Lun 11 a viz Even, niv.149
Sizhun 24 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

sizhun war-lerc'h

 

 

 

 

 

 

 

 

Bodadenn vroadel Frañs gounezet
gant tuad Nicolas Sarkozy

 

 

Aet eo kentañ tro ar votadeg evit ar gannaded war an tu a oa bet rakwelet gant ar mediaoù hag ar sontadegoù. Bras-tre e vo an niver a gannaded eus tuad ar prezidant nevez dilennet, Nicolas Sarkozy. Met izel eo bet dregantad an dud enskrivet o vont da votiñ. Er C'hwec'hkorn e oa chomet 39,56% eus ar voterien hep mont da vouezhiañ. Ar feur izelañ eo abaoe deroù ar 5vet Republik e 1958. Gant mouezhiadeg dec'h ez eus bet dilennet war-eeun 110 kannad c'hoazh, ha war-bouez unan, an holl zo diouzh tuad ar prezidant. E Breizh da skouer eo bet dilennet en-dro maer UMP Gwitreg, Pierre Méhaignerie. E-touez 36 pastell-vro Breizh, 25 a lak danvez-kannaded an UMP da erruout e penn. Ingal e teu an UMP da gentañ, ar PS da c'houde, an UDF-MoDem da drede hag Ar Re C'hlas da bevare. E pastell-vro Felger eo disheñvel peogwir ne oa danvez-kannad ebet war anv ar PS. Un eil tro a vo etre Marie-Thérèse Boisseau (UMP) ha Thierry Benoît (MoDem). Ar Re Chlas, gant Marie-Pierre Rouger, zo erruet da drede. E meur a bastell-vro e Breizh n'eo ket anat gwelet en a-raok petra e vo disoc'h mouzhiadeg disul a zeu. Diaes eo gouzout penaos e vo votet gant mouezhierien ar MoDem, niverus e Breizh, ha dreist-holl an holl dud n'o deus ket roet o mouezhioù en dro gentañ, niverusoc'h c'hoazh.

 

 

Devezh-labour "an internet hag ar brezhoneg"

An deskadurezh divyezhek a vez gwelet o vont ingal war-raok en eil derez. Ar stajoù hir evit deskiñ ar yezh a ra berzh ken a reont. Ar skol-veur he deus ur roll nevez da c'hoari er jeu ivez marteze. Savet ez eus bet ur bodad-labour war an "Deskadurezh uhel e brezhoneg" e diabarzh Kuzul Sevenadurel Breizh evit en em soñjal war ar poent-mañ, just a-walc'h.

Met digeriñ an deskamant d'an holl eo soñj ar bodad-labour ivez. Abalamour da se ez eus bet savet ur framm "Skol-veur ar Bobl". Ur rouedad prederiañ ha skignañ anaoudegezh ha gouiziegezh e vo, ur framm aozañ devezhioù-studi, stajoù, "koñferañsoù profitapl"...

Lakaet eo bet ar c'hrogad kentañ d'ar sadorn a-raok gouel Yann, d'an 23 a viz Even, e Lise Diwan Karaez. "An internet hag ar brezhoneg" a vo an tem. Kinniget e vo stalioù-labour, da bep hini da c'hallout deskiñ penaos sevel ha merañ ul lec'hienn pe ur blog, penaos filmañ da c'hallout skignañ war an net da c'houde... 30 den a vo degemeret d’ar muiañ. Koust a ray 10 euro an devezh evit ar studierien/liseidi/tud dilabour. 15 euro evit ar re all. Pred merenn a vo e-barzh ar priz enskrivañ. Ret e vo kas e follenn enskrivañ d'an 18 a viz  Even d'an diwezhatañ da:  Kuzul Sevenadurel Breizh, 7 straed Jeneral Guillaudot, 35069 Roazhon cedex. Pgz/plr:  02.99.87.17.65. ksb.ccb@wanadoo.fr pe ksb@kuzul.info.

