Lun 25 a viz Even, niv.151
Sizhun 26 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Emgav etre Israeliz ha Palestiniz
e Charm el-Cheikh

 

 

Prezidant Egipt, Hosni Moubarak, en doa pedet ar c'hentañ ministr israelat Ehud Olmert, ar prezidant palestinat Mahmoud Abbas, ha roue Jordania, Abdallah II, d'en em gavout holl asambles evit klask mont war-raok gant ar peoc'h etre Israeliz ha Palestiniz. Un doare eo ivez evit reiñ pouez en-dro da vMahmoud Abbas, penn ar Fatah, bet lakaet diaes er sizhunioù tremenet gant stourmerien Hamas, bet kemeret ar galloud ganto e tachenn Gaza.

Egipt ha Jordania zo an div Stad arab nemeto o vezañ sinet un emglev a beoc'h gant Israel. Fellout a ra d'an div Stad-se e vefe raktreset un deiziadur evit un emglev etre Palestina hag Israel. Goulenn a ra Mahmoud Abbas e vefe echuet sez an Israeliz (500 harzlec'h ganto war hentoù Sisjordania) ha kaset war-raok da vat an argerzh a beoc'h. Gwelloc'h eo da Ehud Olmert e vefe gortozet e vefe stabilaet an traoù gant galloud Palestina a-raok divizout tra-pe-dra. Disklêriet en doa koulskoude dec'h e oa a-du gant ar mennozh resteurel milionoù a zollaroù da Balestiniz bet dastumet gant taosoù maltouterezh war ar produoù kaset da Balestina hag o tremen dre Israel.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Produoù OGK er re bio ?

 

 

D'an 12 a viz Even ez eus bet divizet gant ur bodad europat kemm ar pezh a vez goulennet digant ur produ evit bezañ lakaet da "vio". Traoù ouzhpenn a vo goulennet digantañ (da skouer, e vo dav ma vefe 95% eus mas ar produ desavet hervez lezennoù ar bio evit ma vefe lakaet ar produ da "vio"), met traoù all a zo kalz laoskoc'h ivez. En o zouez, e vo aotreet ar produoù OGK er re "bio".
Evel-just ne vo ket aotreet al labourerien-douar bio da zesevel produoù OGK, met dre ma vez strewet ar produoù-se e pep lec'h, ma vefe kavet, dre zegouezh, produoù OGK er re "bio", e chomfe "bio" ar re-se. Betek 0.9% a broduoù OGK a vo aotreet en unan "bio".
Diaes eo gouzout resis petra soñjal diwar-benn kement-mañ. Diouzh un tu e c'hell bezañ ur respont d'al labourerien-douar bio, a ranke foeltrañ o froduoù pa veze kavet re OGK enno. Diouzh un tu all, ne vez ket doujet ouzh ar bennaenn "an hini a saotr eo a bae" (pa vez kavet produoù OGK er re bio eo Monsanto a rankfe digoll al labourerien-douar bio), hag emañ ar vevezerien o vont da goll fiziañs er bio. Ha pa weler war hir-dermen e talvez kement-mañ e vo aotreet emled ar produoù OGK e pep lec'h daoust ma n'anavezer ket o efedoù, hep ma vefe chalet o froduerien.
Un nebeud resisadurioù memes tra: kement-mañ ne vo lakaet e pleustr nemet e 2009, hag emañ kalz kevredigezhioù o kregiñ da stourm a-enep da se; ha ne dalvezo nemet evit ar produoù "bio europat" (gwelet al logo amañ tal-kichen). Normoù disheñvel a zo evit al labour-douar bio e Frañs (al logo AB), ha gant ar re-se ne vez ket degemeret ar produoù OGK.

M.M.

Gallout a rit tabutal diwar-benn ar sujed-mañ o vont amañ :
http://malomorvan.free.fr/bzh/forum

 

 

 

 

 

 

 

 

"In Situ" evit cheñch neuz salioù diskouezadegoù

 

 

Adalek disadorn e vo un diskouezadeg doare ur souezhadenn e kreizenn arzoù Le Quartier e Kemper peogwir ez eus bet pedet pevar arzour da zont da welet al lec'h en a-raok ha da grouiñ oberennoù awenet gant doare ha stumm ar sal kinniget da bep hini.

