|
|
|
|
|
|
|
Lun 28 a viz Mezheven, niv.292 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ginea: kentañ dilennadegoù frank abaoe 1958 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
OGK: daou
ziviz nevez |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Kanol Naoned-Brest: gouel e
Sant-Nikolaz-an-Hent |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad
e brezhoneg e Plouzane |
|
|
Gant Kuzul-merañ AC
Plouzane ez eus bet divizet kas 8 ober da benn evit diorren ar
brezhoneg : sevel kartennoù-hetoù, kartennoù-bizit, un deiziadur
bloaziek ha paper-lizher, staliañ kit panellerezh an Ofis, krouiñ ul logo
divyezhek, treiñ al lec’hienn genrouedad, aozañ oberoù brudañ. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Dog Pound |
|
||
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2010 Seveniñ : Kim Chapiron
Kim Chapiron a zo ur sevener gall eus strollad
Kourtrajme. E eil film eo Dog Pound, goude Sheitan. Ur sapre
diforc’h a live hag a galite a zo etre an daou. Dog Pound a zo
ur film start-tre war an toull-bac’h evit krennarded, a lak da soñjal
el liseoù amerikan (gwallgaserien gwelet mat, hag ar re wallgaset) met kant
gwech feulsoc’h! Gouennelouriezh, kasoni, kalz santadoù drastus a zo er
film. Personelezhioù disheñvel a zo taolennet gant an tri haroz, hag an
disoc’h a seblant gwir kenañ a-drugarez d’an aktored, krennarded
anezho. G.L. Ma fell deoc'h lenn pennadoù all savet gant hor
c'henskriverez diwar-benn filmoù, c'hoarioù-video, levrioù ha me oar me, kit
mont da dañva Soubenn ar Geek. |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
The New Pornographers –
Together |
|
|
Ma
c'hall Yann Selaouer bezañ un tammig dipitet gant an div ganaouenn gentañ
(daoust m'eo plijus klevout ar strollad o c'hwitellat) e vourro gant an trede
hini, Your Hands (Together) he zitl, a lakfe forzh piv da sevel ha da
stlakañ an daouarn just a-walc'h. D'he heul e teu teñzorioù power pop all:
dic'hortoz eo Sweet Talk, Sweet Talk ha Walyrie in the Roller Disco
(ha gourc'hemennoù evit an titl), un ton alt-country a ginnigont deomp gant My
Shepard, nerzh a zo gant Up in the Dark hag A Bite out of my
Bed. Daoust
m'eo tremenet gouel Yann e vo digarezioù all da aozañ tantadoù e-pad an hañv,
ha da ganañ holl asambles We End Up Together evel ma reont e dibenn o fladenn.
Ha sed aze un elfenn a bouez: ma'z eo pouezus bezañ gouest da gregiñ ur
bladenn ez eo ken pouezus all aozañ anezhi betek ar fin, ha deuet eo The New
Pornographers a-benn. R.M. Embannet gant Matador Muioc'h a New Pornographers
: |
|
|
|
|
|
|
|
Sekred-kegin: Saladenn evit an hañv |
|
|||
|
Evit ober ar chaous: 1
vi – 25 gr parmezan drailhet - 2 loaiad kapr - 1 loaiad vihan sezv -
takadennoù tabasco - chug un hanter sitroñs - 1 glorenn kignon – 15 cl
eoul - holen ha pebr 1.Ober tammoù
karrezek gant ar bara. Tommañ an eoul en ur billig ha rouzañ anezho. 2.Naetaat ha
troc’hañ an delioù saladen. Meskañ gant ar bara. 3.Ober ar
chaous: poazhañ ar vi en dour berv e-pad 2 vunutenn. Lakaat en un drailherezh
ha frukañ pep tra asambles. Meskañ gant ar saladen ha lakaat parmezan war
c’horre. Riwanon Lennit Bremañ
Mezheven 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da vier Breizh.
Lidañ a ra breserezh Coreff he 25 bloaz e 2010. Abaoe 30 vloaz e tispak
en-dro breserezhioù artizanel e Breizh, a brud mat zo gant kalz anezho. Rener
Coreff, Mathieu Breton, a ginnig e sell war istor bier Montroulez, ha Karaez
goude-se, hag e blas e kevredigezh Breizh hiziv. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
"Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg.
M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||