|
|
|
|
|
|
|
Lun 2 a viz Even,
niv.194 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Aet ur priz gant Bremaik ! |
|
|
Loreidi rummad an hiniennoù a oa er bloaz-mañ: Yannig
Guillanton, Maina Guillou hag Ahmed Malki. Evit an embregerezhioù e oa: Paprika,
Porzh-mirdi Douarnenez ha Super U Bro-Vigoudenn. E-touez ar c'hevredigezhioù,
eo aet ar c'hentañ priz gant skipailh ar Redadeg, an eil gant les Tontons
Yoyo hag an trede... gant Bremaik! Evel-just n'eo ket Bremaik ur gevredigezh,
un embann kinniget gant ar gevredigezh Skol an Emsav eo, met al labour
skrivañ hag adlenn a vez kaset war-raok bep sizhun gant tud a-youl vat. Gourc'hemennoù
dezho, int eo a ginnig deoc'h pennadoù nevez da lenn bep Lun war al lec'hienn!
Trugarez deoc'h ivez lennerien ger, a zeu ingal bep sizhun da lenn ar pennadoù
brezhonek kinniget amañ. |
|
|
|
|
|
|
|
Un ehan kentañ evit an EPR gall |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Ur
strollad c'hoariva nevez er "C'herne noz" |
|
|
Hoel
Louarn "Kerne noz" d'ar 7 a viz Even da 8
eur 30 e Ploneiz |
|
|
|
|
|
|
|
Brest-Pluveleg : Redit kentañ tennad Tro
Frañs ! |
|
|
“Dre live e redo an dud, a vagadoù 20, dre
ma vint emren a-fet surentez. Tu a vo d’an dud mont kuit etre 7 eur 30
hag 8 eur 30 d’ar Sul 8 a viz Even er “cours d’Ajot”
e Brest. Ar re wellañ az ay kuit da gentañ” eme
Philippe Omnes, unan eus aozerien an darvoud. “Ur striv hir e vo,
197 km. E giz-se e c’hello ar rederien gwelet daoust ha start e vo evit
ar re a-vicher e miz Gouere” a embann Patrick Appéré, eilmaer evit
ar sport e kêr Vrest. “Dre vras e lakaio an dud primañ 6 eurvezh
hanter hag ouzhpenn 10 eurvezh evit ar re c’horrekañ. 4 eurvezh 30 e
lakaio eus o zu ar re a-vicher!” Tu a vo d’an dud mont kuit a-hend-all eus
Gourin evit ur 100 kilometrad bennak pe c’hoazh eus a Bluniav evit 50
km. N’eo nemet evit an daou hed-se e c’hello redek ar grennarded
dindan 18 vloaz. N’eo ket dav d’an dud bezañ en ur c’hevre
bennak, gant m’o deus un aotre mezegel eo mat. “Ur
c’harr-boutin az ay kuit an devezh a-raok eus Pluveleg da Vrest ma fell
da lod ’zo leuskel o oto el lec’h degouezh, diwallet e vo ar
parkva kirri diouzh an noz” a ouzhpenn an Kenan an Habask Titouroù hag enskrivadurioù : 02 98 00 82 87 (Servij ar sportoù ti-kêr Brest) 02 98 44 31 05 (Ofis ar sportoù Brest) ha war internet : www.tourdefrance-brest.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
Indiana Jones and the Kingdom of the
Crystal Skull |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2008 Seveniñ
: Steven Spielberg
Hirc’hortozet e oa pevare lodenn troioù-kaer Indy, e gwirionez. Abaoe pemzek vloaz zo e kleved anv eus ar raktres-se gwech ha gwech all. Ur sarpant-mor e oa deuet da vezañ zoken met gortoz pell gortoz gwell. Pemzek vloaz evit en em lakaat a-du war ar senario… Abeg a oa da soñjal e vije bet ur steuñvenn eus ar re wellañ gant ar film-se. Ma, sklaer eo ez eus dipit da gaout er c’heñver-se p’en em gaver kentoc’h gant steuñvenn ur c’hoari video. Re fonnus eo en ur mod ha poaniañ a reer dre forzh klask krediñ en un istor hag a vez re "betek re" alies. Dudius-tre eo an abadenn atav ha da vareoù zo e anavezer mat spered ar filmoù all. C’hoari a ra strobinellerezh Indy bepred. Evel en em gavout en-dro gant ur mignon tost aet diwar wel abaoe pell ez eo: cheñchet eo ha n’eo ket rik an den ho poa dalc’het soñj anezhañ ken, met laouen e vezer memes tra. Meriadeg Vallerie Kement
ha gouzout muioc’h: http://www.indianajones.com |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gouelioù sonerezh e-leizh e Breizh
e-pad an hañv |
|
|
- Roc’han, a-benn ar 27 hag an 28 a viz
Even. Eno e vo Maïon ha Wenn, Asian Dub Foundation, Cocoon
(folk, indie pop) pe c’hoazh DJ Moule (bastard pop) ha Kaolin
(indie rock). - Malestreg, evit Le Pont du Rock. Ur
programm liesseurt a ginniger deomp, etre ar 25 hag ar 26 a viz Gouere: dEUS
(rock belgiat), Cali, Ez3kiel (elektro), Dionysos ha Rubin
Steiner (elektro). - Gwened, evit ar re a zo plijet gant ar
sonerezh jazz. Eno e vo aozet "Jazz à Vannes" etre an 28 a viz
Gouere hag an 2 a viz Eost, gant Herbie Hancock, Taraf Goulamas
ha Richard Galliano. - Kallag evit ur gouel anvet "Vive le
punk" (13 a viz Gouere) aozet er
Bacardi, gant Discharge, Les Apaches, La Fraction…
En holl 11 strollad disheñvel. - Roazhon evit "Les Tombées de la
Nuit", etre ar 1añ hag ar 6 a viz Gouere, gant The Ideal Husband,
Pascal Comelade ha Mesk ! (Didier Squiban hag ar
strollad elektro Sheer K). Ha ma ne c’hallit ket gortoz miz Gouere pe
miz Eost, menegomp taol-lañs Take-Off
e Gwiler a-benn an 28 a viz Even, gant Badcash (punk-rock eus Kemper, skeudenn)
hag Oktav (folk eus Brest). Pe c’hoazh un abadenn a zlefe lakaat
an holl da zañsal: Soulwax ha 2 many DJs a-benn ar Sadorn 14 a
viz Even e La Carrière e Sant-Ervlan. Kregiñ mat a ra an hañv, dreist-holl
m’ho peus peadra da lakaat dour-tan hag all hag all… R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Kig-yar en hili meur |
|
|
Danvez
evit 4 den : 8 skalopenn kig-yar – 1 “crepine”
kig-moc’h – 150 g dienn tev – 10 g amann - 80 g pistachez
diblusket disall – 20 g kraoñ-pin – 4 loaiad vras gwinêgr balzam
– pebr hag holen
Mari Lubrano Lennit Bremañ miz Even!
An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ
da 30vet deiz-ha-bloaz skolioù Diwan ha berzh ar Redadeg. Pozioù kanaouennoù
bet savet evit an degouezh, pennadoù-kaoz, skeudennoù hag ur sell war al
levrioù embannet evit lidañ an deiz-ha-bloaz... Teir fajennad ispisial a
gaver ivez, gouestlet da zarvoudoù 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad
ar pennad a vo tu da lenn e niverenn Gouere-Eost Bremañ. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe
1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget
brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|