Lun 17 a viz Eost, niv.248
Sizhun 34 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Beajiñ en-dro etre an "div" Korea

 

 

Hervez un ajañs kelaouiñ eus Korea an Norzh, KCNA, en deus divizet gouarnamant Pyongyang aotren ar beajoù touristel hag ar beajoù evit ar familhoù dispartiet etre an div Stad. An diviz-mañ zo bet kemeret gant Stad Kim Jong-il goude emgavioù gant renerez ar strollad greantel Hyundai, Hyon Jeong-eun, a c'houlenne e vefe lezet da vont un implijad bet harzet, ha gant prezidant kozh ar Stadoù-Unanet, Bill Clinton, a oa deuet eñ da c'houlenn e vefe dieubet daou gelaouenner amerikan. Meret e vez gant Hyundai obererezhioù touristel e Korea an Norzh, koulz hag un takad greantel, Kaesong, lec'h ma’z eus aet meur a embregerezh eus Korea ar Su da zigeriñ adstalioù. Tu vo da Goreaned ar Su distreiñ da Menez Kumgang, a oa berzet d'an douristed abaoe bloaz goude ma vefe bet lazhet ur Goreanez ar Su gant eus soudard eus an Norzh, ha Menez Paektu, lec'h ma vefe bet ganet Kim Jong-il, hervez istor ofisiel renad Korea an Norzh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kongo : o c'hortoz ar cheñchamantoù

 

 

Klevet hor boa komz, e miz C'hwevrer, eus ar raktresoù a oa e Kongo evit adlakaat sklaer an aotreoù da zigoadañ. Betek-henn e oa amresis-tre an titouroù evit gouzout piv a oa aotreet da zigoadañ peseurt tamm tachenn. D'ar mare-se e oa bet embannet gant ar Stad e vefe lakaet e pleustr ur steuñv a rofe ar galloud en-dro d'ar Stad war ar c'hoadeier, evit ma c'hellfe herzel ouzh an digoadañ e-maez lezenn. Nullet e oa bet neuze un 60% bennak eus ar c'hontradoù digoadañ; Met hiziv koulskoude, n'eo ket aet war-raok buan-tre an traoù. Raktreset e oa bet gant ar gouarnamant aotren en-dro an digoadañ en un nebeud tiriadoù a oa bet lakaet da vezañ gwarezet. Diwar kement-se e oa savet klemm bras gant ar geodedourien. Ar gudenn bennañ eo dreist-holl ne oar netra ar re a zo o vevañ er c'hoadeier pe e-kichen diwar-benn ar raktresoù, an aotreoù, hag all. Gwelet a reont un nebeud tud o tont da zigoadañ, hep gouzout goude daoust hag-eñ eo diouzh al lezenn pe n'eo ket. N'eus kartenn ebet ganto eus al lec'hioù aotreet hag ar re diaotre. Dalc'homp soñj e vev kalz tud c'hoazh diwar ar c'hoadeier, hag eo reoù Kongo an eil tiriad brasañ gant gwez, war-lerc'h koadeier Amazonia.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Qui a peur des artistes?

Diskouezadeg e Palez an Arzoù, Dinarzh

 

 

Netra d'ober e-pad an hañv? Kit neuze betek Dinarzh, ma vo tu deoc'h da welout oberennoù bet prestet gant François Pinault. An trede gwech eo ma kinnig François Pinault diskouez oberennoù eus e zastumad, hag ar wech kentañ eo dezhañ o c'hinnig e Breizh.

Un diskouezadeg ouzhpenn emezit-hu? Tamm ebet, rak ral eo gwelout e Breizh oberennoù savet gant arzourien ken brudet evit ar pezh o deus degaset da istor an arzoù en 20vet kantved.

En holl e vo tu deoc'h da sellout ouzh ouzhpenn 30 oberenn savet gant 60 arzour disheñvel. Diazezet eo an dibab oberennoù war an temoù da-heul: an arz bihanañ (pouezusoc'h eo ar mennozh evit an oberenn), istor an arzoù adwelet gant arzourien a-vremañ, ikonennoù ar sevenadur pop degemeret en arzoù ha petra eo an arzoù er gevredigezh beveziñ.

Trawalc'h reiñ un nebeud anvioù deoc'h da welout pegen dedennus e tlefe an diskouezadeg bezañ: Josef Albers, Dan Flavin, Takashi Murakami, Paul McCarthy, Martial Raysse, Mike Kelley, Cindy Sherman, Barbara Kruger, Damien Hirst.... koulz lavarout arzourien bouezusañ dibenn an 20vet kantved - penn-kentañ ar 21añ kantved.

R.M.

 

Diskouezadeg digor bemdez (11e-7e, betek 9e da Wener) betek an 13 a viz Gwengolo. Mont e-barzh: 4,50 euro / 2,50 euro.

Katalog: 144 fajenn, 29 euro.

