|
|
|
|
|
|
|
Lun 9 a viz Gouere, niv.153 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Hañvezh
laouen ha plijus deoc'h holl, lennerien ger! |
|
|
D'al Lun 13 a viz Eost e
tistroio Bremaik. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
An
digreskiñ |
|
|
I. An
orinoù Kleub Roma (Le Club de Rome),
ha "danevell Meadows" E 1972 ez eus bet embannet un
danevell skiantel gant kleub Roma, "bevennoù ar
c'hreskiñ" hec’h anv. En danevell-mañ e
keñverient roadoù disheñvel ouzh buhez
an dud (poblañs, beveziñ, krouiñ
lastez...), hag e klaskent gouzout petra c'hoarveze ma kreske ar re-se
e-pad pell. Bewech ar memes disoc'h: ma kresk unan anezho pe meur a
hini e-pad re bell ez a mab-den da get, abalamour d'un enkadenn stag
ouzh an endro. Hag int da lavaret deomp neuze: paouezomp gant ar
c'hresk. Ne oant ket evit an disgreskiñ c'hoazh, dre ma
komzent eus "chom hep kreskiñ" (la croissance
zéro). Fall-tre eo bet degemeret o labour, met
reuz en doa graet er mare-se. Un eil danevell a oa bet savet e 1992.
Ur sell skiantel war an ekonomiezh.
Ur fizikour ha matematikour troet war an ekonomiezh eo Nicholas
Georgescu-Roegen. Er bloavezhioù 70-80 en deus labouret
kalzik evit kinnig e zoare da welet an ekonomiezh. Hervezañ,
ne sell an ekonomourien all ouzh an ekonomiezh nemet evel un eskemm
etre marc'hadouriezhioù hag arc'hant, hep teurel pled ouzh
an danvezioù ret evit krouiñ ar re-se, ouzh al
lastez a vez savet pa vezont taolet, hag ouzh an energiezh a vez
bevezet e-pad o buhez. Ma kemerer an holl
draoù-mañ e kont eo dav sevel un deorienn nevez
eus an ekonomiezh, he devo muioc'h a liammoù gant
skiantoù an natur (fizik, kimiezh, bevoniezh). Lakaat a ra
ur bennaenn eus an termodinamik e pleustr war dachenn an ekonomiezh :
lezenn an Entropiezh. Hervez al lezenn-mañ, forzh petra a
reer ez a bepred ul lodenn eus an energiezh a c'heller ober ganti da
get, pa vez treuzfurmet e gwrez, ha ne vezer ket evit implijout
hounnezh ken. Setu eo dav bihanaat an niver a
dreuzfurmadennoù a reer evit gallout implijout e-pad
pelloc'h an energiezh a c'hellomp ober ganti, ha klask
tennañ gounid ar muiañ posupl eus ar
vammenn-energiezh a zeu deomp eus diavaez an Douar: an heol. Ivan Illich hag all Tud all o deus klasket kemer an
traoù en un tu all. N'o deus ket studiet levezon an
ekonomiezh war mont en-dro an Douar, met hini an
doareoù-bevañ er c'hevredigezhioù
a-vremañ war eürusted an dud. Da lâret
eo, ha pa ne vefe ket saotrus oberiantizoù mab-den er
gevredigezh a-vremañ e vefe dav herzel gant lod anezho memes
tra, peogwir n'int ket ar re wellañ evit mab-den. E-touez an
dud o deus bet prederiet evel-se e vez kavet dreist-holl Ivan Illich ha
Jacques Ellul, met ivez tud evel François Partant, Jean
Baudrillard, Cornelius Castoriadis, Bernard Charbonneau. Setu ur skouer
eus prederiadennoù Ivan Illich : kavout a ra deomp ez eer
buanoc'h gant ar c'harr-tan eget gant ar marc'h-houarn. Met dav eo
deomp paeañ evit ober gant ar c'harr-tan (eoul-maen, an
asurañsoù, ar c'harr-tan, kempenn
anezhañ...), pa vez kalz nebeutoc'h da baeañ gant
ur marc'h-houarn. Setu e vefe reizh ouzhpennañ, e-barzh
padelezh ar veaj gant ar c'harr-tan, an amzer eo dav deomp labourat
evit paeañ an traoù-se. Er bloavezhioù
1970 en doa neuze jedet Ivan Illich e oa "tizh gwirion" ur c'harr-tan
tro 15km/e (!), o kontañ an amzer tremenet o labourat evit
paeañ anezhañ. Ma vefe adjedet hiziv e vefe
c'hoazh kalz gorrekoc'h! II. En
amzer-vremañ Enebiñ ouzh an "diorren
padus" Hiziv an deiz, ma vez kaoz eus
"digreskiñ" gant lod eo evit enebiñ ouzh ar re a
gomz diwar-benn "diorren padus" (développement
durable). Hervez luskad an digreskiñ, dre ma'z eo
bevennet ment an Douar, hag ar c'hementad a zanvezioù a zo
enni, eo sot soñjal e c'hell bezañ divevenn ur
c'hresk eus implij an danvezioù-mañ. Dre ma vez
kollet energiezh oc'h adaozañ al lastez, hag e vez bevennet
kalz ivez gant an urzhiataerezh, n'eus nemet un diskoulm:
digreskiñ ar pezh a gemerer eus an Douar.
