Lun 31 a viz Eost, niv.250
Sizhun 36 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Kemm politikel e Japan

 

 

Abaoe 54 bloaz e oa ar Strollad Frankizour-Demokratour (kostezenn zehoù) e penn gouarnamant Japan. Korbellet eo bet e dilennadeg ar gannaded, dec'h, gant Strollad Demokratour Japan (kreizour). Gantañ ez eus bet tapet 300 sez diwar 480. An diaesterioù ekonomikel ha sokial o deus broudet Japaniz da cheñch liv o gouarnamant. E miz Gouere e oa pignet feur an dilabour da 5,7% eus ar boblañs oberiant, pell zo ne oa ket bet ken gwazh all. Ar wech kentañ e vo da SDJ merañ ar vro. A-benn pemzektez e lezo Taro Aso e blas a gentañ ministr da Yukio Hatoyama (skeudenn). Ijinour, 62 vloaz, graet studioù gantañ er Stadoù-Unanet, Yukio Hatoyama a oa bet ezel da gentañ eus SFD. Gant kamaladed en doa kuitaet ar strollad bet betek-henn e penn ar vro, e-kreiz ar bloavezhioù 90, evit sevel SDJ asambles gant sokialourien ha mirourien yaouank. Fellout a ra da SDJ reizhañ al liammoù a oa betek bremañ etre tud ar gouarnamant, re an arc'hant bras hag ar burokratourien. Skoazellañ muioc'h ar familhoù, an dud war o leve hag ar re baourañ zo bet prometet gant SDJ. Ur politikerezh etrebroadel emrenoc'h e-keñver Stadoù-Unanet Amerika a oa ul lodenn eus ar programm ivez.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tck Tck : ul luskad evit an hin

 

 

A-benn 100 devezh bremañ en em gavo kendalc'h Kopenhagen diwar-benn an hin. Hennezh a stalio ar reolennoù a heulio re Kyoto en amzer. Ouzh ar stern emañ neuze ar c'hevredigezhioù etrebroadel evit gwaskañ kement ha ma c'hellont war ar gouarnamantoù a-benn ma kemerfent divizoù kreñv d'ar mare-se. Ma ne vez ket digresket a-walc'h ar c'hementadoù CO2 da ezteurel e c'hellfe an disoc'h bezañ mantrus evit ar bed. Er c'hontrol ez eo ar c'hendalc'h-mañ un degouezh evit degas ur redi a zoujañs er bed a-bezh. En em vodet int, ha lañset Ultimatom an hin, gant ul luskad-kelaouiñ anvet Tck tck (tik-tak-tik-tak). Oxfam, Greenpeace, WWF, hag ur bern kevredigezhioù all, a zo holl strollet evit prientiñ ar c'hendalc'h. Ur bern oberoù a reont er mare-mañ hag ezhomm o deus eus hon sikour. Ar strollad etrebroadel Avaaz, a grog da vezañ brudetoc'h-brudetañ gant an oberoù ramzel a gas da benn, a zo o prientiñ ul luskad bedel bras-kenañ ha trouzus-tre a-benn an 21 a viz Gwengolo. Hiziv muioc'h evit atav eo poent en em ditouriñ ha kemer perzh.

 

M.M.

Sinadeg veur ha titouroù : http://www.copenhague-2009.com/
Lec'hienn al luskad-kelaouiñ : http://tcktcktck.org/
Titouroù war lec'hienn Greenpeace : amañ, amañ, hag amañ
Lec'hienn Avaaz : http://www.avaaz.org/fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

"Wake Up, please" e sal ar C'harter e Kemper

 

 

