Lun 18 a viz Eost, niv.201
Sizhun 34 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

An Dalai-Lama e Naoned digwener

 

 

Ur brezegenn diwar-benn relijion Bouddha a oa bet distaget digwener tremenet goude merenn gant an Dalai-Lama. Ouzhpenn 7000 den a oa bodet e sal Zenith Naoned, ha tud all a oa en diavaez evit selaou komzoù penn ar voudaegezh tibetan war skrammoù bras. Ar pal a oa kinnig filozofiezh ar voudaegezh d'an dud dre vras. Degemer e bersonelezh evit kaout peoc'h gantañ e-unan, gouzout merañ e santadoù, lakaat e spered da blegañ d'an druez ouzh ar re all, d'ar genskoazell. Deskadurezh ar galon en deus broudet: dont a-benn da gavout diskoulmoù d'an enkadennoù dre an eskemmoù frank ha n'eo ket en ur vezañ feuls. Disklêriet en deus eo dic'hizet ar feulster, hag en doa spi e vefe deneloc'h an 21vet kantved, a rankfe bezañ kantved an eskemmoù. E-maez ar Zenith e oa ivez ur 500 boudaad a oa o vanifestiñ a-enep d'an Dalai-Lama. Hervezo e vefe berzet gantañ ober gant un hentad relijiel all, evit azeuliñ un doue lec'hel, Dordje Shougden.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar produoù OGK o tiorren en Azia

 

 

Emañ Sina o paouez disklêriañ e oa o vont da c'houestlañ kalz arc'hant ouzhpenn (400 milion a euroioù) d'an enklask war ar produoù OGK.  Perak ‘ta ? Peogwir eo gant embregerezhioù eus ar Stadoù Unanet pe eus Europa e vez savet an darn vrasañ eus ar produoù-se evit ar poent, ha dre ma vez perc'henn an embregerezhioù war ar genoù savet ganto e talvez e kemeront muioc'h-mui a c'halloud evit ar pezh a sell ouzh perc'henniezh an hadoù. Evit gallout bezañ dizalc'h diouzh broioù ar C'hornog e-keñver ar gwirioù-ijin, hag evit abegoù arc'hant ha surentez ar boued emañ Sina o vont da sevel enklaskoù evit kaout he Genoù Kemmet dezhi hec'h-unan, evit an ed hag evit ar riz dreist-holl.

E Viet-Nâm ez eus bet divizet lakaat al labourerien-douar d'ober gant produoù OGK evit paouez da rankout lakaat an danvezioù diazez da zont eus an diavaez. Betek 70% a broduoù OGK en deus c'hoant ar gouarnamant ma vefe implijet gant al labourerien-douar e 2020 ! Koulskoude ne vez ket produet produoù OGK evit ar poent e Viet-Nâm, hag emskiant eo ar gouarnamant eus ar riskloù zo e-keñver liesseurted ar plant gant ur c'hementad ken bras a broduoù OGK.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Sonic Youth etc. : Sensational Fix

diskouezadeg betek ar 7 a viz Gwengolo – Life – Sant Nazer

 

 

D’ar Sadorn 9 a viz Eost e oa deuet Sonic Youth da Sant-Nazer da seniñ da-geñver Les Escales. Ur strollad rock arnodiñ e-kreiz ur gouel gouestlet da sonerezh ar bed? Eh ya! Rak un diskouezadeg diwar-benn ar strollad a zo e Sant Nazer, hag un abadenn a reont e kement kêr e-lec’h ma vez kinniget an diskouezadeg.

