Lun 4 a viz Even, niv.148
Sizhun 23 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Boulc'het eo lodenn ziwezhañ

prosez peñse an Erika

 

 

Pevar miz zo e oa bet boulc'het gant prosez peñse an Erika e lez-kastiz Pariz. Hiziv e vo embannet gant ar brokulorien peseurt kastiz a c'houlennint evit ar strollad Total, ar sikourioù, ar paramantour, ar merour, ar c'habiten, an embregerezh stadañ an eoullestr. 15 tamallad zo, hag an holl a embann bezañ digablus. En o zouez, n'eus nemet tri soudard eus ar sikourioù o deus spi bezañ didamallet da vat hiziv. E-kerzh ar prosez eo bet lakaet anat n'o doa graet fazi mantrus ebet, met kentoc'h n'o doa ket peadra da vezañ efedus. Ar c'hastizoù raktreset gant al lezenn e-keñver saotradur ha/pe bezañ lakaet ar re all en arvar zo: un bloavezh toull-bac'h pe zaou, ha 375000 euro a dell-kastiz. Kement-se a dalvez evit an argerzhadur kastiz hepken. Ne gemer ket e kont ar goulennoù digoll bet savet gant ouzhpenn 100 aozadur (strollegezhioù, kevredigezhioù) hag a ya betek ur miliard a euroioù. Nebeut anezho zo deuet da desteniañ koulskoude. Ker e oa evit lod heuliañ ar prosez e Pariz, ha kumunioù zo o doa aon e vefe brudet fall anv ar gêr ma vefe liammet adarre e soñjoù an dud ouzh peñse an Erika. Ouzhpenn dilennidi ar C'huzulioù-rannvro e oa bet paluderien Gwenrann ha tud an LPO (Ligue de Protection des Oiseaux) o testeniañ dreist-holl.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar produioù OGK difennet ober ganto ?

 

 

En Alamagn ez eus bet divizet ne vo ket aotreet ken al labourerien-douar d'ober gant maiz Kemmet o Genoù MON810, savet gant Monsanto. Alain Juppé (skeudenn), ministr nevez war an Endro, en deus lavaret e vefe posupl e vefe graet kement-all e Bro-C'hall. Laouen-bras e oa neuze ar c’hevredigezhioù a ra war-dro an endro. Met gant Christine Lagarde, ministr war al Labour-Douar, ez eus bet lavaret e oa "mallus gortoz". Ur studiadenn nevez zo bet goulennet, pa oa en em ziazezet Alamagn war reoù nevez-flamm a ziskoueze ne veze ket krouet an toksin sañset lazhañ an alouber evel ma veze raktreset.
Gwelet a reer e sav bec'h etre ministrerezh an Endro ha hini al Labour-Douar. Sañset eo Juppé da gaout muioc'h a bouez gant e bost, setu e vo an doser-mañ un taol-arnod mat a-benn gwelet ha gouest e vo da bouezañ war al lobbioù en anv an endro pe ne vo ket. Gallout a reer bezañ dipitet ne vefe ket bet strollet ministrerezh an Endro hag hini al Labour-Douar, evel ma oa bet soñjet.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

50 bloavezh oberennoù Bernard Buffet diskouezet e Kemper

 

 

Mirdi Breizh e Kemper en deus savet un diskouezadeg pinvidik gant Bernard Buffet hag e sell war ar Vro. Met n'eo ket "skeudennoù kartennoù-post" a vo tu da zizoleiñ rak an arzour zo bet merket gant marv e vamm e 1945 ha gant ar brezel hag e zistruj. Gwelet e vo chapelioù, bigi-pesketa ha maouezed eus Bro Gerne gwisket gant koefoù, met Bernard Buffet en deus livet hag engravet an elfennoù-mañ gant e zoare personel-tre da zegemer anezho. An diskouezadeg 50 bloavezh oberennoù, adalek tour-tan Enez Eusa livet e 1951 betek e daolenn ziwezhañ anvet "Korventenn" ha savet e 1999 nebeut a-raok marv an arzour, a ziskouez splann eo bet gouest Bernard Buffet da adnevesaat e labour daoust d’ar pezh a vez soñjet alies. Div lodenn ispisial zo kinniget ivez gant engraverezh nemetken eus un tu ha gant "Sant Kast, eñvorennoù bugaleaj", eus an tu all, evit skeudennaouiñ barzhonegoù gant Charles Baudelaire.