Kement-mañ ne dalvez ket distreiñ d'an
amzer-dremenet, met kavout doareoù da vevañ a
c'houlenn nebeutoc'h digant an Douar. Da lâret eo, pa lavar
luskad an "diorren padus" e c'hellimp kenderc'hel da vevañ
evel ma reomp, hag ez eo araokadennoù teknologel a roio
diskoulmoù deomp, e lavar luskad an "digreskiñ" e
vo dav deomp cheñch hon doareoù da
vevañ.
Tud zo, evel Yves Cochet, a zo en em
ziazezet war labourioù ar skiantour Marion King Hubbert,
evit klask diouganiñ pegoulz e krogo enkadenn an eoul-maen.
Gant un doare ispisial da jediñ en doa Hubbert, e 1956,
rakwelet e tigreskfe produiñ an eoul-maen er
Stadoù-Unanet e 1970. Ar gwir a zo bet roet
dezhañ: e 1970 e krogas ar produiñ eoul-maen da
zigreskiñ er Stadoù-Unanet. Ma vez lakaet e zoare
da jediñ e pleustr war live ar bed a-bezh, ha n'eo ket hini
ur vro ken, e vez kavet e tigresko produiñ an eoul-maen
e-tro... 2015! Alese e lavar Yves Cochet, dre m’eo liammet
pep tachenn eus hon ekonomiezh ouzh an eoul-maen, e savo ur pezh-mell
enkadenn, hag e vo dav soñjal pep tra en-dro: ober hep ar
c'harr-tan evit an dud voutin, paouez da dreuzborzhañ
marc'hadourezhioù ha tud dre garr-nij, paouez da implijout
louzoù evit al labour-douar, digreskiñ ar plastik
a vez produet... Hervezañ neuze eo dav en em
brientiñ diouzhtu d'ar c'hemmoù-se, dre ma
c'hoarvezint a-benn nebeut, peogwir e vefe spontus ma n'eus bet graet
netra pa zegouezho. Tabutoù
Unan eus pennaennoù
luskad an disgreskiñ eo ar soñj-mañ:
n'haller ket fiziout er skiantoù evit diskoulmañ
an holl gudennoù a sav. Kement-mañ ne dalvez ket
eo didalvoud ar skiantoù war dachennoù zo, met
evit ar c'hudennoù meur, ne vo ket trawalc'h kavout
diskoulmoù teknikel ma ne cheñch ket an dud o
doare da vevañ. Ouzhpenn-se e vez meret bremañ an
darn vrasañ eus an enklask skiantel gant
embregerezhioù pe gant an arme, ha pal ar re-se n'eo ket
diwall ouzh an endro kement-se. Daoust hag-eñ e talvez ez eo
luskad an digreskiñ ul luskad a-enep d'an
araokadurioù? Ne gav ket din, hervezo eo dav kentoc'h ober
enklaskoù war dachennoù all: kentoc'h eget kavout
penaos lakaat an dud da brenañ muioc'h c'hoazh a
draoù e vefe dedennusoc'h kavout penaos espern energiezh ha
danvezioù en hon doareoù da vevañ. Disgreskiñ er
broioù paour? Unan eus ar rebechoù a
vez graet da luskad an disgreskiñ eo hemañ: kit
da c'houlenn digant ar broioù paour beveziñ
nebeutoc'h! Koulskoude, n'eo ket digant an holl e vez goulennet
digreskiñ ar pezh a vevezont. Evel-just, ar
broioù paour n'o deus ket ezhomm d'en ober, ni an hini eo a
ranko disgreskiñ ar pezh a vevezomp. Ha just a-walc'h, keit
ha ma talc'himp da veveziñ kement ha ma reomp, n'hallo gwech
ebet ar re all beveziñ kement hag en hon broioù,
dre ma n'eus ket a-walc'h a zanvezioù war an douar evit se.
