|
|
|
|
|
|
|
Lun 29 a viz Mae,
niv.102 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Manifestadeg
ha Devezh ar brezhoneg |
|
|
Disadorn
e krogo ivez trede Devezh ar brezhoneg e Karaez. Gellout a raio ar
vanifesterien erruout evit ar sonadeg gant Calico, EV, Startijenn ha DJ
Blue. D'ar Sul 4 eo e vo kinniget ar muiañ a
abadennoù, gant ur vreutadeg diwar-benn plas ar brezhoneg er
mediaoù, un oferenn, c'hoariva gant skolajidi Diwan Kemper,
c'hoarioù hag abadennoù sport a bep seurt,
standoù kevredigezhioù ha sonadegoù
adarre (Jean-Luc Roudault, Jakez ar Borgn, Manu Lann Huel, Didier
Squiban, Jacques Pellen & Alain Trévarin...). Klozet
e vo an devezh gouel evit hor yezh gant ur fest-noz war tachenn
Kerampuilh evel-just ! (Skolvan, Termajik...). Manifestadeg
: 2e30 goude-kreisteiz, plasenn Hoche, Roazhon. Evit gouzout hiroc'h :
02 99 87 17 65 (KSB) ksb.ccb@wanadoo.fr. Devezh
ar brezhoneg : adalek 2e goude kreisteiz d'ar Sadorn 3, adalek 10e30
d'ar Sul 4. Tachenn Kerampuilh, Karaez. |
|
|
|
|
|
|
|
War
ar maez hep karr-tan |
|
|
Morwena
Audic Evit
goût hiroc’h : http://cyclane.decroissance.info |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
c’hoariva Penn-ar-bed |
|
|
Hoel
Louarn Evit
gouzout hiroc’h : 02 98 47 33 42 |
|
|
|
|
|
|
|
550
kilometr evit Handibreizh |
|
|
Evit
gouzout hiroc'h : http://www.adapei35.com/agenda/handibreizh2006.htm |
|
|
|
|
|
|
|
Da
Vinci Code |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2005 Seveniñ
: Ron Howard
Trouz
zo bet e Landerne gant azasadenn levr Dan Brown, e-giz ma lavarer e
galleg. Kalz a drouz evit netra a lavarfen-me. Un doare
c’hoari klask ar roudenn (jeu de piste) a arvester e-pad 2
eurvezh 32 (hep kontañ un hanter eurvezh bruderezh), met
n’eo ket ken kevrinus hag e rankfe bezañ evit
dedennañ ar spered. N’eo ket gwall soutil ar film
dreist-holl, ha diaes eo teurel kred war troioù-kaer an
tudennoù koulz ha war danvez an istor. Ur c’hoari
klask ar roudenn a ya dreist ar roudenn sañset met ne laosko
roud ebet e danevelloù ar sinema. Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout hiroc’h : http://www.davincicode-lefilm.fr/ |
|
|
|
|
|
|
|
Astropolis
12 |
|
|
Daou
abeg a oa evit mont d’ar Vauban d’ar Diposupl
eo menegiñ an holl strolladoù/arzourien pedet er
bloaz-mañ, setu memestra un nebeud anvioù a
rankfe reiñ c’hoant deoc’h mont
d’ober un tamm tro betek maner Keroual : T.
Raumschmiere, Ellen Allien + Apparat (da
zont bremaik, amañ, ur renta-kont eus o fladenn), The
Infadels, Final Fantasy, hag evit an
nozvezh diwezhañ : Vitalic, Tiga,
Erol Alkan ha Birdy Nam Nam.
A bep seurt traoù a vo ivez er Passerelle (kreizenn
arzoù a vremañ), film ar Beastie Boys a vo tu da
welout ivez, hep disoñjal ar Mix’ n
‘ Boules war blasenn Guérin, hag an Astroboum
(digoust) evit ar vugale. R.M. Muioc’h
a ditouroù : www.astropolis.org |
|
|
|
|
|
|
|
Kafe
kult' |
|
|
Katell
Leon Evit gouzout hiroc’h : www.lecult.com |
|
|
|