|
|
|
|
|
|
|
Lun 16 a viz Even,
niv.196 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Henvroidi Kanada: digarezioù ofisiel ar Stad |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Barnet ez eus bet daou stourmer
enep-bruderezh |
|
|
M.M. Titouroù ouzhpenn : Danevell ar prosez kentañ : http://libelyon.blogs.liberation.fr www.deboulonneurs.org/article43.html |
|
|
|
|
|
|
|
Saloñs al livourien e Douarnenez |
|
|
Hoel Louarn |
|
|
|
|
|
|
|
Sandball en Drinded |
|
|
5vet Sandball (hand-ball war traezh) aozet gant
CAP Handball ha Kempa Uhlsport d'ar 14 ha 15 a viz Even en Drinded. D'ar Gwener 13 e oa bet aozet un nozvezh dreistordinal
e Krac'h evit lidañ digoradur ar Sandball. 1000 den a oa deuet d'an nozvezh gala-se
evit gwelout krogadoù etre skipailhoù savet a-ratozh-kaer. Evel-se ez eus bet
ur skipailh o vodañ c'hoarierien wellañ ar Mor-Bihan a-enep ur skipailh o veskañ
tud CAP Handball (skipailh Krac'h-An Alre ha Plunered) gant c'hoarierien
"VIP": Gueric Kervadec ha Cédric Jeaunneau (skipailh Frañs),
Patrice Loko, Tony Heurtebis... D'ar Sul abardaez eo aet ar maout gant ur skipailh
eus Penn-ar-Bed. "Klasket e vo degemerout muioc'h a skipailhoù ar
bloaz o tont" eme an aozerien, "klasket e vo ivez aozañ ur
sonadeg vras d'ar Sadorn da noz evit goueliañ holl asambles!" M.B. Evit gouzout hiroc'h: www.cap-handball.fr Hand-Ball Merc’hed Arvor 29: ken tost ouzh baradoz ar C’hentañ
Rummad broadel
Gant 20000 aotreegad ez eo Kevre Breizh an hini
brasañ eus Kevread gall an Hand-Ball. Loreet ez eus ur c’hlub breizhat
e live uhelañ ar merc’hed hag anaoudegezh ar baridigezh sportel ouzhpenn-se.
Ur raktres kempoell e oa peogwir eo renket da drede an adstrollad e Nationale
3 hag e c’hoari A. Tamoum, E. Daniel ha G. Lehir e skipailhoù broadel
ar re yaouank, mar plij! Ur souezhadenn displijus a oa o c’hortoz
c’hoarierezed Penn-ar-Bed avat, abalamour d’ar reolennoù nevez
bet savet gant ar Gomision Vroadel Kontrollañ ha Merañ e-keñver ar
c’houlzad a zeu: ur budjed izek a 700000 euro peurgetket! Divizet o doa
ar C’huzul-departamant, kêr Vrest ha kumuniezh-kumunioù Bro Lesneven
hag Aod ar Mojennoù kreskiñ o yalc'hadoù betek 350000 euro. Daoust d'ar skoazell dreist-se e vanko kalz a
arc’hant c’hoazh evit ma ne vefe ket klozet ar stal. Setu perak e
oa bet divizet gant renerezh ar c’hlub leonat aozañ ur
sav-arc’hant a-benn tizhout sponsored prevez pe donezonerien hiniennel.
"Ret ‘vo deomp kas hon teuliad d’ar C'hevread a-benn an 19 a
viz Even" eme Fulup Manach, ar prezidant en ur zelc’her soñj "Ne
vo nemet an hand-ball a zileurio ar sport a-stroll gourel ha benel gall e
C’hoarioù Olimpek Beijing!". "Koulskoude, e-skoaz sportoù
all, ne goust ket ker-ruz an hand-ball hag harpet gant daou sponsor meur ez
afe mat an traoù gant an Arvor" eme V. Nicolas, diwallerez skipailh
Bro-C'hall ha maeronez an HBM Arvor 29 war un dro. Yannig Boulard Moaien zo da c'houzout hiroc’h war www.hbfarvor29.com a-benn
kaout an holl ditouroù diwar-benn ar sinadeg. |
|
|
|
|
|
|
|
|
JCVD |
|
|
Frañs, Belgia – 2007 Senario ha seveniñ : Mabrouk el Mechri
Jean-Claude Van Damme o c’hoari e dudenn
e-unan en ur film belgiat. N’eo ket ar wech kentañ e c’hoarvez
(gwelit en-dro bommoù talvoudusañ Narco, 2003) met eus un OVNI zo kaoz
a c’heller soñjal. Hag ez eo. Ar re a zeuio di gant ar c’hoant
gwelet ur film feuls a vo dipitet a-dra-sur. Ar re a zeuio da
c’hoarzhin goap ouzh ar paotr "aware" ne gavint ket o
gwalc’h kennebeut. Amañ, an dudenn hollvrudet ha dreist-vrudet zoken zo
un doare efedus da lakaat war wel breskded un den. C’hoari a ra mat-tre
JCVD war an darempred displann etre ar film faltazi hag an den gwir.