Setu, evit ma vefe ingalet ar pezh a vez bevezet etre ar
broioù eo dav deomp digreskiñ diouzh hon tu.
Daoust hag-eñ ez eus
neo-malthusianourien eus tud an disgreskiñ? Malthus, un
ekonomour saoz eus fin an 18vet kantved, a soñje
dezhañ e oa re a dud e Bro-Saoz, hag e oa
kement-mañ abeg an holl drubulhioù a save. Hag
eñ da ginnig: ne rankfer ket aotren an dud paour da gaout
bugale ma n'o deus ket peadra da zesevel ar re-se. Evel-just, ne
soñj ket tud an digreskiñ eo dav
nac'hañ ar gwir da gaout bugale d'ar re baour. Koulskoude e
soñj lod anezho e vefe dav digreskiñ niver an dud
war an douar. Daoust da se n'eo ket soñj an holl anezho,
pell alese. Hervez Serge Latouche, da skouer, ma vevfemp holl evel ur
Burkinabè, e c'hellfemp bezañ 23 miliard a dud
war an Douar hep mont dreist d'e c'halloudegezh-pourveziñ.
Setu, o tigreskiñ ar pezh a vevezomp, ne vefe ket ezhomm da
zigreskiñ niver an dud a zo war an Douar. M.M. Un nebeud levrioù da lenn
evit an hañv : - Nicholas Georgescu-Roegen, "La
Décroissance; Entropie - Ecologie - Economie", emb.
Ellébore-Sang de la Terre (2006) - Ivan Illich, "La perte de sens",
emb. Fayard (2004) - Serge Latouche, "Le pari de la
décroissance", emb. Fayard (2006) - Paul Ariès,
"Décroissance ou barbarie", emb. Golias (2004) - Yves Cochet, "Pétrole
Apocalypse", emb. Fayard (2005) - Jean-Paul Besset, "Comment ne plus
être progressiste...sans devenir réactionnaire",
emb. Fayard (2005) - Nicolas Ridoux, "La
Décroissance pour tous", emb. Parangon (2006) |
|
|
|
|
|
|
|
Evit gouzout pep tra diwar-benn an heol |
|
|
Hoel Louarn Evit gouzout hiroc'h: www.cite-telecoms.com
Betek ar 16 a viz Gwengolo e
Kemperle ho po tro da zizoleiñ ur perzh tost dianav eus
Emile Zola: hemañ a oa troet war al
luc'hskeudenniñ, ur wech echu e oberenn, e 1895. Dizoloet e
oa bet an arz-mañ gantañ, 7 vloaz a-raok, pa voe
louzaouet e Royan. Hag e krogas e-barzh evel un den a-vicher en ur ober
7000 plakenn e 7 vloaz! Memes mod hag evit e levrioù, ar
skrivagner en doa implijet ar pezh a wele en e endro tostañ
ha da gentañ tout en e familh. E-pad ma voe en harlu e
Londrez ha goude-se e Pariz e-pad Diskouezadeg Hollvedel 1900 e luc'hskeudennas
"leurennoù doareet" (scènes de genres).
