|
|
|
|
|
|
|
Lun 19 a viz Mae,
niv.192 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tri devezh kañv e koun gouzañvidi Sichuan |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Un nebeud keleier eus lezenn an OGK |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Mae 68 e
Bro-Naoned |
|
|
D'ar 24 a viz Mae, etre
9e30 ha 12e30 e vo kinniget deoc'h mont da selaou un heuliad prezegennoù ("Mae
1968, an amdro broadel ha lec'hel", "An emsav studierien",
"An emsav micherourien", "An emsav labourerien-douar")
evit mont donoc'h en istor an emsav-mañ e Bro-Naoned ha da 2e30 e vo skignet
ar film "Marx a-enep De Gaulle" sevenet gant Jean-Paul Beauplet
diwar skeudennoù dielloù an emsav e Naoned, Roazhon, Brest ha Pariz. Ha d'ar
Yaou 29 da 8e noz e vo tro "Images de Mai" gant Sébastien Layerle. Hoel
Louarn Evit gouzout hiroc'h ha lakaat e anv evit ar
prezegennoù hag ar filmoù : http://www.cg44.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Krogad mell-droad Breizh-Kongo e
Sant-Brieg |
|
|
Gwarded-pal
: Julien Lachuer (Stade Brest), Ronan Le Crom (RC
Lens), Christophe Revel (Gwened OC) Difennerien
: Philippe Billy (Stade Brest), Mickael Buzaré
(Stade Lavallois), Romain Danzé (Stad Roazhon), Guillaume Moullec (FC Naoned),
Romain Poletti (Gwened OC), Erwan Quintin (Gwened OC), Pierre Talmont (Gwened
OC), Romain Thomas (Stade Brest) Kreizerien
: Mathieu Bouyer (RC Ferrol), Fabrice Garin (Gwened
OC), Olivier Guegan (Stade Brest) Laurent
Hervé (Gwened OC), Yann Lachuer (Berrichonne de Châteauroux), Jérôme Lebouc
(Gwened OC), Fabien Lemoine (Stade Roazhon), Vincent Richetin (Stade Brest) Argaderien
: Nicolas Haquin (EA Gwengamp), Anthony Le Gall
(Stade Brest), Anthony Le Tallec (Le Mans UC), Fabien Robert (FC An Oriant), Steve
Savidan (Valenciennes FC) Krogad
Breizh-Kongo e sportva Fred Aubert e Sant-Brieg da 9e noz d'an 20 a viz Mae 5
euro pe 10 euro (plasoù azezet) digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz Evit
gouzout hiroc'h : www.bretagne-football.org Evit mirout plasoù : www.francebillet.com pe www.ticketnet.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
Battle in Seattle (Bataille à
Seattle) |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2008 Seveniñ
: Stuart Townsend
Hentad tudennoù lies a heuilher neuze en darvoudoù
o deus lakaet ar bed a-bezh da anavezout ar stourm a oa tu da ren a-enep ar
bedelaat. Ur film souezhus un tamm eo. N’eo ket kement-se peogwir e teu
eus ar Stadoù-Unanet met peogwir ez eus war ar film-se liv proadurioù ramzel
Hollywood. Daoust d’ur budjed "bihan", ar sevener zo deuet
a-benn da gaout en e gasting aktored "bankable" evel
Charlize Theron (a zo gwreg ar sevener e gwirionez) pe Woody Harrelson. Gwell
a se ma teu a-benn dre-se da dizhout ar Stadunaniz da gentañ. Kavout a ra Battle
in Seattle e blas e gwagennad nevez ar filmoù politikel er Stadoù-Unanet
(traoù savet gant Section eight pe filmoù troet war-zu an endro evel re Di
Caprio pe Al Gore). Mont a reer er-maez eus an abadenn gant ar soñj brav
n’eo ket toull derc’hel mort gant ar mennozh e c’hell ur
bed all bezañ. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h : http://www.battleinseattlemovie.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