An trivliadoù dindan ar c’higennoù? Ret eo en gwelet evit ober e soñj
met un dra zo sur: pe ez eo Van Damme un aktor kalz ampartoc’h evit ar
pezh a soñjer betek-henn pe ez eo el Mechri ur gwir pennoberour. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h: www.jcvd-lefilm.com |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Votiñ evit Nòs Ùr |
|
|
D'an 21 a viz Even e vo kinniget d'ur juri
mouezhiañ, koulz ha d'an holl re a fello dezho, evit dilenn ur strollad az
aio, en anv ar yezhoù keltiek, da ganañ evit gouel Liet Lavlut, e Lulea, e
Sveden, d'an 18 a viz Here 2008. Tu a vo da votiñ dre bostel ha dre bellgomz.
Liet Lavlut o vezañ un doare Eurovision evit ar yezhoù "bihan", ez
eo Nòs Ùr Eurovision ar yezhoù keltiek a-benn ar fin ! 12 strollad zo
war ar renk, a gan e gouezeleg Iwerzhon, Skos, kembraeg pe skoteg. N'eus
nemet Gwennyn a roio tro da glevet brezhoneg gant he c'hanaouenn "Bugale
Belfast." Evit gouzout hiroc'h : www.nos-ur.eu Ladytron – Velocifero
Ur brouenn? O fladenn ziwezhañ, ar pevare hini.
Kregiñ mat a ra an traoù gant Black Dog, binvioù-sko a sko da vat (hag
evel-se e vo a-hed 55 munutenn ar bladenn), Mira Aroyo a gan e bulgareg. Div
ganaouenn beurvat a zeu da heul: Ghosts, ar single kentañ, ha
dreist-holl I’m Not Scared, unan eus kanaouennoù elektro gwellañ
ar bloavezh, anat, un diskan da c’hwitellat dindan ur strinkadenn. Sed
aze un doare a-feson da gregiñ gant ur bladenn. Menegomp ivez Kletva, ar seizhvet ton, e
bulgareg c’hoazh. Hag ivez The Lovers, unan eus pennoberennoù ar
bladenn (gant I’m Not Scared), siwazh eo re verr: 2.39 vunutenn,
met gant ar mekanikoù modern e c’haller selaou un ton meur a wech
diouzh renk, hañ. Ar re a blij dezho dañsal o do peadra gant Deep Blue.
Goude Witching Hour (e 2005) e prou Ladytron ez eo unan eus ar
strolladoù elektropop dedennusañ er mare-mañ. Emgav ganto pa vo savet best of
ar bloavezh. R.M. Embannet gant Nettwerk Muioc’h a sonioù elektronek : |
|
|
|
|
|
|
|
Tomatez-kerez koñfizet gant ricotta |
|
|
Danvez evit 4 den : 400 g tomatez-kerez – 1 cl eoul olivez
– 1 loaiad vihan sukr poultr – 1 ivinenn gignen– 30 g genougamm (ha 4 evit
kinklañ) – 50 g kaprez – 300 g olivez du – 1 bokad basilik
– 300 g ricotta – pebr hag holen
Fardit an "tapenade": dibluskit an ivinenn
gignen; tennit ar c’hellid, ha drailhit. Dizourit ar genougamm, lakait
anezho en ur mortez gant ar c’hignen, ar c’haprez, an olivez,
pilit gant ur pilouer, pebrit. Ouzhpennit peurrest an eoul betek ma vo
diennek an tapenade. Riñsit ha diskolpit ar basilik, ouzhpennit
d’an tapenade. Troc’hit ar ricotta a-dammoù. Er gwerennoù, lodennit an tomatez-kerez koñfizet,
an tammoù ricotta, hag an tapenade. Servijit fresk en digor-kalon. Mari Lubrano AKED 2008: gourc'hemennoù!
