|
|
|
|
|
|
|
Lun 9 a viz Even,
niv.195 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ospital Karaez : manifesterien gloazet ha bac'het e Kemper |
|
|
Evit ar wech kentañ e
Kemper e oa bet embannet en a-raok e vefe aozet ar vanifestadeg: p'eo erruet
ar c'hantadoù a dud, eus Karaez, Kemper ha tro-dro, e oa gwarezet mat dija
savadur ar Stad gant gwarded-monedus prest d'an emgann. Etre 10 eur 30 ha 5
eur eo bet stanket penn-da-benn kreiz-kêr Kemper: goude ur mintinvezh gant
tennoù greunadennoù-daeraouiñ war ar vanifesterien, evel, da skouer, war ur
strolladig, merc'hed dreist-holl, a oa o tañsal gant ur c'houblad sonerien, ez
eus bet graet un ehan evit lein. A-raok distreiñ d'ar c'hrogad e oa bet
embannet gant Christian Troadeg e oa bet dalc'het 6 anezho gant ar bolis ha ne
vefe ket kuitaet kêr-benn Bro-Gerne a-raok na vefent dieubet, pezh zo erru e
dibenn an devezh. Goude bezañ gouzañvet tennoù ar warded an abardaevezh-pad,
ha pevar eus ar stourmerien bet gloazet, e oa bet embannet gant Maer Karaez e
oa echu evit an ampoent met e tistrofent da lâret o soñj dirak ar prefeti,
bemdez ma vefe ret! Digwener da 6 eur, e Karaez, e oa bodet miliadoù a
dud evit klevet e oa un tamm spi dre ma oa bet divizet gant an Aotrou Perrin,
rener an AHR, asantiñ da zigeriñ en-dro ar servij surjianerezh evit oberatadennoù
bihan pa ne vez ket ret tremen an nozvezh en ospital. Met d'ar mare-se ivez,
ez eus bet bevet un darvoud kriz gant an "dreuzkasadenn" gentañ,
eus Karaez da Gemper. Ur bugelig a oa bet torret e ilin gantañ, hag e oa bet
ret pellgomz da 6 ambulañs evit dont a-benn da gavout unan a oa prest da
gemer anezhañ e karg! D'an 25 a viz Even e vo anavezet disoc'h ar rekour e
lez-varn Roazhon evit nullañ an divizoù serriñ servijoù ospital Karaez. Hoel Louarn |
|
|
|
|
|
|
|
Dimerc'her tremenet, da 3eur goude
kreisteiz, ur gwallzarvoudig e kreizenn nukleel Krsko, e Slovenia |
|
|
Unan eus an darvoudoù
grevusañ eo kudennoù ar benveg-yenaat, peogwir ma n'hall ket ar greizenn
yenaat mont en-dro ken e tomma ar galon betek re, hag e c'hell neuze
degouezhout un deuzadenn. E 1979 ez eo ar memes kudenn a oa bet e kreizenn
Three Miles Island, hag e oa teuzet kalon ar greizenn: kement-mañ en doa
kaset ar Stadoù-Unanet da baouez gant o frogramm nukleel. Evit "Sortir du nucléaire" eo un arouez eus
an arvarioù divent a zo gant an energiezh nukleel. Lavaret a reont ivez eo
savet 54 eus an 58 kreizenn gall evel an hini zo e Slovenia... M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
"Abadenn
ar vugale" e Kastellin |
|
|
H.L. Mont-tre : 5 euro, digoust
dindan 12 vloaz. Yach-pesk
eo livadurioù Nadège
Tri zra, emezi, a gaver
dreist-holl en taolennoù-se: ar mor, ar yezh, an dud. Ar mor, rak unan eus
perzhioù heverk Breizh eo da Nadège, a blij dezhi ar maezioù a-hed an aodoù! Ar
sevenadur zo kinniget a-dreuz ar sonerezh hag ar yezh, a gaver en taolennoù,
mesket gant ar sonerezh, div zremm bouezus sevenadur an dud e Breizh, a zo
digor o spered, emezi. Pep taolenn zo diwar benn
unan eus an temoù-se ha graet eo gant gerioù, livioù flamm hag un danvez
