Lun 25 a viz Eost, niv.202
Sizhun 35 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

25 bloaz eo Radio Bro Gwened!

 

 

D'ar Sadorn 30 a viz Eost e lido Radio Bro Gwened e 25 bloaz. Unan eus ar c'hoshañ radioioù kevredigezhel o kinnig abadennoù brezhonek eo, asambles gant Radio Kreiz Breizh. Ur chadenn skingomz divyezhek eo Radio Bro Gwened, hag a eskemm hec’h abadennoù brezhonek gant RKB, Radio Kerne hag Arvorig FM. War kae Plessis Pondi, e krogo ul lid a bado etre 10e beure disadorn ha 2e beure disul. Staliet e vo ul leurenn hag ur studio er-maez evit kinnig abadennoù war-eeun en div yezh gant leun a dud pedet. Ur c'hendiviz a vo aozet diwar-benn stad ar radio kevredigezhel hiziv an deiz. Ha leun a sonerezh ivez, gant ur pezh fest-noz d'ar Sadorn da noz. Ouzhpenn 40 arzour ha strollad a vo tro da glevet! Gant Radio Bro Gwened e vo aozet ivez "radiothon RBG": 42 eurvezh abadennoù. Digoust e vo evit mont e-barzh.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://radio.bro.gwened.free.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

EPR Finland: kudennoù bras all zo bet dizoloet!

 

 

Gant GreenPeace ez eus bet graet ur brezegenn dirak ar gazetennerien d'an 13 a viz Eost e Finland, e-lec'h ma lavare e oa bet dizoloet titouroù nevez o tamall an embregerezhioù Areva ha Bouygues, e-barzh afer savidigezh ar greizenn EPR finlandat. Gant ar gevredigezh ez eus bet kavet teulioù o devoa da chom kuzh, hag er re-se e veze graet anv eus kudennoù surentez grevus a zo degouezhet gant labourioù soudañ war unan eus pezhioù pennañ ar reaktor.

E-pad ouzhpenn ur bloaz e vefe bet aotreet gant Areva ha Bouygues e vefe graet labourioù-soudañ na oant bet na gwiriet nag asantet en a-raok, ha kement-mañ o vezañ kuzhet da bennoù bras ar vro! N'eo ket bet arnodet tamm ebet ar framm houarnaj, ha n'eo ket posupl ken bremañ peogwir emañ soubet e-barzh ar betoñs, ha n'eo ket bet gwiriet ha barrek pe get e oa al labourerien o soudañ.

Marteze ne vefe ket ken grevus-se kement-mañ ma vefe ar gudenn nemeti. Met war chanter an EPR finlandat ez eus bet kavet e-tro 1000 darvoud nec'hus evit c'hoazh, daou vloaz dale a zo gantañ, hag evit ar poent ez eus bet dispignet 2 miliard a euroioù ouzhpenn ar pezh a oa raktreset (3,3 miliard a oa raktreset). Ha loc'het eo ar chanter gall evit bezañ ken spontus all...

 

M.M.

Evit gouzout hiroc'h:

pennad Greenpeace http://www.greenpeace.org/

an danevell resis war ar gudenn (PDF 4 bajenn) http://www.greenpeace.org/

 

 

 

 

 

 

 

 

Sonic Youth etc. : Sensational Fix

diskouezadeg betek ar 7 a viz Gwengolo – Life – Sant Nazer

 

 

D’ar Sadorn 9 a viz Eost e oa deuet Sonic Youth da Sant-Nazer da seniñ da-geñver Les Escales. Ur strollad rock arnodiñ e-kreiz ur gouel gouestlet da sonerezh ar bed? Eh ya! Rak un diskouezadeg diwar-benn ar strollad a zo e Sant Nazer, hag un abadenn a reont e kement kêr e-lec’h ma vez kinniget an diskouezadeg.

Ur wech tremenet ar sal gentañ (bale a reer war 5000 pladenn vinil) e splujer e bed ar strollad. Hag ouzhpenn sonerezh a zo, rak engouestlet eo ar strollad e metoù an arz amerikan a vremañ: video, taolennoù, staliadurioù, taolioù-arnod liesseurt: sed aze ar pezh a ginniger deomp. Da bep hini da bourmen er sal evel ma kar, n’eus urzh ebet. A-hed an oberennoù kinniget e kejer ouzh Willima Burroughs, Raymond Pettibon pe c’hoazh Richard Kern. Kinniget e vez ivez oberennoù savet gant izili ar strollad, Lee Ranaldo ha Kim Gordon. E foñs ar sal e c’haller azezañ, lenn ur bern levrioù ha selaou pladennoù ar strollad en ur sellout ouzh skritelloù o abadennoù.

