Lun 30 a viz Ebrel, niv.143
Sizhun 18 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Echu e vo a-benn disul

 

 

A-benn disul e vo echu charre an dilennadegoù. Er c'helaouennoù e vez embannet er mare-mañ peadra da geñveriañ kinnigoù an daou zanvez-prezidant. N'eus kinnig ebet diwar-benn dleoù, divent, ar Stad, gant hini ebet eus an daou zanvez-dilennad da skouer. Diskoulmañ ar gudenn-se a c'hellfe rediañ pennoù Frañs da simplaat ha digreizennañ ar melestradur koulskoude. War an digreizennañ, just a-walc'h, eo un tamm disheñvel ar jeu. Pa fell d'an UMP Nicolas Sarkozy chom gant framm ar 5vet Republik, e seblant ar PS Ségolène Royal bezañ prest da vont war-du ur 6vet Republik digreizennet.

A-raok na vefe gouvezet piv o do dibabet voterien Frañs evit bezañ e penn ar Stad evit ar pemp bloaz da zont, e vo kinniget un tabut er skinwel dimerc'her. Da 9e noz e vo Nicolas Sarkozy ha Ségolène Royal dirak an daou gelaouenner Patrick Poivre d'Arvor hag Arlette Chabot. Skignet e vo war TF1 ha Fance 2. Peadra marteze da henchañ dibab mouezhiañ ar voterien n'o deus ket graet o soñj c'hoazh. Disadorn e oa bet aozet un diviz etre danvez-prezidantez ar PS ha penn an UDF, François Bayrou, dastumet gantañ mouezhioù tost 7 milion a dud en dro gentañ. N'eus ket bet kaoz eus gwirioù ar yezhoù siwazh. Ha bez' e vo dimerc'her ?

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

EPR: Sarkozy chomet mut, Royale prest da dabutal

 

 

Ma vez dilennet Ségolène Royal e lako savidigezh ar greizenn nukleel EPR da baouez, amzer da c'houlenn o ali digant ar bobl. Lavarout a ra n'eo ket demokratel bezañ bet embannet un dekred just a-raok kentañ tro an dilennadegoù, pa oa pennoù an dud gant traoù all, ha pa c'hello cheñch ali ar re a zo e-penn goude an dilennadegoù. Ma vez dilennet e kaso ivez tabutoù da benn, evit gwelet asambles penaos espern energiezh, penaos kas war-raok ar mammennoù energiezh n'int ket saotrus, ha petra e vo dazont an nukleel.
Sed aze ar pezh he deus respontet d'ar gevredigezh Greenpeace. Ar re-se a zo bet klevet komz diouto goude m'o defe kaset tud war ar chanter evit herzel ouzh al labourioù da gregiñ. Goulennet o deus o ali ivez digant an danvez-prezidanted. Sklaer eo respont Royal, met mut eo chomet Sarkozy. Chalet eo Greenpeace gant kement-se, dre ma’z eus ur bern Gallaoued prederiet gant kudennoù an tredan nukleel.
Dalc'homp soñj e kousto an EPR 3,3 miliard a euroioù. Ma vefe gouestlet kement-all e barzh tredan propr e vefe krouet div wech muioc'h a dredan... ha pemzek gwech muioc'h a bostoù labour!

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tudennoù Perrault kinniget e Maner Kernod

 

 

Betek an 13 a viz Even e vo Maner Kernod o tegemer an diskouezadeg "Tire la chevillette..." diazezet war skeudennoù kontadennoù Perrault. Tu a vo da bep hini dizoleiñ pe kaout soñj, a-drugarez da labour skeudennaouerien a bep seurt, eus ar santimantoù hag ar from liammet gant istorioù ar skrivagner.

Ul labour ispisial a zo bet graet evit kinnig oberenn Sarah Moon: luc'hskeudennoù diwar-benn istor Kabellig Ruz. Ar plac'hig a vo gwelet o pourmen, n'eo ket ken en ur c'hoad met war pavezioù ur straed e kreiz-kêr!

Diskouezet e vo ivez engraverezh klasel gant Gustave Doré, oberenn varzhel Claire Degans, hini Nicole Claveloux a denn muioc'h da ludresadennoù pe c'hoazh livadennoù arnevez ha souezhus Sherley Freudenreich, hep disoñjal bed eeun Danièle Bour.

Ur gwir veaj e bed ar vugaleaj eta.

Ul levrig-c'hoarioù a zo bet savet evit ar vugale hag ur saloñs zo bet staliet evit ma c'hello an holl chom da lenn sioul e-pad ur prantadig.

"Kontadennoù ha merenn-vihan" a vo aozet d'an 30 a viz Mae ha d'an 20 a viz Even. Ur valeadenn dizoleiñ ar park gant e vuoc'hed-doue hag e logod-dall, hag un nebeud abadennoù all c'hoazh a vo kinniget ivez e-ser an diskouezadeg.

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc'h : www.manoir-de-kernault.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Derby breizhat:

Naoned diskaret war he zachenn gant Roazhon

 

 

Ur c'hrogad diaes e oa evit Naonediz disadorn. N'o deus ket gellet ar Ganaried talañ war o zachenn ouzh ar re ruz-ha-du, hag e fin ar c'hoari e oa sklaer ha fraezh : 0-2. An trede gwech e oa da Roazhoniz gounit war tachenn Naonediz. Spi o doa bet ar Ganaried e-kerzh al lodenn gentañ koulskoude. Met, ur wech merket ur pal gant Utaka eo aet spi ar Ganaried da get. Pa oa temz-spered Naonediz d'an izelañ, e oa hini Roazhoniz d'an uhelañ gant o seizhvet krogad diouzh renk hep bezañ trec'het. N'eo ket sur e c'hoarife ar gward-palioù Fabien Barthez gant ar Ganaried er c'hrogadoù da zont zoken. Chikan a zo bet goude krogad disadorn etrezañ hag ur suporter naonedat. Distroet e vefe da Doloza da welet e familh.