adaozet all evel traezh, kordenn, kazetenn pe polistiren. M.K. Tavarn "Ar Memes Tra", 18 kae
Emile Zola, e Roazhon. Taolennoù Nadège a c'haller gwelout amañ: |
|
|
|
|
|
|
|
Federer skarzhet-trumm gant Nadal |
|
|
Deuet eo a-benn da gas Federer er-maez goude tri
set hepken, unan eus gourfennoù berrañ Roland-Garros! 6-1, 6-3, 6-0 evit 1e
ha 48mn. An trede gwech e oa evit an daou c'hoarier d'en em gavout
tal-ouzh-tal evit Gourfenn Roland-Garros. Ar wech kentañ e oa da Nadal, 22
vloaz, gounit er mod-se. Deuet a-benn da lakaat Federer, 27 vloaz, d'ober 35
fazi eeun. An dekvet gwech e oa da Federer klask gounit ar
Grand Chelem diwezhañ a vank dezhañ. Ha dont a raio a-benn d'e c'hounit? Gant
Andre Agassi hag Andres Gomez hepken eo aet ar maout goude bezañ bet e-pad
ouzhpenn dek vloaz war tachenn Roland-Garros. Diouzh tu ar merc'hed, eo aet ar maout gant ar
Serbez Ana Ivanovic, bet trec'h war ar Rusianez Dinara Safina 6-4, 6-3. |
|
|
|
|
|
|
|
|
Un conte de Noël |
|
|
Frañs
– 2007 Senario
ha seveniñ : Arnaud Desplechin
Ar santimantoù krisañ a c’heller magañ en ur
familh a vez lakaet war wel e Un conte de Noël: kerent ne vagont ket
karantez d’o bugale, ur c’hoar a gasa he breur, ur mab a dag
kement den a zo... ha kement-se en aergelc’h Nedeleg memes tra. Tud a
gar en em gasaat eo a weler aze a-benn ar fin. Ur film liestudennoù a
zalc’h mat eo deuet Desplechin a-benn da seveniñ gant sikour aktored
e-touez ar re wellañ. Un tamm hir eo an abadenn avat ha, daoust ma c’hoarvez
an istor e Roubaix, mouget eo gant un dro-spered parizian (gant ster gwashañ
ar ger). Leun a fougaserezh eo obererezh Desplechin: sellit mat pegen desket
on, pegen barrek on evit filmañ, ha klevet mat ho peus ar bomm sonerezh fin
am eus plantet aze? Gortozit, lakaat a ran an ton kreñvoc’h... Ma, ar
re a c’houzañvo an dra-se o do plijadur gant ar peurrest. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h: http://www.bacfilms.com/site/conte/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Les Thugs – 28 a viz Even e
Tremargad |
|
|
Er bloaz-mañ e lider 20
vloaz an ti-embann pladennoù amerikan Sub Pop, ya, ya, ti-embann kentañ
Nirvana (sed aze un anv a sacho evezh ar re dindan 25 bloaz). Evit lidañ an
darvoud o deus divizet Les Thugs en em strollañ en-dro, anvet eo o zroiad
No-Reform Tour. En holl, seizh abadenn nemetken er c’hwec’hkorn,
hag en o zouez unan e Tremargad, e sal ar gouelioù, a-benn an 28 a viz Even.
N’eus nemet 250 tiked. R.M. Muioc’h a rock’n’roll: http://www.lesthugs.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Divskouarn, bugaligoù ha Gilbert
Dalgalian |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: Lennit Bremañ miz Even!
An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da 30vet deiz-ha-bloaz
skolioù Diwan ha berzh ar Redadeg. Pozioù kanaouennoù bet savet evit an
degouezh, pennadoù-kaoz, skeudennoù hag ur sell war al levrioù embannet evit
lidañ an deiz-ha-bloaz... Teir fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da
zarvoudoù 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad a vo tu da lenn
e niverenn Gouere-Eost Bremañ. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|