MGMT – Oracular Spectacular |
|
|
Kanaouenn ur remziad a
lavar tud zo pa glevont Time to Pretend (ha c’hoazh, n’ho
peus ket gwelet ar video?). Ma, re gozh omp evit gouzout ha gwir eo pe get,
met dav eo anzav ez eo efedus-kenañ (reizh eo, savet eo war teir notenn
zisheñvel, n’eus ket ezhomm kaout muioc’h). Met pet strollad a zo
bet plijet deomp evit ur ganaouenn nemetken, hag hon eus kavet
gwelloc’h disoñjal peurrest o oberenn? Gant MGMT ez eo disheñvel an traoù:
levezonioù liesseurt a gaver en o zonioù: funk, pop, rock, soul, sonerezh
psike, elektro, David Bowie, The Flaming Lips, Mercury Rev hag un nebeud re
all. Hag ouzhpenn Time to Pretend a zo: selaouit Kids (a rankfe
ober kement a verzh ha Time to Pretend), Weekend Wars (ar
Beatles hag ar Beach Boys o seniñ asambles goude bezañ lonket acid pe un dra
bennak evel-se), Electric Feel, Of Moons, Birds and Monsters
ar ganaouenn ne c’haller ket gouzout penaos ec’h echuo… Anat eo ez eo diaes gouzout
ha gouest e vo MGMT da sevel un eil pladenn ken plijus, diaes gouzout hag-eñ
e talc’himp soñj outo a-benn, lakaomp, ur bloaz (se eo lusk nevez ar
sonerezh da vare internet). Da c’hortoz, profitomp! R.M. Embannet gant Columbia /
Sony BMG
Muioc’h a Oracular Spectacular:
evit Diwan disadorn Disadorn e vo aozet div abadenn gant skolioù
Diwan. Ur fest-noz bras evit skol Diwan Roazhon, e kreizenn sevenadurel
Breal-Moñforzh adalek 6e noz. Bez' e vo war al leurenn: ar Vreudeur
Morvan, Carre Manchot, Kendirvi, Duo D’en Bas, Meva
Guegan & Ariane Guguen, Talabao, Mille & Une Cordes (6 euro
evit mont-tre). Evit gouzout hiroc'h : http://diwan35000.tollfreepage.com Gant skol Diwan an Alre e vo kinniget ur sonadeg
100% brezhoneg e Lokoal-Mendon, er Sal Emeraude. Adalek 6e noz betek 2e beure
e vo sonet gant Les Ramoneurs de Menhirs (punk/rock), Fiskal Bazar (ska), Lik
ha Lik (rock fusion) ha Daonet (rock). Monet a-barzh : 8 euro. Evit gouzout hiroc'h : www.petraeo.com |
|
|
|
|
|
|
|
Podadigoù dienn gant te Earl Grey |
|
|
2 vi ha 5 melen-vi – 20 g amann – 45 g
laezh hanter digoavenet – 200 g sukr – 3 loaiad vihan te earl
grey Degasit d'ar berv ar banne laezh. Tennit diwar dan
hag ouzhpennit an te, lakait da c’hlec'hiañ 15 mn. Raktommit ar forn
(therm 6/7 – 200°). Fouetit ar vioù ha melen ar vioù gant ar sukr.
Silit ar banne laezh, ha diskargit e-barzh an aozad vioù. Amanennit podigoù ha diskargit an dienn e-barzh.
Poazhit en dourgib er forn 35 mn. Lezit da yenañ a-raok servijout. Mari Lubrano
Niverenn Bremañ
miz Mae 2008 (niv.319) zo deuet er-maez! Tibet ha
Sina, enkadenn ar feulster en Euskadi, milinoù-tredan e strad an Oded, stourm
tud Kreiz Breizh evit mirout holl servijoù ospital Karaez, skipailh
mell-droad Kerc'hfaou... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh
e-barzh niverenn Bremañ miz Mae 2008. An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ d'an dud nammet. Stourm
"Na paour, na suj", degemer ur skolajiad nammet e skolaj Diwan
Kemper, buhez pemdez div blac'h e kreiz- kêr Roazhon, ur rummad levrioù
touristañ savet a-ratozh evit an dud war gador-ruilh... Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|