Lun 15 a viz Even, niv.243
Sizhun 25 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Reuz en Iran

da-heul dilennadeg ar prezidant

 

 

Pa oa bet roet da c'houzout en un doare ofisiel disadorn, disoc'hoù dilennadeg prezidant nevez Iran, o doa miliadoù a dud dibunet ha manifestet e straedoù ar gêr-benn Teheran. Mahmoud Ahmadinejad (skeudenn), eus ar gostezenn virour, a zo bet addilennet gant 62,6% eus ar mouezhioù, pa vefe aet 33,7% gant Hossein Moussavi, danvez-prezidant ar gostezenn adreizher. Gant meur a strollad eo bet disklêriet e oa bet aozet en un doare direizh ar votadeg ha goulennet e vefe nullet an disoc'h. Betek kreiz an noz e vefe bet tud o vanifestiñ, kaset kuit tamm-ha-tamm gant polised ha "bassidji" (milisianed). Harzet ez eus bet un 60 den bennak disadorn, studierien, politikerien, kelaouennerien ha tud-kar ar prezidant kozh Khatami da skouer. Manifestadegoù feuls zo bet en-dro dec'h e Teheran. Fellout a rae da skoazellerien Moussavi aozañ ur gerzhadeg peoc'hus hiziv, bet berzet gant ar gouarnamant. Diouzh e du en deus disklêriet ar prezidant addilennet e oa bet dieub penn-da-benn ar votadeg.

 

 

 

 

 

 

 

 

War ar CO2, ne ra ket Obama gwelloc'h eget Bush

 

 

Emañ an emgav evit prientiñ kendalc'h Copenhagen o paouez bezañ echuet, e Bonn. E Copenhagen e miz Kerzu e vo kemeret divizoù evit termeniñ penaos kenderc'hel en amzer gant ar palioù a oa bet termenet e Kyoto. Dalc'homp soñj ne oa ket bet sinet testenn Kyoto gant ar Stadoù-Unanet hag ez eus chomet kalzik broioù hep derc'hel d'o ger (Kanada, Aostralia...).
Chom a ra ar Stadoù-Unanet war o soñj: lakaat o eztaoladennoù da ziskenn eus 17% ac'hann da 2020. Met da ziskenn e-keñver peseurt bloavezh? Aze emañ an dalc'h: ar bloaz 2005 a vez kemeret da zave gant ar Stadoù Unanet, ur bloaz e-lec'h ma'z eus bet eztaolet kalz muioc'h a CO2 eget ar re all, padal e kemer an holl Stadoù all ar bloaz 1990 da zave. Ma vez  keñveriet en-dro ouzh roadoù 1990, ne vo digresket ar c'hementadoù CO2 nemet eus 7% e 2020.
Kement-mañ a ro ur skouer evit ar broioù all n'o deus ket c'hoant da strivañ (Japan, Kanada, Zeland-Nevez, Aostralia). Dalc'homp soñj e lavar ar roadoù skiantel e vije dav digreskiñ an eztaoladennoù eus 40% ac'hann da 2020, ha 90% ac'hann da 2050, evit ma ne greskfe ket ar wrez en tu-hont da 2°C.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Trivliadoù beaj 1838-2009 - Ur Breizhad yaouank e Kembre"

Gweladennoù brezhonek e Maner Kernod

 

 

E miz Here 1838, un dileuriadur breizhat, renet gant Teodor Hersart Kervarker, a zegouezh e Kembre evit kemer perzh en eisteddfod, gouel bras al lennegezh hag ar sonerezh. Seveniñ a ra eno unan eus e hunvreoù kaerañ: gweladenniñ ar "vreudeur gembreat". E lizheroù kaset d'e dud, bras ar resisted anezho, a zezrevell dimp ar c’hejadennoù en deus graet, ar vuhez pemdeziek...

Salioù ar maner zo skeudennet enno pep a goulz eus ar veaj-se o kejañ hag o kenrespont gant skeudennoù a-vremañ, graet gant ar c'harnedour Laurent Gontier. An diskouezadeg savet a bado betek an 8 a viz Du 2009 e Melag.

