|
|
|
|
|
|
|
Lun 13 a viz Eost, niv.154 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
81 bloaz eo Fidel Castro |
|
|
Muioc'h mui e soñj
poblañs Kuba en amzer da zont. Rannet eo gouarnamant Kuba
etre daou zoare da welet an traoù. Diouzh un tu ur strollad
"adreizherien", kaset war-raok gant Raul Castro hag e verc'h Mariela.
Diouzh un tu all e chom an "utopierien" stag ouzh mennozhioù
ar sokialouriezh Stad bet ganet gant Dispac'h 1959. E miz Ebrel 2008 e ranko Stad Kuba
nevesaat karg penn ar Stad. Raul Castro a c'hellfe neuze kemer plas e
vreur bras, Fidel Castro a chomfe "Tad" ar renad forzh penaos. |
|
|
|
|
|
|
|
Sizhunvezh
an Dour e Stockholm |
|
|
Evit gouzout hiroc'h:
www.worldwaterweek.org |
|
|
|
|
|
|
|
Anna Vreizh, un istor, ur vojenn |
|
|
Hoel Louarn Bemdez etre 9e30 ha 7e noz (digor e
chom ar c'hastell hag ar mogerioù-kreñv eus 9e
betek 8e ha betek 11e noz bep gwener). |
|
|
|
|
|
|
|
Tennis:
aet ar maout gant Ana Ivanovic e Los Angeles |
|
|
Deuet e oa a-benn ar plac'h yaouank
19 vloaz da vont betek lodenn ziwezhañ Roland-Garros hag an
hanterc'hourfenn e Wimbledon. Poan he deus bet Ana Ivanovic da ren
war ar c'hoari a-enep da Nadia Petrova er penn-kentañ, met
tamm-ha-tamm e oa ar Serbez o kas an traoù war-raok da vat.
Displeget he deus da c'houde ar Rusianez bezañ bet lakaet
diaes gant taolioù dehou kreñv Ana Ivanovic. N'eo
ket deuet a-benn Nadia Petrova da dapout bolotenn break ebet e-kerzh ar
c'hrogad. Pignet eo ar Serbez yaouank da
bevare plas renkamant WTA. |
|
|
|
|
|
|
|
|
Ratatouille |
|
|
Stadoù-Unanet –
2007
Peurliesañ ne vezer ket
dipitet gant filmoù bevaat Pixar ha n’eo ket an
taol-mañ e c’hoarvezo, sur. Un film a raio
deoc’h c’hoarzhin laouen gant tudennoù
deuet brav ha skeudennoù savet kaer (gwir sinema bevaat
graet hep motion capture, skrivet eo e dibenn ar roll
klozañ). M’ho peus afer mont da welet un abadenn
evit ar familh a-bezh, gwell vo ganeoc’h dibab
hemañ eget Transformers (a zo bugelel da
vat gant ster gwashañ ar ger). Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h:
http://www.disney.fr/FilmsDisney/ratatouille/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Pernice
Brothers – Live a Little |
|
|
Deuet eo er-maez ar bladenn-se e
dibenn 2006, ha dav eo anzav n’eo ket bet merzet re. Ha
koulskoude e skriv John Pernice kanaouennoù abaoe un dek
vloaz bennak. Hervez lod e vefe zoken ar saver kanaouennoù
amerikan barrekañ er mare-mañ. Poent bras
reiñ o chañs d’ar Pernice Brothers
neuze! Ma plij deoc’h, selaouit ivez Scud Mountain Boys,
strollad kentañ John Pernice. R.M. Embannet gant One Little
Indian/Discograph Muioc’h a
ditouroù : www.myspace.com/pernicebrothers |
|
|
|
|
|
|
|
Aval
ar baradoz gant tin |
|
|
Dibluskit
ar 6 aval ar baradoz. Troc’hit anezho a-led evit kaout trañchennoù
a 5 mm, a-us d’ur volenn evit adtapout ar chug. Basit ar chug
gant ar mel, ar sukr, ar chug sitroñs, 5 brienenn tin.
Lakait da glouarañ war dan bihan. Raktommit ar forn (therm
7/8 – 230°). Amannenit ur blakenn bastezerezh. Aozit
ar trañchennoù. Sasunit gant ar chug gant mel.
Pouezhit er forn 8-10 mm ha sasunit alies. Aozit 5 tamm aval ar baradoz dre
asied, kelc’hiet gant ar chug. Klinkit gant
briennoù tin, ha servijit diouzhtu. Mari Lubrano |
|
|
|