Bet e oa bet zoken, kurius eus pep tra ma oa an den, o
krapañ betek eil estaj an Tour Eiffel nevez flamm ! H.L. Digoust. Etre Merc'her ha Lun, etre
10e30 ha 12e hag etre 14e30 ha 19e
ur
barzhoneg-diskouezadeg M'ho pez tro da dremen dre Roazhon e
c'helloc'h mont d'ober un dro betek Mirdi Breizh, staliet nevez zo e
kreizenn ar "Maezioù Frank". Eno e vo kinniget deoc'h teir
diskouezadeg, en o zouez unan diazezet war ar santadurioù,
an eñvorennoù hag ar varzhoniezh liammet ouzh
Breizh. Tu a vo deoc'h d’ober ur bourmenadenn e-mesk
skeudennoù ha sonioù a
zisplego pegen lies eo hor bro dre he douaroniezh,
hec’h annezidi hag he sevenadur. Savet eo an diskouezadeg
diwar ur barzhoneg ha tro-dro d'an destenn-mañ e teu war wel
a bep seurt skeudennoù. Livadennoù,
skritelloù, engravadennoù a vo tu da
zizoleiñ asambles gant enrolladennoù. Splujet e
voc'h etre gouleier ha skeudennoù skignet war ar
mogerioù hag al lein hep na vefe ret heuliañ un
hent resis: pep hini a c'hello mont-ha-dont evel ma kar,
heñchet gant gerioù ar barzhoneg. Peadra d'ober
tro Breizh dre ar mor, an avel, ar maezioù, ar feiz pe
c'hoazh ar birvilh arzel. Ma’z oc'h dedennet gant an Istor e
c'helloch ivez mont da welet "an Afer Dreyfus" pe "Breizh zo hollvedel"
(Bretagne est univers) a ginnig 2300 pezh istorel
eus Breizh. H.L. Evit gouzout hiroc'h: www.leschampslibres.fr
Boued spered a vo kinniget deoc'h e
Kemper gant Skol-Veur Hañv Gouelioù Meur Kerne
etre ar 16 hag an 22 a viz Gouere, bep mintin etre 10e ha 12e, e Mirdi
Breizh an Departamant. "E kroashent Breizh ha Kembre, eus ur vro
d’eben: istor, yezh, kan, lennegezh…" a vo lakaet
war wel e-kerzh ar sizhunvezh. D'al Lun 16 e krogo gant ar brezegenn
"Breizh ha Kembre en 19vet kantved: eskemmoù ha
darempredoù hollgeltiek ha drouizel" kinniget gant Philippe
Le Stumm (e penn Mirdi Breizh an Departamant), ha Fañch
Postic (Enklasker er CRBC – Maner Kernault) a gonto en un
doare resisoc'h "Kervarker e Kembre". D’ar Meurzh 17 e vo
lakaet ar gaoz war "Hengoun ar c’han e Kembre: ar
pezh a vez kanet e kembraeg hag e saozneg" gant Brigitte Kloareg
(kanerez brezhonegerez, kembraegerez ha saoznegerez). D’ar
Merc'her 18 e vo Jean-Yves Le Disez (Enklasker er CRBC) o
tisplegañ an
"devolution" ha "Breizh-Kembre: er c’hroashent". Gant Iwan
Kadored, d’ar Yaou 19, e vo lusket an diviz
"Brezhoneg–Kembraeg: istor ha dazont yezhoù kar".
Hag e vo echuet d’ar Gwener 20 gant "Nerzh diorren an
darempredoù hag an eskemmoù etre Breizh ha
Kembre." H.L. Evit gouzout hiroc'h: www.festival-cornouaille.com
"Iaith gyntaf – First
language – Yezh kentañ – Langue
première" zo anv un diskouezadeg gant ar gembreadez Mary
Lloyd Jones kinniget e Ti ar Vro Kemper betek an 30 a viz Gouere. Houmañ a labour war al
liv hag ar stumm a-drugarez da frouezh ur preder war ar
yezhoù keltiek hag ul labour dastum o veajiñ
e-pad tri bloavezh a-dreuz Breizh hag Iwerzhon. An oberennoù
degemeret e Kemper, bet diskouezet e Levraoueg Vroadel Kembre, a ginnig
ul labour war an doare da vezañ disheñvel: "Oc'h
ober al liamm gant lennegezh Kembre, Breizh, Iwerzhon ha Skos, gant
engravadurioù ragistorel Gavriniz, gant an ogam, spi 'm eus
e vo taolet evezh ouzh ar glad burzhudus-mañ a zo war var
mont da get. An daou zoare labour (eoul war lien hag un doare mesket
war baper) a dalvez da glask krouiñ oberennoù
lies o stummoù. O kevreañ al livañ hag
ar moullañ niverel on deuet a-benn da enframmañ
elfennoù o tont eus Levraoueg Vroadel Kembre, eus Levraoueg
Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, eus Akademiezh
Iwerzhon hag eus Trinity College. Ur wezh sammet an holl
elfennoù-se en em gaver gant ur seurt farandolenn (pe ur
gavotenn!) a skeudennoù, a stummoù hag a
genaozadurioù. Emichañs e vo an diskouezadeg, ar
stal-labour lusket ganin hag an eskemmoù gant un dud un
digarez da gas war-raok palioù boutin, peadra da
vroudañ pep hini da gaout fiziañs en hon
talvoudegezhioù" eme an arzourez a Gembre. H.L. Evit gouzout hiroc'h: Ti ar Vro
Kemper, 3 plasenn Familh Gabaï, 29000 Kemper. Pgz: 02 98 90 70 43 |
|
|
|
|
|
|
|
"Tour
de France" 2007 etre
Whitehall Londrez ha Champs-Elysées Pariz |
|
|
Ne ouezer ket da vat piv eo loread
Tour de France warlene: dre m'eo bet lakaet war wel en dije Floyd
Landis graet gant testosteronoù, n'en deus ket ar gwir an
Amerikan (a rede evit ar skipailh suis Phonak) da zougen ar rochedig
melen. N'eo ket bet aotreet da redek er bloaz-mañ evit an
Tour de France zoken. Ar wech kentañ eo evit un "Tour de
France" kregiñ hep gouzout piv eo al loread eus abadenn ar
bloavezh a-raok. N'eus rochedig niv.1 ebet er bloaz-mañ
neuze.
