Lun 14 a viz Mae, niv.145
Sizhun 20 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Ur gouarnamant evit

Iwerzhon an Hanternoz

 

 

Dimeurzh tremenet eo aet an traoù war-raok en Iwerzhon an Hanternoz. Ouzhpenn pevar bloaz zo e oa bet divodet gouarnamant lec'hel Iwerzhon an Hanternoz. D'an 8 a viz Meurzh eo aet Ian Paisley da gemer penn ar gouarnamant nevez, ennañ tud eus an DUP, ar Sinn Féin ha strolladoù all c’hoazh. Disklêriet en deus ar pastor 81 bloaz e oa Iwerzhon an Hanternoz o voulc'hañ ur maread a beoc'h. En e gichen e-kerzh al lid e oa Martin McGuiness, anvet beskentañ ministr, bet e penn Arme Dispac'hel Iwerzhon (IRA). Tony Blair, kentañ ministr Bro-Saoz ha Bertie Ahern, kentañ ministr Iwerzhon, a oa int ivez e Parlamant Stormont e Belfast, evit an devezh istorel-se.

Strivoù bras zo bet graet gant an daou du, katoliked ha protestanted, evit dont a-benn da adsevel gouarnamant damemren Iwerzhon an Hanternoz. Dec'h o doa asantet, da skouer, tud Sinn Féin kemer perzh er bodad karget da verañ polis Iwerzhon an Hanternoz. Tri anezho a vo bremañ er bodad 19 den. Nac'het o doa tud Sinn Féin mont er bodad-se pa oa bet savet e 2001 : niverus eo ar brotestanted e polis Iwerzhon an Hanternoz.

Saludet eo bet krouidigezh ur gouarnamant unvan nevez gant Washington hag Aozadur ar Broadoù Unanet.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Pesticides, révélations sur un scandale français : al levr

 

 

Ul levr a zo bet embannet nevez zo gant ur c'hazetenner, Fabrice Nicolino, hag ur stourmer e-barzh kevredigezhioù, François Veillerette, diwar-benn al louzoù a vez lakaet war ar parkeier.
Daoust m'hon eus holl klevet komz eus al louzoù-se, dre ma ne vezer ket kelaouet e kav deomp n'o deus efed ebet warnomp, pe neuze a-bell hepken. Padal, n'eo ket gwir tamm ebet: en dour-glav e vezont adkavet, e-barzh korfoù an dud hag al loened, al latar, hag all. Hep komz evel-just eus o efed war an endro.
El levr-mañ, taer met sklaer, e vez diskouezet penaos eo deuet a-benn al lobbyoù da gemer ar galloud war ar re a zo e penn ar Stad hag e karg eus ar sujedoù-mañ, evit ma vefe kuzhet gwallefedoù al louzeier-mañ, ha kendalc'het d'ober ganto, evel ma oa bet gant an amiant ur mare zo.
Komz a zo ivez eus ur bern traoù all: ar pezh a reer "agriculture raisonnée" dioutañ, komzoù bet distaget gant politikourien...
Ul lec'hienn a zo bet savet diwar-benn al levr: www.pesticides-lelivre.com. Klok eo honnezh, ha savet mat, un doare plijus d'ober anaoudegezh gant ar sujed, a-raok, marteze, prenañ al levr, pe profañ anezhañ d'unan ha n'eo ket (c'hoazh) kendrec'het gant ar boued bio!

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

C'hoariva ha Video e staj KEAV

 

 

E-pad an hañv e kinnigo Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e 60vet staj. Div sizhunvezh a vo, etre an 8 hag ar 14 a viz Gouere, hag etre ar 15 hag an 21 a viz Gouere, e Skaer. Nevezinti a vo, gant rummadoù kentelioù war ar c'hoariva hag ar video. Er bloaz-mañ, e-kerzh ar sizhunvezh kentañ, e vo kinniget ur rummad kentelioù c’hoariva brezhonek, gant Bob Simon, komedian a vicher. Kentelioù war implij ar video a vo kinniget e-pad an eil sizhunvezh. Un doare da studiañ hag ober gant ar brezhoneg dre zeskiñ teknikoù diazez. Kaset e vo ar programm resis gant an aozerien d’an dud dedennet. E diavaez ar c'hentelioù e vever e brezhoneg a-hed ar sizhun. Un doare da vont war-raok buan-tre ha d’en em voazañ d’ober gant ar brezhoneg a-hed an amzer. Evit lakaat e anv eo ret gouzout un tamm brezhoneg eta, bezañ studiet ar yezh e-pad bloaz pe zaou da vihanañ.

 

Evit gouzout hiroc'h :

K.E.A.V., 22 hent Mouliouen, 29000 Kemper. Pgz: 02 98 95 59 31.

