Lun 26 a viz Mae, niv.193
Sizhun 22 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar sonterez Phoenix "meurzhaet" mat

 

 

Erruet e oa dec'h ar sonterez amerikan Phoenix war douar ar blanedenn Veurzh. E penn-ahel norzh ar blanedenn ruz eo aet, a-benn klask war-lerc'h roudoù dour skornet. Tu a vefe da welet neuze hag-eñ e vefe bet tu da Veurzh degemer danvezioù bev. Hervez tud an Nasa eo erruet ar sonterez tost eus al lec'h a oa sañset da dizhout.

679 milion a gilometradoù zo bet graet gant ar sonterez Phoenix, bet kaset e miz Eost 2007 (276 milion a gilometradoù zo etre ar blanedenn c'hlas hag an hini ruz). Da 11e30 noz (eur Greenwich) he deus treuzet aergelc'h Meurzh, d'un tizh a 21 0000 km/eur ! Da 11e52 e reseve skipailhoù an Nasa titouroù o lavaret e oa bet stoket leur Meurzh gant Phoenix. 15 munutenn a ranker gortoz evit resev war an Douar ur c'hemenn kaset eus Meurzh.

"Permafrost" ar blanedenn a furcho Phoenix, a-benn kavout roudoù karbon pe hidrogen, danvezioù ret evit ma vefe buhez. 420 milion a zollarioù e koust ar veaj-se. Hervez an Nasa ne vefe bet evit poent, nemet 45% eus ar sonterezioù kaset da Veurzh a vefe deuet a-benn da erruout dibistig war reier ruz ar blanedenn.

 

 

 

 

 

 

 

 

Anken dirak liesseurted ar boudoù bev o tiskenn

 

 

Emañ Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar boued hag al labour-douar (FAO) o paouez embann un danevell enni ur galv evit mirout ouzh liesseurted plant ar parkeier da vont da get. Graet e oa bet kement-mañ gantañ evit ar pezh a selle ouzh loened an atantoù e miz Even 2007. Hervez an danevell eo aet da get an tri c'hard eus liesseurted genetikel ha hini ar spesadoù plant-parkeier e-kerzh an 20vet kantved. Bremañ, ne vefe mui diazezet hon boued nemet war 12 spesad plant ha 14 spesad loened!
Liammet eo kement-mañ ouzh ar c'hlask a vez ingal evit produiñ muioc'h. Evit al laezh da skouer, ez eus bet lieskementet dre 2,5 keidenn ar c'hementadoù laezh produet bemdez, er memes tro ma'z eo en em ledet ar rummad Holstein-Fiesian, betek bezañ ar rummad boutinañ er bed, a-bell dirak ar re all.
Dañjerus eo kement-mañ peogwir ez a spesadoù kozh da get, hag ar re-se a c'helle derc'hel dirak kleñvedoù zo, pe dindan hinoù disheñvel. Bremañ pa n'eus mui nemet un nebeud spesadoù e vez techet an holl blant da vervel asambles pa vez ur c'hleñved pe pa vez cheñchamantoù hin. Dirak an hin o cheñch e vefe fur mirout spesadoù gouest da zreistbevañ e meteier liesseurt.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diviz war an identelezh hag an arzoù

 

 

D’ar Gwener 6 a viz Even ho po tro da vont da selaou "Arz Breizh hag hon identelezh", ur gaozeadenn e brezhoneg kinniget gant al livourez eztaolerez Armel Sec'h. Houmañ a zo bet prezidantez kentañ "Poellgor an Tarv", ur strollad arzourien eus Breizh bet krouet e 1997 gant ar pal brudañ ha broudañ un arz lec'hel hag a-vremañ. Taolennoù an arzourez zo brudet e Breizh met prizioù he deus bet ivez evit he skridoù evel barzhonegoù e brezhoneg hag haïku e galleg. "Ar pezhioù kizellet, da gentañ hag an tisaverezh, ar pezhioù livet hag ar fotoioù, goude, o deus "kizellet" hon identelezh hag hon ene, hag er memes amzer o deus roet d'ar bed skeudenn hep par ur Vro lugernus" emezi.

Hoel Louarn

E Ti ar Vro e Kawan da 8e30.

Digoust ha digor d'an holl.

Evit gouzout hiroc'h : http://Poellgor_an_Tarv
Al Levrig :02 96 49 80 55

pe 02 56 35 51 20

 

 

 

 

 

 

 

 

La Tour d’Auvergne Roazhon : ar bloavezh mat !