Ur Garta a-enep implij an dramm zo
bet lakaet da sinañ gant Unvaniezh Etrebroadel ar
Varc'hhouarnerien (UCI). Lakaet eo bet a-gostez an holl rederien
meneget en afer Puerto (Spagn), ha niverus eo bet ar rederien
oc’h anzav o doa graet gant danvezioù berzet evit
gwellaat o disoc’hoù war an hentoù
(rederien skipailh Telekom Alamagn da skouer). Sinerien ar Garta a
embann ez int prest da reiñ o ADN evit un enklask war implij
an dramm. Boulc'het "Le Tour" e Breizh-Veur Er bloavezhioù 70 e oa
bet aozet lodennoù eus troiad Frañs dre
varc'hhouarn e Breizh-Veur c'hoazh, ha bepred eo bet ur souezhadenn
veur. Ar Saozon, evel ur bern tud er bed a-bezh zo dedennet-tre gant ar
redadeg veur-mañ. Etre Londrez ha Canterbury e oa bet aozet
lodenn gentañ "Tour de France" 2007: 203 km a blaenenn (met
an hent en deus pignet eus 1650 metrad en holl!). Un taol brav hag un
taol dichañs zo bet evit an Aostralian Robbie McEwen
(skipailh Lotto). Kouezhet ugent km a-raok fin ar redadeg, en deus
tapet lañs en-dro, hag er 150 metrad diwezhañ en
deus tremenet ar skipailh pennañ evit mont betek gounit al
lodenn gentañ. Ar raglodenn gentañ a oa bet
gounezet en derc'hent gant ar Suis Fabian Cancelaara (CSC). War-lerc'h
McEwen eo erruet an Alaman Andreas Klöden (gwelet evel ur
reder a c'hellfe tapout ar maout er bloaz-mañ) hag ar Skosad
David Miller, aet ar rochedig "piz glas" gantañ.
Kenderc'hel a raio "Tour de France"
2007 e-pad 21 devezh. Sed amañ al
lodennoù : 07/07: Raglodenn e Londrez (7.9 km
– amzer hiniennel) 08/07: lodenn 1 etre Londrez ha
Canterbury (203 km) 09/07: lodenn 2 etre Dukark ha Gent
e Belgia (168,5 km) 10/07: lodenn 3 etre Waregem e
Belgia ha Compiègne (236,5 km) 11/07: lodenn 4 etre
Villers-Cotterêts ha Joigny (193 km) 12/07: lodenn 5 etre Chablis hag
Autun (182,5 km) 13/07: lodenn 6 etre Semur-en-Auxois
ha Bourg-en-Bresse (199,5 km) 14/07: lodenn 7 etre Bourg-en-Bresse
ha Le Grand-Bornand (197,5 km) 15/07: lodenn 8 etre Le
Grand-Bornand ha Tignes (165 km) 16/07: diskuizh e Tignes 17/07: lodenn 9 etre Val
d'Isère ha Briançon (159,5 km) 18/07: lodenn 10 etre Tallard ha
Marsilha (229,5 km) 19/07: lodenn 11 etre Marsilha ha
Montpellier (182,5 km) 20/07: lodenn 12 etre Montpellier ha
Castres (178,5 km) 21/07: lodenn 13 tro-dro da Albi (54
km – amzer hiniennel) 22/07: lodenn 14 etre Mazamet hag
uhelgompezenn Beille (197 km) 23/07: lodenn 15 etre Foix ha
Loudenvielle-Le Louron (196 km) 24/07: diskuizh e Pau 25/07: lodenn 16 etre Orthez hag ode
Aubisque (218,5 km) 26/07: lodenn 17 etre Pau ha
Castelsarrasin (188,5 km) 27/07: lodenn 18 etre Cahors hag
Angoulême (211 km) 28/07: lodenn 19 etre Cognac hag
Angoulême (55,5 km – amzer hiniennel) 29/07: lodenn 20 etre Marcoussis ha
Pariz (146 km) |
|
|
|
|
|
|
|
|
War
skrammoù an hañv |
|
|
4/07/07
(Die Hard 4 - Retour
en enfer) Stadoù-Unanet –
2006 Seveniñ : Len Wiseman Dek vloaz zo n’hor boa bet
keloù ebet a-berzh John McClane (Bruce Willis). Ur souezh eo
memes tra n’eo ket difluket en-dro ar chaseour sponterien-se
dres goude gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo. A-benn ar fin,
setu eñ krog gant tud divarv a dag ar rouedad stlennegel
broadel. Unan eus filmoù ramz an hañv 2007 eo
evel-just. Dudi a vo, kredapl. 11/07/07
(Harry Potter et
l'Ordre du Phénix) Stadoù-Unanet –
2007 Seveniñ : David Yates Filmoù ramz atav, setu
distro ar skoliad strobinellour a denn muioc’h-mui
