|
|
|
|
|
|
|
Lun 12 a viz Mae,
niv.191 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tro wenn er Vodadenn |
|
|
Meur a bennad ha liamm zo
war Agence Bretagne Presse, evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Manifestadeg dirak labouradeg Cargill
Brest |
|
|
M.M. Kement ha gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Teatr brezhonek:
gouel ar c'hoariva e Kemper |
|
|
E sal C'hoariva Max Jacob,
e Ti ar Vro Kemper hag er Jardin Max Jacob e vo kinniget an abadennoù. Ha
leun a vo. Gant strolladoù zo eus ar vro evel-just, Ar Roue Ubu gant Ar Vro
Bagan, Strollad Kallag, un abadenn c'hoariva war ar prim "Sketch
Noz"... Kizelladennoù ramzel Marc Morvan a vo tu da welet ivez, kenkoulz
hag ar grouidigezh graet a-ratozh gant Pirat-Puppet Company. Ur sal zo bet
kempennet gant ar grouerien margodennoù, war tem an diougan hag ar
planedennoù! Ur Breizh Pride diroll, un apero slam-hengoun... Evit gouzout
petra eo, e vo kenkoulz mont war ar plas ! Un diskouezadeg, kontadennoù
a vo ivez, un emgav etre skolajoù Diwan... Evit gouzout hiroc'h : Ti ar Vro Kemper,
pgz : 02 98 90 70 93. www.teatr-brezhonek.org |
|
|
|
|
|
|
|
Krogad mell-droad Breizh-Kongo e Sant-Brieg |
|
|
Ar c'hevredigezhioù Evel Just hag Amzer Vrav a ginnig
ur veaj a-stroll gant ur c'harr-boutin o loc'hañ eus Kemper: ar Gwenn ha du, bannieloù
Kongo, gitonioù ha binviji sonerezh a-bep seurt a vo degemeret mat! Hoel Louarn Krogad
Breizh-Kongo e sportva Fred Aubert e Sant-Brieg da
9e noz d'an 20 a viz Mae (5/10euro) Karr-boutin
da 6e e Kemper (gant
ar mont-tre, tud gour : 26 euro, bugale : 19 euro) Evit
gouzout hiroc'h: www.bretagne-football.org |
|
|
|
|
|
|
|
|
Iron Man |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2008 Seveniñ : Jon Favreau
Ur film super-harozed klasel kenañ eo Iron Man.
Hirik an prantadoù krouiñ an houarnwisk, sonerezh rock e-leizh (betek re
zoken), un haroz keuz gantañ eus e vuhez disoursi... Traouigoù un tammig ispisial a zo koulskoude:
tudennoù ar merc’hed a seblant kentoc’h fin evit ur wech, ur fent
plijus. Start eo krediñ koulskoude ez eo Tony, paotr dichek ha fent-du
gantañ, souezhet mik pa tizolo e vez gwerzhet armoù d’an enebour gant e
embregerezh... Ur film dudius eo neuze, met hep a-walc’h a
bersonelezh evit ma vefe dispar. Dreist-holl e-keñver an dibab a-feson a
gaver hiziv er rummad filmoù super harozed. G.L. Kement ha gouzout hiroc’h: http://ironmanmovie.marvel.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
"An Diaoul a gan"
er Yeuc'h |
|
|
H.L. Etre digoust ha 7 euro. Evit gouzout hiroc'h : www.myspace.com/andiaoulagan Astropolis
Etre an 13 hag ar 16 a viz
Eost e Brest
Kregiñ a ray an traoù
adalek ar Merc’her 13 e skwar Kennedy e Brest, skignet e vo ur film (Rize)
hag ur pik-nik mix a vo ivez. An deiz war-lerc’h,
evel m’eo boas an aozerien d’ober abaoe un nebeud bloavezhioù, e
vo un abadenn kenaozet etre Astropolis ha Les jeudis du Port: Señor
Coconut, Naab hag Users. Er memes nozvezh e vo un abadenn e
sal ar Garenn, deuet da vezañ Bunker Palace evit Astropolis: e-touez re all e
vo tu da selaou Dave Clark ha Brestiz Sonic Crew. Er memes nozvezh ivez, e vo aozet ar BZH System e
Astroclub-La Suite. Un digarez da zizoloiñ arzourien eus ar vro. Muioc’h-mui a draoù
d’ar Gwener, er memes salioù: M83, Carl Craig, Sébastien
Tellier, Midnight Juggernauts, Ed Banger Crew hag ur bern
re all a lakao ar BPM da vont. E ken kaz ho pefe nerzh
a-walc’h e vo tu da echuiñ e maner Keroual d’ar Sadorn,
trawalc’h menegiñ un nebeud anvioù evit gwelet e kinniger deomp ur
programm a-feson: Master Mike (DJ Beastie Boys), DJ Muggs (hini
Cypress Hill), Birdy Nam Nam, Boys Noize, The Micronauts
hag ur bern re all. Peadra da dremen 4 devezh leun chouk e Brest. Lakaomp ur
5vet hini zoken ma fell deoc’h kemer perzh en "after" a vez
aozet d’ar Sul… R.M. Muioc’h a BPM : |
|
|
|
|
|
|
|
Risotto an nevezamzer gant keuz
dañvadez |
|
|
Dibluskit ha rasklit ar penn-chalotez. Dibluskit
ha troc’hit an asperjezennoù a-droc'had. Gwalc’hit ha
troc’hit ar gourjetezenn a-vizhierigoù. Dizourit ha troc’hit an 2
galonenn artichaod e pevar. Lakait ar gourjetezenn hag an asperjennoù da
boazhañ er vurezh 20 mn. Ouzhpennit ar favennoù goude 10 mn. Tommit ar
bouilhoñs. Lakait an amann da deuziñ e-barzh ur frinkell, lakait ar
penn-chalotez da rouzañ 1 mn. Lakait goude-se ar riz ha meskit betek ma vo
treuzluc'hus. Diskargit ar bouilhoñs banne a banne, ha meskit betek ma vo
lonket al liñvaj. Ouzhpennit goude-se an holl legumaj, pebrit hag holennit. Meskit. Rannit ar risotto en asiedoù. Dasstrewiñ gant keuz
dañvadez ha parmesan. Mari Lubrano
Niverenn Bremañ
miz Mae 2008 (niv.319) zo deuet er-maez! Tibet ha
Sina, enkadenn ar feulster en Euskadi, milinoù-tredan e strad an Oded, stourm
tud Kreiz Breizh evit mirout holl servijoù ospital Karaez, skipailh
mell-droad Kerc'hfaou... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh
e-barzh niverenn Bremañ miz Mae 2008. An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ d'an dud nammet. Stourm
"Na paour, na suj", degemer ur skolajiad nammet e skolaj Diwan
Kemper, buhez pemdez div blac'h e kreiz- kêr Roazhon, ur rummad levrioù touristañ
savet a-ratozh evit an dud war gador-ruilh... Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|