|
|
|
|
|
|
|
Meurzh 2 a viz Mae,
niv.98 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Harz-debriñ
Yannig Baron : ouzhpenn 14 devezh |
|
|
"Evit
Dihun ne c’heller ket degemer an traoù er stad
m’emaint evit ar c’hlasoù divyezhek er
skolioù kristen. Re nebeut a glasoù a vez digoret
e-skoaz ar youl vat embannet gant ar pennadurezhioù. Re a
enebiezh a vez a-berzh renerien ar skolioù.
Bremañ ne gaver klasoù divyezhek nemet en ur skol
gristen diwar 10 er Mor-Bihan, en ur skol diwar 13 e Penn-ar-Bed hag en
ur skol diwar 18 en Adoù-an-Arvor. En distro-skol a zeu e vo
digoret 8 lec’h nevez er skolioù stad hag unan
hepken er skolioù katolik. Abalamour
da se en em gaver gant bugale nac’het e
skolioù-mamm zo (e 25 skol diwar ar 55 zo). Ar
c’hresk e niver ar skolidi divyezhek, e Gwengolo Skrivet
en deus Yannig Baron da renerien an deskadurezh kristen e Breizh, da
Jean-Yves Savidan, zo e penn ur bodad-labour war ar brezhoneg er
skolioù katolik, da eskibien Vreizh. En aner betek-henn.
Neuze en deus divizet chom war yun, adalek an Evit
gouzout hiroc'h : http://www.dihun.com/actualites/soutiengrevefaim06.htm |
|
|
|
|
|
|
|
Plouz
ha pri da sevel ti |
|
|
![]()
Morwena Audic Koadaj : coffrage Tortis
: torchis Evit
gouzout hiroc'h : http://www.habitat-ecologique.org |
|
|
|
|
|
|
|
"Les
nuits soniques" en Alre |
|
|
Ar
"Petit Théâtre", e kreiz-kêr An Alre, a
zegemero 3 strollad rock liesseurt adalek
9e disadorn ! Un doare evit Garatoi, evit ar pempvet
gwech, da reiñ buhez en-dro d’ur salig
c’hoariva mod italian, kuzhet a-us d’al lez-varn.
Betek bezañ disoñjet gant remziadoù
dañserien ha sellerien, ha dilezet gant an aozourien
abadennoù, daoust ma oa bet unan eus leurennoù
brudet ar vro. Un
nozvezh rock da vat e vo koulskoude ha fringal a raio selaouerien ar
c’hoariva. The Elektrocution a roio plas d’ar
gitaroù doare ar bloavezhioù 80 hag awenet gant
sonerezhioù MC5, The Stooges pe c’hoazh
Ramones : ur gorventenn sonioù a vo degaset gant ar
strollad eus Rouen. DeJavel, daou vuzisian eus ar vro, a ginnigo un
abadenn gwriziennet er rock "power pop" hag HijoData a yelo
kentoc’h war hentoù ar sonerezh elektronek. Hoel
Louarn Mont-tre :
7 euro en a-raok ha 9 euro war al lec’h. Evit
gouzout hiroc’h :http://garatoi.free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Tro
Breizh war varc'h-houarn |
|
|
N'eo
ket deuet a-benn skipailh Bretagne-Jean Floc'h, renet gant Philippe
Dalibard da adtapout ar Flandrezad yaouank, daoust da
strivoù Cédric Hervé,
Sébastien Duret, David Le Lay ha Stéphane
Pétilleau, gounezet redadeg Breizh gantañ warlene. |
|
|
|
|
|
|
|
OSS
117, Le Caire nid d’espions |
|
|
Frañs – 2005 Seveniñ : Michel
Hazanavicius Senario :
Jean-François Halin
Anat deoc’h n’eo ket Jean
Dujardin (Un Gars, une Fille, Brice de Nice)
evit gwiskañ chupenn OSS 117 war an tu
mat. M’en tou deoc’h n’eo ket ar
film-mañ ur barodienn savet a dresoù gros avat.
Deuet eo brav e senario gant Jean-François Halin en deus
gouvezet chom hep mont eeun gant gagoù aes ; kalzik
a draoù dic’hortoz zo er c’hontrol.
Awenet-mat eo ar pennaktour Dujardin ivez : gantañ
e vez c’hoariet ur spier farsus ha kredus war un dro.
Doareoù hag ardoù Sean Connery en deus kemeret,
ha c’hoarzhusoc’h c’hoazh eo ar film dre
ma n’emañ ket ar paotr o furlukinat war pep tra
a-hed an amzer. "C’est
épatant !" Adarre a c’houlenner a wir galon, hag a
vo graet moarvat. Gant ma teuio a-benn an arzourien-se da
vezañ ken awenet un eil gwech. Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout muioc’h : http://www.oss117.fr/ |
|
|
|
|
|
|
|
Rock
N Solex |
|
|
Roazhon
etre ar 4 hag ar
Evit
pezh a sell ouzh ar fest-noz e vo a-benn ar Yaou 4, gant Plantec,
Yudal Combo met ivez EV ha
DJ Blue-Jerry Cornic. Setu ne rankfe ket
bezañ hengounel nemetken an aergelc’h. Adalek
ar Gwener 5 e krogo al lodenn rock, hag e vo tu da glevout Archive,
Les Tambours du Bronx, The Craftmen
Club, Saian Supa Crew pe
c’hoazh Kill The Young (skeudenn).
Abadennoù Vjing a vo ivez, hag a bep seurt traoù
a zo aozet ivez e-pad an devezh. Fest-noz
da 7 euro, abadennoù rock etre R.M. Muioc’h
a ditouroù : http://www.rocknsolex.fr/ |
|
|
|
|
|
|
|
Estée
Lauder |
|
|
Katell Leon |
|
|
|