d’un den yaouank. Ministrerezh an Hudouriezh a anv ur
gelennerez nevez da lakaat un tamm urzh e skol Poudlard. Stegn an
traoù, brezel a vo dizale ha fellout a ra da Harry Potter
(Daniel Radcliffe) kemer perzh ennañ. 18/07/07
Breizh-Veur – 2007 Senario ha seveniñ :
Edgar Wright E 2004 e oa bet bannet war ar
skrammoù Shaun of the dead, ur film
zombied saoz farsus-tre en doa freskaet un tamm un doare
filmoù a vank an nevezenti enno alies. Gant Hot
Fuzz ez a ar memes skipailh da c’hoari gant
ardemezioù ar filmoù stourm. Ur film da
gempouezañ Die Hard 4 marteze. 25/07/07
(Les Simpson - le
film) Stadoù-Unanet –
2006 Seveniñ : David Silverman Goude bloavezhioù war ar
skramm bihan e teu ar familh stadunanat keitat war skrammoù
meur ar salioù teñval. Goude da Homer
bezañ plantet reuz er gêr vihan eo skarzhet ar re
Simpson eus Springfield. Sebezus eo ment ar bagad senarioourien (nav
anezho) zo deuet da labourat war ar film hir-mañ. Dudi vo
hep mar na marteze. 01/08/07
Stadoù-Unanet –
2007 Seveniñ : Brad Bird Beg lipous eo Rémy,
kavout a ra mat ar boued a-zoare. Sur a-walc’h ez eus danvez
ennañ da ijinañ meuzioù eus ar re
saourusañ. Ar pezh a zo, daoust dezhañ
bezañ o chom e Pariz, kêr-benn ar
c’heginañ, n’eo Rémy nemet ur
razh. Setu ur film nevez gant Pixar, ar studio filmoù bevaat
zo dindan Disney (sevenet gantañ Toy Story,
Monsters Inc., Nemo, Cars,
h.a.). Chañsoù zo e vefe plijus neuze. 08/08/07
Frañs – 2006 Senario ha seveniñ : Claude Chabrol Levezonet eo bet Chabrol evit e film
nevez gant muntr Stanford White, un tisavour eus Madison Square Garden,
e deroù an 20vet kantved. Spi zo da gaout eo bet ken awenet
an taol-mañ ha gant torfed ar c’hoarezed Papin
evit La Cérémonie (1995). |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Justice
- † - embannet gant Ed Banger Records Digitalism
– Idealism – embannet gant Kitsuné |
|
|
R.M. Justice a sono e-pad an Erer Kozh
(Karaez) d’ar Sadorn 21 a viz Gouere hag en Astropolis
(Brest) d’ar Sadorn 4 a viz Eost Digitalism a sono en Astropolis
d’ar Gwener 3 a viz Eost http://www.myspace.com/etjusticepourtous http://www.digitalism-music.com/fr/ http://www.myspace.com/digitalism
Bep sizhun e-pad an hañv
e vo kinniget er "Bistro à lire" e Kemper
abadennoù a bep seurt. Dimeurzh, adalek 7e30, e vo peadra da
zizoleiñ Bro-Spagn gant Carole Martinez he deus skrivet Coeur
Cousus (e ti Gallimard), ur romant aet ur priz
gantañ er gouel "Etonnants Voyageurs". Lennet e vo ganti, ha
gant komedianed pedet, lodennoù eus he skrid hag e keit-se e
vo servijet deoc'h tapas (7 euro). D'ar Yaou 19 a viz Gouere e vo
kinniget "an nozvezh zu" adalek 8e30: un droiad e Konk-Kerne evit mont
war-zu avanturioù ziwezhañ ar Morgazh (Le
Poulpe), e kompagnunezh Yann Guays hag e gitar ha Lalie Walker hag he
romant L'Appel au Large (Editions Baleine). H.L. Evit gouzout hiroc'h ha mirout ur
plas (aliet bras eo): 02 98 95 30
86
Estreget ar sonerezh a vo an
hañv-mañ c'hoazh e Breizh gant Saloñs
Levrioù Enez-Eusa a vo dalc'het eus an 22 d'ar 26 a viz
Eost. An 9vet gouel-mañ a zegemero tiez-embann eus ar bed
a-bezh gant levrioù diwar-benn an enezennoù,
oberennoù klasel kement hag ar re nevez deuet er-maez. Met
"Teñzorioù Enezennoù Bro-Skos" a vo
enoret en un doare ispisial ar bloaz-mañ: gant ur
boblañs a 90000 den, ar re-mañ a ginnig ul
lennegezh arnevez pinvidik ha liesseurt, gwriziennet en istor Bro-Skos.
