|
|
|
|
|
|
|
Lun 11 a viz Eost,
niv.200 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Arme Jorjia o kuitaat Osetia ar Su |
|
|
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
Kudennoù evit ar gelaouenn ekologel Silence |
|
|
Ken diaes eo an traoù evit ar
c'hazetennoù "alternativel" hag evit ar re all. Soñj hon eus eus
kudennoù Politis nebeut 'zo, hag an enkadenn a zo bet gant ar gelaouenn L'Âge
de Faire. Bremañ eo tro ar gelaouenn Silence da gaout kudennoù
arc'hant. Petra eo Silence? Ur gelaouenn
a gomz diwar-benn an endro en un doare pleustrek ha gant mennozhioù a ya pell
a-walc'h. Kroget e oa da vezañ embannet e 1982. Adalek 1993 he doa kroget ar gelaouenn
da gaozeal diwar-benn an digreskiñ, da lâret eo kalz a-raok berzh bras ar
mennozh-se er bloavezhioù 2000. Keleier liesseurt a gaver er gelaouenn,
peurliesañ traoù ha na vezont ket kavet e lec'h all. Ar pal eo diskouez ez eus
doareoù efedus da gavout diskoulmoù oc'h heuliañ hentennoù armerzhel hag un
dro-spered disheñvel, doujusoc'h ouzh an den hag ouzh an endro. Alies e vez
klasket diskouez ar pezh a ya en-dro, da lâret eo mont a-enep un doare
kazetennerezh a glask lakaat an dud da grediñ n'eus diskoulm all ebet estreget
ar sistem armerzhel hag an doareoù da vevañ hon eus bremañ. Ur gelaouenn dedennus-kenañ eo, hag
ur pezh mell toull a vefe e bed ar c'hazetennoù ma'z afe da get. Ret eo sikour
ar gelaouenn-mañ. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn diaesterioù ar gazetenn hag
an doareoù da sikour anezhi: http://www.revuesilence.net/index.php?page=2009Soutien M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Broderezh arzel e Kastellaodren |
|
|
E
Ti an Douristed e Kastellaodren ez eo kinniget "ART EMBROIDERY – Still
life", un diskouezadeg bloaziek a ginnig oberennoù savet penn-da-benn gant
mekanikoù da wriat pe d'ober broderezh. An temoù dibabet a vez liammet bepred gant
al livañ evel an "natur marv" evit ar bloaz-mañ. An arzourien mod
nevez-mañ a embann ec'h implijont o mekanikoù evel barroù-livañ hag e cheñchont
neudennoù ken alies ha ma vez cheñchet liv gant al livourien. Lakaat war wel an
hentenn gumun etre al liverezh hag ar broderezh eo eta pal an aozerien. Ar
weladennerien o do an dibab etre oberennoù bihan-tout pe bras-divent, etre an
doare "buhez didrouz" mod Cézanne pe Giorgio Morandi pe leun a enkrez
pa vez lakaet muioc'h war wel tu marv an danvez. Peadra a vo neuze da zizoleiñ
43 arzour eus 20 bro disheñvel er bed. Ha pep hini anezho a ginnig e oberenn
gant un destenn skrivet gantañ evit embann e sell arzour ha reiñ displegadennoù
teknikel war e labour. Hoel Louarn
Digor
bemdez betek ar 15 a viz Gwengolo. Mont-tre: 2 euro, digoust evit ar
vugale. |
|
|
|
|
|
|
|
Boulc'het ar bloavezh nevez gant ar vell-droad |
|
|
Disadorn e
oa bet c'hoariet |
|
|
|
|
|
|
|
|
Wall-E |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2008 Seveniñ : Andrew Stanton
Ur film nevez gant Pixar a zo atav un darvoud. Ral a-wech int bet
un tammig dipitus, ingal e vezont dispar. Wall-E a zo ur film
pinvidik-tre. Da gentañ ez eo ur gontadenn ekologel, ur sell war emdroadur
mab-den ma kendalc’her da veveziñ, da saotrañ evel ma reer. Da c’houde ez eo un
istor karantez, dous ha brav, etre daou robot disheñvel. Evel-just ez eus ivez
fent, skeudennoù bamus, troioù-kaer en egor ha neuze un toullad daveoù da
filmoù brudet. Peadra da brederiañ ha da huñvreal. N’eus film-berr ebet a-raok Wall-E
(da gustum e vez) met ar roll klozañ a zo brav-eston avat. Film-(bevaat ?) bras
an hañv-mañ moarvat ! G.L. Evit
gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Un hañvezh Muxtape |
|
|
Muoic’h
a vMuxtape : R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Debriñ e ti Mari Glazioù (Piknikañ) Fardañ ar piknik evit 6 den |
|
|
Basit 6 vi gant 1 loaiad vras a eoul, 2 biñsad holen, ½ boked stragon, 1 boked serfilh diskolpet. Fardit 3 alumenn-vioù vihan an eil goude eben en ur billig eouliet. Diskargit war pep hini ur skejenn morzhed-hoc'h, roullit ha goloit anezho e-barzh ur film plastik kegin. Servijit yen, troc’het a dammoù. Taboule
glas Meskit 200g kouskous gant chug ur suraval, 20 cl a zour ha 4 loaid vras a eoul. Lakait un eurvezh er yenerez hag ouzhpennit un ½ kokombrezenn, 1 gourjetezenn ha kalon un achenn skourr, pep tra troc’het e karrezennoù bihan.
Digerit 6 baraenn vihan. Strimpit ar minvig gant ur banne eoul olivez. Gwarnisit gant "mesclun", 3 vi poazh-kalet, 3 zomatezenn troc’het a-skejennoù, 1 penn-ognon hag ur penn fanouilh–mor skejennet, 12 genougamm hiliennet, 1 voestad toun naturel hag 12 olivezenn zu. Dip
gant ricotta Meskit Muffin
gant flamboez Basit 1 vi gant ur
fourchetez en ur bezel hag ouzhpennit tamm-ha-tamm Mari Lubrano Lennit Bremañ an hañv!
Doare dilenn ar prezidant er Stadoù-Unanet, beaj daou
falc'her OGK en Chiapas, stourm tud Kreiz Breizh evit ospital Karaez, Skolaj
Diwan al Liger-Atlantel... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù
all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gouere-Eost 2008. An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ
d'an danvez-lezenn a denn d’an arzourien amatour. Rankout a raio marteze an
amatourien bezañ paeet evel tud a vicher evit kemer perzh en abadennoù da
baeañ. Festivalioù bras
ha bihan ar vro a c'hellfe bezañ lakaet en arvar bras neuze... Peder fajennad
ispisial a gaver ivez, gouestlet da zarvoudoù Mae 1968, savet gant Lukian
Kergoat. Heuliad al lodenn bet embannet e-barzh niv. Miz Even Bremañ
eo. Embannet
gant Skol an Emsav (7 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|