Lun 18 a viz Mae, niv.239
Sizhun 21 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Sri Lanka:

Diskaret da vat an Tigred Tamoul

 

 

Embannet he deus arme Stad Sri Lanka er beure-mañ e oa bet trec'het ganto Tigred dieubidigezh an Eelam tamoul (LTTE). Abaoe an 20 a viz Ebrel e oa bet lañset gant arme Sri Lanka un argad e norzh ar vro, lec'h ma oa renet un dachenn gant an disujidi Tamoul. War-dro 115000 den o deus ranket kuitaat o lec'h bevañ en un nebeud devezhioù. War grisaat e oa aet an emgannoù en deizioù tremenet: kelc'hiet e oa an Tigred tamoul war un dachennig 4km2 e-tal d'ar mor. Ne chome ken un dachenn 300m2 ganto dec'h. Hervez jeneraled arme Sri Lanka e vefe bet lazhet 250 ezel eus LTTE gant soudarded ar Stad er beure-mañ, hag e vefe en o zouez penn bras an Tigred, Velupeillai Prabhakaran (sk.). Disklêriet o deus an disujidi damoul dre ul lec'hienn Internet tost outo, e tilezent ar stourm armet dre heg, hag e c'houlennont e vefe doujet o fobl. Ne oa bet aotreet test ofisiel ebet eus an estrenvro da welet penaos e tremene an emgannoù hag an doare d'ober war-dro an dec'hidi. Goulennet eo bet gant 27 Stad Unaniezh Europa hiziv e vefe boulc'het un enklask dizalc'h a-benn gouzout hiroc’h war marv tud disoudard.

 

 

 

 

 

 

 

 

Labour a chom evit kompren hentad ar CO2 !

 

 

E miz Ebrel ez eus bet embannet ur pennad gant ar gelaouenn vrudet Nature, souezhus ar pezh a veze kavet ennañ. Desket e veze ez eus ul levezon fall war an endro gant an divizoù evit herzel implij an aerosolioù. Penaos eo posupl kement-mañ?
Da gentañ eo dav deomp derc'hel soñj eus an abegoù a oa da vezañ a-enep an aerosolioù: partikulennoù o nijal en aer int, saotrañ a reont, ha kemer a reont perzh e tommadur hollek an hin, dre ma kemeront gwrez pa vezont lakaet dindan skinoù an heol. Met bez’ o deus, gant ur mont-en-dro all, ur perzh evit bevenniñ tommadur an hin: kas a reont skinoù an heol en-dro war-du an diavaez. An daou berzh-se a oa anavezet betek poent, ha dre vras e veze soñjet e oa fall levezon an aerosolioù war ar wrez hollek.
Met ar pezh a zo bet diskouezet e-barzh pennad Nature a oa un efed all: dre ma adskignont ar gouloù e sikouront ar plant d'ober o fotosintezenn, da lâret eo da dennañ karbon diouzh an aer evit implijout anezhañ. Neuze o defe an aerosolioù ul levezon all, dre ma sikourfent ar c'hementadoù CO2 da zigreskiñ. Peseurt emzalc'h eo dav kaout neuze en o c'heñver?

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gweledigezh ar Sarmon, e brezhoneg

 

 

Tro hon eus bet da lakaat ar gaoz war an diskouezadeg aozet tro-dro da Weledigezh ar Sarmon (Gauguin) kinniget betek ar 1añ a viz Even e Mirdi arzoù-kaer Kemper. Ur pennad diwar he fenn a zo ivez e-barzh Bremañ ar miz-mañ (niv.331).

Ma n'ho peus ket bet tro da vont da welout an diskouezadeg betek-henn, e vo aozet ur weladenn vrezhonek a-benn ar Sadorn 30 a viz Mae etre 10e30 hag 11e30.

6,10 euro ar mont e-barzh ha 3 euro (tud dilabour hag ar re dindan 26 vloaz). Gant ho tiked e c'hallit tremen an devezh a-bezh er mirdi, un digarez neuze da zizoleiñ oberennoù all.