A bep seurt skridoù a vo tu da zizoleiñ, eus ar
romantoù d'ar varzhoniezh,
e gouezeleg, e saozneg pe e galleg.
"Enez an teñzor", war roudoù
R.L. Stevenson, a vo ivez unan eus dodennoù ar
saloñs. Peadra a vo da zaremprediñ lennegezh hon
kendirvi en ur gejañ gant ar skrivagnerien, en ur vont da
selaou prezegennoù ha lennadennoù hag o vont d'an
davarn-lennegezh. Kinniget e vo deoc'h ivez diskouezadegoù,
abadennoù sonerezh, ur genstrivadeg danevelloù
hag ur reizhskrivadenn zoken ! H.L. Evit gouzout hiroc'h: www.livre-insulaire.fr Ha
ma fell deoc’h lenn en ur rouzañ war an aod...
gant Simon Reynolds Dispac’hel eo savboent
Simon Reynolds : hervezañ n’eo ket bet
ken nevez-se ar sonerezh punk dre ma klaske ar sonerien bunk
distreiñ da ziazezoù ar rock. Er
c’hontrol ez eus bet savet sonerezh nevez da vat ur wech echu
gant ar bunked emezañ. Hervezañ eo
talvoudusoc’h ivez stourm e diabarzh an tiez embann
pladennoù e-lec’h stourm en un doare re anat evel
ma felle d’ar bunked ober. Ma, anat eo ne vo ket plijet an
holl gant ar mennozh-se, ha koulskoude e talvez ar boan lenn e levr,
rak gwall zesket eo war sonerezh ar bloavezhioù-se, ha leun
a ditouroù eo ivez. E div lodenn eo rannet: post punk ha new
pop-rock nevez. Diaes eo diverrañ al levr, kement a
draoù a zo ennañ, eus an no wave amerikan
d’ar sonerezh indus saoz (Throbbing Gristle, Cabaret
Voltaire) eus ar punk-funk doare Gang of Four betek ar ska "nevez" bet
savet gant The Specials pe Madness. Hep disoñjal perzh
krouerien an tiez embann pladennoù distag diouzh ar
c’henwerzh (Rough Trade, Factory Records). Ur bennoberenn da
vezañ renket e-touez al levrioù
dedennusañ bet savet diwar-benn ar rock. R.M. Embannet gant Allia – 682
bajennad
gant David Kamp ha Steven Daly Ma soñj deoc’h
eo diazezet istor ar rock war sonerien / strolladoù ha
n’int ket deuet a-benn da vezañ brudet pa sonent,
ma soñj deoc’h ne servij ket da galz tra kaozeal
diwar-benn, lakaomp, Britney Spears pe Linkin Park, setu ul levr da
lenn. Splujet o deus an daou skrivagner e-barzh istor ar rock ha
dibabet o deus an arzourien a blij dezho: Big Star, The Zombies, Lalo
Schifrin da skouer. Kaoz a zo ivez eus
kazetennerien, binvioù sonerezh pe tiez embann
pladennoù. Evit kement pennad e kaver an titouroù
ret, hag ur wech an amzer ur frazenn skouer fentus-tre. Ur pennad a zo
gouestlet ivez d’ar filmoù rock a ranker gwelout,
pe penaos diforc’hañ arzourien gant
anvioù damheñvel (Nick Cave pe Nick Kent? Pe
marteze Nick Drake?). Buan-tre e vez lennet al levr, kalz fent a zo
ennañ ivez. An daou skrivagner a labour evit ar
gelaouenn Vanity Fair, ha Steven Daly a zo bet
tabouliner ar strollad post-punk skosat Orange Juice. R.M. Embannet gant Scali –224
fajennad |
|
|
|
|
|
|
|
Livioù
an hañv tro-dro d’un
daoliad meuzioù fresk |
|
|
Evit 4 den: lakait 1 bouloudenn
dour–sorb sitroñs e-barzh 4 gwerenn uhel.
