|
|
|
|
|
|
|
Lun 7 a viz Mae, niv.144 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ur prezidant zo bet dilennet |
|
|
Dec'h da noz e oa bet tud dilaouen
gant dilennadur Sarkozy e penn ar Stad o plantañ reuz e
Brest, Naoned ha Roazhon. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Europa
hag an treloskoù "glas" |
|
|
M.M. Ar sinadeg hag arguzennoù
a-enep an treloskoù "glas": |
|
|
|
|
|
|
|
C'hoariva
ha Video e staj KEAV |
|
|
Nevezinti a vo, gant
rummadoù kentelioù war ar c'hoariva hag ar video.
Er bloaz-mañ, e-kerzh ar sizhunvezh kentañ, e vo
kinniget ur rummad kentelioù c’hoariva brezhonek,
gant Bob Simon, komedian a vicher. Kentelioù war implij ar
video a vo kinniget e-pad an eil sizhunvezh. Un doare da
studiañ hag ober gant ar brezhoneg dre zeskiñ
teknikoù diazez. Kaset e vo ar programm resis gant an
aozerien d’an dud dedennet. E diavaez ar c'hentelioù
e vez bevet e brezhoneg a-hed ar sizhun. Un doare da vont war-raok
buan-tre ha d’en em voazañ d’ober gant
ar brezhoneg a-hed an amzer. Evit lakaat e anv eo ret gouzout un tamm
brezhoneg eta, bezañ studiet ar yezh e-pad bloaz pe zaou da
vihanañ. Evit gouzout hiroc'h : K.E.A.V., 22 hent Mouliouen, 29000
Kemper. Pgz: 02 98 95 59 31. Postel: keav@wanadoo.fr. |
|
|
|
|
|
|
|
Plijadur
o redek daou ha daou ! |
|
|
Kalz a dud a oa bodet war
parklec’h Carrefour da zevezh Gouel al labour. 264 koublad o
deus kemeret perzh er redadeg, dispar evit un taol kentañ! "Ne
oan ket o c’hortoz un taol ken kaer, eme Christophe
Falligon pennaozer an abadenn, d’ar
muiañ tout e welen 200 koublad o kemer perzh. Dibaseet omp
bet gant an darvoudoù!". Plijadur zo bet a-hed ar
redadeg o tremen dre hentoù bihan, oc’h
heuliañ ar stêr Oded hag o vezañ
kalonekaet gant an arvesterien niverus. Ar c’hlasamant ne oa
mui nemet un dra a eil renk evit an darn vuiañ. Memestra eo
bet prim ar c’houblad trec’hour, -Hasna Taboussi ha
Sylvain Gourvelleg eus ar C’hemper Atleterezh- lonket ganto
an hed e 36 munutenn. Ur bern prizioù a oa dasparzhet e fin
ar striv ha pep hini a gave e lod. "Distreiñ a
raimp, plijus eo ar mennozh!" a veze klevet alies ha setu ma
ouzhpenne an aozer: "Adaozet e vo ar redadeg er bloaz
a zeu …met gwelloc’h!" Kenan an Habask |
|
|
|
|
|
|
|
Love
and other disasters - Love (et ses petits
désastres) |
|
|
Stadoù-Unanet –
2005 Senario ha seveniñ : Alek
Keshishian
Adalek ar penn kentañ e
tispak fraezh Love gant peseurt doare film eo
levezonet: komediennoù romantel saoz (Four Weddings
and a Funeral 1994, Notting Hill 1998)
hag amerikan (Breakfast at Tiffany's, 1961). Brav
a-walc’h e teu gant Alek Keshishian e-skoaz an
oberennoù-se: dudius-kaer eo an tudennoù ijinet
gantañ, ha Brittany Murphy a zeu a-benn da
drelatañ ar c’hamera. Un abadenn fentus ha plijus
eo e gwirionez, met gwall dev eo an treuzkomprenoù a ya
d’ober steuñvenn an istor siwazh. Love
n’eo ket gwirheñvel ha diaes eo en em anavezout
ennañ, ar pezh a zo nec’hus memes tra pa embann an
tudennoù eo ret talañ ouzh gwirvout an
darempredoù karantez. Meriadeg Vallerie Evit gouzout muioc’h: www.europacorp.com |
|
|
|
|
|
|
|
Magazine
– Real
Life / Secondhand Daylight / The Correct Use of Soap |
|
|
Abaoe un nebeud
bloavezhioù e teu war wel strolladoù a embann
bezañ bet levezonet gant ar sonerezh post-punk (1978-82).
Tabutal a c’haller evit a sell ouzh o doare(où) da
verañ an hêrezh-se. Ha setu ma teu er-maez en-dro
pladennoù Magazine, ur strollad bet krouet e 1978 gant
Howard Devoto goude m’en dije kuitaet The Buzzcocks.
N’emaomp ket neuze e-touez tud yaouank, met gant krouerien an
doare seniñ-se. An teir fladenn gentañ
bet savet ganto etre R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Kregin
Sant Jakez gant avaloù |
|
|
Dibluskit an avaloù ha
troc’hit anezho a-dammoù. Lakait an hanter da
goazhañ evit adtapout ar chug. Silit ar chug. Ouzhpennit an
amann disall, pebrit hag holenit. Lakait ar bouedennoù
Sant-Jakez da boazhañ en ur baelon, 2 mn a bep tu. En ur
baelon all, lakait an avaloù a chom da fritañ
e-barzh an amann damsall. Lakait 3 bouedenn war pep asied
(raktommet), diskennit ar chug avaloù warno, lakait an
tammoù avaloù tro-dro ha poultrennit gant ar
c’hanell hag ar serfilh. Servijit diouzhtu. Mari Lubrano |
|
|
|