R.M.

Diskouezadeg digoust digor da Verc’her, Yaou ha Gwener :

2 eur – 7 eur gk, da Sadorn ha da Sul : 12 eur – 8 eur gk

 

 

 

 

 

 

 

 

Marc'h-houarn: Priz Meur Ploue

 

 

Dec'h beure e oa bet redet Elite Open Ploue. Un taol kaer eo bet evit tud skipailh "Côtes d'Armor-Maître Jacques". An trede hag ar c'hentañ plas war ar podiom zo aet gante! Labouret o doa kalz asambles rederien ar skipailh war an hent. Deuet e oa a-benn pevar marc'hhouarner, Yann Guyot ha Mathieu Halléguen en o zouez, da chom er strollad penn, ha, tro-ha-tro, da grignat tamm-ha-tamm war lañs ar re a oa dirazo. Deuet int a-benn da virout plas ar reder kentañ evit Yann Guyot er fin tout, goude ma vefe bet Mathieu Halléguen o virout ar plas dezhañ e-kerzh al lodennoù eeun diwezhañ. N'en deus ket Yann Guyot klasket kuzhat e oa laouen eus e drec'h: 500 metrad a-raok al linenn e oa o huchal gant al levenez! Ar reder a 22 vloaz zo e soñj dont da vezañ marc'hhouarner a-vicher, ha gounit redadeg Ploue a zo un dra vat: niverus eo ar re zo aet ar maout ganto er redadeg-mañ hag o deus kendalc'het da redek e-touez ar re a-vicher.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Dark Knight

(Batman – Le Chevalier Noir)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2008

Seveniñ: Christopher Nolan

 

Sioulaet eo an traoù e Gotham City abaoe m’eo krog Batman d’ober war-dro an dorfedourien a bep seurt gant sikour ar poliser Gordon. Ouzhpenn-se, ar prokulor Harvey Dent a implij ar justis hag ar sistem "boutin" evit lakaat anezho en toull-bac’h. Bruce Wayne/Batman a c’hallfe tapout vakañsoù marteze? Kentoc’h mat an traoù ma na vefe ket deuet ar Joker da blantañ reuz. Gant e fent ispisial hag e spered kamm e krog da spontañ an holl. Betek silañ douetañs e spered pep hini...

 

Goude daou film super-harozed dudius met un tammig dipitus (Iron Man ha The Incredible Hulk) savet a-ziwar bannoù-treset Marvel er bloaz-mañ, setu bremañ haroz DC comics war ar skrammoù en-dro. Gant memes skipailh hag hini Batman Begins (souezhadenn blijus-tre) e oa peadra da gaout c’hoant gwelet troioù-kaer nevez Batman. Ma ouzhpennomp berzh ar film e miz Gouere er Stadoù-Unanet (1 miz pad e penn ar box office hag eil dastumer arc’hant brasañ goude Titanic) hag ar "bruderezh" a zo bet pa oa aet an aktor yaouank Heath Ledger (perzh ar Joker amañ hag aktor e-barzh Brockeback Moutain, The Patriot, h.a) da anaon e miz Genver 2008 hon eus bet tro da glevet kalz traoù diwar-benn ar film. Penaos eo eta? Ur film teñval-tre a ziskouez mat perak n’eo ket Batman evel an harozed all, gant eil-tudennoù dispar (Gordon, Harvey Dent), unan drouk hoalus ha trelatus. Hir eo a lâr tud zo, met koulskoude n’eus tamm abeg ebet e vefe berroc’h, pep lodenn a zo leun a nerzh. Un oberenn beurvat pe dost.

G.L.

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

http://thedarkknight.warnerbros.com/  ha http://www.whysoserious.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Beatles – White Album

 

 

E 1968 emaomp, The Rolling Stones a gendalc’h da glask nevesaat ar sonerezh blues (e 2008 e kendalc’hont c’hoazh, nemet e vefe marv Keith Richards en noz-mañ), padal e kav gwelloc’h The Beatles lakaat ar sonerezh pop d’ober ur c’hammed war-raok.

