-benn an Oriant, Roazhon ha Brest evit ar rummad kentañ ha Naoned ha Gwened evit an eil rummad. Gellout a reoc’h kaout ivez ur pennad dedennus diwar-benn Barcelona, kêr orin ar pennkazetenner Albert G. Finestres. Ma n’eo ket trawalc’h, ez eus tu da vont war Internet evit kaout muioc’h c’hoazh a geleier diwar-benn ar c’hleuboù breizhat, ha muioc’h c’hoazh a fotoioù.

 

Bep miz er stalioù kazetennoù mat pe war Internet:

www.terre-de-foot.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Le bruit des glaçons

 

 

Frañs – 2010

Senario ha seveniñ: Bertrand Blier

 

N’ez a ket Charles (Jean Dujardin) kuit eus e vastidenn ken. Trouz an tammoù skorn a glev da bep kammed rak dindan e gazell e vez atav ur sailhad gwer ennañ ur voutailhad gwin gwenn. Ur skrivagner ha ne skriv ket ken eo Charles abaoe ma ya e vuhez a-dreuz. Hogen, un den dianav (Albert Dupontel) en em gav un deiz. “Ho krign-bev on.”

 

Kriz hag atahinek e vez Blier atav. Hogen koshaat a ra ha war deñvalaat ez a e fent. Liv film du deroù an abadenn (gant sonerezh skrijus) a laka un aergelc’h pounner adalek ar penn-kentañ. N’emeur ket ken gant traoù dic’hortoz ha nevez evel e-barzh Les valseuses (1974). Hogen, anzav a ra Blier en deus skrivet tudenn Charles o soñjal e Depardieu ha santet e vez mat daoust da varregezh Dujardin.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h:

www.lebruitdesglacons.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad ar sonerien daou-ha-daou e Gourin

 

 

D'ar Sadorn 4 ha d'ar Sul 5 a viz Gwengolo e oa bet aozet kampionad ar sonerien daou-ha-daou e Gourin, e rummadoù binioù bras-bombard, binioù kozh-bombard, ha daouadoù dieub. Ur sonadeg a oa ivez gant Alan Stivell d’ar Sul goude merenn. Un digarez evit toullañ kaoz gant an arzour a-orin eus bro C'hourin.

 

Un dra ispisial eo evidoc'h dont amañ da seniñ e Gourin?

Ya, evel-just. Un bern tud a anavezan amañ er vro. Bro ma zad ha ma mamm eo ivez hag ez eus un dra ispisial evidon evel-just. Mod-all evel soner binioù bras, ha bombard eo pouezus un tammig ivez. 50 vloaz zo e oan amañ c'hoazh. Chomet on e-pad pell e Langoned ha fromus eo evidon dont amañ ha gwelet ur bern mignoned. Ma c'halon a chom amañ, e bro C'hourin.

 

Teir gwech ho peus gounezet ar c'hampionad amañ e Gourin, penaos e oa d'ar mare-se er bloavezhioù 1960?

Kalzik a dud a oa dija met nebeutoc'h eget bremañ. Diaes eo larêt hag-eñ en deus cheñchet ar sonerezh rak diazezet eo war ar sonerezh hengounel. Ur mod skol eo evit an dud o deus c'hoant da blediñ gant sonerezh ar vro da gentañ. Ar pezh a gont eo e kendalc'hfe ar sonerezh hengounel, a bouez bras eo. Evit krouiñ sonerezh nevez, traoù n'int ket bet klevet c'hoazh, evel ma ran, eo ret kaout gwriziennoù don a-walc'h.

 

Pa welit tout ar sonerien amañ e Gourin, n'ho peus ket c'hoant da gemer ho pinioù bras ha mont gant ur c'homper d'ober ar "c'halif" (qualifications) evit ar c'hampionad?

Evel-just. Plijout a rafe din kalz. Ur gudenn a zo avat gant tout ar raktresoù am befe c'hoant d'ober. Sur ne vo ket tu d'ober pep tra. Da gentañ tout, ar pezh am eus c'hoant d'ober eo anavezout traoù nevez, krouiñ. Ober koñkour Gourin ne vefe nemet evit ar blijadur, met perak pas!

 

Gant peseurt hent ho peus c'hoant da vont bremañ, raktresoù ho peus?

Kalz a draoù am eus da zizoleiñ evel-just. Evit ar c'hrouidigezhioù, plas an teknik a zo bras-tre. Me 'gav din ne ya ket buan a-walc'h an teknikoù evit mont war-raok. Ar muzik a ya founusoc'h eget an teknik. Pres a zo warnon evit arnodiñ traoù nevez. Ar bladenn a zeu a vo ur bladenn live evit lidañ 40 vloaz ma Olympia e Pariz e 1972. Un dra bras-tre eo bet ha dav eo lidañ an dra-se. Se vo graet gant ur bladenn ha sonadegoù en Olympia hag e lec'hioù all e 2012.