Postel: keav@wanadoo.fr.

www.keav.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Rafael Nadal trec'h e Roma adarre

 

 

Dec'h e oa echuet Tournamant Tennis Roma. Sklaer hag anat eo disoc'h ar c'hrogad diwezhañ, etre ar Spagnol Rafael Nadal (2vet c'hoarier bedel) hag ar Chilead Fernando Gonzalez (6vet c'hoarier bedel): 6-2, 6-2. 1 eur 24 eo padet ar c'hrogad hepken. Skuizh e seblante ar c'hoarier chileat bezañ, ha meur a fazi zo bet graet gantañ. Nerzhus ha tagus e oa Nadal er c'hontrol. An trede gwech diouzh renk eo d’ar Spagnol 20 vloaz gounit Tournamant Tennis Roma. Setu bremañ 77 krogad da-heul m’eo trec'h Rafael Nadal ! Ar 16vet tournamant gounezet gantañ eo, hag ar pevare eus ar Master Series er bloaz-mañ (Indian Wells, Monte Carlo ha Barcelona zo bet gounezet gantañ c'hoazh). A-benn div sizhunvezh e krogo tournamant Roland Garros, e Pariz, hag anat eo emañ Nadal e-touez ar re o deus ar muiañ a chañsoù da c'hounit.

 

 

 

 

 

 

 

 

Spider-Man 3

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ : Sam Raimi

 

Setu m’eo deuet Peter Parker a-benn da gempouezañ e vuhez etre e zarempred gant MJ, e zever Spider-Man hag e labour. Ar super haroz zo degemeret mat gant tud New York bremañ.

Dizoleiñ 'ra Peter emañ lazher e eontr o redek, hag e-keit-se emañ e zilhad Spider-Man o cheñch neuz. Kreñvoc’h e teu da vezañ met krignet eo gant ar c’hoant dael. Dilezel a ra MJ, setu e rank stourm a-enep dezhañ e-unan ouzhpenn d’an niver bras a dud drouk a zo e New York er mare-mañ...

 

Kustum e oamp, gant div lodenn gentañ troioù-kaer Spidey, da vezañ kentoc’h plijet brav. Ordin ken mat ez eo an efedoù ispisial hag ar prantadoù emgann. Un toullad sioù a zo gant an trede lodenn koulskoude: re a dud drouk evit gallout kompren mat personelezh pep hini, ha dreist-holl un digempouez iskis etre an doareoù film (emgann, romantelezh ha fent). Ya, fentus eo ar Peter drouk, met ne glot ket gant spered ha blaz an daou film all ha tudenn Harry (bet e vignon) a seblant hedro penn-da-benn. N’eo ket fall tamm ebet, met dipitus memes tra.

G.L.

 

Evit gouzout hiroc’h: www.spiderman3-lefilm.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Astropolis 13

 

 

Etre an 2 hag ar 5 a viz Eost e Brest

 

Tapit ho tilhad lateks, ho t-shirtoù fluo hag all: setu embannet programm 13vet gouel Astropolis, unan eus ar gouelioù elektro koshañ (ha dedennusañ). 13, niver an dichañs pe an traoù (a c’hall bezañ) spontus, setu ma vo Voodoo tem ar bloaz-mañ.

Evit a sell ouzh ar programm eo deuet a-benn an aozerien da vodañ sonerien a-feson. Kregiñ a ray an traoù d’ar Yaou 2 a viz gant Miss Kittin, Champion, Sonic Crew ha Taol-Lañs BZH System (digor d’an holl re a son e Breizh he 5 departamant). Kement a blijadur a vo d’ar gwener, gant Chloé hag Ivan Smagghe ("Kill the DJ’s"), Au Revoir Simone pe c’hoazh Digitalism.

Peurliesañ ec’h echu an traoù war an ton bras d’ar Sadorn da noz. Gwir e rankfe bezañ er bloaz-mañ ur wech ouzhpenn: dont a ray DJ Hell, Justice, Kid Koala pe c’hoazh Amon Tobin da lakaat an holl dud bodet e maner Keroual da zañsal betek an deiz war-lerc’h. Evit ar re a blij dezho an tekno hard-core e vo, evel bep bloaz, Manu Le Malin.

 

R.M.

Muioc’h a ditouroù: www.astropolis.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Skoazioù lapin fardet gant teuziadell legumaj

 

 

Danvez evit 4 den : 8 skoaz lapin – 1 banne bouilhoñs kig-yar – 300 g karotez – 200 g avaloù-douar – 3 ivinenn kignen  150 g sezv mod-kozh – 60 g dienn fresk – 2 loaiad vras eoul olivez - 40 g parmesan – 20 g amann – pebr hag holen

 

Holenit ha pebrit ar skoazioù lapin, alaourit en ur frinkell gant ur banne eoul olivez. Libistrit an tammoù kig a bep tu gant ar meskaj sezv ha dienn. Adlakait e-barzh ar frinkell e-pad 20 mn.

 

Dibluskit ha troc’hit ar c’harotez hag an avaloù-douar a skejennoù. Lakait da alaouriñ gant an amann, an ivin kignen, pebr hag holen. Ouzhpennit ar bouilhoñs kig-yar ha lezit da vitoniñ 20 mn. Mirit ar chug a-gostez. Raktommit ar forn (gwrez. 7 / 201°). Aozit al legumaj en ur blad da rostañ, poultrennit gant ar parmesan. Lakait er forn 5 mn.

 

Kinnigit al legumaj kreienet gant 2 damm skoaz-lapin war pep asied. Pallennit gant ur banne hili. Ouzhpennit, ma fell deoc’h, poultr kanell pe pevar zemz.

 

Mari Lubrano