Marie-Josée Laframboise, eus Kebeg, zo boas da ober gant an doare-mañ: perc'hennañ a ra al lec'hioù a zegemer anezhi gant krouidigezhioù savet diwar danvezioù boutin (paper, kordennoù, danvez, rouedoù, kanetennoù...) en ur reiñ ur perzh disheñvel dezho. Cheñch a ra penn-da-benn an endro gant doareoù dic'hortoz a c'hello arnodiñ ar weladennerien.

Nicolas Floc'h, a orin deus Roazhon, a labour en ur sevel ur preder, gant fent, war ekonomiezh an arzoù en ur vont da heul reizhiadoù armerzhel, deus ar produiñ betek ar skignañ, gant ar greanterezh, ar peskerezh pe c'hoazh al labour-douar.

Evit Eric Hattan, deus Bro-Suis, "An arz n'eo nag ur produ nag un diskoulm, ul labour treuzfurmiñ eo". Hemañ a implij e zelwennoù evit cheñch, en un doare simpl, skeudenn ul lec'h anavezet gant an dud. Pezh a zegas trubuilh peogwir ne vezer ket gouest ken da lakaat da glotañ pezh a weler gant pezh a ouezer.

Ar c'hizeller euskarat Sergio Prego a ijin degouezhioù evit krouiñ santadurioù iskis e pep hini dre ar sell hag ar c'hleved. Ar moged, an dourennoù pe ar goulou a c'hell bezañ implijet gantañ. Evit-se eo ret dezhañ sevel ur mekanikerezh a vo lakaet war wel gantañ evit ma vo komprenet gwelloc'h penaos e ya en-dro un touellwel.

Hoel Louarn

 

Etre an 30 a viz Even hag ar 14 a viz Here 2007

Kinnig an diskouezadeg e brezhoneg d'an 21 a viz Gouere da 4e.

Evit gouzout hiroc'h: www.le-quartier.net  

 

 

 

 

 

 

 

 

Laouen bras atleterien Frañs e Munich

 

 

Skipailh atleterien Frañs a oa laouen bras e Munich dec'h: aet eo ar maout ganto evit Kib Europa, evit an eil gwech diouzh renk, dirak skipailh Alamagn. Deuet brav ivez gant skipailh Frañs ar merc'hed, erruet eil war ar podiom, goude ar Rusianezed.

Daou drec'h o deus sikouret ar C'hallaoued da dremen dirak an Alamaned: hini Ladji Doucouré war 110 metrad dreist d'ar c'haeoù e 13"35, hag hini Bob Tahri war 3000 metrad. Pevar foent lañs a oa gant skipailh Frañs war Alamagn hepken. A-drugarez da atleterien Polonia (trede war ar podiom), trec'h war Alamagn en abadenn ziwezhañ (4x400m), eo deuet a-benn atleterien ar C'hwec'hkorn da bignat war bazenn gentañ ar podiom: daoust d'an niver a boentoù bezañ memes re etre an daou skipailh (116), e oa muioc'h a vedalennoù arc'hant gant ar C'hallaoued evit gant an Alamaned.

Diouzh tu ar merc'hed e oa bet lakaet sklaer an traoù gant ar Rusianezed adalek ar penn-kentañ. A-boan echuet an devezh kentañ e oa 20 poent a lañs ganto war an eil skipailh. Kib Europa ar merc'hed zo aet neuze gant Rusia, dont a rae Frañs da eil hag Alamagn da drede.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

THX 1138 - Director’s Cut

 

 

Stadoù-Unanet – 1971 - 2004

Senario ha seveniñ : George Lucas

 

Un teknisian eus ar re voutinañ eo THX 1138 (Robert Duval). Labourat a ra en ul labouradeg kenstrollañ robotoù polis. Diouzh an noz e adkav e gamaladez kambr, LUH 3147 (Maggie McOmie). Iskis eo ar c’hoari ganti er mare-mañ, un tamm disfiz en deus THX outi. Dre guzh e cheñch LUH dibab o louzeier ret e gwirionez. Er grugell-verien eo deuet ar bed da vezañ en XXVvet kantved emañ an daou-se o vont d’ober un dra difennet groñs : karanteziñ. Tud-enep-lezenn int bremañ.