Gweladennoù heñchet e brezhoneg a vez kinniget ober gant Maner Kernod. Emgav a ranker kemer evit o aozañ, en ur vont e darempred gant ar skipailh. Un teul skoazell da weladenniñ e brezhoneg (pe e kembraeg) a c’haller kaout ivez en degemerva.

 

Diskouezadeg aozet etre ar 4 a viz Ebrel hag an 8 a viz Du 2009.
Maner Kernod, 29300 Melag
Pgz: 02 98 71 90 60

www.manoir-de-kernault.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Laouen Peugeot e 24 eurvezh ar Mañs

 

 

Dec'h e oa aet ar maout gant triad blenierien Peugeot David Barbham, Marc Géné, Alexander Wurz, evit 77vet abadenn ar c'hirri-tan. Ar Peugeot 908 HDI FAP niv.9 eo o deus kaset betek penn un trec'h na oa ket bet graet gant ar merk Peugeot abaoe 1993, evit amprouadenn ar badusted. Lakaet ez eus bet un harz war memes tro da berzh Audi, e penn ar jeu abaoe 5 bloaz, hag erruet trede en taol-mañ gant an Audi 15, sturiet gant Tom Kristensen (rekord an niver a drec'hioù gantañ er Mañs), Rinaldo Capello hag Allan McNish. Kemer a rae ar c'harr-tan-mañ plas an Audi R10, aet ar maout gantañ warlene. A-benn lakaat sklaeroc'h an traoù c'hoazh eo bet tapet an eil plas gant Peugeot ivez, gant Sébastien Bourdais, Franck Montagny ha Stéphane Sarrazin, a-dreñv da rod-stur an 908 niv.8. Ar Spagnol Marc Géné a oa o vleniañ an 908 niv.9 p'eo bet treuzet al linenn gantañ, goude 382 tro ha 13,629 kilometrad.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Coraline

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2009

Seveniñ : Henry Selick

 

Coraline hag he zud a zo o paouez erruout en o zi nevez war ar maez. C’hoant ganti liorzhañ ha mont da welout pep tra el lec’h nevez se, e vez atav he zud o labourat ha ne ziwallont ket re outi. Un deiz bennak e tizolo ar plac’hig ur bed all, gant ur familh aketusoc’h ha karantezusoc’h. Ur bed a seblant peurvat, gwelloc’h eget ar wirionez...

 

Coraline a zo film nevez ar sevener Henry Selick, en doa graet The Nightmare Before Christmas (L’étrange Noël de monsieur Jack) pe c’hoazh James and the Giant Peach. Coraline a zo azasadenn levr brudet Neil Gaiman ha kinniget e vez e 3D e salioù sinema zo. Ur film teñval-tre eo, spontus zoken, evit ar vugale vrasañ neuze. Ar skeudennoù a zo brav eston, hag implij an 3D a zo soutil-tre, islinennañ ha kreñvaat santadoù zo a ra, met ne vez ket merzet re. Ul lusk plijus a zo gant ar film, gant ur “climax” eus ar re wellañ. N’eus kazi rebech ebet d’ober diwar-benn ar film-mañ. Un oberenn e-keñver skeudenn ha speredek ouzhpenn-se.

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Iwan B e gouel Nòs Ùr

 

 

Mont a raio ar c'haner Iwan B da Inverness evit ur genstrivadeg sonerezh, Nòs Ùr ("mod nevez" e gouezeleg Skos). Strolladoù a gan er yezhoù keltiek hag e skoteg a c'hell kemer perzh. D'an 20 a viz Even e vo kinniget d'ur juri mouezhiañ, koulz ha d'an holl a fello dezho, evit dilenn ur strollad az aio, en anv ar yezhoù keltiek, da ganañ evit gouel Liet Lavlut, e Lulea, Sveden, d'an 31 a viz Here. Tu vo da votiñ dre bostel ha dre bellgomz, etre 8e30 ha 10e noz. Liet Lavlut o vezañ un doare Eurovision evit ar yezhoù "bihan", ez eo Nòs Ùr Eurovision ar yezhoù keltiek a-benn ar fin ! 10 strollad zo war ar renk, a gan e gouezeleg Iwerzhon, Skos, kembraeg, skoteg ha kerneveureg zoken. N'eus nemet Iwan B a roio tro da glevet brezhoneg gant e ganaouenn Fulenn.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://www.nos-ur.eu

 

 

Erer Kozh 2009 #6
Arzourien stourmerien ivez !