N'eus nemet ur bruzhud a c'hellfe mirout ouzh skipailh Naoned da ziskenn er C'hevre 2. Ret e vefe d'ar Ganaried bezañ trec'h war c'hoarierien ar Mañs, Bourdel, Lyon ha Toloza. Ret e vefe ivez da skipailhoù Troyes, Niça ha Valenciennes koll holl o c'hrogadoù... 44 bloaz zo e oa ar Ganaried er C'hevre 1.

 

 

 

 

 

 

 

 

Sunshine

 

 

Rouantelezh-Unanet - 2007
Seveniñ : Danny Boyle

 

Er bloavezh 2057, emañ heol hon c’hoskoriad o vervel. Emañ an Douar o yenañ ha mab-den o vervel tamm-ha-tamm. Kaset eo skipailh ICARUS II en egor da gas ur vombezenn nukleel en Heol evit ma c’hanfe ur steredenn nevez diwarnañ. N’eus nemeto a c’hell saveteiñ an Douar. Ne vo ket aes an traoù evito siwazh...

 

Ur meskaj iskis etre meur a zoare film disheñvel eo Sunshine: skiant-faltazi, spont, drama psikologel... Ha n’eo ket displijus tamm ebet an disoc’h! Evel 'barzh 28 Days Later (savet gant Boyle ivez) e weler amañ tuioù fall mab-den, a rank dibab etre e santadoù hag amzer da zont an Douar. Brav eston eo ar skeudennoù, plijus al lusk. Nec’hus eo un tamm ivez, met un en doare plijus hag efedus evel ma oa ar rummad filmoù Alien da skouer.

G.L.

 

Evit gouzout hiroc’h : www.sunshine-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

16vet Gouel an Erer Kozh :

19-22 a viz Gouere e Karaez

 

 

Memes tra bep bloaz: e dibenn miz Ebrel e vezer war api, o c’hortoz programm ar Erer Kozh. Bep bloaz ivez e vezer entanet hag ankeniet war un dro: boaz eo an aozerien da bediñ arzourien dedennus ha re all – penaos lavarout? – n’int ket kenkoulz.

Ha ne cheñch ket an traoù e 2007. Menegomp neuze a re a dalvez ar boan, ha chomomp hep kaozeal re diwar-benn ar re all.

Ar Yaou da noz a vo gouestlet, evel warlene, d’ar sonerezh gall. Ma’z oc’h ouzhpenn 60 vloaz, kit da selaou Aznavour, a-hend-all selaouit Les Rita Mitsouko ha Katerine ha kit d’ar gêr goude-se.

Evit a sell ouzh an tri devezh all ez eus peadra da vourrañ: Arcade Fire (art rock eus Kanada), Clap Your Hands Say Yeah! (da ziwall zo memes tra, ken divalav int bet daou vloaz zo da vare an Transmusicales), Kaiser Chiefs (pop saoz hengounel), Art Brut (indie rock saoz eil derez), Justice (elektro gall doare Daft Punk), LCD Soundsystem (elektro punk amerikan), Herman Düne (low fi folk), Brian Ferry (dandy saoz) pe c’hoazh Scissors Sisters (disko heñvelreizh amerikan). Bez e vo ivez Adamo ha Peter Gabriel, e ken kaz e vefec’h dedennet gant seurt tud. A bep seurt, hañ?

Pass tri devezh e 66 euro, 95 euro evit ar pevar devezh, 28 euro an nozvezh war-bouez ar Yaou (35).

R.M.

Evit gouzout hiroc'h :

www.vieillescharrues.asso.fr

www.myspace.com/vieillescharrues

 

 

 

 

 

 

 

 

Saladenn riz gant frouezh sec’h

 

 

Evit 6 den : 2 werennad riz gwenn – 50 g rezin sec'h – 6 fiezenn sec’h – 6 abrikezenn sec’h – 50 g alamandez skejennet – 50 g kraoñ kelvez – plusk un hanter orañjezenn – plusk un hanter sitronenn – holen  - bent fresk

soubilh : 2 melen-vi – 2 loaiad dour – pebr hag holen –
100 g amann – 2 loaiad vras chug orañjez

 

Dibluskit an orañjezenn, lamit ar c’hroc’hen gwenn ha troc’hit e-barzh ar plus tammoù moan. Soubañ an abrikez, ar rezin hag ar fiez en ur banne dour klouar gant ur banne chug orañjez.

 

Lakait ar riz da boazhañ 15 mn. Dizourit.

 

Fardit ar soubilh : Dispartiit ar melenoù-vi diouzh ar gwennoù. En dourgib, meskit ar melenoù-vi gant an 2 loaiad dour. Pebrit hag holenit. Basit mat betek ma vo spoumus an aozad. Tennit diwar an tan. Tamm ha tamm ouzhpennit an amann. Ouzhpennit ar chug orañjez ha tammoù plusk.

 

Aozit ar riz, ar frouezh sec’h, delioù bent hag ar plusk orañjez a chom en ur plad-saladenn. Servijit gant ar soubilh.

 

Mari Lubrano