 

 

Chom a ray ar c’houlzad 2007/08 e-pad pell en eñvorioù c’hoarierien, renerien, tud a volontez vat ha suporterien kleub roazhonat ar prezidant J. Aubry : tri eus ar pevar skipailh ‘Henaded’ a c’hoario el live a-us da vloaz hag ar skipailh ‘Henaded A’ en deus gounezet an droed da vont e gourfenn Kib Breizh a vo dalc’het e Kemper a-benn nebeut. 

Abaoe an trec’h war ar Stad Pempoull FK-7-1 d’an 11 a viz Mae –e oar an TA Roazhon ez ay kuit eus Rummad Enor Breizh evit pignat e Kampionad Frañs Amatour 2, evit gwech kentañ e istor. Start e oa bet ar gevezadeg a-hed ar c’houlzad, peurgetket abalamour d’an US Sant-Maloù, renket da eil gant pemp poent dale: 1-1 e Marville ha 0-0 e Roger Salengro. Tost-kenañ e oa an daou strollad an eil ouzh egile ’ta. Un taol-kaer evit an TA peogwir ne vo bet chomet nemet daou goulzad er Rummad Enor! 

Disadorn e oa bet degemeret an OK Saozon-Sevigneg Football gant an TA da-geñver kentañ hanter-c’hourfenn Kib Breizh. Un derby evit an daou skipailh amezek-se zo kustum da genstrivañ e kampionad ar Rummad Enor ivez (daou drec’h 3-1 ha 0-1 hevlene evit ar Roazhoniz). Hag evit an drede gwech eo aet ar maout gant an TA Roazhon a-drugarez d’un tenn-kastiz merket gant M. Levacher en diskrogoù-c’hoari. Keuz a c’hall kaout ar Saozoniz, kalz re nervus, peogwir o doa bet ar gwellañ digarezioù palañ, pemp anezho o vezañ harzet gant un diwaller roazhonat (G.Montagne) DREISTORDINAL! O terc‘hel da dalvoudegezhioù laouenekaat, plijadur ha stummadur re yaouank an TA en doa savet e c‘hourdoner -J.Le Normand- ur skipailh kemmesket a-benn loreañ e holl c’hoarierien. Aze e oa kevrin ar berzh marteze; peadra da brederiañ evit ar gourdoner saozonat, techetoc’h d’en em gemer ouzh an tri zredeog goude ar c’hrogad eget da frealziñ e c’hoarierien...

Difenn a ray an Tour d’Auvergne Roazhon e goun-trec’h, bet gounezet e 2007, a-enep Pleneventer Sportoù (trec’her war ar FK Lannuon en hanter-c’hourfenn all).

 

Yannig Boulard

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Indiana Jones and the Kingdom of the Crystal Skull
(Indiana Jones et le Royaume du Crâne de Cristal)

 

 

Stadoù-Unanet – 2008

Seveniñ : Steven Spielberg

 

E 1957 e adkavomp Indiana Jones (Harrison Ford). Gant ugent vloaz ouzhpenn en deus cheñchet un tamm evel-just. Pas kement hag ar bed tro-dro dezhañ avat. Setu eñ skrapet gant ur strollad spierien soviedel, c’hoant ganto lakaat o c’hrabanoù war ur c’horf-marv kevrinus bet studiet gant an Dr Jones dek vloaz a-raok. A-boan tennet eus an enkadenn-se en em gav henoniour e skourjez gant ur paotr yaouank (Shia LaBeouf) deuet da c’houlenn sikour digantañ: steuziet ez eus kuit ur mignon kozh dezhañ tra ma oa war roudoù kêr gollet Akator.

 

Hirc’hortozet e oa pevare lodenn troioù-kaer Indy, e gwirionez. Abaoe pemzek vloaz zo e kleved anv eus ar raktres-se gwech ha gwech all. Ur sarpant-mor e oa deuet da vezañ zoken met gortoz pell gortoz gwell. Pemzek vloaz evit en em lakaat a-du war ar senario… Abeg a oa da soñjal e vije bet ur steuñvenn eus ar re wellañ gant ar film-se. Ma, sklaer eo ez eus dipit da gaout er c’heñver-se p’en em gaver kentoc’h gant steuñvenn ur c’hoari video. Re fonnus eo en ur mod ha poaniañ a reer dre forzh klask krediñ en un istor hag a vez re "betek re" alies. Dudius-tre eo an abadenn atav ha da vareoù zo e anavezer mat spered ar filmoù all. C’hoari a ra strobinellerezh Indy bepred. Evel en em gavout en-dro gant ur mignon tost aet diwar wel abaoe pell ez eo: cheñchet eo ha n’eo ket rik an den ho poa dalc’het soñj anezhañ ken, met laouen e vezer memes tra.

