|
|
|
|
|
|
|
9 a viz Mae 2005,
niv. 55 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
2 000
den o vanifestiñ er Faoued disadorn |
|
|
Diwar
galv ur c'hevre 50 kevredigezh, sindikad pe aozadur politikel e oa
deuet un 2 000 den bennak d’ar Faoued disadorn.
Manifestiñ a raent a-enep dismantr ar servijoù
publik war ar maez. Dont a rae ar vanifestadeg-se da heul ar re a oa
bet aozet e Langoned hag e Rostrenenn er mizioù tremenet,
met dreist-holl da heul manifestadeg Guéret, er c'hCreuse.
Du-hont e oa bet aozet "Galv Guéret" gant dilennidi diwar ar
maez, evit ma vefe graet pep tra a-benn mirout burevioù ar
Post, re EDF-GDF, re an tailhoù, ar skolioù, hag
all, en o c'humunioù. Un
30 maer bennak eus Kreiz Breizh a oa deuet da vanifestiñ.
Adkavet o deus dilennidi eus ar c'hCreuse, deuet da gemer perzh en
devezh stourm. Komzet en deus maer Langoned, Christian Merrien, ha
kinnniget d'an dud ul listennad servijoù publik nevez-serret
pe da vezañ serret a-raok pell. Roet en deus skouer
servijoù ar Post en Aodoù-an-Arvor. 165 burev zo
hiziv ; hervezañ ne vo ken nemet 40 e dibenn ar
bloavezh 2006. |
|
|
|
|
|
|
|
Linad
zo mat da gaout |
|
|
An
holl ac’hanomp o deus soñj bezañ bet
skaotet gant delioù linad : ar blevennoù
outo a c’hell reiñ debron kreñv
d’an dud. Penaos e c’heller lâret
traoù mat diwar o fenn eta ? Da
gentañ penn ez int plant mat da zebriñ.
Gwelloc’h eo choaz kreskennoù yaouank memestra ha
fardañ anezhe en ur soubenn pe e-giz ar pinochez. Ar
boued-se zo leun a vaenadoù ha saourus. Gallout
a ra al linad bezañ implijet er jardinoù ivez. Da
skouer, a-benn kaout tomatez yac’h e c’heller
lakaat delioù linad en o fezh e foñs an toull ma
vo plantet ar plantennoù tomatez ennañ :
an delioù a zegas d’an tomatez o
maenadoù a-feur ma kuzumont. Hañvouez diwar linad
a c’heller fardañ ivez : ret eo lakaat
tro 100g linad dre litrad dour ha lezel e glec’h betek... ma
vo c’hwezh flaerius (tro ur sizhunvezh) ! Pa vez
prest e vez distrempet an hañvouez-linad a-raok
bezañ implijet. Douret e vez gantañ plant zo
war-eeun (tomatez, bodoù roz...) pe glizhennet e vez war ar
plant a-benn skarzhañ diwarne amprevaned e-giz ar
c’hwen-gwez. Mod
all ma vezit gant an artrit pe ur boan-izili bennak, ‘po ken
‘met en em skourjezañ gant ur hordenn
linad ! Hag e ray vat deoc’h ! Daoust
d’an holl vadoù-se n’haller ket
disoñjal e skaot al linad. Met frotit ar
skaotadurioù gant delioù triñchin ha
ez aio ar boan kuit. Dre chañs e vez ar plant-se o sevel
kichen-ha-kichen peurliesañ. Neuze
arabat kaout aon lezel linadennoù en ur c’horn eus
ho jardin ! Maenadoù :
minéraux (Geriadur An Here) |
|
|
|
|
|
|
|
Breizh :
"douar al livourien" |
|
|
Un
dastumad skeudennoù graet gant Bretoned, "Breizh :
douar al livourien", zo bet kaset da Sina, evit bezañ
diskouezet e kêrioù Jinan ha Rizhao. E
Proviñs Shandong emañ an div gêr-se,
hag abaoe 20 vloaz ez eus un emglev etre Breizh ha Shandong evit eskemm
ha kenlabourat. Aozet
eo bet an diskouezadeg-se gant Ajañs Sevenadurel Breizh gant
Skoazell Kuzul-rannvro Breizh. E touez ar 21 skeudenner dibabet, pevar
