Lun 22 a viz Even, niv.244
Sizhun 26 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Iran: kenderc'hel a ra an emgannoù

 

 

Abaoe embannidigezh disoc'h dilennadeg ar prezidant en Iran d'an 12 a viz Even, a lak adarre Mahmoud Ahmadinejad e penn ar vro, emañ bepred ar gostezenn a-enep o stourm. An "heñcher meur" Ali Khamenei en deus diskouezet en-dro e harp da Ahmadinejad, o c'houlenn groñs e vefe paouezet gant ar manifestadegoù. Daoust d'ar Stad ha d'ar gouarnamant bezañ berzet ar manifestadegoù, o deus miliadoù a dud diskouezet adarre en dibenn-sizhun-mañ e felle dezho e vefe nullet ar votadeg. E Teheran o deus ar bolised (skeudenn) respontet d'ar vanifesterien gant ar feulster: gant taolioù-bazh, kanolioù-dour hag aezhennoù-daeraouiñ. Tennoù a vefe bet ivez, gant tud lazhet (un dek bennak) ha gloazet, hervez testenioù zo. Ouzhpenn 400 den a vefe bet harzet. Start eo d'ar mediaoù kaout titouroù war munudoù an emgannoù rak berzet eo bet d'ar gelaouennerien mont war ar plas gant ar renad. Disklêriet en doa dec'h danvez-prezidant ar gostezenn enep, Mir Hossein Moussavi, e oa "prest evit ar verzherinti". Evitañ emañ an dud e penn Iran o klask diskar ar republik islamat zo bremañ evit lakaat ur reizhiad all e plas.

 

 

 

 

 

 

 

 

Stourmoù Greenpeace evit an hin

 

 

Anavezet eo Greenpeace evit stourm a-hed an amzer evit gwarez an endro. Er mare-mañ emaint, war sujed an hin, war daou dalbenn. Da gentañ, emaint o stourm a-enep d'ur raktres evit staliañ un "hent ar glaou" war porzh Cherbourg. Ar pal a vije lakaat glaou da dremen eus Kolombia betek ar Rouantelezh-Unanet. Evit difenn ar raktres e vez graet anv eus 50 post labour a vije krouet, met diskouez a ra Greenpeace emañ ar raktres a-enep krenn d’ar palioù evit digreskiñ ar c'hementadoù CO2 a vez eztaolet.
Da eil, emaint o klask pouezañ evit ma vije efedus eskemmoù Copenhagen a vo dalc'het war an hin, a-benn c'hwec'h miz. Evit-se o deus skritellet ur skramm bras e-kichen an tour Eiffel, warni penn Sarkozy, hag an destenn: "Climat, leader ou loser?". Gant 11 aozadur e-maez-gouarnamant ez eus bet lañset "ultimatom an hin", a vije brav dezhañ kaout ur milion a sinadurioù a-benn c'hwec'h miz.

 

M.M.

 

Titouroù diwar-benn ar glaou e Cherbourg :
pennad berr : http://www.greenpeace.org/
studiadenn : http://www.greenpeace.org/
sinadeg : http://www.greenpeace.fr/

Diwar-benn "ultimatom an hin" evit Copenhagen:
http://www.copenhague-2009.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Pourmenadenn sonet war ribl al Leger disadorn

 

 

Disadorn e vo aozet evel bep bloaz, ur bourmenadenn vras, gant sonerezh, gant ar c'hevredigezhioù Bord an Aod Lannuon ha Dastum Bro-Dreger. War tachenn Gwazh Lagorn, e Beg-Leger (e-kichen Lannuon) e vo graet. Ur gouel evit dibenn ar bloavezh obererezh gant Dastum Bro-Dreger eo en ur mod. Adkavet e vo kanerien, sonerien ha konterien o deus lusket ar bloavezh beilhadegoù er c'horn-bro. E traonienn Gwazh Lagorn, a-hed al Leger, o tremen dre Chapel Sant-Turian, emañ an hentad 5 km. Loc'hañ a raio ar bourmenerien da 7e noz e skol gozh Beg-Leger. Ur fest-noz a vo e fin ar gerzhadeg er memes lec'h, gant stalioù evit kavout peadra da zebriñ ha da evañ. E-touez an arzourien a vo da glevet emañ Alan Tudoret, ar Vreudeur Cornic, Da Bep Tu, l'Olympique Treujenn Gaol.

 

Digoust.

Evit gouzout hiroc'h: François an Tieg, pgz: 02 96 47 21 38.