D’ar mare-se n’int ket mui ur strollad, pevar den o labourat pep hini diouzh e du ne lavaran ket. Gwell a se a c’hallfemp lavaret zoken, pa glever an 30 kanaouenn kinniget amañ. 30 kanaouenn evit ijinañ ha diazezañ lod brasañ ar sonerezh bet sonet war-lerc’h: indie pop (While My Guitar Gently Weeps, pe Harrison o tiskouez e c’hall bezañ ken awenet ha Lennon pe McCartney a-fet sevel tonioù, Sexy Sadie, Happiness Is a Warm Gun), lo-fi, anti-folk (Don’t Pass Me By, savet gant Ringo Starr), sonerezh psikedelik hag art rock (Revolution 9), punk (Helter Skelter, savet gant McCartney) ha rock (Back in the USSR): peseurt strollad a zo deuet a-benn, abaoe, da sevel un oberenn ken klok? Marteze The Clash gant London Calling (fentus, pa soñjer e kanont "Phoney Beatlemania has beaten the dust" war ar bladenn-se).

R.M.

Embannet gant Apple

Ken pouezus all: The Beatles – Revolver (1966)

Er bloaz-mañ e vo kinniget ur wech ar miz ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet.

http://www.beatles.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Debriñ e ti Mari Glazioù (Piknikañ)

Fardañ ar piknik evit 6 den

 

 

Alumenn-vioù gant louzoù-kegin

Basit 6 vi gant 1 loaiad vras a eoul, 2 biñsad holen, ½ boked stragon, 1 boked serfilh diskolpet. Fardit 3 alumenn-vioù vihan an eil goude eben en ur billig eouliet. Diskargit war pep hini ur skejenn morzhed-hoc'h, roullit ha goloit anezho e-barzh ur film plastik kegin. Servijit yen, troc’het a dammoù.

 

Taboule glas

Meskit 200g kouskous gant chug ur suraval, 20 cl a zour ha 4 loaid vras a eoul. Lakait un eurvezh er yenerez hag ouzhpennit un ½ kokombrezenn, 1 gourjetezenn ha kalon un achenn skourr, pep tra troc’het e karrezennoù bihan.

 

Pan-Bagnat

Digerit 6 baraenn vihan. Strimpit ar minvig gant ur banne eoul olivez. Gwarnisit gant "mesclun", 3 vi poazh-kalet, 3 zomatezenn troc’het a-skejennoù, 1 penn-ognon hag ur penn fanouilh–mor skejennet, 12 genougamm hiliennet, 1 voestad toun naturel hag 12 olivezenn zu.

 

Dip gant ricotta

Meskit 150 g ricotta gant 150 g fourmaj-laezh, 2 loaiad vras chug suraval hag un ivin kignen flastret. Pebrit hag holenit. Frondit gant koriandrez ha bent.. sasunit gant pimant Espelette. Soubit krizaj e-barzh ar meskaj.

 

Muffin gant flamboez

Basit 1 vi gant ur fourchetez en ur bezel hag ouzhpennit tamm-ha-tamm 125 g amann teuz, 10 cl laezh, 180 g belud, 1 sachad goell kimiek, 90 g sukr. Arabat labourat an toaz betek re. Ouzhpennit ar flamboez. Rannit e-barzh moulloù-gwestell bihan. Lakait er forn 20 mn (th 6 / 180°).

 

Mari Lubrano

 

Lennit Bremañ an hañv!

 

Doare dilenn ar prezidant er Stadoù-Unanet, beaj daou falc'her OGK en Chiapas, stourm tud Kreiz Breizh evit ospital Karaez, Skolaj Diwan al Liger-Atlantel... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gouere-Eost 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ d'an danvez-lezenn a denn d’an arzourien amatour. Rankout a raio marteze an amatourien bezañ paeet evel tud a vicher evit kemer perzh en abadennoù da baeañ. Festivalioù bras ha bihan ar vro a c'hellfe bezañ lakaet en arvar bras neuze... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da zarvoudoù Mae 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad al lodenn bet embannet e-barzh niv. Miz Even Bremañ eo.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (7 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org