Lun 24 a viz Eost, niv.249
Sizhun 35 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Gres o stourm a-enep d'an tan

 

 

Abaoe digwener da noz e vez debret ul lodenn eus Bro-C'hres gant an tan. E biz Aten, d'un 40 km bennak eus ar gêr-benn, e oa kroget an tan-gwall, er maezioù. Gant sikour an avel greñv, en deus an tan kendalc'het e hentad distruj war 30 km war-du ar Reter. 12000 hektar zo bet devet etre digwener ha dec'h. Tachennoù gant tiez Menez Penteli zo bet tizhet, e Norzh Aten. 20000 annezad Aghios Stefanos zo bet goulennet diganto tec'hout kuit. Goulonderet ez eus bet ivez ospitalioù ha tiez retred da skouer. Daoust da bep tra e chom lod eus annezidi ar c'humunioù taget (Aghios Stefanos, Anthoussa, Pallini, Pikermi ha Dionyssos) a zibab chom evit klask gwareziñ o zachenn kousto-pe-gousto. Un distruj meur eo, koulz evit ar savadurioù hag an tachennoù labouret evit an natur hervez prefed rannvro Aten. 650 pomper zo war ar plas o stourm, gant sikour 340 soudard, 136 kamion, daouzek karr-nij ha seizh biñsaskell. Skoazell zo bet kaset da bomperien Gres gant Frañs hag Italia.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kongo: o c'hortoz ar cheñchamantoù

 

 

Klevet hor boa komz, e miz C'hwevrer, eus ar raktresoù a oa e Kongo evit adlakaat sklaer an aotreoù da zigoadañ. Betek-henn e oa amresis-tre an titouroù evit gouzout piv a oa aotreet da zigoadañ peseurt tamm tachenn. D'ar mare-se e oa bet embannet gant ar Stad e vefe lakaet e pleustr ur steuñv a rofe ar galloud en-dro d'ar Stad war ar c'hoadeier, evit ma c'hellfe herzel ouzh an digoadañ e-maez lezenn. Nullet e oa bet neuze un 60% bennak eus ar c'hontradoù digoadañ; Met hiziv koulskoude, n'eo ket aet war-raok buan-tre an traoù. Raktreset e oa bet gant ar gouarnamant aotren en-dro an digoadañ en un nebeud tiriadoù a oa bet lakaet da vezañ gwarezet. Diwar kement-se e oa savet klemm bras gant ar geodedourien. Ar gudenn bennañ eo dreist-holl ne oar netra ar re a zo o vevañ er c'hoadeier pe e-kichen diwar-benn ar raktresoù, an aotreoù, hag all. Gwelet a reont un nebeud tud o tont da zigoadañ, hep gouzout goude daoust hag-eñ eo diouzh al lezenn pe n'eo ket. N'eus kartenn ebet ganto eus al lec'hioù aotreet hag ar re diaotre. Dalc'homp soñj e vev kalz tud c'hoazh diwar ar c'hoadeier, hag eo reoù Kongo an eil tiriad brasañ gant gwez, war-lerc'h koadeier Amazonia.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Qui a peur des artistes?

Diskouezadeg e Palez an Arzoù, Dinarzh

 

 

Netra d'ober e-pad an hañv? Kit neuze betek Dinarzh, ma vo tu deoc'h da welout oberennoù bet prestet gant François Pinault. An trede gwech eo ma kinnig François Pinault diskouez oberennoù eus e zastumad, hag ar wech kentañ eo dezhañ o c'hinnig e Breizh.

Un diskouezadeg ouzhpenn emezit-hu? Tamm ebet, rak ral eo gwelout e Breizh oberennoù savet gant arzourien ken brudet evit ar pezh o deus degaset da istor an arzoù en 20vet kantved.

En holl e vo tu deoc'h da sellout ouzh ouzhpenn 30 oberenn savet gant 60 arzour disheñvel. Diazezet eo an dibab oberennoù war an temoù da-heul: an arz bihanañ (pouezusoc'h eo ar mennozh evit an oberenn), istor an arzoù adwelet gant arzourien a-vremañ, ikonennoù ar sevenadur pop degemeret en arzoù ha petra eo an arzoù er gevredigezh beveziñ.

