|
|
|
|
|
|
|
Lun 28 a viz Mae, niv.147 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Debromp
kig yar ! |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg
skeudennoù ha skritelloù e Skol Diwan Roazhon |
|
|
Skol Diwan Roazhon, 31 bali Portugal
(arsav metro Italie), betek an 2 aviz Even. Evit gouzout hiroc'h:
http://pikechu.over-blog.com |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
30 eilenn re evit Roazhon |
|
|
Lens, Bourdel, Roazhon ha Tolosa. 4
c’hêr, 4 skipailh gant ar memes pal: kib Europa ar
Gampioned! Evit Roazhon ne oa nemet un doare da dizhout ar "Champions
League": trec’hiñ e Lille ha kaout spi ne
c’hounezfe ket Bourdel ha Lens o c’hrogad. Kregiñ a rae mat an
traoù evit Roazhon: 8 munutenn c’hoari ha Troyes a
blante ur pal da Lens. Falloc’h
'oa un tamm goude pa verke Bourdel e Tolosa ( Met ne oa nemet
penn-kentañ an nozvezh, an traoù a
c’helle cheñch buan. Ha setu Tolosa o
plantañ e-barzh ( Goude an ehan ec’h adkroge
buan an traoù: un eil pal evit Tolosa, ar pezh a lakae diaes
Bourdel hag un eil ha trede pal diouzh renk evit Troyes hag a harpe
krenn c’hoantoù Lens. Lille ha Roazhon a chome
rampo. Nebeut goude, pa chome 20 munutenn da c’hoari e plante
Elmander e drede pal hag e oa tost dibosupl da Vourdel
distreiñ war Tolosa. D’ar mare-se en doa dibabet
Tolosa mont er "C1". Met arabat e oa disoñjal Roazhon hag
Utaka, a blante ur pal pouezus bras evit ar gêrbenn ! E pad 20 munutenn e oa Roazhon ar
skipailh nemetañ war ar renk evit kib Europa ar Gampioned.
Met goude kement-all a spi, ha pa ne chome nemet 1-1, Roazhon ne vo ket e kib Europa
ar Gampioned. Dipit bras zo, ha pa vefent degemeret en UEFA, eil kib
pouezusañ Europa… 30 eilenn re… Kenan an Habask Bretonezed
e "Rummad 1" Bowling Frañs
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Zodiac |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika -
2007 Seveniñ : David Fincher
Savet eo film nevez David Fincher
diwar levrioù Robert Graysmith, ar re glokañ war
afer ar Zodiac. Ur bagad aktourien a-feson ha
tudennoù dedennus, taolennadur ampart ar gevredigezh
amerikan hag he emdroadur etre ar bloavezhioù G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
La
Route du Rock 17 Sant-Maloù
etre ar 15 hag ar 17 a viz Eost |
|
|
Kregiñ a ray an
traoù d’ar Merc’her 15 a viz Eost gant
The Go! Team (meskaj gitar-elektro-a bep seurt) o kinnig
tonioù o fladenn nevez a zeuio er-maez a-benn miz Gwengolo,
sonerezh folk lo-fi Herman Düne hag elektro Justice, ar
strollad gall a glever komz kalz diwar e benn. An deiz war-lerc’h e vo
distro Smashing Pumpkins, unan eus ar strolladoù grunge
brudetañ e dibenn ar bloavezhioù 1990. Dont a
raio ivez CSS, ar strollad brazilian elektro-rock, deuet
d’hol lakaat da zañsal c’hoazh e Roazhon
e miz Kerzu. 5 strollad all, tost dianav, a vo ivez. Echuiñ a raio brav an
traoù d’ar Gwener, gant 120 Days, ur strollad
nevez-flamm eus Norvegia a nevesa ar sonerezh shoegaze war e bladenn
gentañ. Tchak-poum elektro gwir a vo gant LCD Soundystem, ur
strollad a dalvez ar boan gwelout war al leurenn. Met gellet e vo
dreist-holl gwelout ha klevout Sonic Youth (skeudenn) o
seniñ en urzh hag en he fezh o fladenn Daydream Nation, o
fennoberenn bet embannet tost 20 vloaz zo. Un digarez evit tud zo da
glevout o larsen kentañ. R.M. Muioc’h a
ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Enezenn
war-neuñv war chugon sivi |
|
|
6 gwenn-vi – 500 g sivi
– 250 g sukr poultr – 1 chug sitroñs
– 1 pakad alamandez skejennet Gwalc’hit, dizourit ha
dilostit ar sivi. Lakait anezho gant 250 g sukr e-barzh ar robot-kegin
(3mn). Ouzhpennit ar banne chug sitroñs. Lakait er yenerez. Lakait 3 litrad dour da
dommañ betek ma krogo birvilh ennañ.
Basañ ar gwenn-vi en erc'h. Stummit tammoù
gwenn-vi gant 2 loa vras. Bolc'hit anezho e-barzh an dour o
rollvirviñ, 6 mn eus un tu ha 4 mn eus an tu all. Dizourit
mat. Diskennit ar chugon sivi e-barzh
bolennoù, disammit 3 zamm gwenn-vi e-barzh pep bolenn.
Klinkit gant alamandez skejennet krazet. Mari Lubrano |
|
|
|