Lun 11 a viz Mae, niv.238
Sizhun 20 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Sri Lanka: miliadoù a dud lazhet

 

 

E-kerzh an dibenn-sizhun-mañ e vefe bet lazhet ouzhpenn ur miliad a Damouled disoudard. "Ul lazhadeg gwadek" eme ur vouezh eus Aozadur ar Broadoù Unanet zoken, a embann e vefe bet lazhet d'an nebeutañ 100 bugel gant bombezadegoù e-kerzh an daou zevezh tremenet. Embann a ra ar Stad eo kablus ar rebeled a glaskfe ober brud fall d'ar renad, ha diouzh an tu all e embann an disujidi Tamoul eo bet bombezennet an dachenn dizehan gant arme Sri Lanka. Skeudennoù zo bet skignet gant an disujidi Tamoul dre Internet (s.o. ar skeudenn). Start-kenañ eo kaout keleier resis eus an darvoudoù: ne aotre Stad Sri Lanka war dachenn an emgannoù ken nemet un nebeud implijidi eus ar Groaz Ruz. Harzet e oa bet tri c'helaouenner saoz eus Channel Four disadorn evit bezañ filmet stad ar repuidi e kampoù norzh ar vro, war zigarez e rafe brud fall d'ar Stad o c'heleier. Adstaget he doa arme Stad Sri Lanka gant ar stourm a-enep da rebeled armet "Tigred Tamoul an Dieubidigezh" abaoe miz Genver, goude 37 vloaz a vrezel. Hervez arme ar Stad e vefe bet enket war an dachennad 4 km2 war aodoù e biz Sri Lanka. Abaoe miz Genver e vefe bet lazhet 6500 den disoudard ha gloazet 14000 gant an emgannoù. 200000 den o deus ranket skampañ kuit.

 

 

 

 

 

 

 

 

Brevedoù war ar boudoù bev, tabutoù nevez

 

 

Anaout a reer mat peseurt kudennoù a sav evit brevediñ ar boudoù bev gant OGK: dre ma vez savet ur "spesad nevez" gant an embregerezhioù o deus ar gwir da lakaat ur breved warnañ, ar pezh a lak anezho da vezañ perc'henn war ar boudoù eus ar spesad-se. Ha pa vez kavet plant OGK e lec'h all estreget er parkeier e-lec'h ma'z eus bet prenet un aotre gant al labourer-douar e c'hell an embregerezh digeriñ ur prosez.

Ur paz pelloc'h ez a bremañ an traoù, gant an tabut tro-dro da vrevedoù a vije lakaet war spesadoù ha n'eo ket bet kemmet o genoù, met savet o kroaziañ spesadoù all hepken. Goulennoù a vez muioc'h-mui gant an embregerezhioù bras diwar-benn ar sujed-mañ. A-benn nebeut e ranko reiñ Ofis Europat ar Brevedoù e ali war ur spesad brokoli. Ma vije asantet reiñ ur breved d'ar spesadoù-se e talvezje e vije ledanaet kudenn ar brevedoù war ar boudoù bev: n'eo ket ar plant OGK a vije tizhet hepken. N'eus forzh peseurt plantenn a c'hellfe bezañ perc'hennet gant un embregerezh.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gweledigezh ar Sarmon, e brezhoneg

 

 

Tro hon eus bet da lakaat ar gaoz war an diskouezadeg aozet tro-dro da Weledigezh ar Sarmon (Gauguin) kinniget betek ar 1añ a viz Even e Mirdi arzoù-kaer Kemper. Ur pennad diwar he fenn a zo ivez e-barzh Bremañ ar miz-mañ (niv.331).

Ma n'ho peus ket bet tro da vont da welout an diskouezadeg betek-henn, e vo aozet ur weladenn vrezhonek a-benn ar Sadorn 30 a viz Mae etre 10e30 hag 11e30.

6,10 euro ar mont e-barzh ha 3 euro (tud dilabour hag ar re dindan 26 vloaz). Gant ho tiked e c'hallit tremen an devezh a-bezh er mirdi, un digarez neuze da zizoleiñ oberennoù all.

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.musee-beauxarts.quimper.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

"Kib Breizh" aet gant Gwengamp!