Trawalc'h reiñ un nebeud anvioù deoc'h da welout pegen dedennus e tlefe an diskouezadeg bezañ: Josef Albers, Dan Flavin, Takashi Murakami, Paul McCarthy, Martial Raysse, Mike Kelley, Cindy Sherman, Barbara Kruger, Damien Hirst.... koulz lavarout arzourien bouezusañ dibenn an 20vet kantved - penn-kentañ ar 21añ kantved.

R.M.

 

Diskouezadeg digor bemdez (11e-7e, betek 9e da Wener) betek an 13 a viz Gwengolo. Mont e-barzh: 4,50 euro / 2,50 euro.

Katalog: 144 fajenn, 29 euro.

Ne zere ket an holl oberennoù d'ar vugale

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: dalc'h Roazhoniz e-tal Marsilhiz (1-1)

 

 

Disadorn e oa bet emgav meur kentañ bloavezh nevez ar Rummad 1añ evit Roazhoniz. E-tal an OM e oant evit an devezhiad 3. Un taol-arnod sirius e oa neuze, a-benn muzuliañ perzhioù kreñv pe wan skipailh nevesaet Stad Roazhon. Hanterenn gentañ ar c'hrogad he deus diskouezet pegen buhezek ha youlek e oa skipailh ar re ruz-ha-du. Prim evit cheñch plas, bec'h o deus lakaet war choug Marsilhiz, gant taolioù-adtapout an daouad Fabien Lemoine-Yohan M'Vila. Daoust d'e 35 bloaz ne oa ket chomet Jérôme Leroy da ruzañ war ar bank: argadet en deus dibaouez, ha deuet eo a-benn da blantañ ar pal kentañ bet tapet gant an OM er bloaz-mañ, d'ar 36vet munutenn. E fin an hanterenn gentañ eo echu souezhadenn ar re glaz-ha-gwenn (daou c'hoarier a zo cheñchet gant Didier Deschamps). Ar pal a lakaio an daou skipailh rampo a vo lakaet gant Mamadou Niang (52vet) neuze. Eil hanterenn ar c'hrogad zo bet tenn gant Roazhoniz tagus ha Marsilhiz aozet kalz gwelloc'h. Daoust d'ar gourdoner Frédéric Antonetti bezañ bet dipitet gant an niver a balioù (daou zo bet lezet da vont evitañ), o deus Roazhoniz diskouezet e c'hellent lakaat diaes ur skipailh eus penn uhelañ ar Rummad 1. Dav e vo dezho bezañ ken tagnous all er c'hrogadoù da zont, gant Lens ha Saint-Etienne.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

9 (Numéro 9)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2008

Seveniñ : Shane Acker

 

Dihuniñ a ra 9, ur boulomig iskis, en ur bed distrujet penn-da-benn. Ur brezel bras a zo bet etre mab-den hag ar mekanikoù krouet gantañ ha n’eus boud bev ebet ken. Dizoloiñ a ra 9 ez eus "tud" all eveltañ, o klask treuzvevañ. Ha pa vez tapet 2 gant "al loen" e klask broudañ ar strollad da vont da stourm ouzh ar mekanikoù a chom.

 

N’eo ket dibar istor 9, dre m’eo klasel an tem-se (Terminator, Matrix). Stumm an tudennoù hag ar mekanikoù al lak ivez da soñjal e filmoù all evel Star Wars da skouer. Met n’eo ket grevus. Plijus eo an daveoù-se a-benn ar fin ha ganto e sav un aergelc’h ispisial hag a zo dispar er film. Ur bern mennozhioù mat a zo, ar skeudennoù a zo brav ha dreist-holl e seblant ar film bevaat-mañ bezañ savet evit krennarded ha tud deuet kentoc’h eget evit bugale (un tamm e doare Titan AE). Moarvat ne raio ket berzh, met un drugar eo da welet koulskoude.

 

G.L.

 

 

Avatar

 

Stadoù-Unanet Amerika – 2008
Seveniñ : James Cameron
Da zont er-maez : 16 a viz Kerzu 2009

 

D’ar Gwener 21 a viz Eost e oa "Avatar Day". Evit brudañ film bras a zeu James Cameron ha kreñvaat ar “buzz” a zo dija tro-dro d’ar film ez eus bet kinniget da gentañ un teaser war ar rouedad d’an 20 a viz Eost. D’ar Gwener e oa un afer all: 15 munut eus ar film evit netra e 3D kinniget gant sinemaoù zo. Ur bern tud a zo bet dipitet gant an teaser ha cheñchet o soñj gant ar prantad 3D.