 

Komzoù dastumet gant Joan Bizien

 

Disoc'hoù

 

Sonerien daou-ha-daou binioù kozh-bombard

1. Daniel Philippe - Jil Lehart

2. Serge Riou - Cédric Moign

3. Gilbert Hervieux - Tudual Hervieux

4. Anne-Marie Nicol - Céline Le Forestier

5. Didier Le Bot - Hervé Chevrollier

6. André Le Meut - Dominique Le Blay

7. Gwen Dayot - Job Defernez

8. Julien Tymen - Michel Kerveillant

9. Mathieu Roux - Michel Toutous

10. Tangi Josset - Yannick Martin

 

Sonerien daou-ha-daou binioù-bombard

1. Yannick Martin - Daniel Moign

2. Gweltaz Rialland - Julien Grellier

3. Christophe Mahevas - Jean Michel Mahevas

4. Jean Yves Argouach - Ewen Briant

5. Hervé Irvoas - Cédric Moign

6. Simon Lotout - Jospeh Lotout

7. Eric Combaud - Hubert Raud

8. Tangi Sicard - Cédric Le Bozec

9. Alan Le Grand - Stéphane Riou

10. Thomas Galeron - Sylvain Hamon

 

Konkour Familh

1. Herve Irvoas tad ha mab

2. Alan ha Pascal Le Tenneur

3. Eric ha Dany Le Gall

 

Konkour ar re yaouank

1. Julien Bernard ha Quentin Le Sourd

2. Yves-Marie Denis ha Victor Neute

3. Gaël Chauvin ha Clément Le Goff

 

 

 

 

 

 

 

 

Rekipe: Kourjetez fritet

 

 

Danvez: 15 gr amann - 2 loaiad eoul olivez - 1 chalotezenn - 5 kourjetezenn troc’het doare - rubanoù hir ha moan - perisilh malet - tin, holen ha pebr

 

1.Lakaat an amann hag an eoul da dommañ en ur billig.

 

2.Lakaat ar chalotezenn da rouzañ.

 

3.Lezel an tammoù kourjetez da boazhañ e-pad 3-4 munutenn.

 

4.Lakaat ar perisilh hag an tin malet ha meskañ goustadik-goustadik. Prest eo!

 

Riwanon

 

 

 

 

Chatroulette: flapiñ war Internet gant tud dianav

 

Ganet eo bet ar mennozh Chatroulette gant Andrey Ternovskiy, ur Rusian yaouank oadet a 17 vloaz hepken. War an net e vez alies ar re yaouankañ, ar re a implij ar muiañ ar rouedad enta, o kas traoù nevez hag oc’h ober arc’hant ganto. Ne oa ket gwall entanet gant e studioù ha flapiñ a rae kalz Andrey. Ijinet en deus neuze un doare all da tchatiñ, ar "Chatroulette", diazezet war ar rodig-rusian (russian roulette e saozneg). N’ouzer ket en a-raok gant piv emeur o vont da gomz, hag ar chomlec’hioù IP ("kartenn-anv" an urzhiataerioù war Internet) a zo a wel d’an holl. Emañ Chatroulette oc’h ober e dammig berzh war an net, hag an Amerikaned hag ar C’hallaoued a zo e-touez ar re a implij ar muiañ an doare nevez-mañ da flapiñ. Tud all o deus drevezet ijinadenn Andrey buan-tre ha kinniget lec'hiennoù heñvel-mik.

Ha ma fell deoc’h gouzout eus pelec’h emañ an dud hag a ra gant Chatroulette ez eus tu d’en ober war www.chatroulettemap.com dre m’eo diskuliet chomlec’hioù IP pep implijer. Kroget eo lod bremañ da implijout Chatroulette evit ober bruderezh zoken! (evit filmoù, pladennoù da skouer)

 

Evit gouzout hiroc’h :

http://chatroulette.com evit stumm orin Andrey Ternovskiy

ha http://bazoocam.org pe www.doyouchat.com evit ur stumm gallek.

 

Ur video o tiskouez un doare dic'hortoz d'ober gant Chatroulette:

Sonadeg gant Merton

 

 

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

 

Lennit Bremañ Gwengolo 2010 !

 

Lanvioù du delta an Niger, Saksoned Transilvania, ar merk dilhad nevez Agalon, Lid 2010 Kolier an Erminig, Haitiz e Douarnenez e Gouel ar Filmoù, "distro-skol" ar vell-droad, 40 vloaz kanañ Gilles Servat... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Gwengolo 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an abadennoù brezhonek en tele. Tud nevez o kinnig Mouchig-dall ha Te ha Me hag ur rummad abadennoù gouestlet d'an Istor evit Frañs 3. Ur statud nevez evit Brezhoweb, chadenn skinwel ar web renet gant Lionel Buannic. Sevel ar poent a reer ivez gant lusker ar produiñ evit an teir chadenn lec'hel TV Roazhon 35, Tébéo ha Ty Télé. Keleier ar gevredigezh Dizale a vo tu da lenn ivez en teuliad peder fajennad.

Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav.

M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org