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.musee-beauxarts.quimper.fr

 

 

Kejadenn C'hoariva brezhoneg Roazhon

Meurzh 19 a viz Mae

Gant Skeudenn Bro Roazhon e vo kinnig evit Gouel Erwan, pezhioù-c'hoari brezhoneg d'ar Meurzh 19 a viz Mae, e Ti Tachenn Veurzh. Kregiñ a raio an nozvezh gant Roue an harzoù, ur pezh-c'hoari kinniget gant ar strollad Rebeldia, diwar Erase un avez un rey skrivet gant Oscar Castro (Chile). An istor: divroidi stanket en harz, o c’hortoz treuziñ ha mont gant hent o huñvreoù. Ur pezh-c’hoari fentus hag efedus an hini eo, met ur varnadenn griz diwar ar sistemoù politikel a wask ar pobloù eo ivez.

Kenderc'hel a raio an abadenn c'hoariva gant strollad Ar Vro Bagan. Tri fezh-c'hoari a vo kinniget ganto: Ar mevel laer, Ar c’hlasker-bara en armel, hag

O vont da welet ur pezh-c’hoari.

 

8e30 noz, Ti Tachenn Veurzh, 6 bali ar Gevredidi, Roazhon.

10€/7€ (studierien, tud dilabour). Digoust evit ar re dindan 14 vloaz.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Naoned o ruzañ war-du ar rummad 2

 

 

Dec'h e oa bet un eil derby breton, goude Gourfenn Kib Frañs, etre Naoned ha Roazhon, e stad ar Beaujoire. Diouzh un tu e felle da Roazhoniz dastum poentoù evit mont en "Europa League", digor da bemp kleub kentañ ar Rummad 1 (Tolosa a zo er 5vet plas). Diouzh an tu all, emañ ar Ganaried o klask chom hep ruzañ (adarre) er Rummad 2. Tri foent nebeutoc'h eget Saint-Etienne zo ganto, ar c'hentañ skipailh a c'hell diskenn en eil rummad. Partiet mat e oa evit Naonediz war o zachenn dec'h koulskoude, goude m'en defe Mamadou Bagayoko lakaet ur pal d'an 40vet munutenn, daoust da Beter Hansson bezañ war evezh. Daoust da bep tra e seblante Roazhoniz mestroniañ ar c'hoari, ne groge Naonediz e-barzh ar jeu nemet dre an tennoù-harz. D'ar 84vet munutenn e oa mesket ar Ganaried pa brofitas Moussa Sow evit lakaat ar pal a lakas an daou skipailh rampo.

Disadorn en em gavo Naonediz war tachenn paotred Sochaux, daou boent ouzhpenn ganto, hag e-touez ar skipailhoù war var da ziskenn er Rummad 2 ivez. A-dra sur emañ en disoc'h da zont spi Naonediz koulz hag hini tud Sochaux.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

X-Men Origins: Wolverine

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Seveniñ : Gavin Hood

 

Galloudoù divoutin zo da Logan ha Victor, daou vreur bet ganet en 19vet kantved: evel tud-vleiz int. Skoaz-ouzh-skoaz o deus redet an holl vrezelioù ha merzet eo bet o barregezhioù gant tud o doa mennozhioù resis d’o lakaat da dalvezout. Deuet eo an heug da Logan gant ar pezh a vezent lakaet d’ober ha dilezet en deus ar metoù-se koulz hag e vreur. Met ne bado ket pell peoc’h e repu.

 

E rummad ar ramz-filmoù emeur aze. Ma, ar film-brudañ a oa lusket, nervennek hag efedus a-walc’h; ar film klok zo memes mod e-pad 1 eurvezh 45. Dudi a zo, sur, met kerse eo e vefe ken gwan steuñvenn an istor: n’eo ket gwall solut ar pezh a vez kontet etre ar barradoù stourm. Danvez a vije bet koulskoude panevet gant loenelezh an dudenn bennañ.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

www.x-menorigins.com

 

 

 

Marc'h al Lorc'h e Ploneour-Lanwern

 

D'ar Sul 24 a viz Mae, e vo bannet e sal liesimplij Ploneour-Lanwern, e-kichen Kemper, Marc'h al Lorc'h, film Claude Chabrol bet awenet gant oberenn Pêr-Jakez Hélias. Da 4e goude-merenn e vo an abadenn, kinniget gant Ti ar Vro Kemper ha Startijenn ar Vro-Vigoudenn. Advouezhiet e brezhoneg e oa bet ar film nevez zo gant ar gevredigezh Dizale diwar atiz Lionel Buannic Krouiñ, evit e lec'hienn, Brezhoweb, gant skoazell Kuzul-rannvro Breizh. Bannet e vo en e stumm brezhonek hag istitlet e galleg. Da 4e goude-merenn e vo an abadenn.