 

 

Ma oa dic’hortoz perzhidi gourfenn kib Frañs disadorn ez eo bet ken dic’hortoz an diskoulm. Aet ar maout gant skipailh Gwengamp, hag evit chom neptu n’eo ket bet laeret ganto. Roazhon, dre an difennour Bocanegra, en deus plantet e-barzh da gentañ ugent munutenn a-raok fin ar bartienn ; Eduardo a lakae ur pal teir munutenn war-lerc’h evit an EAG hag hini an trec’h dek munutenn goude. Dre vras n’o doa james c’hoariet paotred Roazhon a-gevret e-giz ma vez graet ganto abaoe penn-kentañ ar bloavezh; c’hoarierien Gwengamp o deus diskouezet adalek penn-kentañ ar bartienn e oant en o bleud ha prest da blantañ reuz e statistikoù ar gourfenn-se (maout ebet tapet gant ur skipailh R2 abaoe 1951!). Kriz eo an taol evit suporterien Roazhon a oa o c’hortoz ur gib abaoe 1971...  Met e-giz ma vez lâret gant ur bern tud eo Breizh a zo aet ar maout ganti, ken stank e oa an niver a wenn-ha-duioù bet gwelet er mediaoù hag er straedoù an dibenn-sizhun paseet.

Ha na zisoñjit ket match pouezusañ ar sizhun-mañ: derby Breizh etre Roazhon ha Naoned a vo c’hoariet disul e stad ar Beaujoire, etre ur skipailh melen-ha-gwer bountet gant ar c’hoant chom e R1 ha c’hoarierien Roazhon mennet evit kaout ur plas mat er c’hampionad hag a gasfe anezho da gib Europa ar bloaz a zeu.

F.O.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

OSS 117 : Rio ne répond plus

 

 

Frañs – 2007

Senario ha seveniñ : Michel Hazanavicius

 

Ur mikrofilm warnañ anvioù pennoù-bras gall o deus kenlabouret gant an trede Reich zo e-kerz ur c’hozh ofiser nazi. Prest eo da eskemmañ ar mikrofilm-se ouzh ur berniad arc’hant gant ma vefe roet dezhañ gant poliser kuzh gwellañ Frañs, OSS 117 (Jean Dujardin). Ha setu Hubert Bonisseur de La Bath war an hent da Rio evit ur gefridi eus ar re simplañ. Met dizoleiñ a raio diwar e goust eo emdroet ar bed.

 

Gant gwir abeg he doa graet berzh abadenn gentañ OSS 117 en he stumm adveret gant Hazanavicius. Seul c’hortozetoc’h e oa an heuliadenn. Ne vezer ket dipitet e gwirionez: atav ken droch ha leun a raksoñjoù gros eo OSS. Drochoc’h c’hoazh eo eget na oa er film kent zoken, ar pezh a c’hell reiñ kerse un tamm ken mat e oa kempouezet hemañ gant sotoni an dudenn eus un tu hag e hoal eus un tu all. Diot da vat eo e Rio ha seul diotoc’h m’emañ kevredigezh 1967 oc’h emdreiñ buan. Dre chañs ne vir ket e vefe atav barnadennoù kriz war plegoù-fall Frañs.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

http://www.oss117.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

15vet Astropolis (kosmek)

etre ar 5 hag an 9 a viz Eost e Brest

 

 

Er bloaz-mañ e vo lidet 15 vloaz Astropolis, ar gouel gouestlet d'ar sonerezh elektronek. Pa weler ar programm a zo bet embannet er sizhun dremenet ez eus peadra da soñjal e vo stank an dud e Brest e penn-kentañ miz Eost.

Ouzhpenn sonerezh elektronek a vo kinniget deomp: anti-folk dic'hortoz gant Cocorosie d'ar Merc'her 5, hag ivez elektro-rock gant Late of the Pier (ur pennad zo bet amañ diwar-benn o fladenn) d'ar Gwener 7 e sal ar Garenn, gant Au Revoir Simone.

Evit a sell ouzh ar sonerezh elektronek ez eo dav lavarout o deus an aozerien dibabet arzourien dibar: ar re a vourr gant ar sonerezh elektronek bihanañ a vo laouen o vont da selaou Richie Hawtin (Plastikman) (skeudenn) ha Troy Pierce er Garenn d'ar Yaou 6. D'ar Gwener 7 ec'h echuo an nozvezh er Garenn gant Laurent Garnier, unan eus DJed vrudetañ ar bed.

Evel bep bloaz ec'h echuo an traoù e porzh maner Keroual e Gwiler d'ar Sadorn 8 betek ar Sul 9 da vintin. Meur a leurenn evel bep bloaz: Manu Le Malin a ray war-dro al leurenn hard-core, mod-all e vo sonerezh jungle gant Roni Size, elektro-punk gant Sexy Sushi, ha meur a arzour brudet-tre evel Sven Väth hag Erol Alkan, hag un arzour gall yaouank ha brudet-mat dija, Surkin e anv.

Hag evel bep bloaz: Astroboum evit ar vugale, kenstrivadeg c'hoari bouloù war blasenn Guérin, hag all.

R.M.