Evel-just e seblant Avatar bezañ ur film troioù-kaer ha faltazi klasel e framm, met ret eo anzav ez eo brav eston ar skeudennoù ha brav-tre an disoc’h e 3D. Ur film a gloto mat-tre gant mare vakañsoù Nedeleg moarvat!

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Festibigoud ha Festival Sant-Nolf

 

 

M'emañ an hañv oc'h echuiñ n'eo ket echu c'hoazh evit a sell ouzh ar festivalioù sonerezh. Ouzhpenn ar re bras-tre aozet er vro e kaver re all, bihanoc'h met ken dedennus all.

Evit an eil gwech e vo kinniget festibigoud gant ur gevredigezh enni yaouankiz ar Vro Vigoudenn. War dachenn Kervazegan (Pont-'n-Abad) e vo, a-benn ar Sadorn 29. Unan eus dibarderioù ar festival-se eo ar fed e kinniger selaou sonerien nebeut anavezet, hag an holl anezho eus Breizh. Yann Selaouer a gavo peadra, rak a bep seurt sonerezh a vo: rock fuzion gant Kenarize Crew, rock garage, r'n'b ha swing gant The Foves, metal gant Euterpe, ska punk gant Taxi Brousse, reggae hip hop gant Maracu 'Jah ha rock pop gant Hot Tramp. 3 euro ar mont e-barzh.

A-benn ar Sadorn 12 a viz Gwengolo e vo aozet festival Sant-Nolf, gant arzourien brudetoc'h, hag a bep seurt a vo ivez (rock, pop, ska, kan gallek, elektro...), evel ma weler: Pete Doherty, Keziah Jones, Patrice, Ska-P, Arno, The Craftmen Club (eus Gwengamp), Yuksek, Ghinzu, Pony Pony Run Run (ur strollad eus Naoned), High Tone ha Rotor Jambreks. 32 euro e kousto ar mont e-barzh deoc'h.

 

R.M.

Muioc'h a ditouroù :
http://www.festibigoud.com/accueil.html

http://www.festivalsaintnolff.com/index.php

 

 

 

 

 

 

 

 

Prederiañ ha kaozeal e brezhoneg, e Brest

 

 

D'an 8 a viz Gwengolo da zont e vo boulc'het gant ur rummad emgavioù kinniget bep miz (bep Meurzh kentañ ar miz, war bouez evit Gwengolo) er stal levrioù Dialogues, straed Siam, e Brest. Un abadenn vrezhonek e vo, "A gav dit ?" hec'h anv, aozet gant Mikeal Treger, da 6 eur noz. Dibabet vo un danvez ha pedet un den evit digeriñ ar gaozeadenn. Roet ar gaoz d'ar re o devo c'hoant d'he zapout, e brezhoneg penn-da-benn. Laouen e vo an aozerien da zegemer ar muiañ ar gwellañ a dud eus Bro-Vrest hag eus ar bed a-bezh evel-just! Sed amañ roll an temoù a vo kinniget:

D'an 8 a viz Gwengolo : "Tu zo kelenn forzh petra dre ar brezhoneg, jedoniezh, prederouriezh, h.a.?" (gant Jakez ar Borgn, kelenner war ar jedoniezh)

D'an 6 a viz Here : "Bez’ ez eus un dra bennak evel ur mousfent breizhek pe vrezhonek?" (gant Herve Lossec, konter istorioù fentus)

D'an 2 a viz Du: "Kristianelezh Breizh a zo ganti ul liv roman pe geltiek?" (gant Job an Irien, beleg)

D'ar 1añ a viz Kerzu: "Bretoned veur dre ar Bed, a-hed ar c'hantvedoù" (gant Bernez an Nail, embanner)

 

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh sabatek en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh hag ar chomlec'hioù merket gant an dud.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Gouere hag Eost 2009

 

Marv Omar Bongo, brezel Tamouled Sri Lanka, Michael Jackson aet da anaon, Hadopi, Jospeh Martray, diskouezadeg Marzoù Breizh, strollad Plon8, Gouel ar Filmoù... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gouere hag Eost 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en hañv-mañ da vevañ e arz. Krouiñ dilhad (Christelle Kerbaul, Stered), ijinañ dizagnoù dic'hortoz (Qlonee), pe fardañ bravigoù personelaet (Mevena), kavet e vo aze pennadoù-kaoz gant krouerien o deus divizet obet gant o arz war ar pemdez evel micher da vat pe evel dudi. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org