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout muioc’h: http://www.indianajones.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

30 vloaz Run ar Puñs

Kastellin, etre an 30 a viz Mae hag ar 15 a viz Even

 

 

Meur a ensavadur breizhat a lid o 30 vloaz e 2008. Hag en o zouez emañ Run ar Puñs, ur sal-sonerezh eus Kastellin. Brudet-mat eo ar sal e-touez ar re a blij dezho ar sonerezh amplaet, ha sur-mat ez eo unan eus re zedennusañ Penn ar Bed, gant ar Vauban (Brest) hag an Hesperides (Plouneour-Traezh).

A-hed ar bloaz e vo lidet deiz-ha-bloaz ar sal, hag ouzhpenn sonerezh a vo kinniget. D’an 30 a viz Mae e krogo an traoù adalek 8e30 noz, ha digoust e vo an abadenn, enni diskouezadegoù ha Djed. A-benn an 31 e vo un nozvezh anvet "Sur ton 31", hag ur souezhadenn e vo war un dro, rak ne ouezer ket piv eo an arzourien a zo bet pedet.

E penn-kentañ miz Even (d’an 3 ha d’ar 4) e vo aozet daou zevezh eskemmoù ha preder war ar salioù sonerezh amplaet staliet war ar maez. D’ar 5 a viz Even e vo kinniget un teulfilm diwar-benn Palestina, ur c’henaozadur Run ar Puñs-Festival filmoù Douarnenez eo. D’ar 7 a viz Even e vo un nozvezh rock’n’roll da vat gant The Good Old Boys (rock-garage), Fancy ha Dj Moule, un den a blij dezhañ meskañ sonerezh en doare "bastard pop" evel ma vez lavaret.

Menegomp ivez un abadenn evit ar vugale (Wild Billy Boy Mosai) a-benn an 11 a viz Even (3 eur  goude kreisteiz). Traoù all a zo, dibosupl eo menegiñ pep tra amañ. Muioc’h a Run ar Puñs en ur heuliañ an daou liamm amañ a-is. Ha da c’hortoz... deiz-ha-bloaz laouen !

 

R.M.

Muioc’h a Run ar Puñs :

www.runarpuns.com

www.myspace.com/runarpuns

 

 

 

 

 

 

 

 

Kig-yar en hili meur

 

 

Danvez evit 4 den : 8 skalopenn kig-yar – 1 “crepine” kig-moc’h – 150 g dienn tev – 10 g amann - 80 g pistachez diblusket disall – 20 g kraoñ-pin – 4 loaiad vras gwinêgr balzam – pebr hag holen

 

Drailhit ar pistachez ha diskargit anezho en ur plad-saladenn. Ouzhpennit an dienn hag ar c’hraoñ-pin, pebrit hag holenit. Aozit un tamm farz war pep skalopenn. Rollit ha goloit pep skalopenn gant ar “crepine”. Lakait an amann da velenañ en ur gokellenn ha diskargit e-barzh an tammoù kig-yar farzet. Lezit da boazhañ 15mn war dan bihan. Troit anezho bep an amzer. Tennit anezho diwar dan ha lakit a-gostez. Dilindrit ar gokellenn gant gwinêgr balzam, ha fetisait ar soubilh. Servijit ouzh taol gant ar soubilh.

 

Mari Lubrano

 

 

Lennit Bremañ miz Mae!

 

Tibet ha Sina, enkadenn ar feulster en Euskadi, milinoù-tredan e strad an Oded, stourm tud Kreiz Breizh evit mirout holl servijoù ospital Karaez, skipailh mell-droad Kerc'hfaou... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Mae 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ d'an dud nammet. Stourm "Na paour, na suj", degemer ur skolajiad nammet e skolaj Diwan Kemper, buhez pemdez div blac'h e kreiz- kêr Roazhon, ur rummad levrioù touristañ savet a-ratozh evit an dud war gador-ruilh...
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org