Melkonius eo Pêr-Jakez. O huñvreal emañ en e vugaleaj e Breizh, gant e dad bet kaset d'ar brezel, gant e vamm he doa desavet anezhañ, gant e dad-kozh bet divadoù e vuhez-pad. Dont a ra da soñj dezhañ ivez ne veve ar re baour nemet diwar o orgouilh d'ar c'houlz-se.

 

4e g.k., sal liesimplij Ploneour-Lanwern. 2€ ar plas.

Evit gouzout hiroc'h:

http://www.dizale.org

 

 

 

 

 

 

 

 

 

R.E.M. – Automatic For The People

 

 

E 1991 e voe dizoloet REM gant lod brasañ an dud pa voe skignet diehan tonioù evel Losing my Religion pe Shiny Happy People war MTV. Ur bladenn skañv e oa, ha kemmoù bras a voe degaset gant ar strollad pa'z embannas, bloaz goude, Automatic For The People.

Koshaat (Drive, Nightswimming), mervel hag an emlazh (Sweetness Follows, Everybody Hurts) ha koll (Ignoreland) eo an temoù pennañ anezhi, koulz lavaret pladenn dristañ ha gwellañ (hervez ur bern tud) ar strollad. An aozañ a zo a-bouez: azalek an daou don kentañ (Drive, Try Not To Breathe) e splujer en un aergelc'h dibar: ouzhpenn ar gitaroù tredan levezonet gant doare seniñ The Byrds ez eo pianoioù ha binvioù-kerdin a vez klevet. Peg e chom ar c'haner ouzh temoù e ganaouennoù, ha gwall hoalus eo e zoare da ganañ tonioù ken trist. Div ganaouenn memes tra, a zo laouenoc'h evit peurrest an albom: Man on the Moon ha The Sidewinder Sleeps Tonight.

Ma'z eo a-bouez gouzout kregiñ ur bladenn ez eo ken pouezus all bezañ gouest da echuiñ anezhi: diaes chom diseblant pa glever ton diwezhañ ar bladenn, Find the River e ditl.

Peurliesañ ne selaouomp ket sarmonioù randonus Bono. Met a-zivout Automatic For The People e lavaras ez eo ar bladenn country-folk gwellañ bet embannet, hag ar gwir a zo gantañ.

 

R.M.

Embannet gant Warner Bros.

Muioc'h a R.E.M. :

http://remhq.com/index.php

www.myspace.com/rem

 

Ken bras eo deuet levezon R.E.M. da vezañ war meur a strollad ken eo bet sonet tonioù Automatic For The People gant strolladoù liesseurt evel The Meat Puppets, Bodies of Water pe c'hoazh You Say Party! We Say Die!

An holl donioù-se a zo profet, da bellgargañ amañ:

http://stereogum.com/drivexv/track/

 

Er bloaz-mañ e kinniger ur wech ar miz ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet

 

 

Erer kozh 2009 #2

Ar C'habared: etre Jazz, Tekno hag hengoun !

 

E gouel Karaez e vez ul leurenn, goudoret brav gant un deltenn vras, e-lec'h ma vez tost-tre ar selaouerien ouzh ar sonerien. Ar C'habared a zegemer "Breizh en he fezh: an holl arzourien o deus ul liamm gant ar vro pe a vez awenet gant he sevenadur", eme Jean-Daniel Bourdonnay.

An devezh kentañ 'vo troet war-zu hengoun Breizh gant Ebrel-Le Buhé-Vassalo a ginnigo ur veaj etre kanoù ar Grennamzer ha tonioù a-vremañ, eus Bro-Wened da Vro-Dreger. Telenn geltiek Gwenaël Kerléo a heulio lusk ar sonerezh Jazz, ha gant Ifig Flatres, kaner ar strollad "Oktopus Kafé", e vo dizoloet kanoù hengounel gant ur sell nevez.