Diskargit 5 cl curaçao ha 2 loaiad vras gin e-barzh pep
gwerenn. Leugnit ar gwerennoù gant
limonadez yen. Klinkit gant skejennoù nektarin. Re a alkool zo noazus,
evit gant muzul!
Evit 4 den: 4 fimant dous
– 2 domatezenn – 1 skejenn bara-minvig –
3 ivinenn kignen – 10 cl eoul – tabasco –
pebr hag holen Lakait ar pimantoù dous
da grazañ war bep tu betek ma teuio klogor warno. Lakait
anezho goude e-barzh paper plastik 10 mn. Dibluskit anezho. Lamit kuit
ar greun. Skaotit an tomatez 10 eilenn,
Dibluskit anezho ha lamit kuit ar greun. Lakait da grazañ un
tamm ar bara-minvig, ha dibluskit. Drailhit gant ur
mekanik-meskañ ar pimantoù dous, an tomatez, ar
bara-minvig, an eoul hag ar c’hignen, frikit ha sasunit gant
holen, pebr ha tabasco. Mirout er yenerez a-raok servij e-barzh
gwerennoù.
Danvez (evit 10 den): 500 g
pinochez – 500 g kaol-fleur- 500 g karotez – 6 vi
– 15 g holen – pebr gwenn -
kraoñ-muskadez – 30 cl dienn foetet Dibluskit al legumaj ha
troc’hit ar c’harotez a skejennoù.
Poazhit al legumaj unan-hag-unan en dour berv gant holen. Ur wech
poazhet, drailhit anezho disparti. Lakait tamm-ha-tamm 2 vi foetet
e-barzh pep yod legumaj hag ingalit an dienn. Lakait pebr ha holen hag
ar c’hraoñ-muskadez. En ur girin amanennet, lakait ar yod
karotez, ar yod kaol-fleur e kreiz, hag ar yod pinochez
war-c’horre (gellout a reer lezel ar girinad da galetaat er
yenerez). Poazhit en dourgib er forn
(150°) un eurvezh. Divoullit, ha troc’hit a
dammoù. Servijit gant kig pe besked.
Evit 4 den: 30 g sukr - fanouilh-gad
– 1 gonkombrezenn – 3 fodad dienn yaourt
– 1 loiad vras aquavit – poultr anis –
pebr wenn - eog mogedet – "gressins" pe bara kras Lakait 30 g sukr da
zileizhañ e-barzh 20 cl dour. Lakait da
rollvirviñ 5 mn. Lamit
diwar dan, hag ouzhpennit fanouilh-gad (3 brienenn).
Goloit, lezit da c’hlec'hiañ betek ma vo yen ar
siros, ha neuze silit. Dibluskit ar c’honkombrez,
troc’hit a-led, tennit an hadennoù. Drailhit an
aozad gant ar siros fanouilh-gad, 3 fodad dienn yaourt, 1 loaiad vras
aquavit, 1 meudad poultr anis, holen ha pebr gwenn gant ur
mekanik-meskañ. Ouzhpennit 2 vrienenn fanouilh-gad
diskolpet. Diskargit e-barzh ar sorbeder ha turgnit 2 eurvezh. Servijit
e-barzh podadigoù skornet. Doare kinnig gant an aozad skornet:
"gressins" pe tammoù bara kras troc'het
a-vizhierigoù ha koublet gant tammoù eog mogedet.
6 mangezenn – 2 sukrinenn
- 6 kiwienn – 800 g pastekez – 3 fitayas
– 4 loaiad mel – 4 yaourt Dibluskit ar frouezh.
Troc’hit pep frouezhenn e stumm kuboù. Lakait pep
kub an eil war egile en ur cheñch al livioù evit
stummañ ur rubik’s kub. Servijit gant ur soubilh
graet gant ar yaourt hag ar mel ha kinnigit gant tammoù
pikoù koad Mari Lubrano |
|
|
|