Ur wech tremenet ar sal gentañ (bale a reer war 5000 pladenn vinil) e splujer e bed ar strollad. Hag ouzhpenn sonerezh a zo, rak engouestlet eo ar strollad e metoù an arz amerikan a vremañ: video, taolennoù, staliadurioù, taolioù-arnod liesseurt: sed aze ar pezh a ginniger deomp. Da bep hini da bourmen er sal evel ma kar, n’eus urzh ebet. A-hed an oberennoù kinniget e kejer ouzh Willima Burroughs, Raymond Pettibon pe c’hoazh Richard Kern. Kinniget e vez ivez oberennoù savet gant izili ar strollad, Lee Ranaldo ha Kim Gordon. E foñs ar sal e c’haller azezañ, lenn ur bern levrioù ha selaou pladennoù ar strollad en ur sellout ouzh skritelloù o abadennoù.

R.M.

Diskouezadeg digoust digor da Verc’her, Yaou ha Gwener :

2 eur – 7 eur gk, da Sadorn ha da Sul : 12 eur – 8 eur gk

 

 

 

 

 

 

 

 

Rallye Alamagn: Sébastien Loeb trec'h adarre

 

 

A-dreñv rod-stur ar Citroën C4 en doa tremenet Sébastien Loeb pennlinenn Rallye Alamagn dec'h, goude 3e24min19s war an hent. Un taol kaer eo bet evit ar stal Citroën redadeg dec'h, gant Dani Sorbo o pignat war eil plas ar podiom. Hemañ ivez a oa o vleniañ ur C4 (erruet eo 47min goude Loeb). Abaoe m'emañ ar Rallye-mañ war deiziataer rallye-où ar bed, e 2002, eo bet gounezet bet taol gant Sébatsien Loeb hag e heñcher Daniel Elena! Seizh gwech eo aet ar maout ganto ivez er bloaz-mañ, war dek rallye graet ganto. Er rann Junior e oa ur Sébastien all o vleniañ ur Citroën, Sébastien Ogier gant ur C2. Aet eo ar maout gantañ ivez (an trede gwech er bloaz-mañ), ha resevet en deus gourc'hemennoù digant Loeb evit e redadeg.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

L’Empreinte de l’Ange

 

 

Frañs – 2008             

Senario ha seveniñ : Safy Nebbou

 

Diaesterioù boutin a c’houzañv Elsa (Catherine Frot). War-nes dispartiañ diouzh he gwaz emañ hag en arvar emañ da vezañ lamet he mab diganti gant-se. Trubuilh bras a sav enni d’an deiz ma ya da gerc’hat ar paotr bihan en ur gouel deiz-ha-bloaz bennak. Ur plac’hig c’hwec’h vloaz, Lola (Héloïse Cunin), a sach he hevezh. Strivañ a ra Elsa da c’houzout hiroc’h diwar he fenn, koulz ha diwar-benn he mamm Claire (Sandrine Bonnaire).

 

Mougus a-walc’h eo tamm kentañ ar film ma ne ouzer ket c’hoazh petra zo o c’hoari. Un aergelc’h stegn a stal Safy Nebbou dre emzalc’h iskis tudenn Catherine Frot. E-keit-se e tenn L’Empreinte de l’Ange d’un abadenn skinwel war ur sujed psikologel, ur film troet brav a-walc’h met didalvez un tamm, e-giz ma c’hoarvez alies er sinema gall. En eil tamm e tro an istor d’un dra kalz soutiloc’h, ur seurt polar benel ma oar Nebbou c’hoari gant e arvester evel ma rae Hitchcock.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Astropolis 2008 e park maner Keroual

 

 

Echu eo Astropolis evit ar bloaz-mañ. Evel boaz ez eo deuet al lod vrasañ eus an dud evit an nozvezh diwezhañ aozet e park maner Keroual. En holl peder leurenn eno, peadra evit an 10000 den a oa war al lec’h. Hep disoñjal Miss Pop, hag a ginnige 3000 dilhad disheñvel evit ma c’hallfe an dud en em dreuzwiskañ evit an nozvezh.

