Lun 1 a viz Gwengolo, niv.203
Sizhun 36 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Glaveier hag avelioù drastus

 

 

Emañ ar gorventenn Gustav oc’h erruout war aodoù pleg-mor Mec'hiko. Ouzhpenn 80 den zo marvet gant feulster an avelioù en Haiti, Jamaika hag er Republik Dominikan. Un gorventenn a live 3 (war ar 5 a zo) eo Gustav evit poent. Treiñ a ra an avelioù war un dachenn 350 km a hed dezhi en-dro da galon ar gorventenn, gant un nerzh a 185 km/eur. War-du Orleañs-Nevez (skeudenn) emañ o vont, tri bloaz goude Katrina.  Daou vilion a dud o deus kuitaet Stad Louisiana, war o spered dismantr 2005. Hervez ar mediaoù bras e klask gouarnamant ar Stadoù-Unanet chom hep adober ar fazioù bet graet da vare Katrina. Servijoù keodedel hag an arme zo war an dachenn evit aozañ ar skoazelloù a bep seurt, ha mirout ouzh tud zo da laerezh an traoù bet dilezet gant ar re o deus kuitaet ar vro. Ne chomfe ken nemet 10000 den e kêr Orleañs-Nevez. Hervez mediaoù amerikan e vefe aze tec'hadeg vrasañ istor ar Stadoù-Unanet.

Miliadoù a gilometradoù pelloc'h, en Indez, eo drastet ar vro ivez, gant glaveier spontus. 75 den a vefe bet lazhet evit ar poent dre faot glaveier feuls ar moñson. E-tro 1,2 milion a dud zo tec'het eus Reter ar vro. Live ar stêrioù zo pignet kalz ha beuzet ez eus bet hentoù zo. Er Bangladesh e vefe 72000 den tapet gant an dourioù-beuz.

 

 

 

 

 

 

 

 

Nevezinti e bedig an heoldredan

 

 

Muioc'h-mui bremañ e vez gwelet kelligoù war an toennoù evit sevel tredan diwar gouloù an heol. Met peurliesañ e goust kerik, ne ro ket kement-se a dredan, ha neuze e lakaer kalzik amzer evit ma talvezfe ar boan e-keñver an arc'hant, hep kontañ e vez lonket forzhik energiezh ha saotret evit o sevel. Met cheñchamantoù a vo moarvat a-benn nebeut war an dachenn-mañ, dre ma'z eus bet kavet un hentenn nevez evit sevel kelligoù all, efedusoc'h.

Gant ar c'hlasker Marc Baldo (skeudenn) ez eus bet savet ur gwiskad da begañ war ur blakenn wer: hounnezh a bak skinoù an heol, hag a gas anezho en-dro gant un hirder-gwagenn brasoc'h, o sturiañ o hent betek ar binviji da zastum anezho. Evel-mañ eo 10 gwech efedusoc'h ar blakenn eget n'eo ur benveg da zastum mod-kozh e-unan.

Hervez an Marc Baldo, ne goust ket ker ar gwiskad da sevel, ha gallout a ra bezañ lakaet en ul lec'h ha n'eo ket kompez. N'eus nemet moullañ liv war ur blakenn wer d'ober. Gallout a rafe bezañ gwerzhet a-benn tri bloaz. Ar gudenn nemeti a chom da ziskoulmañ a zo lakaat an hentenn da vont en-dro war gorreadoù bras.

M.M.

Titouroù ouzhpenn amañ :

http://mondedurable.science-et-vie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Sonic Youth etc. : Sensational Fix

diskouezadeg betek ar 7 a viz Gwengolo – Life – Sant Nazer

 

 

D’ar Sadorn 9 a viz Eost e oa deuet Sonic Youth da Sant-Nazer da seniñ da-geñver Les Escales. Ur strollad rock arnodiñ e-kreiz ur gouel gouestlet da sonerezh ar bed? Eh ya! Rak un diskouezadeg diwar-benn ar strollad a zo e Sant Nazer, hag un abadenn a reont e kement kêr e-lec’h ma vez kinniget an diskouezadeg.