 

Roll an devezh

9e "Etre ar c'hlask hag ar c'hrouiñ, petra a c'haller ober gant an internet ?" gant Fulup Jakez  ha diviz

10e Strollad A: Sevel, boueta ha merañ ul lec’hienn gant Sophie Marcon

Strollad B:  Sevel filmoù hag abadennoù da skignañ war ar rouedad gant Laors Skavenneg

12e Merenn

13e30 Strollad A: Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael Jequel

Strollad B: Sevel, boueta ha merañ ul lec’hienn gant Sophie Marcon

15e45 Strollad A: Sevel filmoù hag abadennoù da skignañ war ar rouedad gant Laors Skavenneg, Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret

Strollad B: Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael Jequel

17e45 Klozañ an abadenn

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Prosez ar re a stourm a-enep d'ar bruderezh

 

 

D'an 2 a viz Mae eo bet barnet Bertille ha Raphaël, e Lyon, evit bezañ bet skrivet "Bevez, saotr" war panelloù bruderezh. Gwelomp o frosez a-dostoc'h, evit kompren abegoù seurt oberenn, hag al liammoù gant an endro.
E penn kentañ ar prosez ez eus bet klevet daou skiantour o deus studiet levezon ar bruderezh. An hini kentañ, Hélène Blanchard, a gelenn deomp e vez maez-lezenn etre
30 ha 40% eus ar panelloù bruderezh a gaver. An eil, Claude Got, a ziskouez pegen diaes e oa bet lakaat e pleustr al lezennoù a harze d'ober bruderezh evit an alkol hag ar butun, hag an dud aes da levezoniñ, o kenderc'hel da vervel e-keit se. Evitañ emañ an traoù er memes stad hiziv, gant ar bruderezh evit kirri saotrus ha lazhus.
Da c'houde ez eus bet displeget e oa bet klasket bihanaat tachenn ar bruderezh dre hentennoù lezennel, met dre ma oa stag an dibabourien ouzh an embregerezhioù a rae gounidoù gant ar bruderezh, ne oa ket bet posupl. Ne chome nemet un hentenn neuze : dizoujañ ouzh al lezenn. Met kement-mañ a-wel d'an holl, gant ar c'hoant da vezañ barnet, evit ma savfe an tabut !

M.M.

Ur rentañ-kont klokoc'h eus ar prosez a zo da gaout amañ :
rebellyon.info/article3711.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel bannoù-treset Brest

 

 

13vet gouel ar bannoù-treset "Tonnerre de Bulles" a vo aozet e Brest d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Even gant servij dudi ar verdeadurezh. 4000 den a oa bet degemeret er sal Surcouf er bloaz paseet. Er bloaz-mañ e vo pedet 10 tresour evit ar re yaouank, lod o tont da Vreizh evit ar wech kentañ en o zouez. A-drugarez d'ur c'henlabour gant gouelioù Amiens ha Laval e vo degemeret ur c'hinkladur B.T., hini "Lou", bet savet gant teir zonennad dafar. Ur genstrivadeg a vo digor d'ar skolidi a c'hello ivez deskiñ sevel ur vandenn-dreset adalek digwener. Tro a vo da gejañ ouzh tad "Un homme est mort" a c'hoarvez e Brest, gant hini "L'Epervier", Patrice Pellerin, pe c'hoazh Jean-Louis Mourier, Christian Gine pe krouerien "Tchô", ha zoken Albert Weinberg, oadet bremañ a 84 bloaz, hag a zo bet o labourat gant Hergé. Un diskouezadeg gant Jérôme Reculey a ginnigo an dafar labour orin bet implijet evit sevel "Arthur."

Hoel Louarn

Mont-tre digoust. Digor d'an holl. Sal Surcouf.

www.festival-bd-brest.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Tennis: Federer trec'het gant Nadal

 

 

Echuet e oa bet dec'h Tournamant Tennis Roland-Garros. Ur chrogad dreistordinal e oa evit an holl re zo sot gant ar sport-mañ. Al lodenn ziwezhañ e rann an tennismen. An daou c'hoarier wellañ er bed tal-ouzh-tal. Unan anezho chomet trec'h abaoe 89 krogad, war-bouez unan bet c'hoariet a-enep egile, gounezet holl tournamantoù ar Chelem Bras gantañ... war-bouez Roland-Garros! Gouzout a rae ar Suis Federer koulskoude eo barrekoc'h ar Spagnol Nadal (skeudenn) war an tachennoù war zouar. Ha diskouezet en deus Rafael Nadal e oa gwir adarre. Klasket en deus Federer stourm eus e seizh gwellañ, met evel e 2006 hag e 2005 ne'eo ket bet evit taliñ ouzh nerzh taolioù Nadal. Tro en doa bet Federer da drec'hiñ Nadal war un dachenn zouar en Alamagn nemet ur wech, teir sizhun zo. Klask a raio en-dro er bloaz a zeu! Diouzh tu Rafael Nadal, e oa an trede gwech dezhañ da c'hounit tournamant Roland-Garros, hag an trede Chelem Bras war ar memes tro. Disoc'h ar c'hrogad: 6-3, 4-6, 6-3, 6-4.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Grindhouse : Death Proof

(Boulevard de la mort – un film Grind House)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ : Quentin Tarantino

 

Emañ an noz o tont, poent eo mont da riboulat evit ar strollad merc’hed koant Julia, Shanna hag Arlene. E-pad o zroiad e tavarnioù ur gêriadenn eus Texas, o do tro da gejañ ouzh “Stuntman Mike” ur faragoueller nec’hus. Techet eo ar paotr da heuliañ merc’hed yaouank gant e garr spontus...