Boulc'het eo bet bloavezh nevez diskouezadegoù ar C'harter, kreizenn arzoù a-vremañ Kemper e penn-kentañ miz Gouere gant "Wake up, please". Kensavet eo bet gant un daouzek arzour bennak eus ar bed a-bezh. Pal an diskouezadeg zo c'hoari gant ar seller hag e zoare da welet ar bed. Galvet e vez memor ar gevredigezh, ar sevenadur pobl hag istor ar Stadoù, o tiskouez war memes tro e vez gwelet, santet seurt degouezhioù en un doare hiniennel. E doare un huñvre graet dihun emañ ar gweladenner o vont ha dont etre meizañ traoù dre ur gizidigezh personel hag ul logik emskiant. Klask a ra an diskouezadeg liammañ boazioù hag oberoù ar sellerien gant re an arzourien. Dont a ra titl an diskouezadeg, "Wake up, please" eus film an arzour kanadian Rodney Graham, Vexation Island. Ennañ e weler ur morlaer stanket war un enezenn. Kollet e anaoudegezh gantañ, emañ e beroked o c'harmiñ "Dihunit, mar plij! Dihunit, mar plij!". Sell ar arvesterien zo memes hini hag hini an evn, daoust da se e lamm garmadennoù ar peroked er-maez eus ar skramm evit gervel an arvesterien o-unan... ur weladenn vrezhonek a vo kinniget d'ar Sadorn 5 a viz Gwengolo.

 

Ar C'harter, 10 plasenn Mitterrand, Kemper. Pgz: 02 98 55 55 77.

Gweladenn e brezhoneg d'ar Sadorn 5 a viz Gwengolo 2009 da 4e g.k.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: Gwengamp lakaet diaes e Teurgn (2-0)

 

 

Evit ar wech kentañ er c'hampionad nevez ez eus bet kollet ur c'hrogad gant skipailh Gwengamp. Startijenn a oa gant paotred Treger koulskoude. Er prantad kentañ, e teue a-benn Thibault Giresse da silañ e vell, resevet div wech war-du Lionel Mathis war var da seveniñ un dro vrav. Siwazh evito, n'eo ket aet pelloc'h. Mont-ha-dont a rae ar vell etre tu Gwengamp ha tu Teurgn. Hogen goude an ehan, e oa kemm er jeu. Renet eo bet ar c'hoari gant ar re c'hlas. Fatih Atik, entanet, a zeuio a-benn goude un taol-esae kentañ, da blantañ ur pal e kaoued Gwengampiz (55vet). N'o deus ket roet paotred Teurgn kalz a blas d'ar Vretoned da c'houde. D'ar 69vet munutenn e sile Olivier Giroud ar vell etre divhar Stéphane Trévisan. Diskaret, ne soñje ken ar re ruz-ha-du nemet e chom hep pakañ palioù all. Tachenn Teurgn zo chomet dindan beli he skipailh da vat. Digwener e c'hello Gwengampiz klask dizipitañ, e-tal paotred Istres.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Inglourious Basterds

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2008

Seveniñ : Quentin Tarantino

 

E 1941, en un tu bennak war ar maez e Frañs, e vez drouklazhet ar familh yuzev Dreyfus gant ar c’horonal Hans Landa. Shosanna, ar verc’h a zeu a-benn da dec’hout.

E-keit-se emañ al letanant Aldo Raine o sevel ur strollad soudarded yuzev amerikan evit lazhañ nazied. Gant sikour ar Saozon hag un aktourez alaman e prientont an "Operation Kino" a-benn lazhañ Hitler, Goebels ha reoù all. Hag er sal sinema perc’hennet gant Shosanna e c’hoarvezo an traoù…

 

Skeudennoù brudañ ar film a seblante feuls-tre. A-benn ar fin, n’eo ket ken spontus-se (evit ur film savet gant Tarantino). Traoù a zo d’ar film neuze, evel kaozeadennoù hir-tre met saourus alies. Adkavet e vez doare Tarantino da seveniñ gant disheñvelderioù memes tra. Tuoù gwellañ ar film a zo e gasting, bamus, ha pegen kreñv eo karantez ar sinema ennañ. Ur blijadur evit karourien an arz-mañ. Un dra blijus all: pep tudenn a gaoze e yezh. Ar C’hallaoued a gaoze galleg etrezo, an Alamaned alamaneg hag all... Na pegen ral eo evit ur film amerikan! A-benn ar fin, n’eo ket ar strollad "Basterds" an dedennusañ, met kentoc’h ar reoù all. N’eo ket grevus avat. An hegasusañ? Frazenn ziwezhañ ar film, a c’haller kavout fentus, met a ziskouez ivez pegen pounner e c’hall bezañ "QT" pa fell dezhañ bezañ...