Ne zere ket an holl oberennoù d'ar vugale

 

 

"Hentoù ar C'hrouiñ" 

e Plourin-Montroulez

 

Un diskouezadeg oberennoù savet gant arzourien ar bodad "Poellgor an Tarv" a vo kinniget e Plourin-Montroulez. Etre an 11 a viz Gouere hag an 22 a viz Eost e vo tu da welet livadurioù ha kizelladurioù Joanna Mac Kenzie Farmer, Fabrice Lentz, Armel ar Sec’h (skeudenn), Vincent Cortin, Jeannette Leuers, Yoann Lanoé, Théo, Frank Renaudineau ha Nolwenn Guillou, e mediaoueg an Ti-kêr. Ul lid digeriñ a vo aozet d'ar Gwener 10 a viz Gouere, adalek 6e30 noz, gant an arzourien, dilennidi ha skipailh Ti-kêr Plourin-Montroulez.

 

Digor etre ar Meurzh hag ar Sadorn.

Titouroù : 02 98 72 51 55

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur rekord nevez evit ar reder Usain Bolt

 

 

Dec'h e oa bet tizhet ur rekord nevez gant ar reder jamaikan Usain Bolt. E Gourfenn ar 100 metrad e rede ar Jamaikan 22 vloaz. Sebezet en deus an engroez p'en deus graet gwelloc'h eget ar rekord diwezhañ tapet e C'hoarioù Olimpek Beijing gantañ warlene, da 9"69. Deuet eo a-benn da wellaat e rekord eus 11 kantvedenn, en ur redek 100 metrad e 9"58. O tostaat emañ Usain Bolt tamm-ha-tamm eus ar "vevenn" skiantel (teorikel) a 9"50 evit un den. En e gichen war ar podiom e oa an Amerikan Tyson Gay, gantañ an amzer a 9"71, ar rekord stadunanat nevez. Da drede e oa erruet ur c'henbroad da Usain Bolt, Asafa Powell, gant 9"84. E Berlin e oa Kampionadoù ar Bed Atleterezh, er Stadiom Olimpek, dres lec'h ma oa bet dastumet, 73 vloaz zo, teir medalenn aour gant an amerikan du Jesse Owens, e 1936.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Pobloù ar C’haokaz hag ar c’hleweled e brezhoneg

32e Gouel ar Filmoù e Douarnenez

Etre an 22 hag an 29 a viz Eost 2009

 

 

E kreizig-kreiz ar c’heleier e oa brezel Jorjia warlene pa oa bet dilennet ar C’haokaz da dem evit dalc’h 2009 Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Hag e-kreiz ar c’heleier emañ bepred pa oa bet drouklazhet difennerien eus gwirioù mab-den e Tchetchenia ar sizhun tremenet c’hoazh. Evel bep bloaz, dre filmoù, divizoù, levrioù ha kement zo, e vo ar festival ul lec’h eus an dibab da c’houzout ar perag hag ar penaoz eus ar pezh a c’hoarvez e lec’h all.

Abadennoù e brezhoneg a vez ivez e Gouel ar Filmoù, evel-just, dreist-holl er bloaz-mañ pa vo kinniget d’an dud ur “Prenestr digor war ar c’hleweded e brezhoneg” etre ar 27 hag an 29. E-touez traoù all e vo aozet un daol-grenn da 3 eur d’ar 27 e Ti ar re yaouank hag ar sevenadur ha filmoù faltazi brezhonek (hep istitloù) a vo skignet da-heul adalek 5 eur. Traoù zo d’ober war dachenn ar c’hleweled e brezhoneg ha, dres, ur strollad nevez, TV Tasmant e anv, zo en em grouet gant ar c’hoant ober ha n’eo ket grozmolat war ar pezh ne vez ket graet. War al lec’h e vo an tasmantoù e Douarnenez d’an deiz-se gant ar c’hoant kas ar Schmilblick war-raok.

Hag evel er bloavezhioù all e vo skipailh Gwagenn o sevel danevell bemdeziek ar Festival.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h:

http://www.festival-douarnenez.com/fr/32e_festival

http://www.tvtasmant.com/

http://gwagenn.tv/videos/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Astropolis ha La Route du Rock

 

 

Dibar e oa ar programm bet savet gant aozerien Astropolis er bloaz-mañ. D'ar Yaou 6 e oa niverus-tre an dud war porzh Brest oc'h arvestiñ ouzh sonadeg fentus hag efedus alamaned Puppetmastaz, ur strollad hag a oar echuiñ e sonadegoù (ar re a oa eno a gompreno). War o lerc'h e sonas Naive New Beaters... Lakaomp e oa dereat un hanter eus an tonioù. Da-heul ez ejomp war-du ar Garenn, ma sone Troy Pierce ha Richie Hawtin. Ganto ez eus bet kinniget sonadegoù elektro bihanañ eus ar re wellañ: tonioù eeun ha direbech, sonioù boud evel gwagennoù a luske an holl dud bodet er sal.

