|
|
|
|
|
|
|
Lun 5 a viz Mae,
niv.190 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Graet tro ar Redadeg! |
|
|
Evit gouzout hiroc'h : http://arredadeg.free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Unilever a zegemer e vo dav paouez da implijout eoul
palmez |
|
|
M.M. Teuliad Greenpeace war an danvez (e saozneg): |
|
|
|
|
|
|
|
Taolennoù Dilasser e
Brest |
|
|
Al livour, ganet e Lesneven
e 1926, zo bet o tresañ a-holl
viskoazh hag ar skeudennoù kentañ en deus soñj anezho a zo an Taolennoù
relijiel. Bet eo bet o livañ gwerennoù-mestr e chapelioù Ti Mamm Doue e
Kemper ha Sant-Maodez e Gwiskri met ivez feilhañserezh evit HB Henriot. Abaoe
ar bloavezhioù 70 e krou ur yezh divoutin hag ur c’heriaoueg dezhañ
e-unan diwar furmoù simpl a lak da soñjal en ur gweledva pe un den gant
heuliadoù evel Gwez, Daouarn, Planedenn, Bigi-tan, Beajoù Bras, Yock,
Jardinoù, Stered, Pennoù ha Koumoul a vo diskouezet evit ar wech kentañ. Dibabet eo bet evit e varregezh da
ezteurel ur meskaj godiserezh, trajediezh, goap ha grevusted war un dro hag a
vez kavet en 60 taolenn o deus holl perzh an treuzfurmadur. Tro vo da welet
pennoù, daouarn, korfoù o taskrennañ hag o treuzneuziañ gant trolinennoù o
tont da vezañ displann pa vez buhez o tifloupañ dre nerzh al livioù blim. D'ar Merc'her 7 a viz Mae e vo kinniget ur stal
labour evit ar vugale etre 2 eur ha 3 eur. Etre 10e-12e ha 2e-6e bemdez nemet ar Sul vintin
hag al Lun. Hoel
Louarn Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Kevre Atlantel ar vell-droad da live Europa |
|
|
Ha ma vefe komzet ganeoc’h eus Wojewodztwo
dolnoslaskie un tammig? Arabat pennfolliñ! N’eo ket ur
c’hleñved nevez, met anv ar skipailh polonat a oa aet ar maout gantañ e
2007 e Gourfenn Kib Rannvroioù an UEFA, a-enep ur skipailh bulgarat. War ar
stern emañ an troioù perzhegañ en Europa a-bezh a-benn kemer perzh er
genstrivadeg a zeu, e 2009.
D’ar 1añ a viz Mae e oa bet dalc’het
gourfenn ar prantad gall e Stad Enezenn ar Vaen e Sant-Andrev-an-Doureier, ur
gumun lec’hiet etre Sant-Nazer ha Gwenrann. Roet e oa an taol-kas gant
J. Gourvennec ha S. Ziani, c’horiarien gozh naonedat. Lakaet e-foñs
kaoued an diwaller normant gant ar c’habiten Christophe Bernardo
(c’hoarier e FK Chapel-ar-Geunioù) d’ar 77vet munutenn, e vo an
tenn-kastiz-se a-walc’h evit reiñ an trec’h d’an
Atlanteliz. Gounezet o deus an droed da vont d’ar genstrivadeg europat
da vat, en ur vro n’eo ket bet dibabet c’hoazh. Heuliañ a raint
roudoù skipailh Kevre Normandi-Izel a oa bet e Bulgaria da-geñver ar
c’hampionad diwezhañ. Dreistordinal e vo ar c’houlzad-mañ evit departamant
al Liger-Atlantel pa soñjer e sapre hent an USJD Kerc’hfaou e Kib Frañs
hag e distro Kanaried FK Naoned-Atlantel er C’hentañ Rummad a-vicher! Rakwelet ez eus ur c’hrogad a c’hala
a-enep trec’her Kib Kluboù Kampioned Tramor ivez: peadra da gaout keuz
d’ar c’hrogad kollet en hanter-c’hourfenn evit ar
c’hoarierien vreizhat… Edon war-nes disoñjal! Wojewodztwo dolnoslaskie
a dalv kement a ‘Rann velestradurel Silezia-Izel’ e brezhoneg,
mar plij! Yannig Boulard |
|
|
|
|
|
|
|
|
Leatherheads (Jeux de dupes) |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2008 Seveniñ
: George Clooney
Liv komediennoù amerikan an amzer dremenet zo anat
