Lun 8 a viz Even, niv.242
Sizhun 24 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Echu dilennadegoù kannaded Europa

 

 

Dec'h e oa devezh diwezhañ dilennadeg kannaded Europa er Gumuniezh. En o zouez e oa dilennadeg re Frañs, ha re Breizh neuze. Evit un takad "Ouest" ennañ 12 departamant e ranke ar Vretoned votiñ. Evel e peurrest ar Stad c'hall eo bet izel-kenañ an niver a dud o kemer perzh er vouezhiadeg, gant 55% eus an dud o chom hep votiñ en Aodoù-an-Arvor, kazimant 57% el Liger-Atlantel ha tost da 58% en Il-ha-Gwilen, Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. Diskaret eo ar PS hag ar MoDem e Breizh kenkoulz hag e Frañs, daoust d'ar strolladoù-se bezañ graet berzh er vro e-kerzh ar votadegoù tremenet (ha pa vefe evit re prezidant ar Republik, an tiez-kêr pe ar c'huzulioù-rannvro). E penn ar jeu e erru listenn an UMP er 5 departamant. E holl departamantoù Breizh war bouez Aodoù-an-Arvor, e erru da eil roll Europe-Ecologie (ar Re C'hlas-UDB). E Roazhon ha Lannuon eo deuet a-benn al listenn ekologour da dapout ar muianiver a vouezhioù zoken. E-touez nav c'hannad europat nevez an takad "Ouest" e kaver daou Vreizhad hepken, Alain Cadec (UMP), ha Nicole Kiil-Nielsen (Europe-Ecologie). Daou sez all zo aet gant an UMP, un eil gant Europe-Ecologie, daou gant ar PS, unan gant ar MoDem, hag unan gant Libertas.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur prosez enep ar gwir da gelaouiñ

 

 

E miz Du 2008 e oa bet graet un enklask gant pemp kevredigezh evit an endro, diwar-benn al louzoù, ha resisoc'h an diastuzerioù (danvezioù evit lazhañ ar boudoù bev a dag ar plant, anvet ivez "dilastezerien"), a vez kavet er rezin a zebrer ouzh taol. Prenet ha dielfennet e oa bet rezin o tont eus 16 chadennad gourmarc'hadoù eus Europa. Ar pal a oa gouzout peseurt kementad a louzoù a veze kavet er rezin, ha sklaer eo bet an diskoulmoù: e-barzh 92,2% eus ar standilhonoù implijet e veze kavet louzoù.
Goude ma vije bet embannet an disoc'hoù-mañ ez eus bet galvet d'ur prosez gant Bodad Broadel ar Broduerien Rezin da Zebriñ ouzh Taol (FNPRT, ezel eus an FNSEA) a-enep d'al Luskad evit Gwirioù ha Doujañs ouzh ar Remziadoù da Zont (MDRGF). Goulenn a ra an FNPRT ma vefe un dell-gastiz a 500000€, ma vefe embannet ar varnadenn e-barzh 10 media broadel, ha diverket diwar lec'hienn an MDRGF. Hervez an MDRGF eo kement-mañ un dagadenn a-enep d'ar gwir da gelaouiñ. TF1 a oa bet taget ivez, goude ma vije bet savet ur goulenn ouzh ur politikour gant ur c'hinniger: "peseurt kementad a rezin gwerzhet er gourmarc'hadoù a vez kavet louzoù ennañ?"

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Trivliadoù beaj 1838-2009 - Ur Breizhad yaouank e Kembre"

Gweladennoù brezhonek e Maner Kernod

 

 

E miz Here 1838, un dileuriadur breizhat, renet gant Teodor Hersart Kervarker, a zegouezh e Kembre evit kemer perzh en eisteddfod, gouel bras al lennegezh hag ar sonerezh. Seveniñ a ra eno unan eus e hunvreoù kaerañ: gweladenniñ ar "vreudeur gembreat". E lizheroù kaset d'e dud, bras ar resisted anezho, a zezrevell dimp ar c’hejadennoù en deus graet, ar vuhez pemdeziek...

Salioù ar maner zo skeudennet enno pep a goulz eus ar veaj-se o kejañ hag o kenrespont gant skeudennoù a-vremañ, graet gant ar c'harnedour Laurent Gontier. An diskouezadeg savet a bado betek an 8 a viz Du 2009 e Melag.

Gweladennoù heñchet e brezhoneg a vez kinniget ober gant Maner Kernod. Emgav a ranker kemer evit o aozañ, en ur vont e darempred gant ar skipailh. Un teul skoazell da weladenniñ e brezhoneg (pe e kembraeg) a c’haller kaout ivez en degemerva.

