Meurzh 9 a viz Mae, niv.99
Sizhun 19 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Yannig Baron : 21 devezh yun hag emgav arc'hoazh

 

 

Kenderc'hel a ra stourm Yannig Baron (a-zehou war ar skeudenn graet gant Jean-Luc Le Floc'h) evit ma vefe reizh ar c'helenn brezhoneg er skolioù katolik. E-kerzh Breujoù Sevenadurel Breizh eo bet meneget meur a wech harz-debriñ Yannig Baron gant an aozerien (Kuzul Sevenadurel Breizh ha Skol-Uhel ar Vro). Deuet e oa prezidant Dihun da Skol-veur Yaouankiz Breizh, aozet er sizhun dremenet gant KSB e Karaez, evit saludiñ mignoned euskarat. Meur a wech o deus ar berzhidi yaouank stlapet o daouarn evit reiñ kalon dezhañ. Diskouezet en deus bezañ mennet da vat da zifenn ar pezh zo evitañ gwir diazez an holl re a vev e Breizh : gellout deskiñ yezh ar vro. E ti ar gevredigezh Dihun e Gwened eo staliet, noz ha deiz, Yannig Baron evit kas war-raok e stourm.

Arc'hoazh e vo sañset roet ur respont da z Dihun gant renerien an deskadurezh kristen e Breizh. Skoazellañ Yannig Baron a c’heller dre gas posteloù d’an aotrou Jean-Yves Savidan (ddec22@scolanet.org), gant un eilskrid dezhañ (dihun-breizh@freesbee.fr). Ur sinadeg a c'heller kavout ivez evit reiñ e skoazell da brezidant Dihun.

 

Evit gouzout hiroc'h :  http://www.dihun.com/actualites/soutiengrevefaim06.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Logod-dall o c’houlenn lojeiz

 

 

Da lod ac’hanomp e plij kaout un ti kempenn ha bezañ sur omp an annezidi nemeto. Padal ez eus kalzig a loened a glask bevañ tost ouzh an dud hag o zier, e-giz logod dall zo. Alies-kaer avat e vez nec’het an dud : aon zo dirak loened n’int ket gwall anavezet, dirak o c’hac’hadennoù a c’hell louzañ an traoù pe o cholori (ouzhpenn ultrasoniadoù a vez graet gant al logod-dall). Met ma vez adkempennet un nebeud traoù en ti e c’heller profitañ eus ur c’henvenvañ spletus : debret e vez kalz a amprevaned gant al logod-dall (1 milion hanter a voustiked debret gant ur bagad 100 pipistrell bep miz !), tu zo da zastum ar gwano a demzo douar ho jardin, plijadur a vez o sellet outo. Ret eo lezel un tamm plas dezho evit se : lezel faoutoù er murioù, stalafioù hep fiñval anezho, pe c’hoazh un loch er grignol miret evito hepken. Dav eo gouzout int loened gwarezet gant al lezenn forzh penaos.

Morwena Audic

 

http://www.bretagne-vivante.asso.fr/ (klikañ war “études et suivis, chiroptères”)

La nature sous son toit, Hommes et bêtes : comment cohabiter ? gant Jean-François Noblet, embannet gant Delachaux et Niestlé.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kejadenn c'hoariva Roazhon

 

 

Dimerc'her e krogo kentañ "Kejadenn c'hoariva Roazhon" aozet gant Skeudenn Bro Roazhon, evit Gouel Erwan. Tri fezh-c'hoari e brezhoneg a vo kinniget d'an 10, 19 ha 24.

Muntr er Vro-Vigoudenn a loc'ho an traoù e Ti Tachenn Veurzh dimerc'her. Savet diwar-benn un danevell gant Erwan Kervella, aozet ha leurennet eo bet gant ar strollad Barzhanoff.

D'ar Merc'her 19 e vo tro Strollad ar Vro Bagan da ginnig Fest ar Pimoc'h skrivet gan Tilly, e Ti Tachenn Veurzh. Gant Strollad Pik Achu e vo klozet Kejadenn c'hoariva Roazhon d'ar Merc'her 24 a viz Mae gant Brezhoneg o c'hoarzhin ! e Ti Karter Keryann.

 

Evit gouzout hiroc'h : 02 99 30 06 87. skeudenn@wanadoo.fr. http://skeudenn.ouestfrance.fr.

 

 

 

 

 

 

 

 

Camille Abily, gwellañ c'hoarierez vell-droad Frañs

 

 

Disul da noz e oa bet prizioù Unvaniezh vroadel ar velldroaderien a-vicher (UNFP) en Olympia, e Pariz. E-touez al loreidi ur plac'h yaouank 21 bloaz, Camille Abily. Anvet eo bet "Gwellañ c'hoarierez vell-droad ar bloaz". E skipailh Montpellier-Hérault emañ bremañ o c'hoari, met kroget he deus gant he sport muiañ-karet e Breizh. Da c'hwec'h vloaz he doa graet anaoudegezh gant ar vell-droad e Bruz, e-kichen Roazhon. Chom a raio e skipailh Bruz betek he fevarzek vloaz ha mont a raio da Reuz (e-kichen Roazhon ivez) ha Sant-Brieg, en ur glask, war ar memes tro, mont war-zu ar vell-droad a-vicher.

