|
|
|
|
|
|
|
Lun 21 a viz Mezheven, niv.291 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Juan Manuel Santo, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kenya: o douaroù tennet digant tud ar vro |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Shakespeare e Plistin, ha gwisket gant
un tog cowboy |
|
|
Beaucoup de bruit pour rien (troidigezh
c'hallek Much Ado About Nothing) gant William Shakespeare), da 9e noz
e ti-feurm marc'hegañ Kêrroparzh, d'ar 25, 26, 27 hag 28 a viz Even. Etre
4€ ha 8€. |
|
|
|
|
|
|
|
Kib ar
bed: ar sizhunvezh kentañ |
|
|
Ar souezhadennoù da
gentañ, gant Korea an Norzh! Ar bed a-bezh en deus dizoloet ar skipailh-se…
graet o doa ur match brav-kenañ ouzh Brazil. Aod an Olifant ivez, hep Drogba
da gentañ. Graet o doa ur match brav a-walc’h, hep ober re a fazioù. Da
adwelet. Birvilh a vo er strollad B-se forzh penaos! Goude an droiad kentañ, ne ouzomp
ket c’hoazh piv eo ar re wellañ. Brazil? Netra da welet gant ar
skipailh brudet evit e c’hoari foll ha brav-kenañ. Frañs? Bemdez e klever
"amzer zo, fiziañs hon eus ennomp", hag a-benn ar fin ne welomp ket
kalz a dra! Bro-Saoz? Gortozet e oa ar skipailh-se... N’hon eus ket
biskoazh gwelet ur skipailh o c’hounit Kib ar bed gant ur gward pal
evel Robert Green koulskoude! An Izelvroioù? Dipitus ivez. Barrekoc’h
evit-se eo. Spagn? Da welet... Dipitus dre vras memes tra. Italia? Evit e pep Kib eo
ar memes jeu ganto: n’int ket gouest da c’hoari brav, pe da
dapout ar maout memes. Chañs o devez koulskoude…gwelet 'vo! Portugal? Unan eus ar skipailhoù gwellañ ya. Trugarez
da Ronaldo, met setu tout… Arc'hantina? An argaderien wellañ
int, adkavet Messi ganto. Fall a-walc’h eo difenn ar skipailh
koulskoude. A-benn ar fin, e-giz
m’en doa lâret Lineker: "Ar vell-droad a vez c’hoariet
11 ouzh 11, met er fin ez a atav ar maout gant Alamagn". Ha gant ar pezh
hor boa gwelet disadorn da noz e oa anat. Netra da welet gant ar
skipailhoù-all: c’hoari efedus, youl, c’hoarierien yaouank hag en
o bleud (Mesut Ösil). Hag an disoc’h a-enep Aostralia zo bet sklaer
evel lagad an naer: 4-0! Loïc Tréguer |
|
|
|
|
|
|
|
The Crazies |
|
||
|
Stadoù-Unanet
– 2010 Seveniñ
: Breck Eisner Eil
stumm The Crazies gant George A. Romero (1973) Difennet
d’ar re n'int ket 12 vloaz c'hoazh
E rummad ar filmoù zombied e kaver ur skourr
gwirheñveloc’h ma ne sav ket en-dro ar re varv. Drouk ha feuls spontus
e teu an dud da vezañ, sed aze tout. Hogen, Eisner n’eo na Romero, na
Danny Boyle, hag en doa graet berzh gant ur seurt film e 2002 (28 Days
Later). N’eus netra gwall entanus e-barzh The Crazies, ha
sur eo ne chomo ket pell en eñvorennoù. Evit gouzout hiroc’h : |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
19vet La Route du Rock : 13-15 a viz
Eost e Sant-Maloù |
|
|
A-hed ar festival e vo tu
da gejañ ouzh tud an tiez-embann Herzfeld, Havalina Records ha Clapping Music
e traezhenn Bon Secours. Ha da-heul ar sonadegoù e c'hallo an dud mont da
zañsal en toull-noz L'Escalier ma sono an daouad suis Round Table Knights
ha Tim Sweeney & Tim Goldsworty (DFA). Evit a sell ouzh ar sonadegoù
just a-walc'h e vo evel bep bloaz: pop, rock indie, ha sonerezh elektro. D'ar
Gwener 13 e vo Yann Tiersen, Caribou, Liars (daou strollad
sonerezh-arnodiñ stadunanat), Dum Dum Girls (noisy pop, doare
bloavezhioù 1960) hag Owen Pallett (soner violoñs, bet anvet Final
Fantasy). Sonerezh elektro, trip-hop
ha rock-arnodiñ a vo en deiz war-lerc'h, ha dedennus-kenañ eo ar programm: Massive
Attack, Foals, Martina Topley-Bird, Two Door Cinema Club
ha We Have Band. Sed ar pezh a vo e dismantroù kastell Sant-Pêr. E
palez "Grand Large" e vo ivez peadra da gaout plijadur: Hope
Sandoval and the Warm Inventions ha DM Stith (sonerezh pop). Echuiñ a raio an traoù d'ar
Sul 15 gant sonerezh-arnodiñ en-dro (The Rapture), rock-garage gant The
Archie Bronson Outfit, sonerezh shoegaze gant Serena Maneesh
(skeudenn) ha sonerezh pop a live uhel gant The Flaming Lips ha The
National. Pass teir nozvezh da
75€, nozvezh da 35€. R.M. Muioc'h a Route du Rock : |
|
|
|
|
|
|
|
Sekred-kegin: Brownies |
|
|||
|
1.Lakaat ar forn
da dommañ (170°). Lakaat an amann da deuziñ gant ar chokolad hag ar sukr,
goustadik hep paouez da veskañ. Lezel da yenaat. 2.Meskañ ar vioù
gant ar c’hafe (evel evit ober un alumenn).Lakaat goude-se ar bleud
gant ar goell hag an holen. Evit echuiñ lakaat ar chokolad hag ar
c’hraoñ. 3.Druzañ ur plad
karrezek (20cm) ha lakaat ar meskaj e-barzh. Lakaat er forn e-pad 30mn. Lezel
da yenaat ha troc’hañ 16 tamm. Riwanon Lennit Bremañ
Mezheven 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da vier Breizh.
Lidañ a ra breserezh Coreff he 25 bloaz e 2010. Abaoe 30 vloaz e tispak
en-dro breserezhioù artizanel e Breizh, a brud mat zo gant kalz anezho. Rener
Coreff, Mathieu Breton, a ginnig e sell war istor bier Montroulez, ha Karaez
goude-se, hag e blas e kevredigezh Breizh hiziv. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
"Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg.
M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||