|
|
|
|
|
|
|
Lun 25 a viz Mae, niv.240 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Enkadenn al laezh |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
En em zifenn rak ar riz LL62 |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Erer kozh 2009 #3 Arzoù ar straedoù er Waremm |
|
|
"Riez sans
modération" zo un abadenn bannikat strakus. Met da gentañ en deus
dibabet ar strollad Réverbère (sk. a-gleiz) lakaat
war wel ur pennden dudius, c'hoariet gant Thomas, a gomz, a huch hag a brofit
eus an disterañ digarez evit c'hoari war ar prim ha reiñ tro d'ar sellerien
da gemer perzh. A-drugarez d'an arzour-mañ, barrek da c'hoari gant al lusk,
al leurenn hag ar sellerien e vo c'hoarzhet un eurvezh pad. Tango Sumo zo ur
gompagnunezh eus Breizh ha Spagn war un dro. He c'horollouriezh estonus zo
deuet eus bedoù ar c'hoariva, ar sirk hag ar sonerezh. Les Vendaval a zo
maouezed eus Grenada a zañs er straedoù. Kroget int dre c'hoarzhin asambles,
ha tamm-ha-tamm, dre forzh kejañ asambles e gouelioù a-bep seurt, o deus
krouet asambles an abadenn "Les Noces de Trottoir"! Un doare
da ober tro perzhioù disheñvel ar
garantez dre an dañs, un arz eus ar re wellañ evit kaozeal hep gerioù.
Hoel
Louarn Evit gouzout muioc'h: Bep lun,
e-pad 2 viz, ho po tro da zizoleiñ abadennoù an Erer Kozh 2009 en ho kazetenn |
|
|
|
|
|
|
|
Yoann
Gourcuff enoret |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Män
som hatar kvinnor (Millenium, le film) |
|
|
Sveden, Danmark - 2008 Seveniñ : Niels Arden Oplev
Diwar levrioù brudet Stieg Larsson eo savet ar
film-mañ evel-just. Sañset ne oa nemet hemañ da vezañ bannet er sinema rak
diwar an daou levr all e oa pevar filmskinwel da vezañ savet. Kement a verzh
a zo bet gant ar film kentañ-mañ ken eo evit ar sinema e vint aozet. Tost-tre ouzh red al levr emañ film Niels Arden
Oplev. Un toulladig elfennoù eus an istorioù a zeu a vez diskuilhet, ha traoù
a zo lezet a-gostez evel-just. An aergelc’h an hini eo a zo plijus-tre
ha ken efedus atav eo red an istor. Dipitus un tamm eo tudenn Mikael
Blomkvist met dispar eo hini Lisbeth! Ur film a-feson eo neuze ar film-mañ
met aliañ a ran deoc’h lenn al levrioù memes tra... G.L. A-benn gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
La Route du Rock # 19 |
|
|
Dont a raio ivez Tortoise,
unan eus ar strolladoù amerikan a ziazezas an doare sonerezh anvet post-rock.
Evit a re a blij dezho ar sonerezh elektronek e vo dedennus mont da selaou Simian
Mobile Disco ha Peaches, hag ar re a blij dezho ar sonerezh pop
peurlipet a vo laouen o c'houzout e teuio ar strollad Camera Obscura
da seniñ er vro. Evit a sell ouzh ar gwir
rock'n'roll , eeun hag efedus, e vo tu da selaou The Kills, ha ma'z eo
gwelloc'h deoc'h ar sonerezh pop bihanañ e c'halloc’h selaou Dominique
A. N'eo ket peurglok programm La Route du Rock evit poent, ha diwar trouzioù zo ez eo posupl e teufe ivez Gossip, Deerhunter, hag Au Revoir Simone. Da heuliañ a-dost neuze. R.M. Muioc'h a Route du Rock : http://www.laroutedurock.com/
(lec'hienn ofisiel war sevel) http://routedurock.free.fr/ (lec'hienn
nann-ofisiel leun a ditouroù) Taol-Lañs
2009 d'an 29 a viz Mae
Warlene e oa aet ar maout
gant ar strollad Gimol Dru Band, a voulc'ho an nozvezh d'ar Gwener 29 a viz
Mae, ha Bernez Tangi a gano ivez. Tu a zo da glevet anezho war an dastumad
"Rock e Breizh" lakaet e gwerzh nevez zo gant Mass Prod ha gant
Bernez Tangi ez eus bet savet ur bladenn nevez-flamm, Lapous an tan. Koc'hu Karaez (kreiz-kêr),
adalek 8e30 noz. Priz mont-tre diouzh ho
kiz. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
116 000: un niverenn evit ar vugale
aet diwar wel |
|
|
Un darn eus ur raktres europat ledan eo staliadur
ar 116 000 evit gwareziñ ar vugale. Obererezh servij al linenn
bellgomz-se a c'hello degas titouroù ouzhpenn diwar-benn ar skrapadennoù pe
tec'hadennoù bugale ha gwellaat labour ar pennadurezhioù publik war an dachenn-se. Lennit Bremañ miz Mae
Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all
c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Mae 2009. An
teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ d'an aozadurioù kevredigezhel
a bled gant sevenadur ha yezh Breizh war hent an ofisielaat. Ur C'huzul
Sevenadurel nevez a vo krouet gant Rannvro breizh, ha cheñch a raio statud
Ofis ar Brezhoneg: un Diazezadur foran a genlabour sevenadurel e vo bremañ.
Ur pennad-kaoz hir a vo kavet gant prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh hiziv. Bep miz,
abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|