E Montpelhièr emañ bremañ o heuliañ studioù war ar Sport koulz hag o c'hoari e skipailh ar gêr. E sizhun-mañ e krog ar c'hrogadoù evit gellout mont da Sina evit Kib ar Bed, e 2007. E miz Gwengolo he do tro Camille Abily da welet en-dro ar vro lec'h m'he doa kroget da skeiñ er vell. E Roazhon e c'hoario he skipailh a-enep ar Saozezed.

 

 

 

 

 

 

 

 

V for Vendetta (V pour Vendetta)

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Seveniñ : James McTeigue

 

21vet kantved e Londrez. Emañ ar c’hañseller-meur Sutler e penn ar vro. Ur vro wasket, suj, hep gwirioù, e-lec’h ma vez toullbac’het, lazhet ha jahinet a-vil-vern. Evey a zo ur Saozez voutin a glask disoñjal tonkad skrijus he familh. Ur wech “savetaet” gant V, un den masklet kevrinus, e kompren e rank stourm hag e c’hall ur bobl unanet bezañ kreñvoc’h eget ur gouarnamant sponter.

Goude dipit bras Matrix 2 ha 3 (met hep bezañ lennet comics Moore evel-just) e vo plijus V for Vendetta. N’eus ket ennañ re a emgannoù diabeg met ur preder dedennus (keit ha ma vez objektivel ar sell, en ur gevredigezh doare nazi e tremen an traoù memestra) hag ur from dous. Ur film a ziskouez eo kreñvoc’h ar mennozhioù eget an dud o-unan.

 

E-touez an azasadennoù comics a vez bannet ingal war ar skrammoù eo V for Vendetta unan eus ar re zedennusañ eta. N’eo ket fall e vefe an heñvelreviadezh unan eus elfennoù kreñv istor ur seurt film dudi stadunanat. Un elfenn greñv met n’eo ket un elfenn greiz, chom a ra an abeg-se disrannet eus ar peurrest eus an istor (dre youl an aozerien ?). Ar pezh a zegas tost un dislavar e diskoulm ar film... met ne lavarimp ket muioc’h, deoc’h da welet.

G.L. & M.V.

 

Kement ha gouzout muioc’h : http://vforvendetta.warnerbros.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel an Erer Kozh

20-23 a viz Gouere e Karaez

 

 

Ma ! Setu, deuet eo er-maez programm an Erer Kozh. An holl a oar dija piv a zeuy da Gerampuilh d’ar Yaou 20, setu kenkoulz eo lakaat ar gaoz war ar peurrest eus ar gouel. Evel boaz e vo leurennoù disheñvel gouestlet da seurtoù sonerezh disheñvel.

Evit pezh a sell ouz ar sonerezh rock ez eus peadra da vezañ laouen : Pixies (skeudenn), Dionysos, Placebo!!!, Madness, Hush Puppies, Editors pe c’hoazh The Lords of Altamont.

Evit ar sonerezh elektro ez eo ar Sul da noz a dalvez ar boan : Soulwax ha 2 Many DJ’s a ranker mont da welout. Arabat disoñjal ivez The Infadels, bet dizoloet er bloaz-mañ gant o albom kentañ, bet bututellet amañ un nebeud sizhunvezhioù’ zo. Chañsoù zo e tegasfent un aergelc’h plijus-tre gant o sonerezh elektro-punk. Evit pezh a sell ouzh arzourien ar vro ho po tro da welout Orange Blossom pe c’hoazh Yann Tiersen, e-touez ur bern re all.

26 euro an nozvezh, 66 euro ar pass Gwener-Sul.

R.M.

 

Muioc’h a ditouroù : http://www.vieillescharrues.asso.fr/festival/index.php

 

 

 

 

 

 

 

 

An tarv

(21 a viz Ebrel – 20 a viz Mae)

 

 

M’ho pez c’hoant da gemer perzh en ur stourm sokial pe bolitikel, e vo ar bloavezh mat evit kregiñ e-barzh. Ne vo ket anv da zont da vezañ prezidant un emsav ekologel eus an eil devezh d’egile ! Met dont a reoc’h a-benn da sikour ho kumuniezh ha degas a raio plijadur vras deoc’h.

Gallout a rafe ar bloavezh-mañ sikour ac’hanoc’h da welet sklaeroc’h ennoc’h hoc’h-unan. Pinvidikaet e vo ho kouiziegezhioù war meur a dachenn : lennit, kit da welet pezhioù-c’hoari, prezegennoù ! Kreñvaet e vo ho personelezh dre an deskiñ.

An hanterenn gentañ eus ar bloavezh a vo diaes evit ar c’houbladoù. Poan ho po d’en em glevet gant an hini a vev ganeoc’h. Bezit pasianted ! Na stlapit ket an nor re vuan, pe keuz ho pefe goude. Diouzh o zu, ar re zieub o do poan oc’h ezteurel o santimantoù. Dizemglev a c’hellfe bezañ, ha kevezerezh ivez. Evit ar c’houbladoù, en eil lodenn eus ar bloavezh, e tremeno ar garantez goude kudennoù all. Diwallit da lakaat ho puhez kalon da dremen goude pep tra memestra. Ar re all a c’hellfe kejañ gant un den a-bouez. Met arabat e vo mont re vuan ganti !

War tachenn al labour e vo mat-kenañ lodenn gentañ 2006. Sirius ha kempenn, gounit a reoc’h fiziañs ar re all. An eil lodenn eus ar bloavezh a vo diaesoc’h, rak dizampart e c’hellfec’h bezañ a-frapadoù. Klaskit chom poellek ha tremen a raio ar prantad diaes-mañ hep re a dregasoù.

Katell Leon