 

Diskouezadeg aozet etre ar 4 a viz Ebrel hag an 8 a viz Du 2009.
Maner Kernod, 29300 Melag
Pgz: 02 98 71 90 60

www.manoir-de-kernault.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Roland Garros: aet ar maout gant Federer

 

 

Dec'h en deus Roger Federer c'hoariet pevare Gourfenn Roland-Garros e vuhez. Goude 1e55 a c'hoari e-tal d'ar Svedad Robin Söderling, eo aet ar maout gantañ 6-1, 7-6 (1), 6-4. Ar wech kentañ e oa da dennisman Bro-Suis resev kib Roland-Garros, priz nemetañ ar Grand Chelem ne oa ket deuet a-benn da dapout evit ar poent. Ar skoilh brasañ war e hent a oa bet Rafael Nadal, gantañ e oa aet ar maout bewech. En taol-mañ e oa bet diskaret ar c'hoarier spagnol gant Söderling en eizhvedenn-gourfenn. Digoret frank e oa bet an hent evit Federer neuze. N'en deus bet tamm poan ebet ar Suis da vestroniañ an dachenn dec'h. Stanket e oa Söderling gantañ e toull al leur-dennis. Ar c'hwec'hvet c'hoarier en istor an tennis eo bremañ Roger Federer o vezañ gounezet pevar zournamant ar Grand Chelem, war-lerc'h ar Breizhveuriad Fred Perry, ar Stadunaniz Donald Budge hag Andre Agassi, an Aostralianed Roy Emerson ha Rod Laver.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Los abrazos rotos (Etreintes brisées)

 

 

Spagn – 2008

Senario ha seveniñ: Pedro Almodóvar

 

Ur sevener filmoù brudet e oa Mateo Blanco (Lluis Homar) bloavezhioù zo. Bremañ eo deuet da vezañ ur seurtanvet reder-bro hag a skriv senariooù sinema. Deuet eo da vezañ dall ivez. Kevrinus eo an istor en deus degaset an tremen eus an eil den d’egile ha tamm-ha-tamm e tizoloer ar perzh he deus c’hoariet Lena (Penélope Cruz) ennañ, anezhi ur vaouez eus ar re a lak strafuilh e spered ar baotred.

 

E deroù e red-micher e c’hoarie kalz Almodóvar war un ton “border line” enkorfet gant tudennoù dastumet war marzoù ar gevredigezh. A-nebeudoù eo deuet a-benn da c’hoari war ar bevennoù en un doare soutiloc’h-soutilañ. Startoc’h eo anavezout temz Almodóvar en e film diwezhañ avat: setu un istor avoultriñ en dije gellet bezañ kontet kenkoulz all gant unan all. Bommoù eus ar film zo brav-tre memes tra, mennozh an teulfilm diwar-benn ar film troet er film n’eo ket toull, menegoù gant Hitchcock, Audrey Hepburn pe Almodóvar e-unan zo a-hed an abadenn. Kement-se a ro ar santimant emañ Almodóvar o kaout dudi o sevel e film ha, da gentañ penn, o c’hoari gant e aktorez pennañ met n’eo ket a-walc’h evit sevel un oberenn.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h:

http://www.losabrazosrotos.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Neil Young e Zenith Naoned

 

 

Leun-chouk Zenith Naoned dimerc'her tremenet evit arvestiñ ouzh sonadeg "The Loner" (evel ma vez lavaret), ha ne oa ket deuet da Vreizh abaoe e sonadeg e Kemper e 1982. Daou du zo da Neil Young: an hini sioul, folk ha klevedoniel, hag an hini trouzus, nerzhus ha leun a dredan.

An eil hini eo en deus kinniget dreist-holl d'ar 7000 arvester bodet er sal, ha kroget en deus e abadenn gant un dennadeg leun a startijenn: Mansion on the Hill, Hey Hey My My (Into the Black) hag Everybody Knows This Is Nowhere. Gant e bedalenn gweadur en deus aozet sonioù/trouzioù heñvel ouzh ar re a glever war e bladenn live Arc-Weld.

Ar re a vez plijetoc'h gant tu folk an den o deus bet o feadra ivez, dre m'eo sioulaet an traoù e-kreiz an abadenn: Heart of Gold, Words ha Don't Let It Bring You Down en deus sonet, ha setu distro an holl e-tro 1970, pa save After the Gold Rush ha Harvest.

Trouzusoc'h-trouzusañ dibenn ar sonadeg avat: Rockin' in the Free World a zo padet ouzhpenn ur c'hard eur, hag al larsenioù liesseurt o deus aloubet ar sal o deus lakaet an arvesterien da gompren perak e oa bet gwelet Neil Young evel tad al luskad grunge, ha perak en doa darempredoù mat gant sonerien evel re Sonic Youth. Ur ganaouenn ouzhpenn en deus sonet e dibenn e abadenn 2 eurvezh-pad: A Day in the Life, ton diwezhañ Sergeant Pepper.