D'ar Sadorn e vo pedet broioù ar Reter gant kenstroll "Latcho Bashavav", awenet ivez gant sevenadurioù mesket ar C'hornôg, ha "Bayati" a gano barzhonegoù persan, arab ha breizhat. Gweltaz Adeux, n'eus ket ezhomm da ginnig ken, ac'h aloubo al leurenn evit un abadenn rock-pop nerzhus e brezhoneg. E fin an nozvezh e vo elektro-punk ar fest-noz, gant Hiks. Met darvoud an deiz a vo eil kampionad ar bed Air biniou bombard, war mod an Air gitar! Digor eo an enskrivadurioù d'an holl ac'hanoc'h: muzisianed mat pe fall peogwir eo dre ar sell e vezoc'h barnet!

D'ar Sul e vo ret mont da welet "Al-Wasan", gant Gaby Kerdoncuff hag ar soner oud Elia Khoury, evit dizoleiñ ur meskaj a-vremañ etre hengounioù Jordania ha Breizh. Elektro, Tekno hag Hip Hop a vo klevet gant "Bros Before Hoes", 2 Dj eus Roazhon (sk.2). Ha gant "Mesk!" e vo un abadenn war-un-dro Elektro hag Hip Hop gant Sheer K (sk.3), ha Jazzy, keltiek ha klasel gant piano Didier Squiban. Evit gouzout piv 'vo ar strollad all e vo ret gortoz e vefe aet ar maout gantañ en Taol Lañs 2009 d'an 29 a viz Mae.

 

Hoel Louarn

 

Evit gouzout muioc'h:

www.vieillescharrues.asso.fr

 

Bep lun, e-pad 2 viz, ho po tro da zizoleiñ abadennoù an Erer Kozh 2009 en ho kazetenn.

 

 

 

 

 

 

 

 

Un troer emgefre brezhoneg-galleg war Internet

 

 

Er beure-mañ e oa bet kinniget gant Ofis ar Brezhoneg disoc'h ur c'henlabour bet boulc'het etre an aozadur breizhat ha Skol-veur Alacant, er broioù katalan (Valencia). Kenlabouret o deus ar Vretoned gant an ijinour Francis Tyers (skeudenn), a labour evit an embregerezh Prompsit war Apertium, ur raktres meziant frank ha digor, evit sevel standardoù war an treiñ. Tro en deus bet Francis Tyers da labourat war troerien emgefre kembraeg-soazneg, galizeg-spagnoleg, euskareg-spagnoleg... Diwar-se eo bet ganet stumm 0.1 un troer brezhoneg-galleg, a c'hell an neb a gar ober gantañ. Simpl-tre eo an etrefas evit ar poent, hag aes-kenañ d'ober gant an troer. A-benn an hañv e vo lakaet e-barzh framm lec'hienn an Ofis.

N'eo ket echu al labour, pell alese: pinvidikaat ar c‘heriaoueg anavezet gant ar benveg, koulz hag ar reolennoù yezhadur, na genglotont ket alies eus ur yezh d'eben, dreist-holl p'int disheñvel-mat evel ar brezhoneg hag ar galleg. Gant al labour-mañ bet boulc'het, e c'heller ijinañ en amzer da zont e vefe meziantoù treién e yezhoù all (brezhoneg-saozneg, brezhoneg-spagnoleg, brezhoneg-kembraeg...).

 

Evit ober gant an troer :

http://xixona.dlsi.ua.es

 

 

 

Lennit Bremañ miz Mae

 

Efedoù enkadenn an ekonomiezh en Island hag en Izelvroioù, ar raktres astenn Internet .bzh, studiadenn Fañch Broudic ha TMO-Régions diwar-benn stad ar yezh, livadur Gauguin, Gweledigezh ar sarmon, e Kemper, Tro Bro Leon 2009...

Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Mae 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ d'an aozadurioù kevredigezhel a bled gant sevenadur ha yezh Breizh war hent an ofisielaat. Ur C'huzul Sevenadurel nevez a vo krouet gant Rannvro breizh, ha cheñch a raio statud Ofis ar Brezhoneg: un Diazezadur foran a genlabour sevenadurel e vo bremañ. Ur pennad-kaoz hir a vo kavet gant prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh hiziv.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org