|
|
|
|
|
|
|
Lun 15 a viz Mae,
niv.100 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Clemenceau
: e Brest a-benn dimerc'her |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gounezet
he frosez gant Kokopelli |
|
|
E-maez
lezenn eo gwerzhañ seurt hadoù, hag eskemm anezhe
zoken ! Abalamour da se e oa bet lakaet ur prosez da
gKokopelli gant ar GNIS hag an FNPSP war zigarez difenn ar vevezerien.
Ret eo goût memestra ne vez ket kavet seurt
katalogoù en holl vroioù ha diouzh
lezennoù kumuniezh Europa eo ar gwareziñ eus
seurt spesadoù. Se zo kaoz e oa bet divizet gant lez-varn
Alès e miz Meurzh 2006 ne oa ket tu da damall da gKokopelli
gwerzhañ seurt plant. Morwena
Audic GNIS :
Groupement National interprofessionnel des semences FNPSP :
Fédération Nationale des
professionnels de semences potagères et florales |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
sevenadur Breizh e Kawan |
|
|
Evit gouzout hiroc'h : Ti ar Vro
Treger-Goueloù. Pgz :
02 96 49 80 55. http://www.allevrig.com. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad
: disouezhenn Roazhoniz |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Les
filles du botaniste |
|
|
Seveniñ
: Dai Sijie Er
bloavezhioù 80, e Sina. Min, un emzivadez yaouank a ya
d’ober studioù e ti ul louzawour brudet, met rust
e zoareoù. O chom emañ war un enezennig gant e
verc’h An, an daou anezho o kempenn ul liorzh divent ha
brav-eston. Mignoniezh a sav etre an div blac’h yaouank, ha
karantez zoken...
Mat-tre
eo an disoc’h. Ur film dous ha gorrek, gant
gweledvaoù ha glasvez kaer-meurbed. Ur gevredigezh
e-lec’h ma’z eo reolennet ar garantez familh a zo
taolennet ha bevennet-strizh ar c’harantezioù gant
ar reizhiad. Poanius,
trist ha tener. G.L. Evit
gouzout hirioc’h : http://www.lesfillesdubotaniste.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Joy
Division – Ian Curtis (15/07/1956 – 18/05/1980) |
|
|
N’eo
ket padet pell ar strollad, setu o deus bet amzer da
enrollañ div bladenn (Unknown Pleasures, Closer)
ha div b/Peel session pa oa bev ar c’haner
c’hoazh. War-lerc’h e teuio er-maez un bladenn
doubl, Still he zitl, an hanter anezhi enrollet "live". War-lerc’h e
varv e kendalc’ho ar re all dindan an anv New Order, ar
strollad kentañ a zeufe a-benn da veskañ ar
sonerezh indie hag ar sonerezh dance. An
abadenn Trouz an tredan, a c’haller klevout war Radio Kerne,
a vo gouestlet penn-da-benn da Joy Division a-benn ar Yaou R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Fairplace :
cheñch skeudenn ar c’henwerzh reizh |
|
|
Tudo
bom ? (mat an traoù ? e portugaleg) a enporzh
ti-cheurtoù eus ur c’harter paour e Rio. Songes et
Ponges a wia serviedennoù e kotoñs bio. Machja a
werzh e 85 euro ar bragoù jean kentañ labelaet
"reizh." Gant
ar gourc’hmarc’hadoù a bren
ti-cheurtoù e 75 sent an tamm digant produerien eus Azia ne
gavo ket kavet traoù dindan 5 euro. Neuze a-benn chom efedus
e vez rannet an traoù : ur sekretourez, daou
vagazenner, ur skipailh gwerzhourien, ur sanailh. Ha ma n’eus
ket gant renerien an embregerezhioù-se pennoù tud
eus ar Medef, e vezont o tont eus skolioù kenwerzh brudet
memes tra, an darn vrasañ anezho. E
2005, ar gwerzhioù zo aet war-gresk a 50 % e
Frañs, hervez ministrerezh an EBE (Embregerezhioù
Bihan hag Etre) hag ar C’henwerzh. Met ned a ar
c’henwerzh reizh d’ober nemet 0,02 % eus kenwerzh
ar bed. Katell Leon Evit
gouzout hiroc’h : http://www.fairplace.fr |
|
|
|