|
|
|
|
|
|
|
Lun 22 a viz Mae,
niv.101 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
bloaz zo? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Montenegro
dizalc'h |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Frouezh
ha krign-bev |
|
|
Morwena
Audic Evit
goût hiroc’h : http://www.pesticides-non-merci.com/index.html |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
sevenadur Breizh e Kawan |
|
|
Evit
gouzout hiroc'h : Ti ar Vro Treger-Goueloù.
Pgz : 02 96 49 80 55. http://www.allevrig.com. |
|
|
|
|
|
|
|
Ur
Vreizhadez e Kevre Kampioned Handball |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
4
étoiles |
|
|
Frañs
– 2005 Senario
ha seveniñ : Christian Vincent
Levezon
komediennoù amerikan ar bloavezhioù 50 (Kapra,
Lubitsch) a samm ar sevener, Christian Vincent. Gwir eo ez anavezer al
liv-se e 4 étoiles, met blaz ur film
skinwel eus an dibab a glever kentoc’h eget hini sinema
cheuc’h an Hollywood kozh (daoust da strivoù
Isabelle Carré). N’eus abeg ebet d’ober
penn-mouzh dirak ar film-se avat, fent a zo ha douget eo gant ur
c’houblad aktourien a-feson. "Un triad aktourien" pa lavarin
mat, ken kaer eo tudenn François Cluzet a adkaver
amañ evel ma oa e Les apprentis (gant
Pierre Salvadori, 1995). Meriadeg
Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
The
Black Heart Procession – The Spell |
|
|
Cheñchet
o deus, met e gwirionez n’o deus ket cheñchet. Da
lavaret eo ez eo heñvel 5vet pladenn ar strollad ouzh ar re
gentañ, nemet e klever muioc’h an
taboulinoù hag ar gitar tredan. A-hend-all eo rock ar
bladenn, met rock gant piano, hag ur seurt rock a laka da
soñjal en ur c’habared leun a dasmantoù
hag o kouezhañ en e boull war un dro. Gwir
eo n’eo ket gwall laouen sonerezh ar strollad, ha
neuze ? N’eus nemet selaou The Spell,
To Bring You Back pe c’hoazh The Replacement, hag e komprener e c’haller
renkañ The Black Heart Procession en ur rummad a gaver
ennañ Tindersticks pe Nick Cave. Ar re a vefe plijet gant
sonerezh a seurt-se a c’hallo gwelout The Black Heart
Procession war al leurenn a-benn ar Gwener R.M. Muioc’h
a ditouroù : http://www.blackheartprocession.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Tartezenn
Tatin gant sukrin ha mel lavand |
|
|
Troc’hit
ar sukrin, skarzhit ar greun, troc’hit a dammoù,
tennit ar plusk. Lakait
an tammoù sukrin da veleniñ en ur baelon gant un
tammig amann. Poazhit war an daou du. E-giz-se ez aio chug ar sukrin
kuit. Mirit a-gostez. Ouzhpennit
ur bannig dour hag ar sukr er baelon. Grit karamel melen. Diskennit ar
mel, ar plusk orañjez ha sitron, gant ar pezh a zo e
diabarzh ar vazhig vanilha. Lakait
pep tra en ur moull eouliet un nebeudig. Gwiskit gant ar
c’haramel (d.l.e. ledit ar c’haramel war ar moull)
ha laoskit da yenaat. Meskit
an daou zoare toaz. Ledit e stumm ur rond, ha goloit ar pezh zo er
moull. Lakait da boazhañ er forn e Servijit
gant dienn Chantilly ha mel, dienn flour vanilhet pe dienn-skorn vanilh. Katell
Leon *Gwennañ :
soubañ un tamm boued en dour o virviñ (evit e
naetaat, e vlotaat pe aesaat tennañ e blusk) |
|
|
|