zo ezel eus "Poellgor an Tarv", poellgor divyezhek an arzoù. Ur
c'hatalog eus ar 54 skeudenn zo bet embannet gant an aozerien, hag evit
ar wezh kentañ e vo ur c'hatalog e teir yezh :
galleg, sinaeg ha brezhoneg. |
|
|
|
|
|
|
|
Marc’houarnerezh |
|
|
Disparti
88vet emgav Tro Italia a oa bet lakaet disadorn da noz gant ur
rak-redadeg e Reggio di Calabria. Damiano Cunego, gounezer e Mell-droad 35vet
devezh R1 Roazhon
(5vet) 0–0 Monaco (3e) Niça
(17vet) 0–0 Naoned (15vet) 35vet
devezh R2 An
Havr Nevez (15vet) 3-1 An Oriant (13vet) Ar
Mañs (1añ) 0-0 Gwengamp (8vet) Brest
(5vet) – Troyes (3e) 36vet
devezh R1 Naoned
(15vet) – Lille (2vet) Lens
(9vet) – Roazhon (5vet) 36vet
devezh R2 Angers
(16vet) – Brest (6vet) Gwengamp
(8vet) – Gueugnon (12vet) An
Oriant (13vet) – Grenoble (10vet) |
|
|
|
|
|
|
|
I
♥ Huckabees |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2004 Senario
ha seveniñ : David O. Russell Strafuilhet
eo Albert Markovski (Jason Schwartzman) en
deizioù-mañ. Teir gwech eo en em gavet gant un
Den Du dre zegouezh. Sikour ur c’houblad enklaskerien war
ster ar vuhez (Dustin Hoffman ha Lily Tomlin) a c’houlenn ar
paotr evit kompren ar perag hag ar penaoz eus an
darvoudoù-se. Hag ul liamm a vefe gant Brad Stand (Jude
Law), paotr e youl-sevel e Huckabees (“marc’had pep
tra”) ? Disheñvel
diouzh ar filmoù all e klask bezañ “I
♥ Huckabees”. Prederiadennoù don
tudennoù an istor a gas disoc’hoù war
an dachenn-se e gwirionez ha pa vefe gwelet filmoù amerikan
ar seurt-se gant ur spered droch ur wech an amzer. Anat eo e chomo
arvestourien zo hep tapout krog ebet e dibarderioù an
abadenn. Farsus eo merzout (eus an diavaez) penaos e c’hell
mab-den ribotat soñjoù en e benn, met domaj eo e
chomfe ken unton red ar film. Evit
gouzout muioc'h war ar film : http://www2.foxsearchlight.com/huckabees/ |
|
|
|
|
|
|
|
Astropolis
11 |
|
|
Evit
an 11vet gwech e vo aozet Astropolis e Brest etre ar 4 hag ar Evit
gouzout hiroc’h : www.astropolis.org |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
Vretoned o deus ezhomm plasma |
|
|
Ensavadur
ar Gwad e Breizh a c’halv an holl dud a vefe prest da
reiñ plasma. Bemdez e vefe ret kaout 50 road evit gellout
respont da ezhommoù ar glañvourien.
Goulennoù a erru eus 90 kreizenn-yec’hed e Breizh. En
deiz a hiziv e vank 12 % a roerien. An dra-se zo kaoz e fell
da Ensavadur ar Gwad kelaouiñ ar Vretoned diwar-benn an
dourenn-mañ a zo enni kement a
elfennoù : kelligoù ruz,
kelligoù gwenn, pladanoù "Pep roer gwad
a c’hell reiñ plasma ivez. Graet e vez er memes
mod hag evit reiñ gwad, tennet e vez diouzh ul
lec’h hepken". Plasma a c’heller
reiñ kement hag 20 gwezh ar bloaz ! Ne vez ket
skuizhus daoust d’ar pezh a vez klevet lavaret alies. A-boan
ma vez ezhomm un devezh evit adsevel ar pezh a zo bet tennet. A-bouez
eo derc’hel soñj eus an ditouroù-se rak
un elfenn bouezus eo ar plasma. Ret-mat eo ober gantañ pa
vez koll gwad, kudennoù kaoulediñ pe
devadennoù grevus. Pladanoù
: plaquettes Kaoulediñ :
coaguler, coagulation |
|
|
|