 

Setu un istor kriz a c’hoarvez en ur bed kriz, noazh ha gwenn. E-giz ma c’hoarvez a-wechoù, ar Warner en doa lakaet kemm war aozadenn Lucas evit e film kentañ. Hemañ, deuet un den veur bremañ, en deus divizet adkempenn ar film diouzh e vennozh dezhañ. Ken talvoudus e chom THX met merzet a reer muioc’h an efedoù arbennik zo bet ouzhpennet eget an aozadenn nevez. N’eo ket sur int deuet mat kement-se rak o fuilhentez n’emañ ket tre en he flas e krizded an istor-se. War an danvez e tenn muioc’h THX da 2001: A Space Odyssey (Kubrick, 1968), setu eo drol un tamm en em gavout a daol trumm gant arvestigoù zo, kreñv liv Star Wars warno. D’an nebeutañ, pa oa yaouank e oa gouest Lucas da dreiñ brav un istor karantez. Pa soñjer pegen lu e oa hini Attack of the Clones (2000)...

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout muioc’h:

www.solaris-distribution.com/THX

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Roc’han Feu 29/30 a viz Even (Roc’han)

Au Pont du Rock 27/28 a viz Gouere (Malastred)

 

 

Ouzhpenn ar gouelioù sonerezh bras e kaver ivez re all bihanoc’h e Breizh, gant programmoù ken dedennus all peurliesañ. Daou ouel evel-se a vo aozet er Mor-Bihan dindan ur miz, en o zouez ar gouel rock koshañ e Breizh (Au Pont du Rock).

Evit a sell ouzh an arzourien bedet e vo rock–pop nozvezh kentañ Roc’han Feu: aARON, Miossec, Luke ha Naast a zeuio da seniñ. Evit ar re a vourr gant an dub e vo ivez Improvisators Dub.  An deiz war-lerc’h e vo daou strollad reggae: Morgan Heritage, Beta Simon and Jah-B-Jah, sonerezh elektro-trash ar strollad belgiat Vive La Fête, elektro an daouad saoz hollvrudet anvet Coldcut hag un dra ispisial da zizoloiñ:  Tsypkin vs Voegelin, sonerezh a-vremañ eus Belarus. Ul leurenn kaset en-dro gant Djed a vo ivez bemnoz.

Koustañ a  raio deoc’h 20 euro an nozvezh, pe 32 evit ur pass daou zevezh.

 

Ur miz war-lerc’h e vo tro Au Pont du Rock neuze. War daou zevezh e vez aozet ar gouel-se ivez. Er programm er bloaz-mañ: Horace Andy (reggae) d’ar 27 hag ivez Eiffel (pop-rock), Mademoiselle K hag ivez daou strollad eus Breizh: Bikini Machine ha Calibistrixe (gounezet taol-lañs ar gouel ganto). Ska-punk (Les Caméléons) ha rock nerzhus an deiz war-lerc’h gant Burning Heads ha Mass Hysteria, e-touez ur bern strolladoù all. 20 euro an nozvezh, 34 ar pass.

R.M.

Muioc’h a ditouroù :

www.rochanfeu.com

www.aupontdurock.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Tanavennoù garlized safronet

 

 

12 tanavenn c’harlized – 30 cl kourbouilhoñs – 30 cl gwin gwenn – 6 melen-vi – 1 dozennad safron (poultr pe daredoù)– pebr hag holen

 

Rollit an tanavennoù garlized ha dalc’hit anezho e-giz-se gant un tamm pik koad. Diskargit ar c’hourbouilhoñs en ur gastelodenn, pebrit ha degasit d'ar berv. Soubit ar pesked e-barzh 3 mn. Dizourit ha lakait ar pesked a-gostez. Ouzhpennit ar gwin gwenn hag ar safron er c’hourbouilhoñs, ha yostit war dan bras. Lakait ar melenoù-vi e-barzh ur gastelodenn, ouzhpennit 5 loaiad vras dour, ar c’hourbouilhoñs yostet ha pebrit. Poazhañ en dourgib, en ur fouetañ (diennek ha spoumek e rank bezañ ar soubilh), ouzhpennit ar pesked, laoskit ur 1 mn c’hoazh. Pallennit pep asied gant ar soubilh ha lakait ar pesked war-c’horre. Servijit diouzhtu.

 

Mari Lubrano