Ur wech tremenet ar sal gentañ (bale a reer war 5000 pladenn vinil) e splujer e bed ar strollad. Hag ouzhpenn sonerezh a zo, rak engouestlet eo ar strollad e metoù an arz amerikan a vremañ: video, taolennoù, staliadurioù, taolioù-arnod liesseurt: sed aze ar pezh a ginniger deomp. Da bep hini da bourmen er sal evel ma kar, n’eus urzh ebet. A-hed an oberennoù kinniget e kejer ouzh Willima Burroughs, Raymond Pettibon pe c’hoazh Richard Kern. Kinniget e vez ivez oberennoù savet gant izili ar strollad, Lee Ranaldo ha Kim Gordon. E foñs ar sal e c’haller azezañ, lenn ur bern levrioù ha selaou pladennoù ar strollad en ur sellout ouzh skritelloù o abadennoù.

R.M.

Diskouezadeg digoust digor da Verc’her, Yaou ha Gwener :

2 eur – 7 eur gk, da Sadorn ha da Sul : 12 eur – 8 eur gk

 

 

 

 

 

 

 

 

US Open: Roger Federer mestr ar jeu

 

 

Trec'het en deus Federer (skeudenn) war an tchek Radek Stepanek (6-3, 6-3, 6-2) a-benn mont d'an eizhvedenn-gourfenn. Aes eo bet evitañ, met ret eo lavaret ivez eo ar Suis mestr tachennoù tennis New-York evit ar mare, aet ar maout gantañ peder gwech diouzh renk, etre 2004 ha 2007. An eizhvet gwech eo evitañ tizhout an eizhvedenn-gourfenn en US Open. Seblantout a ra kaout c'hoant diskouez e fell dezhañ adkavout e blas a c'hoarier tennis niv.1 er bed. Kemeret e oa bet penn uhelañ ar renkad digantañ gant Rafael Nadal. Ha gwir eo, abaoe penn-kentañ ar bloavezh nevez tennis, eo bet trec'het Federer gant e enebour meur peder gwech en ur Gourfenn (Monte-Carlo, Hamburg, Roland-Garros ha Wimbledon). Aet eo ar maout gant Federer e tournamantoù Estoril ha Halle hepken. N'en deus ket gellet Radek Stepanek ober kalz a dra (30vet c'hoarier ar bed) a-enep da baotr Basel, bet sec'h ha nerzhus e zoare c'hoari, gant ur servij galloudus-tre.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Star Wars – The Clone Wars

 

 

Stadoù-Unanet – 2008

Seveniñ : Dave Filoni

 

Gwastet eo ar c’halaksienn gant brezel ar c‘hlonoù a zo en e varr etre ar Republik hag an Disrannerien. Kevezerezh zo etre an div gostezenn evit gounit harp penn bras ar floderien, Jabba an Huth. O paouez bezañ skrapet digantañ emañ mab hemañ, dres. Kefridiet eo ar gwareger Jedi Anakin Skywalker da glask war e lerc’h gant sikour e badawanez Ahsoka Tano. Met ar c’hont Dooku zo war ar renk ivez...

 

Da vezañ renket e heuliad filmoù Star Wars etre ar Rann 2 (Attack of the Clones, 2002) hag ar Rann 3 (Revenge of the Sith, 2005) emañ ar film-bevaat-mañ. Un doare Rann 2,5 e vefe en ur mod. N’eo ket echu gant oberenn George Lucas war ar skrammoù bras neuze met sklaer eo n’emeur ket amañ en he c’halonenn. Un tañva d’un heuliad bevaat a vo skignet er skinwel eo kentoc’h; un dra un tammig talvoudusoc’h eget ar produioù deveret boutin, da vezañ renket a-us d’an albomoù bannoù-treset, e-kichen ar c’hoarioù video. Steuñvenn an abadenn-mañ n’eo na dedennusoc’h na toulloc’h eget hini ar filmoù diwezhañ ha, dre m’en doa Lucas leuniet e filmoù diwezhañ gant skeudennoù niverel, n’eur ket gwall ziroudet amañ. Un abadenn a zedenno kentoc’h Star Wars garourien memes tra.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

