|
|
|
|
|
|
|
Lun 29 a viz Even, niv.245 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Skarzhet ar prezidant Zelaya eus Honduras |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Glaou: kenderc'hel a ra ar beveziñ
da greskiñ |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Pezh-c'hoari "Mirdi" e Tredraezh-Lokemo |
|
|
An abadenn a grogo
da 9e noz. "Mirdi"
gant C'hoari Las, d'ar Gwener 3 a viz Gouere, da 9e noz. Titouroù : 06 99 04 88 40 |
|
|
|
|
|
|
|
Kib
Frañs ar marc'hoù-houarn aet gant skipailh Breizh-Schuller |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Who’s
that knocking at my door |
|
|
Stadoù-Unanet
– 1967 Senario
ha seveniñ : Martin Scorsese
Film hir kentañ Martin Scorsese (koulz ha hini
Harvey Keitel) eo Who’s that knocking at my door hag a zo o paouez
bezañ adembannet. Fraezh e klever levezon ar Nouvelle Vague en abadenn-se a
denn kalzik d’ur film arnodiñ. Hogen, daoust d’e sioù furmel, e
anavezer dija e red ar film barregezhioù skeudenniñ ha temoù muiañ karet unan
eus sevenerien wellañ (e go) e remziad. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Michael Jackson (1958-2009) |
|
|
Pep tra, hag ar peurrest a
zo bet lavaret pe skrivet diwar e benn en devezhioù diwezhañ. D'e 11 vloaz e
stagas gant ar vicher, asambles gant e vreudeur, er strollad The Jackson
Five. Azalek 1971 e kanas e-unan (chom a reas ezel eus ar strollad memes tra)
hag er bloavezhioù 1980 eo e teuas da vezañ brudet er bed a-bezh. Meur a abeg
a zo: e zoare da zañsal, anvet moonwalk, ar pladennoù a savas, enno ur meskaj
funk-soul-rock-a bep seurt ha zoken r'n'b e 2001 (war e albom Invincible),
hag a voe gwerzhet mat-tre (etre 55 ha 104 milion eus Thriller
e 1982, ha 32 vilion eus Bad, ur bladenn deuet er-maez e 1987)
hag ivez dre ma komprenas buan pegen pouezus e oa ar videoklipoù (hini Thriller
eo an hini brudetañ). Bez' e voe neuze eus ar jacksonmania evel ma oa bet ar beatlesmania
er bloavezhioù 1960. Goude ar berzh a reas er
bloavezhioù 1980 ez eas an traoù da fall avat: ouzhpenn degas kemmoù niverus
d'e gorf ha d'e zremm betek dont da vezañ gris, e voe kaset d'al lez-varn
abalamour da grennarded a lavare o doa bet darempredoù korf gantañ.
Didamallet e voe Jackson e 2005. E 2008 e teuas er-maez Thriller
25, da lidañ 25vet deiz-ha-bloaz ar bladenn. Forzh pe soñj hor befe
diwar-benn roue ar sonerezh pop e ranker anzav e tegasas kalzik traoù d'ar
sevenadur pop, evel ma reas Madonna. R.M. http://www.michaeljackson.com/ E 1996 e kane Earth Song
e-pad Brit Awards, hag en em gemere evit Jezuz, ar pezh a zisplijas da Jarvis
Cocker : Erer Kozh 2009 #8 Servijoù nevez e 2009
Evit kaout ur sell war ar
parkeier leun a dud e vo tu da vont d'ober un dro war ur rod vras e-kichen
Kastell Kerampuilh! Hag ur genstrivadeg treuzwiskamantoù ofisiel zo kinniget
ar bloaz-mañ: pedet oc'h da zont gant neuz ezdouaridi! Hag ar blijadur hon eus da
gelaouiñ ac'hanoch e vo ivez ur sonadeg er C'habared gant ar strollad Egin,
ennañ liseidi Diwan aet ar maout ganto e kenstrivadeg an Taol-Lañs 2009. Ar mont-tre a zo digoust
evit ar vugale dindan 9 bloaz hag hanter briz etre 9 ha 14 vloaz. Hoel
Louarn Evit gouzout hiroc'h: http://www.vieillescharrues.asso.fr Bep Lun,
e-pad 2 viz, ho peus bet tro da zizoleiñ abadennoù an Erer Kozh 2009 en ho kazetenn |
|
|
|
|
|
|
|
Daktu, keleier divyezhek war
ar genrouedad |
|
|
Evit gouzout hiroc'h : http://www.daktu.info Sant-Fieg-ar-Mewan displeget e brezhoneg
N'eo ket bet dibabet al
lec'h, nag an deiziad, dre zegouezh. En deiz-se e vo aozet e kumun Sant-Fieg
ur genstrivadeg livañ a vez aozet bep bloaz, "Couleurs de Bretagne" (Livioù
Breizh). Emgav zo bet roet gant
Kentelioù an Noz d'ar vrezhonegerien, forzh peseurt live a vefe ganto, da
greisteiz, war parklec’h Cantrie. Boulc'het e vo an abadenn
war al lec'h gant un digor-kalon hag ur piknik. Goude-se, pa vo al livourien
o pleustriñ war o zaolennoù, e vo tu d'ober anaoudegezh gant al lec'h
naturel-mañ hag istor Cantrie ha Sant-Fieg, dre ar brezhoneg (un diverrañ e
galleg a vo kinniget ivez). Tu vo deoc'h da gas
ganeoc'h peadra da c'hoari bouloù pe badminton, a-benn profitañ eus ar
c'hornig plijus-mañ war ribl ar stêr Sevr. Klozet e vo ar bourmenadenn war
memes tro hag ar genstrivadeg livañ e fin an endervezh. Digoust ha digor d'an holl. Evit gouzout hiroc'h: 02 40 80 97 64 pe kann@netcourrier.com Lennit Bremañ
miz Even
An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ da
Gib 2009 Frañs ar vell-droad, zo bet ur gouel e-keñver sport kenkoulz hag
e-keñver Breizh: ar wech kentañ e oa evit daou skipailh eus ar vro bezañ
tal-ouzh-tal er Gourfenn, Roazhon ha Gwengamp. Aet ar maout gant Gwengampiz
ouzhpenn-se, p'emaint e Rummad 2. Bep miz,
abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|