|
|
|
|
|
|
|
Lun 5 a viz Gouere, niv.293 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Bloc'hoù-oberata en arvar e Breizh |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Naoned:
kêr-benn c'hlas Europa e 2012? |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg evit lidañ 40 vloaz ar
FIL |
|
|
Digor da Veurzh ha da Sul etre 10e ha 12e30 ha
goude merenn etre 2e ha 6e hag e-pad Gouelioù Etrekeltiek an Oriant (dalc'het
e vo etre ar 6 hag ar 15 a viz Eost) bemdez etre 10e hag 8e noz. Digoust eo. Evit
gouzout hiroc'h: http://expo-festival-interceltique.eklablog.com |
|
|
|
|
|
|
|
Kib ar
Bed e Suafrika |
|
|
Disoc’hoù ar
c’hardgourfennoù : Uruguay –
Ghana : 1-1 (4 tep* 2) Izelvroioù –
Brazil : 2-1 Arc’hantina – Alamagn : 0-4 Paraguay – Spagn : 0-1 * Tenn er pal Wimbledon
Tro Frañs
2010 war varc'h-houarn
|
|
|
|
|
|
|
|
L’illusionniste |
|
||
|
Frañs
– 2006 Senario
ha seveniñ : Sylvain Chomet Diwar
ur senario orin gant Jacques Tati
Tostoc’h eus Mon oncle (1958) eget
eus Play Time (1967) eo liv L’illusionniste. Un tamm
teñvaloc’h eo ton an istor avat. Reiñ a ra da welet pegen start eo
buhez an arzourien hag an doan a vez skoachet a-dreñv d’al leurenn. Ur
brav a labour en deus graet Sylvain Chomet evit reiñ buhez en-dro da dTati.
Setu gwir douell L’illusionniste: reiñ da welet ur film gant
Tati pa n’eus ket anezhañ e gwirionez. Evit gouzout hiroc’h : |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
20vet festival "Au pont du
rock" e Malastred d'an 30, 31 a viz Gouere ha d'ar 1añ
a viz Eost |
|
|
En deiz
war-lerc'h e vo kinniget c'hoazh sonerezh a bep seurt: rock gall gant Gaetan
Rouxel (a vo gwelet e holl festivalioù an hañv pe dost) hag Izia,
rock bepred gant Plastiscines, funk-elektro eus ar c'hentañ gant Ebony
Bones, elektro mat-tre ivez gant Yuksek, jazz elektronika gant Lyre
le Temps, ha jazz gant Carmen Maria Vega. Sonerezh-arnodiñ (ha
trouzus) a vo ivez gant Archive. Hir-mat e vo nozvezh ar Sadorn: da 6
eur noz e krogo an traoù ha gant Yuksek ec'h echuo adalek 2e50. Disheñvel
penn-da-benn (ha berroc'h ivez) e vo nozvezh ar Sul, hag a zo kenaozet gant
breserezh Lancelot. Sonadegoù sonerezh keltiek eo a vo kinniget gant bagad
Lokoal-Mendon, Merzhin, Red Cardell, Celtas Cortos
ha Plantec da echuiñ. R.M. 46€ an teir nozvezh,
24€ hini ar Gwener, 26€ hini ar Sadorn ha 12€ hini ar Sul. Muioc'h a Bont du rock: www.aupontdurock.com |
|
|
|
|
|
|
|
Sekred-kegin: Kig yar gant sitroñs |
|
|||
|
1.Lakaat ar
c’hig en ur plad forn. Troc’hañ ar c’hignon ha lakaat
war-c’horre gant chug ar sitroñs. Holen ha pebr. Lakaat ivez an delienn
lore hag ar roumarin hag al loaiad vras eoul olivez. 2.Goloiñ ar plad
ha lakaat 1 eur er yenerez. 3.Lakaat ar
peurrest eus an eoul da dommañ en ur gastelodenn. Rouzañ an tammoù kig
dizouret. Troc’hañ ar sitroñs glas e rondelennoù bihan ha lakaat da
boazhañ e-pad 10 mn. 4.Servijout tomm. Riwanon Lennit Bremañ
Mezheven 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da vier Breizh.
Lidañ a ra breserezh Coreff he 25 bloaz e 2010. Abaoe 30 vloaz e tispak
en-dro breserezhioù artizanel e Breizh, a brud mat zo gant kalz anezho. Rener
Coreff, Mathieu Breton, a ginnig e sell war istor bier Montroulez, ha Karaez
goude-se, hag e blas e kevredigezh Breizh hiziv. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
"Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg.
M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||