6vet festival Scopitone –17-21 a viz Gwengolo – Naoned

 

 

Sonerezh, skeudennoù, arzoù niverel hag abadennoù liesseurt, sed aze ar pezh a ginnig skipailh aozañ Scopitone. Aloubet e vo kêr Naoned a-bezh koulz lavaret: e salioù sinema (Katorza, Le Cinématographe), e kastell Duged Breizh pe c’hoazh en Olympic e c’hoarvezo traoù. E-touez an holl draoù kinniget e-pad ar 4 devezh ma pado ar festival menegomp abadenn digoust (film+sonerezh) Robin Guthrie (bet er strollad Cocteau Twins) d’ar 17. En deiz war-lerc’h e vo talvoudus mont da selaou an daouad anvet Zombie Zombie, sonerezh elektro-post-punk-death-disco a vez graet ganto. Da heul e vo Principles of Geometry, ur strollad eus Lille, sonerezh heñvel ouzh hini Boards of Canada pe Autechre.

Ur bern traoù d’ar Gwener 19, met diaes e vo tremen hep mont da selaou daou arzour gall brudet-tre: Laurent Garnier hag Etienne de Crécy. Er memes nozvezh e vo ivez Sascha Funke (elektro alaman eus ar c’hentañ) ha Radio Slave (elektro saoz).

Programm a-feson ivez d’ar Sadorn gant Princess Superstar, DJ Pone (unan eus izili Birdy Nam Nam) ha daou zen yaouank a glever muioc’h-mui kaoz anezho: Yuksek ha Surkin.

Stalioù krouidigezhioù liesvedia a vo kinniget d’ar re yaouank, hag ivez director’s cut ar film THX 1138, bet savet gant George Lucas.

R.M.

Muioc’h a Scopitone :

http://www.scopitone.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Yodenn prun mirabel gant temzoù

 

 

1,7 kg prun mirabel – 1 suraval glas – 300 g sukr – ¼ bazhig kannell – 1 c‘hreunenn jenevra – 4 c‘hreunenn pebr du – 1 steredenn anis (badiane)

 

Gwalc’hit ha diaskornit ar prun mirabel. En ur girin, meskit anezho gant 150 g sukr ha lakait e glec’h un eurvezh.

 

Aozit ar siros : diskargit en ur gastelodenn 150 g sukr, 15 cl dour, chug ar suraval, greun ar pebr du, ar jenevra hag ar steredenn anis. Degasit d'ar berv, lezit da skrijal 1 mn, tennit diwar dan ha lezit da c‘hlec’hiañ.

 

Diskargit ar prun mirabel war ar siros silet. Meskit, digasit d’ar berv ha lezit da boazhañ 20 mn war dan gorrek.

 

Servijit yen gant dienn skornet pe yaourt plaen.

 

Mari Lubrano

 

Lennit Bremañ an hañv!

 

Doare dilenn ar prezidant er Stadoù-Unanet, beaj daou falc'her OGK en Chiapas, stourm tud Kreiz Breizh evit ospital Karaez, Skolaj Diwan al Liger-Atlantel... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gouere-Eost 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ d'an danvez-lezenn a denn d’an arzourien amatour. Rankout a raio marteze an amatourien bezañ paeet evel tud a vicher evit kemer perzh en abadennoù da baeañ. Festivalioù bras ha bihan ar vro a c'hellfe bezañ lakaet en arvar bras neuze... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da zarvoudoù Mae 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad al lodenn bet embannet e-barzh niv. Miz Even Bremañ eo.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (7 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org