Programm klok, prizioù... muioc'h a Astropolis :

http://www.astropolis.org/

 

 

Erer kozh 2009 #1

Ar Vreudeur Morvan gant Taboulinoù ar Bronx

 

"Aon teus da vont da ganañ war al leurenn vras, me ‘m eus ket" eme Henri Morvan d’e vreur Yvon, goude bezañ bet dizoloet ar strollad tamboulinerien a-drugarez d'un urzhiataer bet degaset e ti-feurm Baot-Koal gant Jean-Philppe Quignon ha Jean-Jacques Toux, kenbrogrammourien gouel bras Karaez. "Ur bariadenn a oamp dedennet bras da ginnig da Rolling Stones Sant Nigouden" emezo. "Un doare da genderc'hel da lidañ 50 vloaz kan monumantoù deus sonerezh ar vro. Rak ouzhpenn arzourien veur int evit Gouel an Erer Kozh: darempredoù mignoniezh ha don zo savet etrezomp, tamm-ha-tamm, dre ma teuont bep bloaz da sachañ war an erer evit digeriñ ar gouel: lakaat a reont ac'hanomp da c'hoarzhin ouzhpenn ma tegasont chañs deomp!"

Kaset zo bet tonioù ar Vreudeur Morvan d'ar strollad tamboulinoù, evel, da skouer, un enrolladenn gozh bet kavet e dielloù ar C'hoop Breizh peogwir e vez klevet mat lusk ar c'han-ha-diskan gant treid an daou labourer-douar o skeiñ war ar plañchod.

An daou strollad en em gavo e Leurenn Glenmor, un nebeud devezhioù a-raok ar gouel, evit pleustriñ asambles. Emgav a vo neuze gant kan-ha-diskan hengounel da vat ha 17 tambouliner, ul lusk nerzhus ganto ha levezonet gant afrobeat, rock, tekno ha world a gas ar selaouerien e bed ar sonerezh mod ijinerezhel hag arnodel.

 

Hoel Louarn

 

Gouel an Erer Kozh, Karaez, War leurenn Glenmor d'ar Sadorn 18 a viz Gouere.

 

Bep lun, e-pad 2 viz, ho po tro da zizoleiñ abadennoù an Erer Kozh 2009 en ho kazetenn.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib Frañs e brezhoneg

 

 

Gourfenn Kib Frañs 2009 ar vell-droad  zo bet un digarez da lakaat ar brezhoneg war wel, en un doare dic'hortoz a-walc'h. Aozet e oa bet gant France 3 ur skignadenn war internet eus ar c'hrogad, gant kaozioù brezhonek gant Gurvan Musset ha Tangi Kermareg. O mouezhioù zo bet tu da glevet war an tele e Frañs a-bezh, war France 2, da vare an ehan, evit un diverrañ eus al lodenn gentañ, brezhoneg-tout. Ar gazetenn sport milvrudet L'Equipe he doa kinniget ur golo brezhonek ivez, gant anv ar gelaouenn deuet da vezañ "Ar Skipailh"! Disul e oa bet skignet ivez ur filmig ur vunutenn gant an abadenn Stade 2 (France 2) evit trugarekaat ar 6 milion a sellerien a oa bet evit ar c'hrogad. War ar skramm e oa tu da lenn "Trugarez!" e-kichen logo ar chadenn neuze. 80000 arvester ar c'hrogad er Stade de France o deus bet tro ivez da lenn ha da glevet brezhoneg, gant "Bro gozh ma zadoù" bet kanet gant Laz-kanañ Mouezh Porzh-Ru (eus Douarnenez) ha gant Alan Stivell e fin an abadenn. Lugan koulzad divyezhek Kuzul-rannvro Breizh liammet gant Gouel Erwan "War-raok Breizh / En avant la Bretagne", bet aozet a-ratozh evit an degouezh, zo bet gwelet kalz war al lerc'h ivez.

 

 

 

Lennit Bremañ miz Mae

 

Efedoù enkadenn an ekonomiezh en Island hag en Izelvroioù, ar raktres astenn Internet .bzh, studiadenn Fañch Broudic ha TMO-Régions diwar-benn stad ar yezh, livadur Gauguin, Gweledigezh ar sarmon, e Kemper, Tro Bro Leon 2009...

Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Mae 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ d'an aozadurioù kevredigezhel a bled gant sevenadur ha yezh Breizh war hent an ofisielaat. Ur C'huzul Sevenadurel nevez a vo krouet gant Rannvro breizh, ha cheñch a raio statud Ofis ar Brezhoneg: un Diazezadur foran a genlabour sevenadurel e vo bremañ. Ur pennad-kaoz hir a vo kavet gant prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh hiziv.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org