Lun 6 a viz Gouere, niv.246
Sizhun 28 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Kantadoù a dud gloazet ha lazhet e Urumqi

 

 

Kêr-benn rannvro emren Winjiang eo Urumqi. Er c'hornad-se e vev pobl ar Ouigoured, lakaet da vihanniver tamm-ha-tamm gant politikerezh Sina da vroudañ Haned (pobl brasañniver "Republik ar Bobl") d'en em staliañ du-se. Du-se ez eo tarzhet ar feulster dec'h, etre Ouigoured ha Haned. Nerzhioù polis bras zo bet kaset. Daoust dezho ensellañ an titouroù kaset dre ar Genrouedad, o deus skeudennoù zo kavet o hent war-du an estrenvro dre Youtube, Twitter hag all. 140 den a vefe bet lazhet en emgannoù hag ouzhpenn 800 den gloazet. Evit poent e chom dispis abegoù ar reuz. Stad Sina a damall Kendalc'h Ouigoured ar Bed. Ouzhpenn 8 milion a Ouigoured zo er Xinjiang, turkegerien ha muzulmaned int, hag evel Tibetiz, e rebechont da Stad Sina gwaskañ anezho ha nac'hañ dezho o gwirioù diazez.

 

 

 

 

 

 

 

 

Bevliesseurtegezh: un diskar fonnusoc'h-fonnusañ

 

 

Bep pevar bloaz e sav Unaniezh ar Bed evit Gwarez an Natur (UICN) ur bilañs meur eus stad liesseurted ar boudoù bev war hor planedenn. Studiadenn 2009, bet embannet d'an 2 a viz Gouere a lak splann emañ war ziskar an niver a spesadoù, d'ul lusk fonnus-kenañ. Sellet a ra a-dost an aozadur ouzh ur roll 45000 spesad (loened ha plant). Ul lodennig hepken eo eus bevliesseurtegezh an Douar, a c'hellfe degemer e-tro 15 milion a spesadoù, 1.8 milion bet anavezet ha deskrivet gant mab-den. Diwar ar 45000 spesad studiet-se, 16928 zo war-nes mont da get, da lavaret ur spesad evn diwar eizh, ur spesad bronneg diwar bevar hag ur spesad divelfenneg diwar dri. Souezhusat tra, ar spesadoù implijet gant mab-den evit debriñ pe fardañ louzoù zo en arvar ivez. 36% eus ar bronneged debret gant an mab-den zo en arvar. An abegoù lakaet en a-raok gant UICN evit kement-mañ zo tachennoù ar c'hêrioù o ledañ, distruj endro naturel al loened, kresk an tachennoù douar labouret gant doareoù-gounit drastus, ha spesadoù zo o aloubiñ takadoù nevez lec'h ma tistrujont ha ma treuzfurmont an endro.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.iucn.org

 

 

 

 

 

 

 

 

"Hentoù ar C'hrouiñ" e Plourin-Montroulez

 

 

Un diskouezadeg oberennoù savet gant arzourien ar bodad "Poellgor an Tarv" a vo kinniget e Plourin-Montroulez. Etre an 11 a viz Gouere hag an 22 a viz Eost e vo tu da welet livadurioù ha kizelladurioù Joanna Mac Kenzie Farmer, Fabrice Lentz, Armel ar Sec’h (skeudenn), Vincent Cortin, Jeannette Leuers, Yoann Lanoé, Théo, Frank Renaudineau ha Nolwenn Guillou, e mediaoueg an Ti-kêr. Ul lid digeriñ a vo aozet d'ar Gwener 10 a viz Gouere, adalek 6e30 noz, gant an arzourien, dilennidi ha skipailh Ti-kêr Plourin-Montroulez.

 

Digor etre ar Meurzh hag ar Sadorn.

Titouroù : 02 98 72 51 55

 

 

 

 

 

 

 

 

Sakradur Roger Federer e Wimbledon

 

 

Deuet eo a-benn ar Suis Roger Federer da vont dreist rekord Pete Sampras dec'h. N'eo ket bet didorr avat. E-pad 4 eurvezh ha kard eo en em gannet ouzh ar Stadunanad Andy Roddick. 95 munutenn eo padet ar set diwezhañ! An hirañ pempvet troiad c'hoariet en un tournamant a live uhel eo. Graet an taol gant Federer: 5-7, 7-6 (/6), 7-6 (7/5), 3-6, 16-14. Echu gant rekord Sampras! Ur pemzekvet titl er Grand Chelem zo aet gant ar Suis 28 vloaz, e Bro-Saoz. Kemeret en deus neuze digant e "enebour meur" Rafael Nadal ar plas a c'hoarier tennis niv.1 er bed. Ur prantad diskar a oa bet gant Federer koulskoude etre Genver 2008 ha Mae 2009, gant meur a c'hwitadenn, e Wimbledon, e C'hoarioù olimpek Beijing hag en Aostralia. Abaoe berzh Roland Garros e seblant bezañ dibosupl herzel outañ. Gloazet eo penn-glin Nadal, ha start eo soñjal e teuio eñ a-benn da adtapout live ar Suis buan.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Whatever works

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Seveniñ: Woody Allen

 

Boris Yellnikoff a zo bet ganet e New York ha bevet en deus e New York e vuhez-pad, kazi. Ur fizisian speredek-kenañ eo, met dispartiet eo eus e wreg ha c'hwitet e emlazh da c'houde. Setu e kas e amzer o klemm hag o vurutellañ pep hini ha pep tra. Un deiz e kav war e hent Melody, ur paourkaezh plac'h yaouank eus Mississipi. N'eo ket gwall fin, met un emglev a sav etrezo. A-benn ar fin, goude un toullad darvoudoù dic'hortoz, e kavo pep hini e hent hag an doare da vezañ evurus.