 

 

 

 

 

 

 

 

Rekord Frañs nevez al lamm gant ar berchenn

 

 

Dec'h ez echue Kampionad Europa atleterezh dre skipailh e Leiria, e Portugal. E penn ar jeu emañ erruet skipailhoù Alamagn, Rusia ha Breizh-Veur. Nevezenti zo bet evit al lamm gant ar berchenn en diavaez: dek vloaz a oa e oa dalc'het ar rekord gant Jean Galfione, o vevañ er Vro-Vigoudenn, abaoe an 23 a viz Gouere 1999, graet en Amiens. 5,98m a oa bet tizhet gantañ. E Portugal eo 6,01m zo bet tremenet dec'h gant lamm Renaud Lavillenie (skeudenn). Ar Charentad a 22 vloaz en doa graet un taol-kaer c'hoazh e Clermont-Ferrand ur sizhun zo, gant ul lamm 5,96m, ar gwellañ lamm er bed er bloaz-mañ. Disklêriet en doa e soñje dezhañ bezañ gouest da lammat 6m en amzer da zont. Gant Galfione emañ bepred rekord al lamm gant ar berchenn en diabarzh, da 6m, graet e Maebashi, e Japan, d'ar 6 a viz Meurzh 1999. Aet e oa gantañ ar vedalenn aour evit Kampionad ar bed an atleterezh. Embannet en deus Renaud Lavillenie ne oa ket peurvat e lamm e-keñver teknik, hag e chom peadra da wellat e zisoc'h ma labour mat.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Lascars

 

 

Frañs – 2007

Seveniñ : Albert Pereira Lazaro & Emmanuel Klotz

 

Evel un hunvre eo mont da vakañsiñ da Santo Rico pa vever e bannlev vougus ur gêr vras. Ne oa ket pell an hunvre-se da zont da wir evit José Frelate (Izm) ha Tony Merguez (Vincent Cassel) met c’hwitet eo. Setu int bac’het er vro evit an hañv. Tra m’eo enfredet José da sevel ur sona mod Norvegia e kenkiz tad Clémence (Diane Kruger) e klask Tony peurwerzhañ pemp kilo butun drol fiziet ennañ gant Zoran (Gilles Lellouche), unan na c’hoarzh ket pa gomzer eus business.

 

N’eo ket alies e produer e Frañs ur film-bevaat sinema evit arvestourien deuet d’o oad. Hemañ a ya gant kalz a fent war dachenn ar “c’harterioù diaes”. Arabat gortoz ur preder don war abegoù sokiosevenadurel hag armerzhel dienez rummadoù yaouank ar bannlevioù met kavout a ra Lascars boued fonnus enno da sevel tudennoù divoutin hag o zroioù-kaer. Setu un abadenn dudius da vat ha talvoudus a-walc’h a-fed arz.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h:

http://www.lascars-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Erer Kozh 2009 #7

Sonerezh elektronek

 

 

Daoust m'eo gouestlet leurenn Xavier Grall d'ar sonerezh elektronek e vo tu d'ar re vrudetañ seniñ war leurenn Glenmor. Chañsoù zo e hejfe an holl o revr neuze d'ar Gwener 17 a viz Gouere, pa sono Birdy Nam Nam (skeudenn), ur strollad ennañ pevar den a vesk a bep seurt sonerezhioù a-benn kinnig sonadegoù eus ar re efedusañ, evel ar pezh a ginnigjont er bloaz tremenet en Astropolis. "Manual for Successful Rioting" eo titl o fladenn ziwezhañ: kelaouet oc'h. En deiz war-lerc'h, hag er memes lec'h e sono Moby. No komment.

D'ar Gwener 17 ivez e vo kinniget The Bird is Yellow (elektro-punk), Ka Jazz ha Dub Orchestra (ur strollad eus Naoned) da seniñ.

Muioc'h a lusk da vat en deiz war-lerc'h: tekno efedus gant Surkin, ha tekno hard-core a vo kinniget gant The Driver (anavezetoc'h dindan an anv Manu Le Malin) hag elektro-pop da vat gant Metronomy. Bez’ e vo ivez Naive New Beaters (bet "dizoloet" gant Les Inrocks, da ziwall zo neuze), ha sañset ez eo ar strollad elektro nevez gwellañ o tont eus Frañs. Diouzh an tonioù hon eus klevet e renkfemp a-walc'h anezho e rann ar re washañ koulskoude.

D'ar Sul 19 ez eo kentoc'h hip-hop a vo kinniget, gant MAP ha Yo!Majesty hag ur meskaj rap ha rock gant L'angle mort, ma kaver ennañ ur c'haner rap hag ur gitarour rock (hini Noir Désir, n'eo ket bet toullbac'het evit poent). Goude bezañ sonet asambles gant ar Vreudeur Morvan e vo kinniget ivez ur sonadeg gant Les Tambours du Bronx.

Seniñ a raio NTM ma teu a-benn Joey Starr da vont kuit eus an toull-bac'h.

 

R.M.