 

Diouzh tu an arzourien a gan e galleg e vo klevet arzourien arouezius eus ar sonerezh-se, ha stourmerien liesdoare.

Goude un toullad bloavezhioù gant raktresoù pep hini diouzh e du e vo bodet en-dro mouezhioù brudetañ ar Rap e Frañs gant Suprême NTM (sk. a-zehou): ur gorventenn zo gortozet e Kerampuilh gant Kool Shen hag Joey Starr!

Tro a vo da ganañ gant arzourien anavezet mat o c'homzoù bremañ. Renan Luce, paotr Montroulez, n'en deus nemet 2 abadenn war e roll en hañv-mañ, a lakaio buan ar selaouerien e-barzh ar jeu gant e varzhonegoù godisus. Gant memes spered, met gant binviji kouevr niverus, e c'hellfe Benabar souezhiñ lod, gant skridoù duoc'h ha sonerezhioù teñvaloc'h evit kustum. Ha Francis Cabrel a vo (a-benn ar fin) e Karaez peogwir "en doa c'hoant bras dont da ganañ en Erer kozh" eme an aozerien.

E-touez ar stourmerien laouen e vo ret mont da welet ar strollad La Rue Ketanou, hêr Négresses Vertes ha Têtes Raides, a vez o kantren e straedoù ha war leurennoù Europa abaoe 10 vloaz gant o spered jipsian ha son ar flamenko. Met ivez ar "Ministère des Affaires Populaires" (sk. a-gleiz), deuet war wel a-daol trumm e 2006 gant an ton Debout la d'dans ha graet muioc'h eget 300 sonadeg abaoe. Ar 5 muzisian dispac'hour hag a orin aljerian a c'hoari gant o sevenadur Chti en ur lakaat ar gaoz war ar gwallzisparti gouennelour hag an dizingalded sokial. E Karaez e vo tu da zizoleiñ o fladenn ziwezhañ, politikel direizh, Les Bronzés font du ch'ti.

 

Hoel Louarn

 

Muioc'h a Erer Kozh :

www.vieillescharrues.asso.fr

 

Bep lun, e-pad 2 viz, ho po tro da zizoleiñ abadennoù an Erer Kozh 2009 en ho kazetenn

 

 

 

 

 

 

 

 

HADOPI, 2

 

 

Ma n'o deus ket dalc'het ar Vretoned eñvorennoù mat-tre eus Kuzul ar Vonreizh e ranker lavarout ez eo bet gwall laouen al lod brasañ eus ar re a ra gant Internet gant an diviz bet embannet gant ar re "fur" er sizhun dremenet.

War evezh e ranker chom dre m'en deus divizet ar gouarnamant lakaat embann al lezenn (goude bezañ kemmet anezhi) prestik. Ha gouzout a reer a-walc'h ez eus enni perzhioù ken dañjerus hag ar "respont dereziet", a-zivout evezhiañ ar pezh a dremen e urzhiataerezioù an dud da skouer. Da nebeutañ eo bet kadarnaet e oa implij Internet ur gwir ne c'helle gouarnamant ebet klask berzañ ouzh an dud.

Chañsoù zo e kendalc'hfe tud evel izili La Quadrature du net da gelaouiñ an holl war dañjerioù seurt lezennoù ha neb a gar a c'hallo heuliañ an traoù war ar rouedadoù eskemm evel Facebook da skouer.

War dalbenn ar pellgargañ ez a an traoù war-raok ivez: alvokad un amerikanez bet kondaonet da 200 000$ evit bezañ pellgarget 24 c'hanaouenn a zo o vont da c'houlenn ma vo nullet ar c'hastiz, ha goude-se emañ e soñj nullañ kement prosez a denn d'ar pellgargañ bet aozet er Stadoù-Unanet.