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Scopitone #8 e Naoned

etre ar 16 hag an 20 a viz Gwengolo

 

 

N'ho peus ket bet tro da vont da Astropolis e Brest e miz Eost? N'eo ket grevus-tre, dreist-holl m'emaoc'h o chom e su Breizh: damheñvel ouzh programm festival Brest eo hini Scopitone. Ouzhpenn sonerezh elektronek e vo kinniget arzoù ar gweled (Fred Viola, International Dance Party, Sound Delta...) bemdez eus ar Merc'her 16 d'ar Sadorn 20 el lec'h anvet Friche Numérique, hag ivez e kastell duged Breizh (staliadurioù ha taolioù-kaer). Azalek ar Merc'her e krogo ivez ar sonadegoù hag an taolioù-kaer (Fred Viola en-dro, data, Chinese Man...) e meur a lec'h: er sinema Katorza pe en Olympic. D'ar Yaou 17 menegomp sonadeg Sebastien Schuller e sal Paul Fort. Ha sonerezh elektronek eus an dibab d'ar Gwener 18: Naive New Beaters, Laurent Garnier, Sexy Sushi, Fearz, Boys Noize.

Ma n'ho pefe ket bet trawalc'h e vo ken dedennus all programm ar Sadorn: Tim Exile, Vitalic, Beat Torrent, Brodinski, We Have Band, Simian Mobile Disco ha Who Made Who e-touez re all.

D'ar Mercher 16 ha d'ar Sul 20 e vo ivez filmoù evit ar vugale.

R.M.

Abadennoù zo a zo digoust, ar re all etre 6,50 ha 23 euro.

Muioc'h a Scopitone:

http://www.scopitone.org/accueil

 

 

 

 

 

 

 

 

Prederiañ ha kaozeal e brezhoneg, e Brest

 

 

D'an 8 a viz Gwengolo da zont e vo boulc'het gant ur rummad emgavioù kinniget bep miz (bep Meurzh kentañ ar miz, war bouez evit Gwengolo) er stal levrioù Dialogues, straed Siam, e Brest. Un abadenn vrezhonek e vo, "A gav dit ?" hec'h anv, aozet gant Mikeal Treger, da 6 eur noz. Dibabet vo un danvez ha pedet un den evit digeriñ ar gaozeadenn. Roet ar gaoz d'ar re o devo c'hoant d'he zapout, e brezhoneg penn-da-benn. Laouen e vo an aozerien da zegemer ar muiañ ar gwellañ a dud eus Bro-Vrest hag eus ar bed a-bezh evel-just! Sed amañ roll an temoù a vo kinniget:

D'an 8 a viz Gwengolo : "Tu zo kelenn forzh petra dre ar brezhoneg, jedoniezh, prederouriezh, h.a.?" (gant Jakez ar Borgn, kelenner war ar jedoniezh)

D'an 6 a viz Here : "Bez’ ez eus un dra bennak evel ur mousfent breizhek pe vrezhonek?" (gant Herve Lossec, konter istorioù fentus)

D'an 2 a viz Du: "Kristianelezh Breizh a zo ganti ul liv roman pe geltiek?" (gant Job an Irien, beleg)

D'ar 1añ a viz Kerzu: "Bretoned veur dre ar Bed, a-hed ar c'hantvedoù" (gant Bernez an Nail, embanner)

 

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh sabatek en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh hag ar chomlec'hioù merket gant an dud.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Gouere hag Eost 2009

 

Marv Omar Bongo, brezel Tamouled Sri Lanka, Michael Jackson aet da anaon, Hadopi, Jospeh Martray, diskouezadeg Marzoù Breizh, strollad Plon8, Gouel ar Filmoù... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gouere hag Eost 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en hañv-mañ da vevañ e arz. Krouiñ dilhad (Christelle Kerbaul, Stered), ijinañ dizagnoù dic'hortoz (Qlonee), pe fardañ bravigoù personelaet (Mevena), kavet e vo aze pennadoù-kaoz gant krouerien o deus divizet obet gant o arz war ar pemdez evel micher da vat pe evel dudi. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org