|
|
|
|
|
|
|
Lun 21 a viz Mae, niv.146 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Pesticides,
révélations sur un scandale français
: al levr |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
Roazhoniz laouen, Oriantiz dipitet, Naonediz
diskaret |
|
|
Diouzh tu Naonediz eo luziet an
afer. Dalc'het o doa ar Ganaried dirak c'hoarierien Tolosa, 0-0, met
a-raok fin ar c'hrogad eo bet aloubet an dachenn c'hoari gant
suporterien Naoned, mantret ha dinervet e vefe o skipailh e penn
izelañ-tout taolenn ar C'hevre 1. Diwar-se e tlefe Tolosa
gounit ar c'hrogad hervez lezennoù ar C'hevre, met n'eo ket
diluziet an afer c'hoazh. |
|
|
|
|
|
|
|
Tekkon
kinkreet (Amer béton) |
|
|
Japan – 2006
Istor manga Matsumoto azasaet
amañ d’ar sinema a lak ar pouez war meizad ar
c’hempouez: un eil elfenn o vezañ lakaet a-dal
d’eben. Ar yin hag ar yang e berr gomzoù.
N’eo ket manikean met kentoc’h soutil an
tudennoù taolennet e Tekkon kinkreet e
gwirionez. Met dont a ra a-benn, dreist-holl, ar Stadunanad Michael
Arias da sevel amañ un oberenn bersonel-tre,
brav-kenañ da welet. Ar film bevaat japanat
talvoudusañ deuet er-maez abaoe ur pennad eo, met da ziwall
zo: n’eo ket kement-se un doare film evit ar re vihan. Meriadeg Vallerie Evit gouzout
muioc’h : www.tekkon.net
(evit ar japanegerien) |
|
|
|
|
|
|
|
La
Route du Rock 17 – Sant-Maloù etre ar 15 hag ar 17
a viz Eost |
|
|
Kregiñ a ray an
traoù d’ar Merc’her 15 a viz Eost gant
The Go! Team (meskaj gitar-elektro-a bep seurt) o kinnig
tonioù o fladenn nevez a zeuio er-maez a-benn miz Gwengolo,
sonerezh folk lo-fi Herman Düne hag elektro Justice, ar
strollad gall a glever komz kalz diwar e benn. An deiz war-lerc’h e vo
distro Smashing Pumpkins, unan eus ar strolladoù grunge
brudetañ e dibenn ar bloavezhioù 1990. Dont a
raio ivez CSS, ar strollad brazilian elektro-rock, deuet
d’hol lakaat da zañsal c’hoazh e Roazhon
e miz Kerzu. 5 strollad all, tost dianav, a vo ivez. Echuiñ a raio brav an
traoù d’ar Gwener, gant 120 Days, ur strollad
nevez-flamm eus Norvegia a nevesa ar sonerezh shoegaze war e bladenn
gentañ. Tchak-poum elektro gwir a vo gant LCD Soundystem, ur
strollad a dalvez ar boan gwelout war al leurenn. Met gellet e vo
dreist-holl gwelout ha klevout Sonic Youth (skeudenn) o
seniñ en urzh hag en he fezh o fladenn Daydream Nation, o
fennoberenn bet embannet tost 20 vloaz zo. Un digarez evit tud zo da
glevout o larsen kentañ. R.M. Muioc’h a
ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
"Profit
muioc’h eget ur mousc’hoazh" |
|
|
An arc’hant dastumet a
sikouro pep dileuriadezh-departamant da gas o raktresoù da
benn, peurgetket stourm a-enep digenvez an dud nammet (aozañ
pourmenadennoù, prenañ dafar urzhiataerezh,
minibusoù...). 300 stand aozet d’ar
1añ ha d’an 2 a viz Mezheven (34 el liger-Atlantel
ha 10 en Il-ha-Gwilen da skouer). Listennad al
lec’hioù a c'heller kaout war: www.apf.asso.fr/operations/sourire/fichiers/stands_vente.pdf Tu zo ivez da brenañ
traoù enlinenn evit skoazellañ
diouzhtu : www.apf.asso.fr/operations/sourire/boutique Mari Lubrano Evit gouzout hiroc’h : |
|
|
|