 

Roll an tonioù :

Mansion On The Hill, Hey Hey, My My (Into The Black), Everybody Knows This Is Nowhere, Powderfinger, Spirit Road, Words, Cinnamon Girl, Mother Earth, Don't Let It Bring You Down, Goin' Back Comes A Time, Heart Of Gold, Get Back To The Country, Just Singing A Song, Get Behind The Wheel, Down By The River, Rockin' In The Free World, Rappel, A Day In The Life

R.M.

Evit sellout ouzh ar sonadeg:

www.youtube.com/user/nychnych

 

 

Erer Kozh 2009 #5

Emgav gant arzourien eus Jamaika, Nigeria ha Mali

 

War dachenn sonerezhioù ar bed e vo tro da glevet muzisianed yaouank barrek da veskañ an hengoun hag ar sonioù a-vremañ.

Nneka (skeudenn), a zo o vevañ en Alamagn bremañ, he deus bevet he bugaleaj hag he c'hrennardiezh e Nigeria. A-drugarez d'un argerzh soul awenet gant afrobeat, hip hop ha ragga e tegas ur groove eus ar c'hentañ. An arzourez-mañ a gemer perzh da vat en emdroadur ar sonerezh afrikan a-vremañ en ur skrivañ he c'homzoù ha sonaozañ he zonioù.

An Italian Alborosie zo unan eus ar ganerien reggae rouez en Europa a ziskouez pegen digor eo ar sonerezh-se. Ganet e Sisilia e 1977, Alborosie en deus bevet e huñvre e 2001 o vont da chom e Jamaika ha deuet eo a-benn da vezañ an arzour kentañ gwenn e groc'hen o vezañ skignet gant label Bob Marley, Tuff Gong. Tonioù e bladenn Soul Pirate a gont e sell war Jamaika hiriv an deiz, a-wechoù poanius peogwir eo gwirvoudel met bepred gwellwelus war an enezenn he deus degemeret anezhañ.

A-drugarez d'ur c'henemglev hag un eskemm arzourien, etre Gouel Karaez hag hini Keyes Medine Tamba e Mali, e vo ar Vretoned o tegemer Baba Salah. E Mali e oar an holl piv eo  ar gitarour aet da glask gwrizioù e sonerezh en dezerzh. Pezh en deus krouet neuze en deus plijet da selaouerien er bed a-bezh, betek dastum prizioù etrebroadel niverus gant e bladenn gentañ. Tro-dro dezhañ e vez 10 muzisian ha dañser a oar enoriñ ar vro ha spered ar Mali en ur veskañ luskoù hengounelañ Afrika gant sonerezh a-vremañ.

 

Hoel Louarn

 

Muioc'h a Erer Kozh :

www.vieillescharrues.asso.fr

 

Bep lun, e-pad 2 viz, ho po tro da zizoleiñ abadennoù an Erer Kozh 2009 en ho kazetenn

 

 

 

 

 

 

 

 

Devezh ar reiñ gwad er bed d'ar 14 a viz Even:

Festival Globule en Oriant

 

 

Devezh ar 14 a viz Even zo bet gouestlet d'ar reiñ gwad er bed. Evel e pep lec'h er bed eo bras an ezhommoù dastum gwad evit sikour ar glañvidi e Breizh. Hervez an Etablissement Français du Sang ez eus ezhomm eus 550 roadur gwad ha 150 roadur plasma bemdez e Rannvro Breizh a-benn kaout trawalc'h a zanvez evit sikour an dud tizhet gant ur c'hrign-bev pe ur c'hleñved genetek. Ur sizhunvezh ditouriñ ha dastum gwad a vo aozet etre an 9 hag ar 14 a viz Even. Unan eus degouezhioù brasañ ar c'houlzad a vo en Oriant, Festival Globule, e Kêr ar Bageal Eric Tabarly, d'ar Sul 14 a viz Even, etre 11e ha 17e30. War ton an dudi e vo kinniget ar reiñ gwad: sonerezh, c'hoarioù, arvestoù fentus a vo kinniget gant "glob'arzourien". An titouriñ ha kizidikaat a zo ar palioù pennañ evel-just. Diskouezadegoù evit ar vugale hag an dud vras a vo kinniget gant "Glob'expo" hag al lec'h titouriñ "Glob'info". Ul lec'h evit reiñ e wad a vo ivez.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://www.festivalglobule.org

http://www.dondusang.net

 

 

 

Lennit Bremañ miz Even

 

Taol-stad Andry Rajoelina e Madagaskar, Berlin, kêr-benn ar sevenadur en Europa, enkadenn al laezh en Europa, 50 vloaz Bretagne Vivante-SEPNB, Gourfenn Skrivadeg 2009... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Even 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ da Gib 2009 Frañs ar vell-droad, zo bet ur gouel e-keñver sport kenkoulz hag e-keñver Breizh: ar wech kentañ e oa evit daou skipailh eus ar vro bezañ tal-ouzh-tal er Gourfenn, Roazhon ha Gwengamp. Aet ar maout gant Gwengampiz ouzhpenn-se, p'emaint e Rummad 2.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org