E-keit-se e kendalc'h ar stourm e Sveden ivez: ar strollad morlaer en deus gellet tapout 7,1% eus ar mouezhioù (19% eus ar voterien etre 18 ha 30 vloaz) da-geñver dilennadegoù kannaded Europa: a-benn miz Genver 2010 e vo daou gannad eus ar strollad e parlamant Europa.

Neb a gar a c'hall ivez sevel e gannati Morlaer, berzh a ra al lec'hienn, hag a bep seurt bitrakoù a ginnig ar re a ra war-dro.

R.M.

C'hoari da zivinout pevare e tilezo Christine Albanel he c'harg :

www.geeknode.org

Teuliad la Quadrature du net a-zivout HADOPI :

www.laquadrature.net

 

 

Plas a chom evit kampoù krennarded!

(11/15 vloaz)

 

Er bloaz-mañ e vo kinniget kampoù-hañv adarre gant An Oaled. Sed amañ skridoù-kinnig lod eus ar stajoù. Diwallit, dav eo enskrivañ a-raok an 20 a viz Even!


Arzoù diroll ha sonerezh (12 betek 18 a viz Gouere e Treglonou)
Pep tra zo posubl! Ha ma n'eo ket? Neuze 'raimp hor seizh gwellañ evit ma vije! Fromus eo ar c'hoariva. Pinvindik-mor an arzoù kaer ha fiskal ar sonerezh. Degas a reont galloudoù hud d'an dud prest da gregiñ e-barzh. Ganto zo moaien da ijinañ ar vuhez a blij deomp. Ezhomm zo ur skipailh kreñv, awenet ha kengret evit sevel ur bed bravoc'h hag ur pezh c'hoari eus ar c'hentañ. Piv a ijino an istor? Piv a c'hoario? Piv a savo ar c'hinkladurioù? Piv a wrio ar gwiskamantoù? Piv a livo ar bed-se  Piv a raio ar sonerezh? Pep hini a gavo e blas. Un abadenn a vo kinniget e fin ar sizhun, asambles gant tud yaouank ar staj Sonerezh.
Kaset e vo ar staj war-raok gant tud La Obra socio-teatral, a aoz eskemmoù war an arzoù etre tud yaouank Chile, Guatemala ha Breizh.

Beaj e Bro-Japan (19 betek 25 a viz Gouere)
Pell emañ Bro-Japan diouzh Breizh. Pinvidik-mor eo sevenadur Japan. Marteze 'teus bet tro da gaout un tañva d'ar sevenadur-se, dre ar sport pe ar video. Kinnig a reomp deoc'h mont pelloc'h o kemer perzh er staj-se: haiku, mangaioù, origami, zen, yezh, livañ, keginañ, sinema... Mat eo deoc'h? Gwisk da gimono neuze! Sayonara!

Plas a chom evit ar re-vihan ivez!
Ar vorlaeron - 6 / 8 bloaz (26 a viz Gouere betek 1 añ a viz Eost) War-zu babourzh !
Krouiñ gant an natur - 7 /11 vloaz (2 betek 8 a viz Eost)
An ergerzhourien yaouank - 8 /12 (9 betek 15 a viz Eost)

"Deomp de'i ! Skipailh buhezourienn DABU 2009 a zo o c'hortoz ac'hanoc'h !"
Titourioù hag enskrivadennoù :
An Oaled
02 98 04 07 04
anoaled@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ miz Even

 

www.breman.orgTaol-stad Andry Rajoelina e Madagaskar, Berlin, kêr-benn ar sevenadur en Europa, enkadenn al laezh en Europa, 50 vloaz Bretagne Vivante-SEPNB, Gourfenn Skrivadeg 2009... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Even 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ da Gib 2009 Frañs ar vell-droad, zo bet ur gouel e-keñver sport kenkoulz hag e-keñver Breizh: ar wech kentañ e oa evit daou skipailh eus ar vro bezañ tal-ouzh-tal er Gourfenn, Roazhon ha Gwengamp. Aet ar maout gant Gwengampiz ouzhpenn-se, p'emaint e Rummad 2.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org