 

Muioc'h a ditouroù, programm klok ha liammoù war-du lec'hiennoù an arzourien:

http://www.vieillescharrues.asso.fr/

 

Bep lun, e-pad 2 viz, ho po tro da zizoleiñ abadennoù an Erer Kozh 2009 en ho kazetenn

 

 

 

 

 

 

 

 

60 vloaz an tammig sukr

 

 

Er bloaz-mañ e lider 60 vloaz an tammig sukr. Ya, an diñs bihan gwenn a lakit bep beure en ho panne kafe pe te. Ur c’hiz c’hall eo, e Frañs e vevezer ar muiañ a dammoù sukr karrezennek, er broioù all e reer kentoc'h gant sukr poultr. E 1949 e ijinas Louis Chambon un doare nevez da waskañ ar sukr evit e rannañ hag e dreuzdougen aesoc'h. Gant torzhioù-sukr da droc'hañ e veze graet a-raok. Gant "mekanik Chambon" e c'heller moullañ sukr dre wask. Soudet e vez meinigoù ar sukr gleboret a-domm gant ar sistem-se, ha gellout a reer reiñ stummoù resis d'an tammoù sukr neuze. Ar stummoù implijet ar muiañ zo an diñsoù a vent 3 (7,9 grammad) pe 4 (5,9 grammad). Ar mentoù a glot gant an niver a renkadoù a zo war ledander ur voest 1 c'hilo. Brasoc'h a se sifr ar vent, bihanoc'h a se an tammoù sukr ! Un tamm sukr-domino ment 4 zo ennañ 24 kilokalorienn (d.l.e 1% eus an ezhommoù pemdeziek). E Frañs e kaver zoken dastumerien sukr-paket: 800 ezel zo gant Club des Glycophiles, krouet e 1984!

 

 

Plas a chom evit kampoù krennarded an Oaled

 

 Er bloaz-mañ e vo kinniget kampoù-hañv adarre gant An Oaled evit ar grennarded etre 11 ha 15 vloaz. Sed amañ skridoù-kinnig lod eus ar stajoù. Diwallit, dav eo lakaat e anv a-raok an 20 a viz Even!


Arzoù diroll ha sonerezh (12 betek 18 a viz Gouere e Treglonou)
Pep tra zo posubl! Ha ma n'eo ket? Neuze 'raimp hor seizh gwellañ evit ma vije! Fromus eo ar c'hoariva. Pinvindik-mor an arzoù kaer ha fiskal ar sonerezh. Degas a reont galloudoù hud d'an dud prest da gregiñ e-barzh. Ganto zo moaien da ijinañ ar vuhez a blij deomp. Ezhomm zo ur skipailh kreñv, awenet ha kengret evit sevel ur bed bravoc'h hag ur pezh c'hoari eus ar c'hentañ. Piv a ijino an istor? Piv a c'hoario? Piv a savo ar c'hinkladurioù? Piv a wrio ar gwiskamantoù? Piv a livo ar bed-se  Piv a raio ar sonerezh? Pep hini a gavo e blas. Un abadenn a vo kinniget e fin ar sizhun, asambles gant tud yaouank ar staj Sonerezh.
Kaset e vo ar staj war-raok gant tud La Obra socio-teatral, a aoz eskemmoù war an arzoù etre tud yaouank Chile, Guatemala ha Breizh.

Beaj e Bro-Japan (19 betek 25 a viz Gouere)
Pell emañ Bro-Japan diouzh Breizh. Pinvidik-mor eo sevenadur Japan. Marteze 'teus bet tro da gaout un tañva d'ar sevenadur-se, dre ar sport pe ar video. Kinnig a reomp deoc'h mont pelloc'h o kemer perzh er staj-se: haiku, mangaioù, origami, zen, yezh, livañ, keginañ, sinema... Mat eo deoc'h? Gwisk da gimono neuze! Sayonara!

Plas a chom evit ar re-vihan ivez!
Ar vorlaeron - 6 / 8 bloaz (26 a viz Gouere betek 1 añ a viz Eost) War-zu babourzh !
Krouiñ gant an natur - 7 /11 vloaz (2 betek 8 a viz Eost)
An ergerzhourien yaouank - 8 /12 (9 betek 15 a viz Eost)

 

"Deomp de'i ! Skipailh buhezourienn DABU 2009 a zo o c'hortoz ac'hanoc'h !"
Titourioù hag enskrivadennoù :
An Oaled
02 98 04 07 04
anoaled@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ miz Even

 

www.breman.orgTaol-stad Andry Rajoelina e Madagaskar, Berlin, kêr-benn ar sevenadur en Europa, enkadenn al laezh en Europa, 50 vloaz Bretagne Vivante-SEPNB, Gourfenn Skrivadeg 2009... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Even 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ da Gib 2009 Frañs ar vell-droad, zo bet ur gouel e-keñver sport kenkoulz hag e-keñver Breizh: ar wech kentañ e oa evit daou skipailh eus ar vro bezañ tal-ouzh-tal er Gourfenn, Roazhon ha Gwengamp. Aet ar maout gant Gwengampiz ouzhpenn-se, p'emaint e Rummad 2.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org