war Leatherheads. Levezon filmoù Billy Wilder pe Frank Capra a santer
a-hed ar film. N’eo ket ur bennoberenn a chomo da viken en eñvorennoù
ha diouzh kodoù boas e c’hoari an aktored betek re. Met dalc’het
e vezer gant un hoal c’hwek-kenañ a-hed an abadenn. Diouzh linenn-stur
al liesseurted lakaet da dalvezout gant ar c’hevredad produiñ Section
eight krouet gant Clooney ha Soderbergh eo Leatherheads. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout
muioc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gouel an Erer Kozh
Etre ar 17 hag an 20 a viz Gouere e Karaez |
|
|
N’eus ket pell zo eo
bet embannet programm ar bloaz-mañ, ha tost klok eo: daou anv nemetken a
fazi, unan evit ar Sadorn, egile all evit ar Sul. E-giz boaz e vo kinniget
peadra da blijout d’ar muiañ posupl a dud: rock pounner gant Motorhead,
The Hives ha ZZ Top, sonerezh Breizh (EDF,
Gilles Le Bigot…). Met ivez pop saoz: Babyshambles
(a-benn neuze e vo aet kuit Peter Doherty eus an toull, nemet e rankfe
distreiñ ennañ…), The Go! Team, The Kooks
pe The Wombats. Gwanoc’h evit er bloavezhioù tremenet e
seblant al lodenn elektro bezañ, merzout a reer memes tra anvioù Yelle,
Crystal Castles pe Wax Taylor. Evit a re a gav
gwelloc’h ar c’han gallek e vo peadra gant Vanessa Paradis,
Etienne Daho, Maion ha Wenn pe c’hoazh Camille.
Gant ar spi ne c’hoarvezo ket evel warlene: ar arzourien wellañ pe
gortozet ar muiañ o doa nullet tamm-ha-tamm o ferzh er gouel. R.M. Un devezh: 30 euro Pass 3 devezh: 72 euro Pass 4 devezh: 95 euro Muioc’h a
ditouroù : http://www.vieillescharrues.asso.fr/festival/ http://www.myspace.com/vieillescharrues
D'ar Yaou 15 a viz Mae e Roazhon e vo dalc'het ar
mikro-festival-se. Ur sonadeg a vo er Mondo Bizarro gant Fiskal Bazar
(Ska-reggae Brezhonek) ha Lik Ha Lik (Punk-fusion brezhonek) adalek 8e. 5euro
ar mont e-barzh. Nann hengounel e vo ar sonerezh met startijenn a vo hag e
brezhoneg mar plij!
|
|
|
|
|
|
|
|
Saladenn frouezh gant Boursin |
|
|
1 sukrinenn – 250 g sivi – 10 delienn
basilik – 1 podad boursin saladenn basilik ha kraksivolez – 50 g
kraoñ-pin – 2 loaiad vras mel liñvek – 1 loaiad vras pastis Gwalc’hit, dizourit ha dilostit ar sivi.
Troc’hit ar sukrinenn, tennit ar splus, ha troc’hit e kuboù. Lakait
ar c‘hraoñennoù-pin da grazañ hep druzoni. Lakait an 3 aozenn en ur
plad saladenn, ouzhpennit an tammoù boursin, ar mel hag ar pastis. Diskolpit
war ar saladenn an deliennoù basilik. Lezit un eurvezh hep ober tra (arabat
lakaat er yenerezh). Rannit e-barzh gwerennoù ha servijit evit un digor-pred. Mari Lubrano
Niverenn Bremañ miz Mae 2008 (niv.319) zo deuet
er-maez! Tibet ha Sina, enkadenn ar feulster en Euskadi, milinoù-tredan
e strad an Oded, stourm tud Kreiz Breizh evit mirout holl servijoù ospital
Karaez, skipailh mell-droad Kerc'hfaou... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù
all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Mae 2008. An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ
d'an dud nammet. Stourm "Na paour, na suj", degemer ur skolajiad
nammet e skolaj Diwan Kemper, buhez pemdez div blac'h e kreiz- kêr Roazhon,
ur rummad levrioù touristañ savet a-ratozh evit an dud war gador-ruilh... Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|