 

Setu Woody Allen deuet en-dro da New York. Iskis e krog ar film gant ur santad un tamm displijus. Skeud Woody Allen a zo un tammig re bounner war an dudenn bennañ. Fent a zo memes tra hag ur gemennadenn un tammig aes hag a ro c'hoant da vezañ evurus. Evan Rachel Wood eo an hini a zo dispar er film, bammus e perzh an diodez yaouank diwar ar maez (ha n'eo ket an hini zrochañ marteze a-benn ar fin!). Peadra da dremen ur prantad plijus hep na vefe dreistordinal. Goude-se memestra e vezer troet da soñjal "Whatever works!"...

 

G.L.

 

 

Filmoù-berr Breizh kinniget e Roazhon

 

D'ar Yaou 9 a viz Gouere e vo kinniget, en TNB e Roazhon, 7 film-berr breizhat. Ar filmoù-se a zo bet priziet holl e festivalioù pe degouezhioù etrebroadel. Ar gevredigezh "Films en Bretagne" a aoz an abadenn digoust-mañ gant skoazell ar C'huzul-rannvro ha "Cap l'Orient". Digor eo d'an holl ha tu a vo neuze da bep hini sevel goulennoù d'ar sevenerien, produerien, mouezhierien ha teknikourien a zeuio a-ratozh. Kregiñ a raio an abadenn da 9e noz, en TNB, straed Sant-Heler.

 

Setu roll ar filmoù:

Sid gant Nolwenn Lemesle (Paris-Brest productions, Gloria films, TV Rennes 35)

Nous gant Olivier Hems (Mille et Une Films, Paris-Brest productions, TV Rennes 35)

Le Petit Dragon (skeudenn) gant Bruno Collet (Vivement Lundi!, Nadasdy Film)

Erémia, Erèmia gant Olivier Broudeur hag Anthony Quéré (Aber Images, TV Rennes 35)

Clôture gant Mickaël Ragot (Les films sauvages, TV Rennes 35)

Les Escargots de Joseph gant Sophie Roze (JPL Films)

La dernière journée gant Olivier Bourbeillon Paris-Brest (Gwarez Filmoù)

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Pulp – Different Class

 

 

N'eus ket kalz pladennoù evel-se: eus ar ganaouenn gentañ (Mis-Shapes) betek an hini ziwezhañ (Bar Italia) n'eus tra ebet da skarzhañ, peurvat int. O roeñviñ e oa Pulp abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 pa lakaas embann Different Class e 1995, ur bennoberenn bop hag un taol kaer e voe.

Disco 2000 ha dreist-holl Common People (deuet da vezañ un ton hollvrudet) eo an div ganaouenn vrudetañ: komzoù fentus ha fin war-un-dro war ar vuhez pemdez hag an istorioù karantez, evel ma oueze skrivañ Jarvis Cocker, sonerezh dibar (savet eo Common People war tri c'hendon, sed ur gentel sonerezh evit an holl re a vourr pa glevont soloioù gitar tredan hir-spontus). Dindan 12 kanaouenn e kinnig ar strollad ur sell klok ouzh kevredigezh yaouankiz Breizh-Veur ar bloavezhioù 1990. Britpop, summer of love (an ton Sorted for E's & Wizz), fish'n'chips druz, un dro er pub: pep tra zo e-barzh.

Ar re o doe ar chañs da welout Pulp war al leurenn (meur a wech e teujont da Naoned) a c'hallas kaout un tañva ouzhpenn eus ar bladenn, rak dibar e oa ar strollad war al leurenn. Histeriezh a oa koulz lavaret er Rouantelezh-Unanet, evel ma weler war an DVD Pulp Ultimate Live.

Adembannet e voe Different Class e 2006 gant ur bladenn ouzhpenn, met n'eo ket gwall dalvoudus e gwirionez. Koulz eo deoc'h tapout ar bladenn orin ha dañsal a-hed an hañv.

 

R.M.

Embannet gant Polydor

Muioc'h a bPulp :

www.pulpwiki.net

www.acrylicafternoons.com

 

Da selaou ivez ma fell deoc'h kaout ur sell hollekoc'h ouzh al luskad Britpop :

Coming Up gant Suede

Parklife gant Blur

 

Er bloaz-mañ e kinniger ur wech ar miz ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet

 

 

 

 

 

 

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

 

Goude ur bloavezh sabatek en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh hag ar chomlec'hioù merket gant an dud.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ miz Even

 

www.breman.orgTaol-stad Andry Rajoelina e Madagaskar, Berlin, kêr-benn ar sevenadur en Europa, enkadenn al laezh en Europa, 50 vloaz Bretagne Vivante-SEPNB, Gourfenn Skrivadeg 2009... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Even 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ da Gib 2009 Frañs ar vell-droad, zo bet ur gouel e-keñver sport kenkoulz hag e-keñver Breizh: ar wech kentañ e oa evit daou skipailh eus ar vro bezañ tal-ouzh-tal er Gourfenn, Roazhon ha Gwengamp. Aet ar maout gant Gwengampiz ouzhpenn-se, p'emaint e Rummad 2.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org