|
|
|
|
|
|
|
Lun 18 a viz Even, niv.150 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Votadeg ar gannaded: |
|
|
E Breizh ez eus bet kollet un tamm
tachenn gant an UMP. 2 bastell-vro zo bet paket gant kannaded PS e
Penn-ar-Bed da skouer. War ar 36 pastell-vro, 14 zo aet gant tuad ar
prezidant Nicolas Sarkozy (13 UMP, 1 Nouveau Centre). 18 zo aet gant ar
PS, unan gant ar MoDem (Felger) hag unan gant ar Re C'hlas
(Naoned-Orvez). Gwelet eo bet adarre an diforc'h etre ar Mor-Bihan hag
an departamantoù all. N'eus nemet pastell-vro an Oriant zo
aet gant ar PS eno, ar peurrest zo aet gant an UMP, p'emañ
ar bihanniver gant an UMP en holl departamantoù all. Goulennoù a oa bet kaset
d'an danvez-kannaded gant Kuzul Sevenadurel Breizh, a denne d'ar yezh
ha d'an digreizennañ. Tu zo da vont da lenn
respontoù an danvez-kannaded aze: www.kuzul.info Devezh-labour
"an internet hag ar brezhoneg"
Digeriñ an deskamant d'an
holl eo soñj ar bodad-labour ivez. Abalamour da se ez eus
bet savet ur framm "Skol-veur ar Bobl". Ur rouedad prederiañ
ha skignañ anaoudegezh ha gouiziegezh e vo, ur framm
aozañ devezhioù-studi, stajoù,
"koñferañsoù profitapl"... Lakaet eo bet ar c'hrogad kentañ d'ar Sadorn 23 a viz Even, e Lise Diwan Karaez. "An internet hag ar brezhoneg" a vo an tem. Kinniget e vo stalioù-labour, da bep hini da c'hallout deskiñ penaos sevel ha merañ ul lec'hienn pe ur blog, penaos filmañ da c'hallout skignañ war an net da c'houde... 30 den a vo degemeret d’ar muiañ. Koust a ray 10 euro an devezh evit ar studierien/liseidi/tud dilabour. 15 euro evit ar re all. Pred merenn a vo e-barzh ar priz enskrivañ. Ret e vo kas e follenn enskrivañ d'an 18 a viz Even d'an diwezhatañ da: Kuzul Sevenadurel Breizh, 7 straed Jeneral Guillaudot, 35069 Roazhon cedex. Pgz/plr: 02.99.87.17.65. ksb.ccb@wanadoo.fr pe ksb@kuzul.info.
Roll an devezh 9e "Etre
ar c'hlask hag ar c'hrouiñ, petra a c'haller ober gant an
internet ?" gant Fulup Jakez, ha diviz 10e Strollad
A: Sevel, boueta ha merañ ul lec’hienn gant Sophie
Marcon Strollad B: Sevel
filmoù hag abadennoù da skignañ war ar
rouedad gant Laors Skavenneg 12e
Merenn 13e30
Strollad A: Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael
Jequel Strollad B: Sevel, boueta ha
merañ ul lec’hienn gant Sophie Marcon 15e45
Strollad A: Sevel filmoù hag abadennoù da
skignañ war ar rouedad gant Laors Skavenneg, Gael Roblin ha
Brendan Guillouzic-Gouret Strollad B: Sevel, boueta ha
merañ ur blog gant Gwenvael Jequel 17e45
Klozañ an abadenn |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Parkeier
OGK: pelec'h e vo lakaet ar gwenan? |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Un
diskouezadeg fotoioù evit hor planedenn |
|
|
"Breizh, bevañ mod-all"
gant Sophie Zénon, justamant, a lakao war wel
raktresoù pozitivel bet savet e Breizh gant al labour-douar
biologel hag an diorren padus. Jean-Frédéric
Ittel ha Bruce
Molnia a zisplego en un doare simpl hag anat eo kroget an distruj dija,
en ur lakaat kichen-ha-kichen ar memes menezioù-skorn gant
ur c'hantved etre an div luc'hskeudenn. Gant "Ar Saamied" gant Bryan
hag Cherry Alexander ha "Pobloù an Omo" gant Hans Silvester
e vo komprenet al liamm start a vez etre ar pobloù-se hag o
flanedenn. Tu a vo ivez da vont da welet "An natur merzheriet" gant an
AFP. Ar fotoioù dibabet o deus
ur perzh arzel eta met ivez ur pouez politikel ha sokial dre an
danvezioù lakaet war wel. 160 luc'hskeudenn vras, betek 120000 gweladenner a oa bet e
Gazilieg e Hoel Louarn Evit gouzout hiroc'h: www.festivalphoto-lagacilly.com |
|
|
|
|
|
|
|
Echuet
redadegoù 24 eurvezh ar Mañs |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Boxes |
|
|
Frañs - 2006 Seveniñ : Jane Birkin
Setu neuze film Jane Birkin. Ur film
bet filmet e Breizh (e ti Jane Birkin) ha sikouret kalz gant ar
rannvro. Ne vez ket gwelet kalz tra deus korn-bro Landeda avat.
Bac’het e vezer en ti, evel an
eñvorennoù er
c’hartoñsoù... Ur film diwar-benn buhez Jane Birkin
eo. He yezhoù (saozneg ha galleg), he darempredoù
gant he merc’hed, o zadoù, ar re varv, ar re vev,
he zud, he mamm dreist-holl. Un istor diwar-benn ar familh, an droug a
vez graet gant an eil re d’ar re all. Brav eo an istor neuze,
met un tammig skuizhusoc’h an doare da filmañ.
Neubet-tre a fiñvoù, kaozeadennoù
doare c’hoariva. Ne seblant ket "gwir" neuze ar pezh a felle
da Virkin esteurel. Brav ez eus deuet tammoù ’zo
memestra, met hirik eo hag un tammig dipitus... G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Von
Südenfed – Tromatic Reflexxions |
|
|
War o fajennad MySpace e
c’haller gwelout video ton kentañ ar bladenn (Flendermaus
Can’t Get It). R.M. Embannet gant Domino / PIAS |
|
|
|
|
|
|
|
Gwastell
Harlikin |
|
|
Danvez evit 6 den : 1 podad
yaourt plaen – 100g sukr – 100g amann - 150g bleud
– 2 vi – ½ pakad goell – 1
pakad sukr vanilhet – 4 fodad kaotigell (livioù
disheñvel) – 100g alamandez skejennet
Lakait an toaz e-barzh ur plad
karrez, amanennet ha bleudet ha lakait da boazhañ 45 mn er
forn etre (therm 6). Divoullit ha lezit da yenaat.
Troc’hañ ar wastell a-led a-benn kaout 2 lodenn,
gwarnisit kreiz ar wastell gant kaotigell ; lakait pep tamm an eil war
egile en ur groaziañ. Ledit kaotigell abrikez war ar gorre
hag ar c’hostezioù ; goloit gant alamandez
skejennet. Goloit pep korn gant ur gaotigell disheñvel. Mari Lubrano |
|
|
|