Roll al loreidi Daou anezho zo bet degemeret gant meneg mat-tre ha gourc'hemennoù ar juri: Milien Dhorne (skolaj
Gwened) ha Gwenn Menez (skolaj Plijidi) 5 skolajiad zo bet degemeret gant ar meneg mat-tre: Metig
Raynaudon-Kerzhero, Maelan ar Borgn, Lila ar Fur, Onenn Moal ha Gwenole
Peaudecerf. 23 gant ar meneg mat: Erwan
Billant, Brendan Corre, Enora Henry, François Inizan, Anna Le Joncour, Marie
Daniel, Maelenn Bernard, Charles Caudal, Kilian Jarno, Tangi Jehanno, Lupita
Laquaine, Alban Simon, Tristan Cornen, Malo Gentil, Gaid Gourvennec, Youenn
Leon, Quentin Morvan, Azenor Bidault-Mellouet, Tifaine Coatmeur ha Cécile
Gastoud, Aela Gerardot, Marion Landousies ha Renan ar Gallig 56 gant ar meneg mat a-walc'h : Talwyn Baudu,
Agnès Bienvenue, Adèle Brunie, Cécile Caroff, Simon Delalande, Antonin
Guenard, Alan Hurpeau, Madalenn Kerleroux, Korentin ar Borgn, Alizée
Seguillon, Thibault Bourreau, Eileen Evans, Malo Ferard, Tristan Guedes,
Tangi Hassani, Elisa Leroux, Anna Madec, Riwan Marc'hig, Brendan O'Reilly,
Maela Prigent, Alice Tartivel, Louise Vignault-Corre, Loeiza an Duigou,
Sarah-Lou Blais, Myrzinn Boucher, Joey Brusquet, Savanah Buchoux, Mael Cano,
Maurine Couedel, Chloé Grellier, Gwenole Guyot, Guillaume Le Roux, Meriadeg
Lorho-Pasco, Eflamm Ollivier, Gwendal Stephan, Lily Berrou, Aurélien Cabon,
Erle Marec, Mathilde Ollivier, Brieg ar Floc'h, Brendan Colleter, Yuna Denez,
Maiwenn Drevillon, Fanny Gourlay, Corentin ar Berr, Metig Maleuvre-Gourmelon,
Malo Pennober, Anna Briand, Erwann Caroff, Mael Gwionvarc'h, Frédérique Le
Batard, Ana an Doare-Petit, Anna al Lae, Klervi an Nedeleg, Goulven an
Troadeg ha Charline Legrand 41 skolajiad zo bet degemeret: Erell
Château, Clémence Faurot, Florian an Dug, Jozia Le Gratiet, Manon Mear,
Laouen Merrer, Gwendal Brenneur, Ana Choupeaux, Brendan Coatanea, Alwena
Diverrez-Sotin, Fiona Morvan, Marlène Simon, Jean Tarsiguel, Jérémy Barzic,
Owen Benabes, Fañch Le Duin, Moran Carre, Thomas ar Gall, Emma Ringeard,
Aodren Roignant, Yvonick Simoneau, Brenda an Helgoualc'h, Loick Becam, Luc
Bleuzen, Alexandre Burnel, Laury-Anne Duchampt, Tugdual Flegeo, Awena
Gourlay, Simon Jade, Elvin Jegou, Gwenole Lamble, Marvin Moal, Maiwenn Riou,
Pierre-Henri Viaud, Gwendoline Barberon, Mael Bourdoulous, Louri Cabel,
Morgane Chapalain, Ludivine Corlouer, Bleuñvenn Konan ha Camille Streibelein Gourc'hemennoù
d'an holl! Lennit Bremañ miz Even!
An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da 30vet deiz-ha-bloaz
skolioù Diwan ha berzh ar Redadeg. Pozioù kanaouennoù bet savet evit an
degouezh, pennadoù-kaoz, skeudennoù hag ur sell war al levrioù embannet evit
lidañ an deiz-ha-bloaz... Teir fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da
zarvoudoù 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad a vo tu da lenn
e niverenn Gouere-Eost Bremañ. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|