En ur mod ne oa ket dav mont betek al leurenn Mekanik (elektro hard-core): war al leurennoù all ivez e oa startijenn forzh pegement. Adalek 11 eur eo pignet an aergelc’h war al leurenn Hip to drum gant abadenn DJ Pone, ha hini Mix Master Mike (DJ ar strollad Beastie Boys), hag int o veskañ luskoù elektro gant tonioù rock, grunge pe punk. Berzh o deus graet.

Dreist ivez, abadenn Yuksek (elektro eeun hag efedus-tre) war al leurenn Astrofloor, ha dreist-holl hini Birdy Nam Nam (kalz gwelloc’h evit ar pezh o doa kinniget e Roazhon un nebeud bloavezhioù zo), hag o deus lakaet an holl da sevel an divrec’h ha da zañsal. Goude-se eo deuet Boys Noize, un abadenn vat, memes ma oa diaes tremen goude Birdy Nam Nam.

Dibosupl eo chom hep menegiñ marathon Derrick May er Porzh: kroget e abadenn da 1 eur 30, echuet war-dro 8 eur vintin. Un abadenn sonerezh tekno bihanañ eus ar re wellañ, en ul lec’h kinklet a-feson gant 48 skramm staliet gant Aquabassimo (skeudenn).

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Debriñ e ti Mari Glazioù (Piknikañ)

Fardañ ar piknik evit 6 den

 

 

Alumenn-vioù gant louzoù-kegin

Basit 6 vi gant 1 loaiad vras a eoul, 2 biñsad holen, ½ boked stragon, 1 boked serfilh diskolpet. Fardit 3 alumenn-vioù vihan an eil goude eben en ur billig eouliet. Diskargit war pep hini ur skejenn morzhed-hoc'h, roullit ha goloit anezho e-barzh ur film plastik kegin. Servijit yen, troc’het a dammoù.

 

Taboule glas

Meskit 200g kouskous gant chug ur suraval, 20 cl a zour ha 4 loaid vras a eoul. Lakait un eurvezh er yenerez hag ouzhpennit un ½ kokombrezenn, 1 gourjetezenn ha kalon un achenn skourr, pep tra troc’het e karrezennoù bihan.

 

Pan-Bagnat

Digerit 6 baraenn vihan. Strimpit ar minvig gant ur banne eoul olivez. Gwarnisit gant "mesclun", 3 vi poazh-kalet, 3 zomatezenn troc’het a-skejennoù, 1 penn-ognon hag ur penn fanouilh–mor skejennet, 12 genougamm hiliennet, 1 voestad toun naturel hag 12 olivezenn zu.

 

Dip gant ricotta

Meskit 150 g ricotta gant 150 g fourmaj-laezh, 2 loaiad vras chug suraval hag un ivin kignen flastret. Pebrit hag holenit. Frondit gant koriandrez ha bent.. sasunit gant pimant Espelette. Soubit krizaj e-barzh ar meskaj.

 

Muffin gant flamboez

Basit 1 vi gant ur fourchetez en ur bezel hag ouzhpennit tamm-ha-tamm 125 g amann teuz, 10 cl laezh, 180 g belud, 1 sachad goell kimiek, 90 g sukr. Arabat labourat an toaz betek re. Ouzhpennit ar flamboez. Rannit e-barzh moulloù-gwestell bihan. Lakait er forn 20 mn (th 6 / 180°).

 

Mari Lubrano

 

Lennit Bremañ an hañv!

 

Doare dilenn ar prezidant er Stadoù-Unanet, beaj daou falc'her OGK en Chiapas, stourm tud Kreiz Breizh evit ospital Karaez, Skolaj Diwan al Liger-Atlantel... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gouere-Eost 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ d'an danvez-lezenn a denn d’an arzourien amatour. Rankout a raio marteze an amatourien bezañ paeet evel tud a vicher evit kemer perzh en abadennoù da baeañ. Festivalioù bras ha bihan ar vro a c'hellfe bezañ lakaet en arvar bras neuze... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da zarvoudoù Mae 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad al lodenn bet embannet e-barzh niv. Miz Even Bremañ eo.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (7 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org