 

Plijus e oa raktres Grindhouse ar sevenourien Tarantino ha Robert Rodriguez (Sin City): kinnig daou film (ur slasher movie hag unan zombi) rumm-B, da lâret eo marc’had-mat, skignet en drive-in er Stadoù-Unanet. Siwazh, n’eo ket bet kaset ar raktres-se da benn er broioù nann-saoznek. Ret ’vo gortoz evit gwelet Planet Terror (lodenn Rodriguez) ha gortoz ar stumm DVD evit sellet ouzh ar filmoù-bruderezh faos savet gant Rob Zombie, Eli Roth ha tud all.

Film nevez Tarantino a zo fentus mat. Plijus-tre eo ar "skeudenn giz kozh" hag an traoùigoù all seurt-se. Tud zo a vo skuizhet gant Tarantino hag e film memestra, dre ma vez merzet betek re e tap ar sevener plijadur e-leizh. Emgarantez. Kalz daveoù zo d’e filmoù all. Evit ar re all e vo ur film feuls met dudius, karget a c’herioù gros hag a sonerezh a-feson, evel boaz gant Tarantino! Ouzhpenn eo dreist tudenn "Stuntman Mike" c’hoariet gant Kurt Russell. Met gortozomp an DVD neuze evit bevañ en un doare klok ar raktres Grindhouse...

G.L.

Evit gouzout hiroc’h:

www.tfmdistribution.com/grindhouse

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Les Inrockuptibles – niverenn isipisial Daft Punk

 

 

Gant an hañv o tostaat emaomp e soñj hejañ hor revr. Ha setu  ma teu er-maez un niverenn ispisial eus Les Inrocks gouestlet da Daft Punk ha d’al levezon en deus bet ar strollad war strolladoù elektro nevez (Digitalism, CSS, MSTRKRFT hag all). Evel-just e ranker kaout ur sell hollek pa gomzer eus Daft Punk: ur bed a-bezh o deus savet, diazezet war o sonerezh, met ivez war o doare d’en em wiskañ, ha kement tra a denn d’an arzoù gweled: goloioù o fladennoù, o videoù klip, o filmoù hag o abadennoù.

Kaoz a zo ivez eus roll Daft Punk e diorren al leurenn elektro gall enni strolladoù evel Justice, da skouer. Ouzhpenn ar pennadoù e kaver burutelladennoù holl bladennoù ar strollad, roll o DVDoù hag ul listennad levrioù diwar-benn ar sonerezh elektronek.

Ur bladenn a zo ivez gant ar gazetenn, enni 10 ton elektro (advesket peurliesañ) savet gant Daft Punk, Klaxons, CSS pe c’hoazh Digitalism. Bremañ eo deoc’h d’en em wiskañ evel korfoù eskern ha da ganañ "Around the world, around the world."

R.M.

9,90 euro (kazetenn + CD) er stalioù kazetennoù

www.lesinrocks.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Saladenn eog hag avaloù-douar

 

 

Danvez evit 4 den : 500 g avaloù-douar (bouedenn parfet) dijelkennet – 425 eog (boestad-mir) – 2 domatezenn – 1 penn saladenn miñset

 

Raktommit ar forn (forn vras). E-barzh ur plad da rostañ, lakait da grazañ an avaloù douar e-pad 30 mn. Lakait da yenaat. Dizourit an eog, lakait an eog en ur plad-saladenn. Ouzhpennit an avaloù-douar, an tomatez, ar saladenn, ha meskit.

 

Soubilh: 120 g dienn fresk – 1 penn-ognon ruz miñset – 50 g kaprez dizouret ha drailhet – 2 loaiad vras fanouilh-gad – 2 loiad vras chug sitroñs

 

Meskit pep tra, ha sasunit ar saladenn gant ar soubilh

 

 

Mari Lubrano