Un tamm ehan a rejomp d'ar Gwener, ha bec'h dei en-dro d'ar Sadorn evit an nozvezh diwezhañ e porzh maner Keroual (skeudenn 1 @ Gildas Raffenel).

Ur wech ouzhpenn e oa brav-eston ar c'hinklañ bet aozet gant Aquabassimo ha mat-tre ar sonadegoù: punk da vat gant Naonediz Sexy Sushi ha Conne Action (merc'hed eus Brest) war al leurenn Mekanik, jungle gant Roni Size, elektro eus ar c'hentañ gant Erol Alkan, Surkin ha Sven Väth en Astrofloor.... Betek 8e30 d'ar Sul vintin. 15 vloaz goude e grouidigezh ez eo anat ez eo deuet Astropolis da vezañ unan eus festivalioù sonerezh elektronek gwellañ ar C'hwec'hkorn. Unan eus ar re a vent dereat ivez: 10000 den a zegemerer d'ar muiañ e porzh ar maner, sed un dibab a laka an aergelc'h da vezañ plijus. Trugarez ivez d'an aozerien evit o degemer c'hwek.

Talvoudus e oa kaout ur sizhunvezh diskuizh a-raok mont betek Sant-Maloù. Daoust ma oa peadra d'ar Sadorn (Peaches, The Kills) ha d'ar Sul (Autokratz, Dominique A) ez eo ar Gwener a zibabjomp. Dav anzav e voe dipitus sonadeg Deerhunter. N'eo ket trawalc'h bezañ ur strollad amerikan diouzh ar c'hiz, dav eo kaout un dra bennak da ginnig war al leurenn. Hini Tortoise ne oa ket fall, daoust ma ranker lavarout ez eo diaes lakaat arvesterien ur festival da vezañ desachet gant sonerezh post-rock. Ma. E gwirionez e oamp deuet evit ar strollad a sone war o lerc'h ha ne voemp ket dipitet. P'en em gavas My Bloody Valentine (skeudenn 2) war al leurenn e oa un tammig evel ma vijemp bet e-kichen ur menez-tan pe war un aerborzh o selaou kirri-nij o tibradañ, ur bed a-bezh o kouezhañ en e boull. Stouvoù divskouarn ret evit bezañ gouest da c'houzañv abadenn wellañ an nozvezh: tost un eurvezh hanter a larsen hag a drouz didroc'h. Ul lodenn vat eus an albom Loveless a voe sonet gant ar strollad, hag echuiñ a rejont gant You Made Me Realise, gant 10 munutenn trouz dibaouez e-kreiz an ton. Sonadeg an hañv e voe.

 

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Un enklask war ar bezhin glas goulennet

 

 

Pemzektez zo e oa c'hoarvezet ur gwallzarvoud war traezhenn Lokmikael-an-Traezh, e Treger, gant ur marc'heger hag e loen. Marvet eo ar marc'h buan-tre goude bezañ bet kouezhet en ul lec'hidenn, e-kreiz ar bezhin glas manet war an draezhenn. Ar marc'heger zo bet sikouret gant ur bezhiner a oa nepell. Ranket en deus mont d'an opistal. Kaset eo bet gwad ar marc'h da vezañ dielfennet a-benn gouzout hag-eñ ez eus ul liamm da vat etre ar gaz  o tont eus breinadur ar bezhin glas ha marv al loen. Hervez tud eus ar vro ha kevredigezhioù ekologel e vefe bet gwallzarvoudoù a seurt se c'hoazh, gant baleerien hag o chas da skouer, dre faot an hidrogen sulfurus skarzhet gant ar bezhin flaerius. Digwener tremenet en deus disklêriet Ministr an Ekologiezh reiñ lañs d'ur studiadenn war perzhioù pistrius ar bezhin glas e Breizh. Dielfennet e vo tammoù bezhin gant an INERIS a-benn gwelet peseurt kementad hidrogen sulfurus zo enno, pe elfennoù pistrius all. An disoc'hoù a vo embannet er sizhun a zeu sañset.

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh sabatek en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh hag ar chomlec'hioù merket gant an dud.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Gouere hag Eost 2009

 

Marv Omar Bongo, brezel Tamouled Sri Lanka, Michael Jackson aet da anaon, Hadopi, Jospeh Martray, diskouezadeg Marzoù Breizh, strollad Plon8, Gouel ar Filmoù... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gouere hag Eost 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en hañv-mañ da vevañ e arz. Krouiñ dilhad (Christelle Kerbaul, Stered), ijinañ dizagnoù dic'hortoz (Qlonee), pe fardañ bravigoù personelaet (Mevena), kavet e vo aze pennadoù-kaoz gant krouerien o deus divizet obet gant o arz war ar pemdez evel micher da vat pe evel dudi. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org