 

Hoel Louarn

 

Betek an 30 a viz Gwengolo e Mirdi Breizh e Kemper

 

 

 

 

 

 

 

 

Gallez ebet ken e Roland-Garros

 

 

Dec'h e oa bet skarzhet ar C'hallez diwezhañ eus tachennoù kenstrivadeg tennis Roland Garros. Goude ma vefe bet kollet gant Amélie Mauresmo, ne chome nemet Marion Bartoli war ar renk evit ar Gallezed. A-enep ar Serbez Jelena Jankovic he doa Bartoli da c'hoari dec'h, evit an eizhvedennoù. Ne oa ket prest ar C'hallez da c'hoari a-enep Jankovic, zo aet kalz war-raok abaoe ar c'hrogadoù diwezhañ o doa graet asambles. Jankovic, bet titlet teir gwech er bloaz-mañ hag erruet e lodenn ziwezhañ an US Open, zo e-touez ar c'hoarierezed tennis gwellañ zo hiziv. Adalek penn-kentañ an abadenn e oa sklaer an traoù. Dastumet he deus Jankovic leun a boentoù gant tennoù kentañ bolotenn. Nebeut a fazioù he deus graet... En tu all e oa kollet Bartoli ha ne zeue ket a-benn da heuliañ : 6-1, 6-1 eo an disoc'h.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Pirates of the Caribbeans: At World's End

(Pirates des Caraïbes, jusqu'au bout du monde)

 

 

Stadoù-Unanet – 2006

Seveniñ : Gore Verbinski

 

Deuet eo Lord Cutler Beckett (Tom Hollander) a-benn da sujañ Davy Jones (Bill Nighy) hag e lestr spouronus. Setu bremañ an Hollandad war-nij e penn a-raok Kompagnunezh Indez ar Reter o tiskar ar vorlaeron. Ur bed zo en arvar da steuziañ kuit. N’eus nemet en ur vodañ pennoù bras ar morlaerezh e vo kavet un diskoulm marteze, met ne vo ket graet hep Jack Sparrow (Johnny Depp) hag e vBlack Pearl. Marv eo hemañ, eno emañ an dalc’h. Ret e vo da Will (Orlando Bloom), Elizabeth (Keira Knightley) ha Barbossa (Geoffrey Rush) mont da gerc’hat anezhañ.

 

Goude un abadenn gentañ dudius e oa bet dipitus-spontus an eil lodenn eus ar saga Pirates of the Caribbean (sellit en-dro ouzh ar vurutelladenn anezhi e dielloù Bremaik). Peadra a oa da gaout disfiz rak an trede film-mañ neuze. Raksoñjal e vo null ur film eo an doare gwellañ da gavout e walc’h gant ur film etre a-benn ar fin. Evel-se e c’hoarvez gant At World's End. N’eo ket ken fresk ha plijus ha The Curse Of The Black Pearl (2003), met danvez un istor a vir outañ a vezañ ken toull ha Dead Man's Chest (2006) zo gantañ memes tra. N’eo ket ret mont d’e welet kennebeut.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h: disney.go.com/disneypictures/pirates

 

 

 

 

 

 

 

 

 

120 Days – 120 Days

 

 

Embannet gant Smalltown Supersound/Differ-ant

 

Setu ni gant tachoù-meud liesliv, o lakaat anezho war gartenn ar bed. Ur vro nevez a ranker merkañ evit a sell ouzh ar rock: Norvegia an hini eo. Eus ar vro-se e teu neuze 120 Days, ha pa weler anezho e c’haller soñjal o deus tremenet kalz amzer o selaou sonerezh shoegaze ar bloavezhioù 1990. Chañsoù zo ivez o defe selaouet kalz a sonerezh elektro iskis, evel ma rae Suicide pe Neu !.

An disoc’h a zo diazezet war an daou stumm-se mesket: trouz ar gitaroù o tiorren dre wagennoù evel The Jesus and Mary Chain pe (dreist-holl) Spacemen3 ha luskoù elektro a denn da daolioù-arnod Bowie (pa oa e Berlin) ha d’ar c’h/krautrock ivez.

Hir-mat eo o c’hanaouennoù, amzer da Yann selaouer splujañ enno. Ken dic’hortoz eo o meskaj ken a e c’haller soñjal ivez o deus lonket a bep seurt traoù evit dont a-benn da ginnig o sonerezh, dibar a-walc’h er mare-mañ. Ken nerzhus eo ivez, ken e rankfent kinnig un abadenn a-feson pa zeuint da Vreizh da vare La Route du Rock e Sant-Maloù.

 

R.M.

 

Muioc’h a ditouroù :

www.120days.no/news

www.myspace.com/120days

 

Evit pellgargañ unan eus tonioù ar bladenn :

www.vicerecords.com/download/120_days-come_out.mp3

 

 

 

 

 

 

 

 

Saladenn eog hag avaloù-douar

 

 

Danvez evit 4 den : 500 g avaloù-douar (bouedenn parfet) dijelkennet – 425 eog (boestad-mir) – 2 domatezenn – 1 penn saladenn miñset

 

Raktommit ar forn (forn vras). E-barzh ur plad da rostañ, lakait da grazañ an avaloù douar e-pad 30 mn. Lakait da yenaat. Dizourit an eog, lakait an eog en ur plad-saladenn. Ouzhpennit an avaloù-douar, an tomatez, ar saladenn, ha meskit.

 

Soubilh: 120 g dienn fresk – 1 penn-ognon ruz miñset – 50 g kaprez dizouret ha drailhet – 2 loaiad vras fanouilh-gad – 2 loiad vras chug sitroñs

 

Meskit pep tra, ha sasunit ar saladenn gant ar soubilh

 

 

Mari Lubrano